Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Barouk » Pennad 4

Barouk - Pennad 4

Levr : Barouk
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5

Pennad 4



Elle est le livre des préceptes de Dieu, la Loi qui demeure éternellement : tous ceux qui l’observent vivront, ceux qui l’abandonnent mourront. Ba 4, 1 : Hi a zo levr gourc’hemennoù Doue, al Lezenn hag a chom da viken ; an neb en em stag outi a berc’henn e vuhez met an neb he dilez a varvo.

Reviens, Jacob, saisis-la de nouveau ; à sa lumière, marche vers la splendeur : Ba 4, 2 : Distro, Jakob, ha krog enni, kerzh en he sklerijenn etrezek ar splannder.

ne laisse pas ta gloire à un autre, tes privilèges à un peuple étranger. Ba 4, 3 : Na ro ket da c’hloar d’un all na da vrientelezh d’ur vroad estren.

Heureux sommes-nous, Israël ! Car ce qui plaît à Dieu, nous le connaissons. Ba 4, 4 : Evurus omp, Israel, rak ar pezh a blij da Zoue, hen diskuliet en devo deomp !

Courage, mon peuple, toi qui es la part d’Israël réservée à Dieu ! Ba 4, 5 : Az pez kalon, va fobl, eñvoradenn Israel !

Vous avez été vendus aux nations païennes, mais ce n’était pas pour votre anéantissement ; vous avez excité la colère de Dieu : c’est pour cela que vous avez été livrés à vos adversaires. Ba 4, 6 : Gwerzhet oc’h bet d’ar Broadoù met n’eo ket evit ho peurzistruj ; dre m’ho poa atizet kounnar Doue oc’h bet lakaet etre daouarn hoc’h enebourien.

Car vous avez irrité votre Créateur en offrant des sacrifices aux démons et non à Dieu. Ba 4, 7 : Hejet oc’h eus an Hini en deus graet ac’hanoc’h en ur ginnig sakrifisoù d’an diaouled ha n’eo ket da Zoue ;

Vous avez oublié le Dieu éternel, lui qui vous a nourris. Vous avez aussi attristé Jérusalem, elle qui vous a élevés, Ba 4, 8 : ankounac’haet oc’h eus ho mager, an Doue peurbadel, ha doaniet oc’h eus ho magerez, Jeruzalem ;

car elle a vu fondre sur vous la colère qui vient de Dieu, et elle a dit : « Écoutez, voisines de Sion, Dieu m’a infligé un deuil cruel. Ba 4, 9 : rak en ur welout o kouezhañ warnoc’h ar reuz a-berzh Doue, he deus lavaret : Selaouit, amezegezed Sion : Doue en deus degaset warnon ur c’hañv bras.

J’ai vu la captivité que l’Éternel a infligée à mes fils et à mes filles. Ba 4, 10 : Gwelet em eus va mibien ha va merc’hed dindan ar sklavelezh bet degaset warno gant ar Peurbadel ;

Je les avais élevés dans la joie, je les ai laissés partir dans les larmes et le deuil. Ba 4, 11 : o desavet em boa gant Joa, o lezet em eus da bellaat en daeroù hag er c’hañv.

Que nul ne se réjouisse de mon sort, à moi qui suis veuve et délaissée par tout le monde. J’ai été abandonnée à cause des péchés de mes enfants, parce qu’ils se sont détournés de la loi de Dieu. Ba 4, 12 : Arabat da zen en em laouenaat diwar va fenn, intañvez ma-z on ha dilezet gant lod bras an dud ; setu-me digenvez en abeg da sec’hedoù va bugale, dre ma-z int en em zistroet diouzh Lezenn Doue,

Ils n’ont pas reconnu ses jugements, ni marché sur les chemins des commandements de Dieu, ni suivi les sentiers de l’éducation conforme à sa justice. Ba 4, 13 : dre ma n’o deus ket anavezet e zivizoù, na kerzhet en hentoù gourc’hemennoù Doue, nag heuliet gwenodennoù e gelennadurezh a reizhder.

Qu’elles viennent, les voisines de Sion ! Souvenez-vous de la captivité que l’Éternel a infligée à mes fils et à mes filles. Ba 4, 14 : Deuit amezegezed Sion ! Ho pet soñj eus va mibien ha va merc’hed dindan ar sklavelezh bet degaset warno gant ar Peurbadel.

Car il a fait venir contre eux une nation lointaine, une nation insolente et de langue étrangère, sans respect pour le vieillard, sans pitié pour le petit enfant. Ba 4, 15 : Rak lakaet en deus da zont en o enep ur vroad eus a bell ur vroad divergont, dianav he yezh, ha n’he deus na doujañs ouzh ar c’hozhiad na truez ouzh ar bugel,

Ils ont emmené les fils bien-aimés de la veuve ; ils l’ont rendue solitaire en la privant de ses filles. Ba 4, 16 : he deus diskrapet mibien karet an intañvez ha lezet anezhi hec’h-unan-penn, tennet diouzh he merc’hed :

Et moi, comment pourrais-je vous aider ? Ba 4, 17 : Ha me penaos e c’hellfen ho skoazellañ ?

Celui qui vous a infligé ces malheurs, lui seul vous arrachera à la main de vos ennemis. Ba 4, 18 : An hini en deus degaset ar gwalleurioù-se warnoc’h eo an hini ho tifranko diouzh daouarn hoc’h enebourien.

Allez, mes enfants, allez votre chemin ! Moi, délaissée, je reste solitaire. Ba 4, 19 : It, va bugale, it gant hoc’h hent, me avat eo va unan-penn e chomin.

