Levr Rout - Pennad 1
Pennad 1
À L’EPOQUE où gouvernaient les Juges, il y eut une famine dans le pays. Un homme de Bethléem de Juda émigra avec sa femme et ses deux fils pour s’établir dans la région appelée Champs-de-Moab. Rt 1, 1 : En amzer ar Varnerien e c’hoarvezas naonegezh er vro. Un den eus Betlehem e bro Youda a yeas da chom e maezioù Moab gant e wreg hag e zaou vab.
L’homme se nommait Élimélek (c’est-à-dire : Mon-Dieu-est-roi), sa femme : Noémi (c’est-à-dire : Ma-gracieuse) et ses deux fils : Mahlone (c’est-à-dire : Maladie) et Kilyone (c’est-à-dire : Épuisement). C’était des Éphratéens de Bethléem de Juda. Ils arrivèrent aux Champs-de-Moab et y restèrent. Rt 1, 2 : Elimelek 'oa e anv, ha Noemi hini e wreg, hag anv e zaou vab, Mahalon ha Kelion : Efratiz e oant, eus Betlehem Youda, hag ez ejont betek maezioù Moab, da chom eno.
Élimélek, le mari de Noémi, mourut, et Noémi resta seule avec ses deux fils. Rt 1, 3 : Mervel a reas Elimelek, gwaz Noemi, hag hi a chomas hec’h-unan gant he daou vab.
Ceux-ci épousèrent deux Moabites ; l’une s’appelait Orpa (c’est-à-dire : Volte-face) et l’autre, Ruth (c’est-à-dire : Compagne). Ils demeurèrent là une dizaine d’années. Rt 1, 4 : Ar re-mañ a zimezas gant merc’hed eus Moab. Unan a oa Orpa hec’h anv hag eben Rout. Eno e chomjont un dek vloaz bennak.
Mahlone et Kilyone moururent à leur tour, et Noémi resta privée de ses deux fils et de son mari. Rt 1, 5 : Neuze e varvas ivez an daou vab, Mahalon ha Kelion, hag e vanas ar wreg hep he daou vab hag hep he fried.
Alors, avec ses belles-filles, elle se prépara à quitter les Champs-de-Moab et à retourner chez elle, car elle avait appris que le Seigneur avait visité son peuple et lui donnait du pain. Rt 1, 6 : Hag hi da sevel gant he merc’hed-kaer evit kuitaat maezioù Moab, rak klevet he devoa e oa deuet an Aotrou da welout e bobl ha roet dezho bara.
Elle partit donc de l’endroit où elle habitait, accompagnée de ses deux belles-filles. Et elles prirent le chemin du retour vers le pays de Juda. Rt 1, 7 : Hag e kuitaas ti he den lec’h gant he div verc’h-kaer, hag int en hent evit distreiñ da vro Youda.
Alors Noémi dit à ses deux belles-filles : « Allez, retournez chacune à la maison de votre mère. Que le Seigneur vous montre le même attachement que vous avez eu envers nos morts et envers moi ! Rt 1, 8 : Hag e lavaras Noemi d’he div verc’h-kaer : "Kit, distroit, pep hini da di ho mamm, hag an Aotrou da ober en ho keñver gant madelezh, evel m’hoc’h eus graet ouzh ar re varv hag ouzhin !
Que le Seigneur vous donne de trouver chacune un foyer stable, avec un mari. » Et Noémi les embrassa, mais elles élevèrent la voix et se mirent à pleurer. Rt 1, 9 : Ma raio deoc’h an Aotrou kavout diskuizh, pep hini e ti ur pried !" Hag e pokas dezho, hag e savjont o mouezh da ouelañ.
Elles lui dirent : « Nous voulons retourner avec toi vers ton peuple. » Rt 1, 10 : Hag e lavarjont dezhi : "Nann, ganit e tistroimp d’az pobl !"
Mais Noémi reprit : « Retournez chez vous, mes filles ! Pourquoi venir avec moi ? Pourrais-je encore avoir des fils à vous donner comme maris ? Rt 1, 11 : Hag e lavaras Noemi : "Kit en-dro, va merc’hed ; perak e teufec’h ganin ? N’am bo ket ken a vibien eus va c’hof da vezañ gwazed evidoc’h.
