Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Rout » Pennad 2

Levr Rout - Pennad 2

Levr : Levr Rout
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4

Pennad 2



Noémi avait un parent du côté de son mari Élimélek ; c’était un riche propriétaire du même clan ; il s’appelait Booz (c'est-à-dire : en-lui-la force). Rt 2, 1 : Bez he doa Noemi un den kar dezhi diouzh tu he fried, un den mat ar bed gantañ, eus tiegezh Elimelek. Booz a veze graet anezhañ.

Ruth la Moabite dit à Noémi : « Laisse-moi aller glaner dans les champs, derrière celui aux yeux de qui je trouverai grâce. » Elle lui répondit : « Va, ma fille. » Rt 2, 2 : Rout, ar Voabiadez, a lavaras d’he mamm-gaer : "Me 'garfe, mar plij ganit, mont d’ar parkeier da bennaouiñ war-lerc’h unan a gavfen gras ouzh e zaoulagad". "Mat eo din, emezi, kae ’ta, va merc’h".

Ruth partit donc glaner dans les champs derrière les moissonneurs. Elle se trouva par bonheur dans la parcelle d’un champ appartenant à Booz, du clan d’Élimélek. Rt 2, 3 : Mont a reas eta hag e teuas da dañvouesa d’ar parkeier war-lerc’h an eosterien. Ha setu ma tichañsas dezhi en em gaout en ur pezh-douar hag a oa da Vooz eus tiegezh Elimelek.

Et voici que Booz arriva de Bethléem. Il dit aux moissonneurs : « Le Seigneur soit avec vous ! » Et ceux-ci lui répondirent : « Que le Seigneur te bénisse ! » Rt 2, 4 : Ha setu Booz o tegouezhout eus Betlehem, hag e lavaras d’an eosterien : "An Aotrou ganeoc’h !" Hag int da lavarout dezhañ : "R’az pennigo an Aotrou !"

Booz demanda à son serviteur, le chef des moissonneurs : « À qui appartient cette jeune femme ? » Rt 2, 5 : Hag e lavaras Booz d’e servijer karget eus ar vederien : "Da biv eo ar vaouez yaouank-se ?"

Celui-ci lui répondit : « Cette jeune femme est une Moabite. Elle est revenue avec Noémi des Champs-de-Moab. Rt 2, 6 : Hag e respontas ar servijer karget eus ar vederien, o lavarout : "Ur vaouez yaouank eus Moab, deuet en-dro gant Noemi eus maezioù Moab.

Elle a dit : “Laisse-moi glaner et ramasser ce qui tombe des gerbes, derrière les moissonneurs.” Depuis qu’elle est arrivée, elle est restée debout, depuis ce matin jusqu’à maintenant. C’est à peine si elle s’est reposée. » Rt 2, 7 : Lavaret he deus : Ez an da deskata, mar plij, da zastum e-touez an drammoù war-lerc’h an eosterien. Hag ez eo deuet, ha chomet, abaoe neuze, abaoe beure betek bremañ, ha diskuizh en ti n’he deus ket graet nemeur".

Booz dit à Ruth : « Tu m’entends bien, n’est-ce pas, ma fille ? Ne va pas glaner dans un autre champ. Ne t’éloigne pas de celui-ci, mais attache-toi aux pas de mes servantes. Rt 2, 8 : Hag e lavaras Booz da Rout : "Klevout a rez, va merc’h, n’a ket da bennaouiñ d’ur park all ; n’a ket ac’hann, met dalc’h mat war o lerc’h.

Regarde dans quel champ on moissonne, et suis-les. N’ai-je pas interdit aux serviteurs de te molester ? Si tu as soif, va boire aux cruches ce que les serviteurs auront puisé. » Rt 2, 9 : Sell e peseurt park e vezint o pennaouiñ ; kae war o lerc’h. Difennet em eus ouzh va faotred stekiñ ouzhit. Ha m’az pez sec’hed, kae d’ar podoù da evañ eus ar pezh o devo tennet ar baotred".

Alors Ruth se prosterna face contre terre et lui dit : « Pourquoi ai-je trouvé grâce à tes yeux, pourquoi t’intéresser à moi, moi qui suis une étrangère ? » Rt 2, 10 : Neuze en em daolas Rout d’an douar, hag e stouas dirazañ : "Penaos, emezi, em eus kavet gras dirak da zaoulagad, pa daolez evezh ouzhin-me, ha me ur vaouez divroet ?"

Booz lui répondit : « On m’a dit et répété tout ce que tu as fait pour ta belle-mère après la mort de ton mari, comment tu as quitté ton père, ta mère et le pays de ta parenté, pour te rendre chez un peuple que tu n’avais jamais connu de ta vie. Rt 2, 11 : Ha Booz a respontas dezhi : "Kontet eo bet din kement ac’h eus graet evit da vamm-gaer goude marv da bried, ha penaos ac’h eus kuitaet da dad ha da vamm, da vro c’henidik, hag ez out deuet da gaout ur bobl hag a oa dizanav dit diagent.

Que le Seigneur te rende en bien ce que tu as fait ! Qu’elle soit complète, la récompense dont te comblera le Seigneur, le Dieu d’Israël, sous les ailes de qui tu es venue t’abriter ! » Rt 2, 12 : An Aotrou d’az paeo hervez da oberoù ! Ra vo da c’hopr leun-barr a-berzh an Aotrou, Doue Israel, ma-z out deuet da repuiñ dindan e zivaskell".

