Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher d’ar Goloseiz » Pennad 1

Al lizher d’ar Goloseiz - Pennad 1

Levr : Al lizher d’ar Goloseiz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4

Pennad 1



PAUL, APOTRE du Christ Jésus par la volonté de Dieu, et Timothée notre frère, Col 1, 1 : Paol, abostol ar C’hrist Jezuz dre youl Doue, hag ar breur Timozeos,

aux frères sanctifiés par la foi dans le Christ qui habitent Colosses. À vous, la grâce et la paix de la part de Dieu notre Père. Col 1, 2 : d’ar Sent a zo e Kolosae, hor breudeur krederien er C’hrist. Gras ha peoc’h digant Doue hon Tad.

Nous rendons grâce à Dieu, le Père de notre Seigneur Jésus Christ, en priant pour vous à tout moment. Col 1, 3 : Trugarekaat a reomp dibaouez Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, er pedennoù a reomp evidoc’h,

Nous avons entendu parler de votre foi dans le Christ Jésus et de l’amour que vous avez pour tous les fidèles Col 1, 4 : abaoe m’hon eus klevet keloù eus ho feiz er C’hrist Jezuz, hag eus ar garantez hoc’h eus e-keñver an holl Sent,

dans l’espérance de ce qui vous est réservé au ciel ; vous en avez déjà reçu l’annonce par la parole de vérité, l’Évangile Col 1, 5 : en abeg d’an esperañs miret deoc’h en Neñvoù. An esperañs-se, hoc’h eus klevet diagent ar c’heloù anezhi er Gomz a wirionez, an Aviel,

qui est parvenu jusqu’à vous. Lui qui porte du fruit et progresse dans le monde entier, il fait de même chez vous, depuis le jour où vous avez reçu l’annonce et la pleine connaissance de la grâce de Dieu dans la vérité. Col 1, 6 : a zo aet betek ennoc’h evel ivez dre ar bed a-bezh, e-lec’h m’emañ o tougen frouezh hag o kreskiñ ; hag en ho touez ivez e ra kement-all, abaoe an deiz m’hoc’h eus klevet hag anavezet en he gwirionez ar c’hras roet deomp gant Doue,

Cet enseignement vous a été donné par Épaphras, notre cher compagnon de service, qui est pour vous un ministre du Christ digne de foi ; Col 1, 7 : hervez ar pezh en deus kelennet deoc’h Epafraz, hor c’henlabourer karet en hor servij kumun ; eñ hag a zo ministr feal ar C’hrist en ho keñver,

il nous a fait savoir de quel amour l’Esprit vous anime. Col 1, 8 : eo an hini en deus roet deomp da anavezout ar garantez a laka ennoc’h ar Spered.

Depuis le jour où nous en avons entendu parler, nous ne cessons pas de prier pour vous. Nous demandons à Dieu de vous combler de la pleine connaissance de sa volonté, en toute sagesse et intelligence spirituelle. Col 1, 9 : Gant se, ni ivez abaoe an deiz m’hon eus klevet ar c’heloù-se, ne baouezomp ket da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn digant Doue ma viot karget eus anaoudegezh e youl, e pep furnez ha skiant speredel :

Ainsi votre conduite sera digne du Seigneur, et capable de lui plaire en toutes choses ; par tout le bien que vous ferez, vous porterez du fruit et vous progresserez dans la vraie connaissance de Dieu. Col 1, 10 : deoc’h da ren ur vuhez dellezek eus an Aotrou ha da blijout dezhañ e pep tra, dre zougen frouezh a bep seurt oberoù mat ha dre greskiñ en anaoudegezh Doue ;

Vous serez fortifiés en tout par la puissance de sa gloire, qui vous donnera toute persévérance et patience. Dans la joie, Col 1, 11 : ha kennerzhet e pep doare gant ar galloud eus e c’hloar, ra viot evit kaout pasianted ha dalc’hegezh e pep degouezh :

vous rendrez grâce à Dieu le Père, qui vous a rendus capables d’avoir part à l’héritage des saints, dans la lumière. Col 1, 12 : Trugarekait gant levenez Doue an Tad, en deus ho lakaet barrek da gaout lod e hêrezh ar Sent er sklerijenn,

Nous arrachant au pouvoir des ténèbres, il nous a placés dans le Royaume de son Fils bien-aimé : Col 1, 13 : Eñ hag en deus hon tennet eus galloud an deñvalijenn evit hon degas e rouantelezh e Vab karet,

en lui nous avons la rédemption, le pardon des péchés. Col 1, 14 : hon eus ennañ an dasprenidigezh, ar pardon eus hor pec’hedoù.

Il est l’image du Dieu invisible, le premier-né, avant toute créature : Col 1, 15 : Eñ eo skeudenn an Doue na weler ket, ar c’hentañ ganet a-raok pep krouadelezh ;

en lui, tout fut créé, dans le ciel et sur la terre. Les êtres visibles et invisibles, Puissances, Principautés, Souverainetés, Dominations, tout est créé par lui et pour lui. Col 1, 16 : rak ennañ eo bet krouet an holl draoù, en Neñvoù ha war an douar, kement a weler ha kement na weler ket, Tronioù, Aotrouniezhoù, Priñselezhioù, Galloudegezhioù, pep tra ’zo bet krouet drezañ hag evitañ.

