Al lizher d’an Efeziz - Pennad 5
Pennad 5
Oui, cherchez à imiter Dieu, puisque vous êtes ses enfants bien-aimés. Ep 5, 1 : Kemerit skouer war Zoue, evel e vugale muiañ-karet :
Vivez dans l’amour, comme le Christ nous a aimés et s’est livré lui-même pour nous, s’offrant en sacrifice à Dieu, comme un parfum d’agréable odeur. Ep 5, 2 : ha kerzhit e hent ar garantez, hervez ar garantez-se en deus bet ar C’hrist en ho keñver pa-z eo en em roet evidoc’h d’ar marv, oc’h en em brofañ da sakrifis a c’hwezh-vat da Zoue.
Comme il convient aux fidèles la débauche, l’impureté sous toutes ses formes et la soif de posséder sont des choses qu’on ne doit même plus évoquer chez vous ; Ep 5, 3 : Ar riboderezh avat, an hudurniezh a bep seurt, pe c’hoazh ar c’hoant direizh da gaout madoù, arabat zoken e vefe graet anv anezho en ho touez ; rak an dra-se ne zere ket ouzh ar Sent.
pas davantage de propos grossiers, stupides ou scabreux – tout cela est déplacé – mais qu’il y ait plutôt des actions de grâce. Ep 5, 4 : Na kennebeut-all ar c’homzoù lous, an diotachoù, ar farserezh pounner, an traoù-se ne zereont ket ; met kentoc’h rentit trugarez da Zoue.
Sachez-le bien : ni les débauchés, ni les dépravés, ni les profiteurs – qui sont de vrais idolâtres – ne reçoivent d’héritage dans le royaume du Christ et de Dieu ; Ep 5, 5 : Her gouezit ervat : riboder ebet, den hudur ebet, den ebet gwall-douget d’ar madoù, ar pezh a zo bezañ idolour, n’en devo lod e rouantelezh ar C’hrist ha Doue.
ne laissez personne vous égarer par de vaines paroles. Tout cela attire la colère de Dieu sur ceux qui désobéissent. Ep 5, 6 : Na vezet den ebet evit ho touellañ gant komzoù goullo. Rak dizurzhioù seurt-se a sach kounnar Doue war vugale an disentidigezh.
N’ayez donc rien de commun avec ces gens-là. Ep 5, 7 : N’ho pet eta netra kumun ganto.
Autrefois, vous étiez ténèbres ; maintenant, dans le Seigneur, vous êtes lumière ; conduisez-vous comme des enfants de lumière – Ep 5, 8 : Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, bremañ avat, pa-z oc’h stag ouzh an Aotrou Krist, ez oc’h sklerijenn ; bevit eta evel bugale ar sklerijenn ;
or la lumière a pour fruit tout ce qui est bonté, justice et vérité – Ep 5, 9 : frouezh ar sklerijenn eo kement a zo mat, just ha gwirion.
et sachez reconnaître ce qui est capable de plaire au Seigneur. Ep 5, 10 : Lakait ho poan da anaout ar pezh a blij da Zoue,
Ne prenez aucune part aux activités des ténèbres, elles ne produisent rien de bon ; démasquez-les plutôt. Ep 5, 11 : ha na gemerit perzh ebet e oberoù didalvoud an deñvalijenn ; kentoc’h c’hoazh diskouezit ar fallagriezh anezho ;
Ce que ces gens-là font en cachette, on a honte même d’en parler. Ep 5, 12 : rak ar pezh a ra an dud-se e kuzh, eo ur vezh komz diwar e benn, zoken.
Mais tout ce qui est démasqué est rendu manifeste par la lumière, Ep 5, 13 : Met an holl draoù-se pa vez dispaket ar fallagriezh anezho a zeu da vezañ diskouezet er sklerijenn ;
et tout ce qui devient manifeste est lumière. C’est pourquoi l’on dit : Réveille-toi, ô toi qui dors, relève-toi d’entre les morts, et le Christ t’illuminera. Ep 5, 14 : ha kement a vez diskouezet er sklerijenn a zeu da vezañ sklerijenn. Setu perak e vez lavaret : Dihun eta, te hag a zo o kousket, sav eus a-douez ar re varv, hag an Aotrou Krist a skuilho e sklerijenn warnout !
Prenez bien garde à votre conduite : ne vivez pas comme des fous, mais comme des sages. Ep 5, 15 : Taolit pled mat eta penaos en em renit ; na vo ket evel tud diboell, met evel tud fur,
Tirez parti du temps présent, car nous traversons des jours mauvais. Ep 5, 16 : O tennañ gounid eus an amzer a ren ; rak deizioù fall a zo.