Retournez, mes filles, allez ! Oui, je suis bien trop vieille pour avoir un mari. Quand bien même je dirais : “Il y a encore de l’espoir ; je vais appartenir à un homme cette nuit et j’aurai des fils”, Rt 1, 12 : Kit war ho kiz, va merc’hed, kit ! Rak re gozh on evit bezañ d’ur gwaz. Ha ma lavarfen em eus esper hag e vin fenoz d’ur gwaz, hag e c’hanin c’hoazh mibien,
même dans ce cas, auriez-vous la patience d’attendre qu’ils grandissent ? Pourriez-vous vous passer d’homme aussi longtemps ? Non, mes filles ! Mon sort est trop amer pour que vous le partagiez. Car c’est contre moi que la main du Seigneur s’est levée. » Rt 1, 13 : daoust ha gortoz a reot ma vezint bras ? Daoust hag evito en em zalc’hot hep kaout priedoù ? Nann, va merc’hed, rak c’hwervoc’h eo evidon eget evidoc’h ; deuet eo warnon dorn an Aotrou".
Alors les deux belles-filles, de nouveau, élevèrent la voix et se mirent à pleurer. Orpa embrassa sa belle-mère, mais Ruth restait attachée à ses pas. Rt 1, 14 : Hag e savjont o mouezh da ouelañ c’hoazh. Hag e pokas Orpa d’he mamm-gaer, met Rout en em stagas outi.
Noémi lui dit : « Tu vois, ta belle-sœur est retournée vers son peuple et vers ses dieux. Retourne, toi aussi, comme ta belle-sœur. » Rt 1, 15 : Sell, eme Noemi neuze da houmañ. Distroet eo da c’hoar-gaer da gaout he fobl hag he doueoù ; distro te ivez, ha kae war he lerc’h.
Ruth lui répondit : « Ne me force pas à t’abandonner et à m’éloigner de toi, car où tu iras, j’irai ; où tu t’arrêteras, je m’arrêterai ; ton peuple sera mon peuple, et ton Dieu sera mon Dieu. Rt 1, 16 : Met Rout a respontas : "Na zalc’h ket warnon d’ober din dilezel ac’hanout, ha treiñ kein dit ; rak da belec’h bennak ez i, ez in, hag el lec’h ma chomi, e chomin, da bobl a vezo va fobl, ha da Zoue va Doue.
Où tu mourras, je mourrai ; et là je serai enterrée. Que le Seigneur me traite ainsi, qu’il fasse pire encore, si ce n’est pas la mort seule qui nous sépare ! » Rt 1, 17 : E-lec’h ma varvi e varvin, hag e vezin beziet. Evel-hen da ray din an Aotrou, ha muioc’h-c’hoazh, ma n’eo ket ar marv hepken a ray disparti etrezon-me ha te !"
Voyant qu’elle était résolue à l’accompagner, Noémi cessa de lui parler de cela. Rt 1, 18 : O welout e talc’he ken start evit mont ganti, e paouezas Noemi da gomz outi.
Ainsi, elles allaient leur chemin, toutes les deux, jusqu’à ce qu’elles arrivent à Bethléem. À leur arrivée à Bethléem, toute la ville fut en émoi. Les femmes disaient : « Est-ce bien là Noémi ? » Rt 1, 19 : Hag e kerzhjont o-div betek erruout e Betlehem. Ha pa zegouezhjont e Betlehem, e voe strafuilhet ar gêr a-bezh ganto, hag e lavared : "Ha hounnezh eo Noemi ?"
Mais elle leur dit : « Ne m’appelez plus Noémi (Ma-gracieuse), appelez-moi Mara (Amertume). Car le Puissant m’a remplie d’amertume. Rt 1, 20 : N’am anvit ket Noemi, emezi, hogen roit din an anv a Vara, rak an Hollc’halloudeg en deus va c’harget a c’hwervoni.
J’étais partie comblée, mais le Seigneur me ramène les mains vides. Pourquoi m’appeler encore Noémi ? Le Seigneur m’a humiliée, le Puissant m’a fait du mal ! » Rt 1, 21 : Aet e oan kuit karget a vadoù, hag an Aotrou am degas en-dro en dienez a bep tra. Perak eta e roit din an anv a Noemi, p’en deus an Aotrou va diskaret, ha p’en deus an Hollc’halloudeg va glac’haret ?"
Noémi revint donc des Champs-de-Moab avec sa belle-fille, Ruth la Moabite. Elles arrivèrent à Bethléem au début de la moisson de l’orge. Rt 1, 22 : Setu penaos e tistroas Noemi gant Rout, ar Voabiadez, he merc’h-kaer, hag a oa deut ganti eus maezioù Moab. En em gaout a rejont e Betlehem e deroù eost an heiz.
