Levr Daniel - Pennad 9
Pennad 9
La première année du règne de Darius, fils d’Assuérus, de la race des Mèdes, qui était devenu roi des Chaldéens, Dn 9, 1 : Ar bloaz kentañ eus ren Darius, mab Asouerus, eus gouenn ar Vediz, bet lakaet da roue war rouantelezh ar Galdeiz,
la première année de son règne, moi, Daniel, je déchiffrais dans les livres le nombre d’années qui, selon la parole adressée par le Seigneur au prophète Jérémie, devaient s’écouler avant que prenne fin la ruine de Jérusalem : soixante-dix ans. Dn 9, 2 : er bloaz kentañ eus e ren, e welis, me Daniel, el levrioù, niver ar bloavezhioù en devoa lavaret an Aotrou da Jeremias ar profed, hag a oa da dremen c’hoazh war zismantroù Jeruzalem : Dek vloaz ha tri-ugent.
Tournant le visage vers le Seigneur Dieu, je lui offris mes prières et mes supplications dans le jeûne, le sac et la cendre. Dn 9, 3 : Treiñ a ris va dremm etrezek an Aotrou Doue evit goulenn sklerijenn ar bedenn, hag an aspedenn, ar yun, ar sac’h hag al ludu.
Je fis au Seigneur mon Dieu cette prière et cette confession : « Ah ! toi Seigneur, le Dieu grand et redoutable, qui garde alliance et fidélité à ceux qui l’aiment et qui observent ses commandements, Dn 9, 4 : Pediñ a ris an Aotrou va Doue, hag e ris dezhañ an anzavadenn-mañ : "A ! Aotrou, Te an Doue bras ha doujus, a vir an emglev hag ar fealded e-keñver ar re az kar hag a seven da c’hourc’hemennoù.
nous avons péché, nous avons commis l’iniquité, nous avons fait le mal, nous avons été rebelles, nous nous sommes détournés de tes commandements et de tes ordonnances. Dn 9, 5 : Pec’het hon eus, manket hon eus ! Droug hon eus graet ha disent omp bet ! Diroudet hon eus diwar hent da c’hourc’hemennoù ha da lezennoù !
Nous n’avons pas écouté tes serviteurs les prophètes, qui ont parlé en ton nom à nos rois, à nos princes, à nos pères, à tout le peuple du pays. Dn 9, 6 : N’hon eus ket selaouet da servijerien ar brofeded pa gomzent ez anv d’hor rouaned, d’hor priñsed, d’hon tadoù ha da holl bobloù ar vro !
À toi, Seigneur, la justice ; à nous la honte au visage, comme on le voit aujourd’hui pour les gens de Juda, pour les habitants de Jérusalem et de tout Israël, pour ceux qui sont près et pour ceux qui sont loin, dans tous les pays où tu les as chassés, à cause des infidélités qu’ils ont commises envers toi. Dn 9, 7 : Ganit, Aotrou, emañ ar gwir ! Ha deomp eo da ruziañ gant ar vezh evel m’emañ kont hiziv gant tud Youda, annezerien Jeruzalem, hag Israel a-bezh, ar re a zo tost hag ar re a zo pell en holl vroioù ma-z int bet stlabezet ganit goude kement a zisfealded ez keñver !
Seigneur, à nous la honte au visage, à nos rois, à nos princes, à nos pères, parce que nous avons péché contre toi. Dn 9, 8 : Ya, Aotrou, deomp ar vezh war hon taloù, d’hor rouaned, d’hor priñsed, d’hon tadoù, dre m’hon eus pec’hed ouzhit.
Au Seigneur notre Dieu, la miséricorde et le pardon, car nous nous sommes révoltés contre lui, Dn 9, 9 : D’hon Aotrou, hon Doue an drugarez hag ar pardon dre m’hon eus en em savet outañ !
nous n’avons pas écouté la voix du Seigneur, notre Dieu, car nous n’avons pas suivi les lois qu’il nous proposait par ses serviteurs les prophètes. Dn 9, 10 : N’hon eus ket selaouet mouezh an Aotrou hon Doue, evit heuliañ e lezennoù, en devoa lakaet dirazomp pe e servijerien ar Brofeded.
