Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher d’ar C’halated » Pennad 4

Al lizher d’ar C’halated - Pennad 4

Levr : Al lizher d’ar C’halated
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6

Pennad 4



Je m’explique. Tant que l’héritier est un petit enfant, il ne diffère en rien d’un esclave, alors qu’il est le maître de toute la maison ; Ga 4, 1 : Kement-mañ eta a fell din lavarout : keit ha ma chom yaouank an heritour, n’eo ket disheñvel e stad diouzh hini ar sklavour, evitañ da vezañ perc’henn an holl vadoù.

mais il est soumis aux gérants et aux intendants jusqu’à la date fixée par le père. Ga 4, 2 : Emañ dindan gwarded ha kulatored betek an amzer merket gant e dad.

De même nous aussi, quand nous étions des petits enfants, nous étions en situation d’esclaves, soumis aux forces qui régissent le monde. Ga 4, 3 : Ni ivez, keit ha ma oamp yaouank, e oamp sujet da elfennoù ar bed.

Mais lorsqu’est venue la plénitude des temps, Dieu a envoyé son Fils, né d’une femme et soumis à la loi de Moïse, Ga 4, 4 : Met pa-z eo deuet leunder an amzer, en deus Doue kaset e Vab, ganet eus ur vaouez, ganet dindan al Lezenn,

afin de racheter ceux qui étaient soumis à la Loi et pour que nous soyons adoptés comme fils. Ga 4, 5 : evit dasprenañ ar re a oa sujet d’al Lezenn, hag ober ac’hanomp e advibien.

Et voici la preuve que vous êtes des fils : Dieu a envoyé l’Esprit de son Fils dans nos cœurs, et cet Esprit crie « Abba ! », c’est-à-dire : Père ! Ga 4, 6 : Hag ar brouenn anat ez oc’h mibien, eo en deus kaset Doue en hor c’halonoù Spered e Vab o krial ennomp : « Abba, Tad ! »

Ainsi tu n’es plus esclave, mais fils, et puisque tu es fils, tu es aussi héritier : c’est l’œuvre de Dieu. Ga 4, 7 : Neuze ’ta n’out ket sklavour ken, met mab, ha ma-z out mab ez out ivez heritour dre c’hras Doue.

Jadis, quand vous ne connaissiez pas Dieu, vous étiez esclaves de ces dieux qui, en réalité, n’en sont pas. Ga 4, 8 : Gwechall moarvat, pa n’anavezec’h ket Doue, e oac’h o servijañ doueed n’int ket doueed e gwirionez.

Mais maintenant que vous avez connu Dieu – ou plutôt que vous avez été connus par lui – comment pouvez-vous de nouveau vous tourner vers ces forces inconsistantes et misérables, dont vous voulez de nouveau être esclaves comme autrefois ? Ga 4, 9 : Hogen bremañ m’hoc’h eus anavezet Doue, pe, kentoc’h, m’oc’h bet anavezet gantañ, penaos e c’hellit distreiñ adarre d’an elfennoù-se, dister ha didalvoud, pa fell deoc’h sujañ dezho adarre evel gwechall ?

Vous vous pliez à des règles concernant les jours, les mois, les temps, les années ! Ga 4, 10 : Mirout a rit gant doujañs an deizioù, ar mizioù, mareoù ar bloaz, ar bloavezhioù.

J’ai bien peur de m’être donné, en vain, de la peine pour vous. Ga 4, 11 : Aon am eus n’em befe en aner kemeret poan ganeoc’h.

Frères, je vous en prie, devenez comme moi, car moi je suis devenu comme vous. Assurément, vous ne m’avez fait aucun tort. Ga 4, 12 : Breudeur, me ho ped, deuit da vezañ heñvel ouzhin, peogwir em eus me va-unan en em lakaet da vezañ heñvel ouzhoc’h. N’hoc’h eus graet ouzhin gaou ebet.

Vous le savez : c’est par suite d’une maladie que je vous ai annoncé l’Évangile pour la première fois ; Ga 4, 13 : Gouzout a rit penaos en abeg d’ur c’hleñved am dalc’he neuze, em eus bet tro da brezeg deoc’h an Aviel, ar wech kentañ ;

et l’épreuve qu’était pour vous ce corps malade, vous ne l’avez pas repoussée avec dégoût, mais vous m’avez accueilli comme un ange de Dieu, comme le Christ Jésus lui-même. Ga 4, 14 : ha daoust d’an diaezamant a oa evidoc’h ar c’horf gwan-se, n’hoc’h eus diskouezet din na dispriz na heug, met va degemeret hoc’h eus evel un Ael a-berzh Doue, evel ar C’hrist Jezuz.

Où donc est votre bonheur d’alors ? Je vous en rends témoignage : si vous aviez pu, vous vous seriez arraché les yeux pour me les donner. Ga 4, 15 : Pelec’h avat emañ bremañ ar santimantoù a levenez a ziskouezec’h din ? Rak an testeni-mañ a roan deoc’h ho pije diframmet ho taoulagad eus ho penn, ma vije bet gallet, evit o reiñ din-me.