Il est avant toute chose, et tout subsiste en lui. Col 1, 17 : Eñ a zo a-raok pep tra, ha drezañ e talc’h pep tra da vezañ.

Il est aussi la tête du corps, la tête de l’Église : c’est lui le commencement, le premier-né d’entre les morts, afin qu’il ait en tout la primauté. Col 1, 18 : Hag eñ ivez eo ar penn eus ar C’horf, da lavarout eo eus an Iliz. Eñ eo ar pennabeg anezhi, ar c’hentañ-ganet eus a-douez ar re varv, evit ma vefe dezhañ-eñ ar renk kentañ e pep doare ;

Car Dieu a jugé bon qu’habite en lui toute plénitude Col 1, 19 : rak ennañ eo bet plijet gant Doue lakaat pep leunder da chom.

et que tout, par le Christ, lui soit enfin réconcilié, faisant la paix par le sang de sa Croix, la paix pour tous les êtres sur la terre et dans le ciel. Col 1, 20 : Ha drezañ adunvaniñ ar bed-holl gantañ e-unan, en ur ober ar peoc’h, dre wad e Groaz, adunvaniñ drezañ kement a zo war an douar kenkoulz ha kement a zo en Neñvoù.

Et vous, vous étiez jadis étrangers à Dieu, et même ses ennemis, par vos pensées et vos actes mauvais. Col 1, 21 : Ha c’hwi ivez hag a oa deuet gwechall da vezañ evit Doue estrenien hag enebourien dre ho soñjoù hag hoc’h oberoù fall,

Mais maintenant, Dieu vous a réconciliés avec lui, dans le corps du Christ, son corps de chair, par sa mort, afin de vous introduire en sa présence, saints, immaculés, irréprochables. Col 1, 22 : setu bremañ m’en deus hoc’h adunvanet gantañ e korf-den e Vab, dre e varv, evit ho lakaat da chom dirazañ santel, dinamm ha didamall ;

Cela se réalise si vous restez solidement fondés dans la foi, sans vous détourner de l’espérance que vous avez reçue en écoutant l’Évangile proclamé à toute créature sous le ciel. De cet Évangile, moi, Paul, je suis devenu ministre. Col 1, 23 : nemet eo ret deoc’h derc’hel d’ar feiz, bezañ diazezet enni, start ha divrall, chom hep pellaat diouzh an esperañs a zo bet roet deoc’h gant an Aviel hoc’h eus klevet, Aviel a zo bet prezeget da bep krouadur dindan an neñv, hag ez on bet graet, me Paol, ar ministr anezhañ.

Maintenant je trouve la joie dans les souffrances que je supporte pour vous ; ce qui reste à souffrir des épreuves du Christ dans ma propre chair, je l’accomplis pour son corps qui est l’Église. Col 1, 24 : Evit bremañ e kavan va levenez er poanioù a c’houzañvan evidoc’h ; rak peurleuniañ a ran ar pezh a vank da Groaz ar C’hrist, gant ar pezh a c’houzañvan em c’horf, evit e gorf dezhañ-eñ, hag a zo an Iliz.

De cette Église, je suis devenu ministre, et la mission que Dieu m’a confiée, c’est de mener à bien pour vous l’annonce de sa parole, Col 1, 25 : Rak deuet on da vezañ ministr an Iliz-se dre ar garg en deus roet Doue din en ho keñver, karg a zo peurembann e Gomz,

le mystère qui était caché depuis toujours à toutes les générations, mais qui maintenant a été manifesté à ceux qu’il a sanctifiés. Col 1, 26 : kemenn ar mister-se bet chomet kuzh abaoe kantvedoù ha rummadoù, hag a zo bremañ diskuliet d’e Sent :

Car Dieu a bien voulu leur faire connaître en quoi consiste la gloire sans prix de ce mystère parmi toutes les nations : le Christ est parmi vous, lui, l’espérance de la gloire ! Col 1, 27 : rak dezho eo bet plijet gant Doue reiñ da anavezout pebezh teñzor a c’hloar eo ar mister-se e-keñver ar Baganed : ar C’hrist ennoc’h ez eo ! Esperañs e c’hloar !

Ce Christ, nous l’annonçons : nous avertissons tout homme, nous instruisons chacun en toute sagesse, afin de l’amener à sa perfection dans le Christ. Col 1, 28 : Sed an hini a brezegomp, ar C’hrist, en ur reiñ kemenn da bep den, en ur genteliañ pep den e pep furnez, evit lakaat pep unan da vezañ peurvat er C’hrist.

C’est pour cela que je m’épuise à combattre, avec la force du Christ dont la puissance agit en moi. Col 1, 29 : Evit se eo e stourman betek skuizhañ gant skoazell e nerzh a labour ennon gant galloud.