Tout Israël a transgressé ta loi, il s’est détourné sans écouter ta voix. Alors, les malédictions et les menaces inscrites dans la loi de Moïse, le serviteur de Dieu, se sont répandues sur nous, parce que nous avons péché contre le Seigneur. Dn 9, 11 : Israel a-bezh en deus torret ho lezenn ha troet kein evit mirout na glevfe ho mouezh ! Neuze eo bet taolet warnomp-holl ar vallozh, hag al le a oa skrivet e lezenn Moizez servijer Doue, dre m’hon eus pec’het ouzhoc’h !
Celui-ci a mis à exécution les paroles prononcées contre nous et contre nos gouvernants. Il a fait venir contre nous une calamité si grande que, nulle part, il ne s’en est produit de semblable sous les cieux, sauf à Jérusalem. Dn 9, 12 : Sevenet en deus ar pezh en doa lavaret, en hor c’heñver hag e-keñver ar renerien hor rene, en ur zegas warnomp ur walenn ken bras ken n’eus bet biskoazh c’hoarvezet ken gwazh all dindan an oabl evel ma-z eo c’hoarvezet war Jeruzalem !
Tout ce malheur est venu sur nous, selon ce qui est écrit dans la loi de Moïse. Mais nous n’avons pas apaisé la face du Seigneur notre Dieu, puisque nous ne sommes pas revenus de nos fautes en prêtant attention à la vérité. Dn 9, 13 : Hervez ma-z eo skrivet e lezenn Moizez, eo deuet warnomp an holl walleurioù-se ! Rak n’hon eus ket distanet dremm an Aotrou hon Doue en ur zistreiñ diwar hor fallagriezh hag en ur bleustriñ hent ho kwirionez.
Le Seigneur a veillé à ce que le malheur nous atteigne, car le Seigneur notre Dieu est juste en tout ce qu’il accomplit, mais nous n’avons pas écouté sa voix. Dn 9, 14 : Gant pled hag evezh en deus an Aotrou degaset warnomp ar walenn-se. Reizh e vez an Aotrou en e holl oberoù. Ni avat, n’hon eus ket sentet ouzh e vouezh.
Et maintenant, Seigneur notre Dieu, toi qui, d’une main forte, as fait sortir ton peuple du pays d’Égypte, toi qui t’es fait un nom, comme on le voit aujourd’hui, nous avons péché et nous avons été coupables. Dn 9, 15 : Ha bremañ, Aotrou hon Doue ! C’hwi hag a dennas ho pobl eus bro Egipt dre nerzh ho torn, o reiñ d’hoc’h anv ar brud en deus hiziv, pec’het hon eus, droug hon eus graet !
Seigneur, en raison de toutes tes justes actions, que ta colère et ta fureur se détournent de Jérusalem, ta ville et ta montagne sainte ! Car à cause de nos péchés et des fautes de nos pères, Jérusalem et ton peuple sont objet d’insulte pour tous ceux qui nous environnent. Dn 9, 16 : Aotrou, hervez labour ho trugarez, distroit ho kounnar, hag ho puanegezh diouzh ho kêr Jeruzalem, ho Menez santel ! Rak, abalamour d’hor pec’hedoù-ni ha da fallagriezh hon tadoù, emañ Jeruzalem hag ho pobl dismegañset gant an holl dud tro-war-dro deomp !
Et maintenant, notre Dieu, écoute la prière de ton serviteur et ses supplications. Pour ta cause, Seigneur, fais briller ton visage sur ton Lieu saint dévasté. Dn 9, 17 : Ha bremañ, C’hwi hon Doue ! Selaouit ouzh pedennoù hag aspedennoù ho servijer : Lakait sklerijenn ho tremm da barañ war ho santual dismantret, en abeg deoc’h.
Mon Dieu, tends l’oreille et écoute, ouvre les yeux et regarde nos dévastations et la ville sur laquelle on invoque ton nom. Si nous déposons nos supplications devant toi, ce n’est pas au titre de nos œuvres de justice, mais de ta grande miséricorde. Dn 9, 18 : Aotrou, astennit ho skouarn, o va Doue, ha selaouit ! Digorit ho taoulagad ha gwelit pegen gwastet omp, hag e pe stad emañ ar Gêr a vez anvet dre hoc’h anv ! Rak n’eo ket dre fiziañs en hon oberoù a reizhder e profomp dirazoc’h hon daspedennoù, met en anv ho trugarez divent.
