Al lizher d’ar C’halated - Pennad 6
Pennad 6
Frères, si quelqu’un est pris en faute, vous, les spirituels, remettez-le dans le droit chemin en esprit de douceur ; mais prenez garde à vous-mêmes : vous pourriez être tentés, vous aussi. Ga 6, 1 : Breudeur, zoken ma c’hoarvez d’un den bezañ tapet en ur faot bennak, c’hwi ar re speredel, addresit-eñ gant douster a spered ; met taol evezh te da-unan, rak te ivez a c’hellfe bezañ temptet.
Portez les fardeaux les uns des autres : ainsi vous accomplirez la loi du Christ. Ga 6, 2 : Dougit ho sammoù an eil d’egile, ha gant se kasit da benn lezenn ar C’hrist.
Si quelqu’un pense être quelque chose alors qu’il n’est rien, il se fait illusion sur lui-même. Ga 6, 3 : Rak mar kred un den bezañ un dra bennak, pa ne d-eo netra, emañ o ’n em douellañ.
Que chacun examine sa propre action ; ainsi, c’est seulement par rapport à lui-même qu’il trouvera ses motifs de fierté et non par rapport aux autres. Ga 6, 4 : Ra sello pizh pep unan ouzh ar pezh a ra, ha neuze e kavo marteze ennañ e-unan, ha n’eo ket e-keñver ar re all, peadra d’en em veuliñ.
Chacun, en effet, portera sa propre charge. Ga 6, 5 : Rak pep unan en devo e garg e-unan da zougen.
Celui qui reçoit l’enseignement de la Parole doit donner, à celui qui la lui transmet, une part de tous ses biens. Ga 6, 6 : Dleet eo d’an hini a vez kelennet ar Gomz dezhañ, reiñ eus e holl vadoù d’an hini a zo ouzh e gelenn.
Ne vous égarez pas : Dieu ne se laisse pas narguer. Ce que l’on a semé, on le récoltera. Ga 6, 7 : N’it ket da faziañ : ne reer ket goap ouzh Doue. Rak ar pezh a vez hadet eo ivez ar pezh a vez eostet.
Celui qui a semé en vue de sa propre chair récoltera ce que produit la chair : la corruption ; mais celui qui a semé en vue de l’Esprit récoltera ce que produit l’Esprit : la vie éternelle. Ga 6, 8 : An neb a had ar c’horf a vedo frouezh ar c’horf, ar vreinadurezh ; met an neb a had ar spered, a vedo frouezh ar spered, ar vuhez peurbadus.
Ne nous lassons pas de faire le bien, car, le moment venu, nous récolterons, si nous ne perdons pas courage. Ga 6, 9 : Arabat bezañ skuizh oc’h ober ar mad ; en e amzer e teuy an eost evidomp, ma chomomp hep distardañ.
Ainsi donc, lorsque nous en avons l’occasion, travaillons au bien de tous, et surtout à celui de nos proches dans la foi. Ga 6, 10 : Evel-se ’ta, keit ha m’hon eus amzer, greomp ar mad e-keñver an holl, met dreist-holl e-keñver hor breudeur er feiz.
Regardez ce que j’écris en grandes lettres pour vous de ma propre main. Ga 6, 11 : Gwelit pebezh lizherennoù a skrivan deoc’h pa ran gant va dorn-me.
Tous ceux qui veulent faire humainement bonne figure, ce sont ceux-là qui vous obligent à la circoncision ; ils le font seulement afin de ne pas être persécutés pour la croix du Christ. Ga 6, 12 : Tud hag a fell dezho en em ziskouez plijus e traoù ar c’horf, eo ar re a laka warnoc’h bezañ amdroc’het, hag an dra-se eo hepken evit chom hep bezañ heskinet evit Kroaz ar C’hrist.
Car ceux qui se font circoncire n’observent pas eux-mêmes la Loi ; ils veulent seulement vous imposer la circoncision afin que votre chair soit pour eux un motif de fierté. Ga 6, 13 : Rak an dud amdroc’het o-unan ne viront ket al Lezenn ; c’hoant o deus avat e vefec’h amdroc’het, evit kaout en ho korf peadra da dennañ gloar dioutañ.
Mais pour moi, que la croix de notre Seigneur Jésus Christ reste ma seule fierté. Par elle, le monde est crucifié pour moi, et moi pour le monde. Ga 6, 14 : Evidon-me, Doue ra viro e klaskfen tennañ gloar eus un dra bennak, nemet eus Kroaz hon Aotrou Jezuz Krist, rak drezañ ar bed a zo bet staget ouzh ar Groaz evidon, ha me evit ar bed.
Ce qui compte, ce n’est pas d’être circoncis ou incirconcis, c’est d’être une création nouvelle. Ga 6, 15 : Rak an amdroc’h n’eo netra, nag an diamdroc’h, ar pezh a dalv eo bezañ ur c’hrouadur nevez.
Pour tous ceux qui marchent selon cette règle de vie et pour l’Israël de Dieu, paix et miséricorde. Ga 6, 16 : Ha da gement hini a heulio ar reolenn-se, peoc’h ha trugarez, hag ivez da Israel Doue.
Dès lors, que personne ne vienne me tourmenter, car je porte dans mon corps les marques des souffrances de Jésus. Ga 6, 17 : Bremañ arabat da zen ober din diaezamantoù ken ; rak a-walc’h eo din dougen em c’horf merkoù Jezuz.
Frères, que la grâce de notre Seigneur Jésus Christ soit avec votre esprit. Amen. Ga 6, 18 : Breudeur, gras hon Aotrou Jezuz Krist da vezo gant ho spered. Amen.