Suis-je donc devenu votre ennemi pour vous avoir dit la vérité ? Ga 4, 16 : Hogen, daoust hag ez on deuet da vezañ hoc’h enebour evit bezañ lavaret deoc’h ar wirionez ?

Certains ont pour vous un attachement qui n’est pas bon ; en fait, ils voudraient vous isoler pour que vous vous attachiez à eux. Ga 4, 17 : Ar vignoniezh a ziskouez deoc’h tud ’zo n’eo ket unan reizh ; klask a reont ho tistagañ diouzhin evit kaout ho mignoniezh evito o-unan.

Mieux vaut un attachement de bonne qualité en tout temps, et pas seulement quand je suis chez vous. Ga 4, 18 : Brav eo kaout mignoniezh digant ar re all, gant ma vo da vat ha bepred ; hag evidon, gant na vo ket hepken pa vezan en ho touez,

Mes enfants, vous que j’enfante à nouveau dans la douleur jusqu’à ce que le Christ soit formé en vous, Ga 4, 19 : va bugaligoù, c’hwi hag a c’hanan adarre er boan betek ma vo stummet ar C’hrist ennoc’h.

je voudrais être maintenant près de vous et pouvoir changer le ton de ma voix, car je ne sais comment m’y prendre avec vous. Ga 4, 20 : Ya, me garfe bezañ d’ar c’houlz-mañ en ho kichen evit stummañ diouzhoc’h va c’homzoù, rak n’ouzon ket penaos ober ganeoc’h.

Dites-moi, vous qui voulez être soumis à la Loi, n’entendez-vous pas ce que dit la Loi ? Ga 4, 21 : Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h sujañ d’al Lezenn, ne glevit ket petra 'lavar al Lezenn ?

Il y est écrit en effet qu’Abraham a eu deux fils, l’un né de la servante, et l’autre de la femme libre. Ga 4, 22 : Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavourez, hag egile eus ar wreg en he frankiz.

Le fils de la servante a été engendré selon la chair ; celui de la femme libre l’a été en raison d’une promesse de Dieu. Ga 4, 23 : Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c’horf, hini ar wreg en he frankiz dre nerzh ar bromesa.

Ces événements ont un sens symbolique : les deux femmes sont les deux Alliances. La première Alliance, celle du mont Sinaï, qui met au monde des enfants esclaves, c’est Agar, la servante. Ga 4, 24 : Un skeudennadur hon eus aze, rak an div vaouez-se a zo skeudenn an daou emglev. An hini kentañ, Menez Sinai, a c’han bugale evit ar sklavelezh ; Agar an hini eo ;

Agar est le mont Sinaï en Arabie, elle correspond à la Jérusalem actuelle, elle qui est esclave ainsi que ses enfants, Ga 4, 25 : rak ar Sinai a zo ur menez eus Arabia ; hag ez eo ur skeudenn eus ar Jeruzalem a-vremañ, a zo evit gwir sklavourez gant he bugale.

tandis que la Jérusalem d’en haut est libre, et c’est elle, notre mère. Ga 4, 26 : Met Jeruzalem an nec’h a zo en he frankiz, hag hor mamm ez eo ;

L’Écriture dit en effet : Réjouis-toi, femme stérile, toi qui n’enfantes pas ; éclate en cris de joie, toi qui ne connais pas les douleurs de l’enfantement, car les enfants de la femme délaissée sont plus nombreux que ceux de la femme qui a son mari. Ga 4, 27 : rak skrivet eo : « Bez laouen, maouez gaonac’h, gwreg hep bugale, sav da vouezh gant levenez, te ha n’out ket bet er gwentloù, rak niverusoc’h eo bugale an hini dilezet eget re an hini he devoa ar pried ».

Et vous, frères, vous êtes, comme Isaac, des enfants de la promesse. Ga 4, 28 : Ha c’hwi, va breudeur, e-giz Izaak, c’hwi ’zo bugale ar bromesa.

Mais de même qu’autrefois le fils engendré selon la chair persécutait le fils engendré selon l’Esprit, de même en est-il aujourd’hui. Ga 4, 29 : Hogen, evel neuze pa veze ar bugel ganet hervez ar c’horf o wallgas an hini ganet hervez ar spered, evel-se emañ kont bremañ c’hoazh.

Or, que dit l’Écriture ? Renvoie la servante et son fils, car le fils de la servante ne peut être héritier avec le fils de la femme libre. Ga 4, 30 : Petra avat a lavar ar Skritur : « Kas ar sklavourez kuit hag he bugale, rak ne zle ket mab ar sklavourez bezañ heritour gant mab ar wreg en he frankiz ».

Dès lors, frères, nous ne sommes pas les enfants d’une servante, nous sommes ceux de la femme libre. Ga 4, 31 : Gant-se, breudeur, n’omp ket bugale ur sklavourez, met bugale ar wreg en he frankiz.