Seigneur, écoute ! Seigneur, pardonne ! Seigneur, sois attentif et agis ! Ne tarde pas ! C’est pour ta cause, mon Dieu, car c’est ton nom qui est invoqué sur ta ville et ton peuple ! » Dn 9, 19 : Selaouit, Aotrou ! Pardonit Aotrou ! Taolit evezh ouzhimp Aotrou ! Grit hep ken dale, abalamour deoc’h hoc’h-unan, va Doue ! Rak hoc’h anv a zo galvet war ho Kêr ha war ho pobl !"
Je parlais encore, priant, confessant mon péché et le péché de mon peuple Israël, déposant ma supplication devant le Seigneur mon Dieu, pour la montagne sainte de mon Dieu ; Dn 9, 20 : Komz a raen c’hoazh o pediñ, oc’h anzav va fec’hed ha pec’hed va fobl, o profañ va fedenn dirak an Aotrou va Doue evit Menez santel va Doue ;
je parlais encore dans ma prière quand Gabriel – l’être que j’avais vu au commencement de la vision – s’approcha de moi d’un vol rapide à l’heure de l’offrande du soir. Dn 9, 21 : edon c’hoazh eta o komz, o pediñ, pa zeuas betek ennon an den Gabriel - an hini am boa gwelet en gweledigezh er penn-kentañ en ur nijal war-zu ennon da vare Profadenn an Abardaez.
Il m’instruisit, me parlant en ces termes : « Daniel, je suis sorti maintenant pour ouvrir ton intelligence. Dn 9, 22 : Dont a reas, hag e komzas hag e lavaras din : "Daniel ! Deuet on bremañ da zigeriñ dit da spered !
Dès le début de ta supplication, une parole a surgi, et je suis venu te l’annoncer, car toi, tu es aimé de Dieu. Comprends la parole et cherche à comprendre l’apparition. Dn 9, 23 : Pa grogjont gant da bedenn, e teuas ul lavar er-maez hag e teuan-me d’hen diskuliañ dit, rak un den a c’hras out. Selaou ervat ar gomz ha kompren ar weledigezh.
Soixante-dix semaines ont été fixées à ton peuple et à ta ville sainte, pour faire cesser la perversité et mettre un terme au péché, pour expier la faute et amener la justice éternelle, pour accomplir vision et prophétie, et consacrer le Saint des saints. Dn 9, 24 : Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo bet divizet evit da bobl hag evit ar Gêr santel, a-barzh ma vo lakaet termen d’ar fallentez, prennet war ar pec’hed, dic’haouet ar pec’hed ha degaset ar Reizhder peurbadel, sevenet ar gweledigezhioù hag an diouganoù, ha sakret an Hini santel-meurbet.
Sache et comprends ! Depuis l’instant où fut donné l’ordre de rebâtir Jérusalem jusqu’à l’avènement d’un messie, un chef, il y aura sept semaines. Pendant soixante-deux semaines, on rebâtira les places et les remparts, mais ce sera dans la détresse des temps. Dn 9, 25 : Gouez eta ha kompren ! Adalek an deiz m’eo bet kemennet al lavar da adsevel Jeruzalem, betek ma vo sakret ur Rener, e vo seizh sizhunvezh. E-pad div sizhunvezh ha tri-ugent e vo adsavet plasenn ha moger, met amzerioù a anken e vezint !
Et après les soixante-deux semaines, un messie sera supprimé. Le peuple d’un chef à venir détruira la ville et le Lieu saint. Puis, dans un déferlement, sa fin viendra. Jusqu’à la fin de la guerre, les dévastations décidées auront lieu. Dn 9, 26 : Goude an div sizhunvezh ha tri-ugent-se, e vo troc’het kuit an Hini sakr hag evitañ ne vo ket a ... ; Kêr ha Santual a vo distrujet gant soudarded ur penn-brezelour a zeuio. Met e fin a zeuio en un dic’hlanadenn, ha betek ar fin e vo brezel ha gwastadurioù divizet.
Durant une semaine, ce chef renforcera l’alliance avec une multitude ; pendant la moitié de la semaine, il fera cesser le sacrifice et l’offrande, et sur une aile du Temple il y aura l’Abomination de la désolation, jusqu’à ce que l’extermination décidée fonde sur l’auteur de cette désolation. » Dn 9, 27 : Skoulmañ a raio un emglev start gant kalz e-pad ur sizhunvezh ; hag e-pad un hanter-sizhunvezh e lakaio da baouez ar Sakrifis hag ar Brofadenn. War zivaskell an Euzhadur e nijo an Dismantrer ; met a-raok an diwezh, ken na gouezho an dismantr divizet war an Dismantrer e-unan.
