Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Diskuliadur Sant Yann » Pennad 21

Diskuliadur Sant Yann - Pennad 21

Levr : Diskuliadur Sant Yann
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22

Pennad 21



Alors j’ai vu un ciel nouveau et une terre nouvelle, car le premier ciel et la première terre s’en étaient allés et, de mer, il n’y en a plus. Ap 21, 1 : Ha gwelout a ris un Neñv nevez hag un douar nevez : rak an Neñv kentañ hag an douar kentañ a oa aet kuit, hag ar mor ne oa mui anezhañ.

Et la Ville sainte, la Jérusalem nouvelle, je l’ai vue qui descendait du ciel, d’auprès de Dieu, prête pour les noces, comme une épouse parée pour son mari. Ap 21, 2 : Hag ar Gêr santel, ar Jeruzalem nevez, a welis o tiskenn eus an Neñv, eus kichen Doue, hag hi kempennet evel ur plac’h nevez fichet evit he den.

Et j’entendis une voix forte qui venait du Trône. Elle disait : « Voici la demeure de Dieu avec les hommes ; il demeurera avec eux, et ils seront ses peuples, et lui-même, Dieu avec eux, sera leur Dieu. Ap 21, 3 : Hag e klevis ur vouezh kreñv o tont eus an tron, a lavare : « Setu teltenn Doue e-touez an dud, ha kampañ a raio en o zouez, hag int a vo e bobloù, hag eñ, Doue e-unan, a vo ganto.

Il essuiera toute larme de leurs yeux, et la mort ne sera plus, et il n’y aura plus ni deuil, ni cri, ni douleur : ce qui était en premier s’en est allé. » Ap 21, 4 : Ha disec’hañ a raio pep daeraouenn diwar o daoulagad. Hag ar marv ne vo mui anezhañ ; na kañv, na garm, na gloaz ne vo mui anezho, dre ma-z eo tremenet ar bed kentañ ».

Alors celui qui siégeait sur le Trône déclara : « Voici que je fais toutes choses nouvelles. » Et il dit : « Écris, car ces paroles sont dignes de foi et vraies. » Ap 21, 5 : Hag e lavaras an hini azezet war an tron : « Setu ma ran nevez pep tra ». Hag e lavaras : « Skriv, rak ar c’homzoù-mañ a zo peursur ha gwirion.

Puis il me dit : « C’est fait. Moi, je suis l’alpha et l’oméga, le commencement et la fin. À celui qui a soif, moi, je donnerai l’eau de la source de vie, gratuitement. Ap 21, 6 : Deuet eo emezañ. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn kentañ hag ar penn diwezhañ. D’an hini sec’hedet, me a roio da evañ eus feunteun dour ar Vuhez, evit netra.

Tel sera l’héritage du vainqueur ; je serai son Dieu, et lui sera mon fils. Ap 21, 7 : An hini a drec’ho en devo kement-se da lod ; hag e vin evitañ un Doue, hag eñ vo evidon ur mab.

Quant aux lâches, perfides, êtres abominables, meurtriers, débauchés, sorciers, idolâtres et tous les menteurs, la part qui leur revient, c’est l’étang embrasé de feu et de soufre, qui est la seconde mort. » Ap 21, 8 : Met ar re laosk, ar re zifeiz, ar re euzhus, ar vuntrerien, an orgederien, ar sorserien, an idolerien, hag an holl dud gaouiat, o lod a zo e-barzh al lenn o teviñ gant tan ha soufr, hag a zo an eil marv ».

Alors arriva l’un des sept anges aux sept coupes remplies des sept derniers fléaux, et il me parla ainsi : « Viens, je te montrerai la Femme, l’Épouse de l’Agneau. » Ap 21, 9 : Neuze e teuas unan eus ar seizh Ael hag a zalc’h ar seizh kop leun gant ar seizh gwalenn diwezhañ ; hag e komzas ouzhin o lavarout : « Deus ! Mont a ran da ziskouez dit ar plac’h nevez, gwreg an Oan ».

En esprit, il m’emporta sur une grande et haute montagne ; il me montra la Ville sainte, Jérusalem, qui descendait du ciel, d’auprès de Dieu : Ap 21, 10 : Ha va dougen a reas a spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar Gêr santel Jeruzalem, o tiskenn eus an Neñv, eus kichen Doue, ha ganti gloar Doue.

elle avait en elle la gloire de Dieu ; son éclat était celui d’une pierre très précieuse, comme le jaspe cristallin. Ap 21, 11 : He sked a oa heñvel ouzh maen prizius-meurbet, ouzh maen-yalp treuzwelus evel strink.

Elle avait une grande et haute muraille, avec douze portes et, sur ces portes, douze anges ; des noms y étaient inscrits : ceux des douze tribus des fils d’Israël. Ap 21, 12 : Bez’ he deus ur voger bras hag uhel, enni daouzek dor ha dirak an dorioù daouzek Ael, hag anvioù skrivet warno, anvioù daouzek meuriad mibien Israel.

