Lizher kentañ Sant Pêr - Pennad 5
Pennad 5
Quant aux anciens en fonction parmi vous, je les exhorte, moi qui suis ancien comme eux et témoin des souffrances du Christ, communiant à la gloire qui va se révéler : 1P 5, 1 : Ar re a zo Henaourien en ho touez, o fediñ a ran, me hag a zo henaour evelto ha test eus poanioù ar C’hrist, me hag a zle ivez kaout lod er c’hloar a ya da vezañ diskuliet :
soyez les pasteurs du troupeau de Dieu qui se trouve chez vous ; veillez sur lui, non par contrainte mais de plein gré, selon Dieu ; non par cupidité mais par dévouement ; 1P 5, 2 : mesait deñved Doue bet fiziet ennoc’h, renit anezho, neket en ur c’hinañ, met a-youl-vat evel ma fell da Zoue, neket evit ur c’hounidigezh vil, met a galon c’hredus,
non pas en commandant en maîtres à ceux qui vous sont confiés, mais en devenant les modèles du troupeau. 1P 5, 3 : neket oc’h ober hoc’h aotrounez war ar re a zo bet roet deoc’h da lod, met o tont da vezañ skouer an deñved.
Et, quand se manifestera le Chef des pasteurs, vous recevrez la couronne de gloire qui ne se flétrit pas. 1P 5, 4 : Ha pa ’n em ziskouezo ar penn-mesaer e resevot ar gurunenn a c’hloar, an hini na gollo ket he sked.
De même, vous les jeunes gens, soyez soumis aux anciens. Et vous tous, les uns envers les autres, prenez l’humilité comme tenue de service. En effet, Dieu s’oppose aux orgueilleux, aux humbles il accorde sa grâce. 1P 5, 5 : C’hwi ivez, ar re yaouank, sentit ouzh an Henaourien. C’hwi holl, en em wiskit a izelegezh an eil e-keñver egile, rak Doue a harp ouzh ar re lorc’hus, met ar re izel a galon e ro dezho e c’hras.
Abaissez-vous donc sous la main puissante de Dieu, pour qu’il vous élève en temps voulu. 1P 5, 6 : Soublit izelek dindan dorn galloudus Doue, dezhañ d’hoc’h uhelaat pa vo deuet ar c’houlz.
Déchargez-vous sur lui de tous vos soucis, puisqu’il prend soin de vous. 1P 5, 7 : Hoc’h holl brederioù, o disammit warnañ, rak eñ en deus soursi ac’hanoc’h.
Soyez sobres, veillez : votre adversaire, le diable, comme un lion rugissant, rôde, cherchant qui dévorer. 1P 5, 8 : Bezit kerreizh ha war evezh, rak an Diaoul hoc’h enebour, evel ul leon kounnaret, a furch war ho tro o klask unan da lonkañ.
Résistez-lui avec la force de la foi, car vous savez que tous vos frères, de par le monde, sont en butte aux mêmes souffrances. 1P 5, 9 : Dalc’hit penn outañ nerzhus en ho feiz, o c’houzout emañ kumuniezh ho preudeur strewet dre ar bed o c’houzañv an hevelep poanioù hag ho re.
Après que vous aurez souffert un peu de temps, le Dieu de toute grâce, lui qui, dans le Christ Jésus, vous a appelés à sa gloire éternelle, vous rétablira lui-même, vous affermira, vous fortifiera, vous rendra inébranlables. 1P 5, 10 : Hogen, goude m’ho po gouzañvet ur pennadig, Doue an holl c’hrasoù hag en deus ho kalvet er C’hrist d’e c’hloar hollbadus, eo an hini hoc’h addreso, start, kreñv, divrall.
À lui la souveraineté pour les siècles. Amen. 1P 5, 11 : Dezhañ ar galloud evit kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen.
Par Silvain, que je considère comme un frère digne de confiance, je vous écris ces quelques mots pour vous exhorter, et pour attester que c’est vraiment dans la grâce de Dieu que vous tenez ferme. 1P 5, 12 : Dre Silvan, a brizan evel ur breur leun a feiz, e skrivan an nebeut gerioù-mañ evit ho kenteliañ ha testeniañ deoc’h ez eo honnezh gwir c’hras Doue, an hini hoc’h eus da chom start enni.
La communauté qui est à Babylone, choisie comme vous par Dieu, vous salue, ainsi que Marc, mon fils. 1P 5, 13 : An hini a zo o chom e Babilon, dibabet eveldoc’h, a ra deoc’h he gourc’hemennoù ; ha Mark, va mab, a ra kement-all.
Saluez-vous les uns les autres par un baiser fraternel. Paix à vous tous, qui êtes dans le Christ. 1P 5, 14 : En em saludit an eil egile gant ar pok a garantez. Ar Peoc’h deoc’h-c’hwi holl hag a zo er C’hrist.