 Et Ruth lui dit : « Que je trouve toujours grâce à tes yeux, mon seigneur ! Oui, tu m’as consolée ; oui, tu as parlé au cœur de ta servante, à moi qui ne suis même pas comme l’une de tes servantes. » Rt 2, 13 : Hag hi da lavarout : "Ra gavin gras ouzh da zaoulagad, va aotrou, p’ac’h eus va frealzet ha komzet ouzh kalon da servijerez, goude ma n’on ket eus da servijerezed !"

Au moment du repas, Booz lui dit : « Approche-toi ; mange de ce pain, trempe ton morceau dans la vinaigrette. » Elle s’assit à côté des moissonneurs, et Booz lui passa des épis grillés. Elle mangea, fut rassasiée et garda le reste. Rt 2, 14 : Hag e lavaras dezhi Booz da vare ar pred : "Deus amañ ha debr bara, ha soub da damm er chaous". Azezañ a reas e-kichen an eosterien, hag eñ a ginnige greun rostet dezhi, hag hi a zebras he gwalc’h hag e vanas diouto.

Alors elle se leva pour aller glaner, et Booz donna cet ordre à ses serviteurs : « Qu’elle glane aussi entre les gerbes. Ne la rabrouez pas ! Rt 2, 15 : Hag ec’h adsavas evit teskaouiñ. Ha Booz a roas an urzh-mañ d’e vevelien : "Lezit anezhi da doc’hata, e-kreiz ar malanoù, ha na rit ket dismegañs dezhi.

Et laissez même tomber des épis des brassées. Abandonnez-les, elle glanera. Ne la tracassez pas ! » Rt 2, 16 : Tennit zoken eviti pennoù-ed, eus ar malanoù, hag o stlapit war ho lerc’h, evit m’o dastumo, ha na rit ket trouz outi".

Elle glana dans le champ jusqu’au soir ; puis elle égrena ce qu’elle avait glané : elle avait recueilli une quarantaine de mesures d’orge. Rt 2, 17 : Evel-se e pennaouas er park betek an abardaez, hag e tornas ar pezh he devoa teskaouet, hag e voe war-dro un efa heiz.

Elle l’emporta et revint en ville. Elle montra à sa belle-mère ce qu’elle avait glané ; ce qu’elle avait gardé après s’être rassasiée, elle le sortit aussi pour le lui donner. Rt 2, 18 : Hen dougen a reas, hag ez eas d’ar gêr ; hag e welas he mamm-gaer ar pezh he devoa teskaouet. Hag e tennas ar pezh a oa manet ganti diwar he fred, goude bezañ debret he gwalc’h, hag e roas anezhañ d’he mamm-gaer.

Sa belle-mère lui dit : « Où donc as-tu glané aujourd’hui ? Où as-tu travaillé ? Béni soit celui qui s’est intéressé à toi ! » Elle raconta alors à sa belle-mère chez qui elle avait travaillé et lui dit : « L’homme chez qui j’ai travaillé aujourd’hui s’appelle Booz. » Rt 2, 19 : Hag e lavaras dezhi he mamm-gaer : "E pelec’h out bet o toc’hata hiziv, ha pelec’h out bet o labourat ? Benniget ra vezo an hini en deus graet dit ken brav degemer". Neuze, Rout a roas da anaout d’he mamm-gaer e ti biv e oa bet o labourat, hag a lavaras dezhi c’hoazh : "An den m’on bet o labourat en e bark hiziv a zo Booz e anv".

Noémi dit à sa belle-fille : « Il est béni du Seigneur, celui qui n’a pas oublié ses liens avec les vivants et les morts. » Et elle ajouta : « Cet homme est l’un de nos proches parents, l’un de ceux qui ont sur nous droit de rachat. » Rt 2, 20 : Hag e lavaras Noemi d’he merc’h-kaer : "Benniget ra vezo gant an Aotrou, na zilez ket, gant e c’hras, nag ar re vev nag ar re varv !" Hag hi da lavarout c’hoazh : "Kar-nes eo deomp an den-se, hag unan eus ar re o deus warnomp gwir a zaspren".

Ruth la Moabite dit : « Il m’a même déclaré : “Tu t’attacheras aux pas de mes serviteurs jusqu’à ce qu’ils aient terminé toute ma moisson.” » Rt 2, 21 : Hag e lavaras Rout, ar Voabiadez : "Lavaret en deus din : Ouzh va servijerien en em stagi, betek ma vo peurechu an eost".

Noémi dit alors à Ruth, sa belle-fille : « C’est bien, ma fille, que tu ailles avec ses servantes ; ainsi tu ne seras pas maltraitée dans un autre champ. » Rt 2, 22 : Hag e lavaras Noemi da Rout, he merc’h-kaer : "Mat eo evidout, va merc’h, mont gant e servijerezed, gant aon ma vijes gwall-degemeret en ur park all".

Elle s’attacha donc aux pas des servantes de Booz pour glaner jusqu’à la fin de la moisson de l’orge et de la moisson du blé. Et elle habitait avec sa belle-mère. Rt 2, 23 : Hag en em stagas ouzh servijerezed Booz evit pennaouiñ, ken na voe peurechu eost an heiz hag ar gwinizh. Hag o chom gant he mamm-gaer edo.