Ne soyez donc pas insensés, mais comprenez bien quelle est la volonté du Seigneur. Ep 5, 17 : En abeg da se na vezit ket diskiant, met anavezit petra eo bolontez an Aotrou.
Ne vous enivrez pas de vin, car il porte à l’inconduite ; soyez plutôt remplis de l’Esprit Saint. Ep 5, 18 : Arabat deoc’h en em vezviñ gant gwin ; rak hemañ ’zo gadaliezh ennañ. Met er c’hontrol bezit leun eus ar Spered :
Dites entre vous des psaumes, des hymnes et des chants inspirés, chantez le Seigneur et célébrez-le de tout votre cœur. Ep 5, 19 : displegit kenetrezoc’h salmoù, meulganoù, kanaouennoù santel ; meulit ha lidit an Aotrou a-greiz ho kalon ;
À tout moment et pour toutes choses, au nom de notre Seigneur Jésus Christ, rendez grâce à Dieu le Père. Ep 5, 20 : bepred hag evit pep tra, rentit bennozh da Zoue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz Krist.
Par respect pour le Christ, soyez soumis les uns aux autres ; Ep 5, 21 : Bezit sentus an eil ouzh egile dre zoujañs evit ar C’hrist.
les femmes, à leur mari, comme au Seigneur Jésus ; Ep 5, 22 : Ar gwragez ouzh o fried evel ouzh an Aotrou.
car, pour la femme, le mari est la tête, tout comme, pour l’Église, le Christ est la tête, lui qui est le Sauveur de son corps. Ep 5, 23 : Rak ar gwaz eo penn ar wreg, evel ar C’hrist eo penn an Iliz, eñ hag a zo salver e Gorf.
Eh bien ! puisque l’Église se soumet au Christ, qu’il en soit toujours de même pour les femmes à l’égard de leur mari. Ep 5, 24 : Evel eta ma-z eo an Iliz sujet d’ar C’hrist, evel-se ar gwragez ivez a zle bezañ sujet d’o fried e pep tra.
Vous, les hommes, aimez votre femme à l’exemple du Christ : il a aimé l’Église, il s’est livré lui-même pour elle, Ep 5, 25 : Ha c’hwi, gwazed, karit ho kwreg, evel ar C’hrist en deus karet e Iliz, hag en em roet e-unan d’ar marv eviti,
afin de la rendre sainte en la purifiant par le bain de l’eau baptismale, accompagné d’une parole ; Ep 5, 26 : evit he santelaat hag he glanaat dre vadeziant an dour a-gevret gant ar gomz.
il voulait se la présenter à lui-même, cette Église, resplendissante, sans tache, ni ride, ni rien de tel ; il la voulait sainte et immaculée. Ep 5, 27 : Fellout a rae dezhañ lakaat e-unan an Iliz-se d’en em ziskouez dirazañ, leun a splannder, hep namm ebet, na roufenn, na netra a seurt-se, met santel ha dibec’h.
C’est de la même façon que les maris doivent aimer leur femme : comme leur propre corps. Celui qui aime sa femme s’aime soi-même. Ep 5, 28 : Setu aze penaos e tle ar wazed karout o gwragez, evel o c’horf o-unan. An neb a gar e wreg en em gar e-unan.
Jamais personne n’a méprisé son propre corps : au contraire, on le nourrit, on en prend soin. C’est ce que fait le Christ pour l’Église, Ep 5, 29 : N’eus den ebet en dije biskoazh kasaet e gorf ; met pep unan er c’hontrol a vag anezhañ, a ra war e dro, evel ma ra ar C’hrist evit e Iliz.
parce que nous sommes les membres de son corps. Comme dit l’Écriture : Ep 5, 30 : Hag-eñ n’omp ket izili e gorf ?
À cause de cela, l’homme quittera son père et sa mère, il s’attachera à sa femme, et tous deux ne feront plus qu’un. Ep 5, 31 : En abeg da se e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm evit en em stagañ ouzh e wreg, ha ne vo ken anezho o daou nemet ur c’horf hepken.
Ce mystère est grand : je le dis en référence au Christ et à l’Église. Ep 5, 32 : Bras eo ar mister-se, ya, me 'lavar ez eo bras a-zivout ar C’hrist hag e Iliz.
Pour en revenir à vous, chacun doit aimer sa propre femme comme lui-même, et la femme doit avoir du respect pour son mari. Ep 5, 33 : En ur ger, evel-se ivez e tleit ober : ra garo pep unan e wreg eveltañ e-unan, hag ar wreg, ra zoujo he fried.