J’ai quitté la robe de paix, j’ai revêtu le sac du suppliant ; vers l’Éternel je lancerai mon cri, au long de mes jours. Ba 4, 20 : Diwisket em eus va sae a eurvad, ha lakaet warnon ma sac’h a bedennerez, garmiñ a rin etrezek ar Peurbadel holl deizioù va buhez.

Courage, mes enfants, criez vers Dieu ! Il vous arrachera au pouvoir, à la main des ennemis. Ba 4, 21 : Ho pet kalon, va bugale ! Garmit war-zu Doue : Ho tiskrapañ a raio diouzh an drouknerzh, diouzh daouarn hoc’h enebourien ;

Car moi, j’ai mis dans l’Éternel mon espérance, pour qu’il vous accorde le salut. Et il m’est venu une joie, de la part du Dieu Saint, en raison de la miséricorde qui bientôt vous sera envoyée par l’Éternel, votre Sauveur. Ba 4, 22 : rak esperout a ran ho silvidigezh digant ar Peurbadel hag ur joa a zo deut din a berzh ur Sant gant an drugarez a zeuio deoc’h hep dale a-berzh ar Peurbadel, ho salver.

Dans le deuil et les larmes, je vous ai laissés partir ; mais Dieu vous ramènera vers moi, pour toujours, dans la joie et l’allégresse. Ba 4, 23 : Rak ho lezet em eus da guitaat er c’hañv hag en daeroù met Doue ho rento din el levenez hag en trivli evit atav.

Comme les voisines de Sion voient maintenant votre captivité, ainsi verront-elles bientôt le salut que Dieu vous accordera, qui viendra vers vous avec grande gloire, dans la splendeur de l’Éternel. Ba 4, 24 : Evel ma wel bremañ amezegezed Sion ho sklavelezh evel-se e welint hep dale ar silvidigezh a-berzh ho Toue a c’hoarvezo deoc’h gant klod bras ha sked ar Peurbadel.

Mes enfants, supportez avec patience la colère qui vous est venue de Dieu. L’ennemi t’a poursuivi, mais bientôt tu verras sa ruine, tu mettras ton pied sur sa nuque. Ba 4, 25 : Va bugale, gouzañvit gant pasianted ar gounnar a zo c’hoarvezet ganeoc’h a-berzh Doue ; da enebour en deus da heskinet, met dizale e weli e rivin hag e lakai da droad war chouk e benn.

Mes tendres enfants ont marché par de rudes chemins ; ils ont été enlevés comme un troupeau emporté par l’ennemi. Ba 4, 26 : Va bugale dener o deus kerzhet dre hentoù garv, tennet kuit int bet evel un tropell diskrapet gant an enebour.

Courage, mes enfants, criez vers Dieu ! Celui qui vous a infligé l’épreuve se souviendra de vous. Ba 4, 27 : Met ho pet kalon, va bugale, ha garmit war-zu Doue : an hini en deus degaset se warnoc’h en devo soñj ac’hanoc’h.

Votre pensée vous a égarés loin de Dieu ; une fois convertis, mettez dix fois plus d’ardeur à le chercher. Ba 4, 28 : Evel m’eo bet soñj unan a ziheñcherezh pell diouzh Doue, evel-se distroit outañ en ur glask anezhañ gant dek gwech muioc’h a c’hred.

Car celui qui a fait venir sur vous ces calamités fera venir sur vous la joie éternelle, en assurant votre salut. » Ba 4, 29 : Rak an Hini en deus degaset warnoc’h ar gwalleurioù a zegaso deoc’h, ouzh ho salviñ, al levenez hep fin.

Courage, Jérusalem ! Il te consolera, celui qui t’a donné un nom. Ba 4, 30 : Az pez kalon, Jeruzalem ! Da frealziñ a raio an Hini en deus roet dit da anv.

Malheur à ceux qui t’ont maltraitée et se sont réjouis de ta chute, Ba 4, 31 : Gwa ar re o deus da wallgaset hag o deus tennet dudi eus da lamm !

malheur aux villes dont tes enfants furent esclaves, malheur à celle qui reçut tes fils ! Ba 4, 32 : Gwa ar c’hêrioù ma voe da vugale ar sklaved anezho ! Gwa an hini he deus resevet da vibien !

Comme elle s’était réjouie de ta chute et avait pris plaisir à ton effondrement, ainsi sera-t-elle attristée par sa propre dévastation. Ba 4, 33 : Rak evel ma-z eo bet laouen gant da gouezhidigezh ha m’he deus bet plijadur gant da ziskar evel-se e vo mantret gant he drastidigezh dezhi-hec’h-unan.

Je lui ôterai sa fierté de ville populeuse, je changerai son insolence en deuil. Ba 4, 34 : Tennañ a rin diouti he joa a gêr boblet-stank, hag he fouge a vo troet e kañv ;

Un feu lui surviendra de la part de l’Éternel pour de longs jours ; elle sera la demeure des démons pour plus longtemps encore. Ba 4, 35 : un tan a zeuio warni a-berzh ar Peurbadel evit deizioù hir hag e vo annezet gant diaouloù e-pad pell.

Regarde vers l’orient, Jérusalem, et vois l’allégresse qui te vient de Dieu. Ba 4, 36 : Sell etrezek ar sav-heol, Jeruzalem, ha gwel a levenez a zeu dit-te digant da Zoue.

Voici : ils reviennent, les fils que tu laissas partir ; ils reviennent, rassemblés du levant au couchant par la parole du Dieu Saint, ils se réjouissent de la gloire de Dieu. Ba 4, 37 : Setu ma tistro dit da vibien az poa lezet da vont, dont a reont en-dro, adtaolet gant lavar ar Sant eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol o ’n em laouenaat eus klod Doue.