Il y avait trois portes à l’orient, trois au nord, trois au midi, et trois à l’occident. Ap 21, 13 : Teir zor war-zu ar sav-heol, teir zor war-zu an hanternoz, teir zor war-zu ar c’hreisteiz, teir zor war-zu ar c’huzh-heol.

La muraille de la ville reposait sur douze fondations portant les douze noms des douze Apôtres de l’Agneau. Ap 21, 14 : Ha moger ar Gêr a zo dezhi daouzek diazez, enskrivet warno daouzek anv daouzek abostol an Oan.

Celui qui me parlait tenait un roseau d’or comme mesure, pour mesurer la ville, ses portes, et sa muraille. Ap 21, 15 : Hag an hini a gomze ouzhin en devoa e-giz muzul ur wialenn aour, evit muzuliañ ar Gêr, he dorojoù hag he moger.

La ville a la forme d’un carré : sa longueur est égale à sa largeur. Il mesura la ville avec le roseau : douze mille stades ; sa longueur, sa largeur et sa hauteur sont égales. Ap 21, 16 : Ar Gêr en em astenn karrezek gant he hed keit hag he led. Muzuliañ a reas ar Gêr gant ar wialenn, hag e kavas daouzek mil stadenn enni. He hed, he led hag hec’h uhelder a zo keit-ha-keit.

Puis il mesura sa muraille : cent quarante-quatre coudées, mesure d’homme et mesure d’ange. Ap 21, 17 : Muzuliañ a reas ivez ar voger-dro, kant pevar ilinad ha daou-ugent --ur muzul den eo hini un Ael--.

Le matériau de la muraille est de jaspe, et la ville est d’or pur, d’une pureté transparente. Ap 21, 18 : Danvez ar voger a zo maen-yalp, hag ar Gêr a zo aour pur heñvel ouzh strink glan.

Les fondations de la muraille de la ville sont ornées de toutes sortes de pierres précieuses. La première fondation est de jaspe, la deuxième de saphir, la troisième de calcédoine, la quatrième d’émeraude, Ap 21, 19 : Diazezadoù moger ar Gêr a zo kinklet a bep seurt maen prizius : an diazezad kentañ a zo maen-yalp ; an eil a zo safir ; an trede, kalkedon ; ar pevare, emrodez ;

la cinquième de sardoine, la sixième de cornaline, la septième de chrysolithe, la huitième de béryl, la neuvième de topaze, la dixième de chrysoprase, la onzième d’hyacinthe, la douzième d’améthyste. Ap 21, 20 : ar pempvet, sardoniz ; ar c’hwec’hvet, agatenn-ruz ; ar seizhvet, aourvaen ; an eizhvet, beril ; an navet, topazo ; an dekvet, maen glas-aour ; an unnekvet, sirkon ruz ; an daouzekvet, ametist.

Les douze portes sont douze perles, chaque porte faite d’une seule perle ; la place de la ville est d’or pur d’une parfaite transparence. Ap 21, 21 : An daouzek dor a zo daouzek perlezenn ; pep hini eus an dorioù o vezañ eus ur berlezenn hepken. Ha straed ar Gêr a zo en aour pur, evel gwer treuzwelus.

Dans la ville, je n’ai pas vu de sanctuaire, car son sanctuaire, c’est le Seigneur Dieu, Souverain de l’univers, et l’Agneau. Ap 21, 22 : Ha templ ebet ne welis enni, rak an Aotrou Doue, an hollc’halloudek, eo an templ anezhi, hag an Oan ivez.

La ville n’a pas besoin du soleil ni de la lune pour l’éclairer, car la gloire de Dieu l’illumine : son luminaire, c’est l’Agneau. Ap 21, 23 : Hag ar Gêr n’he deus ket ezhomm eus an heol nag eus al loar d’he goulaouiñ, rak gloar Doue a ro sklerijenn dezhi, hag he lamp eo an Oan.

Les nations marcheront à sa lumière, et les rois de la terre y porteront leur gloire. Ap 21, 24 : Ha kerzhout a ray ar broadoù diouzh he gouloù, ha rouaned an douar a zegaso dezhi o gloar.

Jour après jour, jamais les portes ne seront fermées, car il n’y aura plus de nuit. Ap 21, 25 : He dorioù n’o devo ket da vezañ serret war an devezh, rak n’eus enni noz ebet ken.

On apportera dans la ville la gloire et le faste des nations. Ap 21, 26 : Ha degaset e vezo enni gloar hag enor ar broadoù.

Rien de souillé n’y entrera jamais, ni personne qui pratique abomination ou mensonge, mais seulement ceux qui sont inscrits dans le livre de vie de l’Agneau. Ap 21, 27 : N’antreo ken enni netra saotret, nag oberour ebet a euzhusted, na gaouiad ebet, met hepken ar re enskrivet e Levr Buhez an Oan.