Al lizher d’ar Goloseiz - Pennad 2
Pennad 2
Je veux en effet que vous sachiez quel dur combat je mène pour vous, et aussi pour les fidèles de Laodicée et pour tant d’autres qui ne m’ont jamais vu personnellement. Col 2, 1 : Ya, fellout a ra din ez anavezfec’h pegen start eo an emgann am eus da ren evidoc’h, evit tud Laodikeia, hag evit kement a reoù all n’o deus biskoazh va gwelet gant o daoulagad :
Je combats pour que leurs cœurs soient remplis de courage et pour que, rassemblés dans l’amour, ils accèdent à la plénitude de l’intelligence dans toute sa richesse, et à la vraie connaissance du mystère de Dieu. Ce mystère, c’est le Christ, Col 2, 2 : c’hoant am eus ma vo kennerzhet o c’halonoù unanet start er garantez, evit tizhout en hec’h holl binvidigezh, leunder ar skiant, anavezout don mister Doue, hag a zo ar C’hrist
en qui se trouvent cachés tous les trésors de la sagesse et de la connaissance. Col 2, 3 : kuzhet ennañ holl deñzorioù ar furnez hag ar skiant.
Je vous dis cela pour que personne ne vous égare par des arguments trop habiles. Col 2, 4 : Kement-se a lavaran evit na zeuio den ebet d’ho touellañ gant komzoù livet brav.
Car si je suis absent physiquement, je suis toutefois spirituellement avec vous, et je me réjouis de voir l’ordre qu’il y a chez vous et la fermeté de votre foi au Christ. Col 2, 5 : Rak goude ma vefen pell diouzhoc’h gant va c’horf, emaon avat a spered en ho touez, laouen-bras o welout an urzh vat a ren du-se ha starter ho feiz er C’hrist.
Menez donc votre vie dans le Christ Jésus, le Seigneur, tel que vous l’avez reçu. Col 2, 6 : Neuze, bevit er C’hrist Jezuz, an Aotrou, evel m’eo bet roet deoc’h da anavezout,
Soyez enracinés, édifiés en lui, restez fermes dans la foi, comme on vous l’a enseigné ; soyez débordants d’action de grâce. Col 2, 7 : bezit gwriziennet ennañ, diazezet warnañ, o ’n em harpañ war ar feiz a zo bet kelennet deoc’h hag oc’h ober e-leizh a bedennoù trugarekaat.
Prenez garde à ceux qui veulent faire de vous leur proie par une philosophie vide et trompeuse, fondée sur la tradition des hommes, sur les forces qui régissent le monde, et non pas sur le Christ. Col 2, 8 : Diwallit na zeufe den d’ho lakaat en-dro dindan suj dre douellerezh ur brederouriezh bennak, hervez ur gelennadurezh a-berzh tud diwar-benn pennabegoù ar bed-mañ, unan na vefe ken hervez ar C’hrist.
Car en lui, dans son propre corps, habite toute la plénitude de la divinité. Col 2, 9 : Rak ennañ emañ o chom hag o kemer korf holl leunder an Doueelezh,
En lui, vous êtes pleinement comblés, car il domine toutes les Puissances de l’univers. Col 2, 10 : en doare m’hoc’h eus pep leunder ennañ-eñ hag a zo ar pennroue war bep Priñselezh ha pep Galloudegezh.
En lui, vous avez reçu une circoncision qui n’est pas celle que pratiquent les hommes, mais celle qui réalise l’entier dépouillement de votre corps de chair ; telle est la circoncision qui vient du Christ. Col 2, 11 : Ennañ ez oc’h bet amdroc’het gant an amdroc’h-se n’eo ket dre zorn an dud, an hini a zo dre dennañ diouzhoc’h kement a zo korf kigel, an hini a zo amdroc’h ar C’hrist.
Dans le baptême, vous avez été mis au tombeau avec lui et vous êtes ressuscités avec lui par la foi en la force de Dieu qui l’a ressuscité d’entre les morts. Col 2, 12 : Rak lakaet oc’h bet er bez a-unan gantañ dre ar vadeziant, ha gantañ ivez oc’h adsavet da vev dre grediñ e nerzh galloudus Doue en deus e zihunet a-douez ar re varv.
Vous étiez des morts, parce que vous aviez commis des fautes et n’aviez pas reçu de circoncision dans votre chair. Mais Dieu vous a donné la vie avec le Christ : il nous a pardonné toutes nos fautes. Col 2, 13 : C’hwi hag a oa marv en abeg d’ho pec’hedoù ha d’ho korf diamdroc’h, en deus ho lakaet da advevañ a-unan gantañ : pardonet en deus deomp hon holl bec’hedoù !
Il a effacé le billet de la dette qui nous accablait en raison des prescriptions légales pesant sur nous : il l’a annulé en le clouant à la croix. Col 2, 14 : Diverket en deus skrid hon dle gant e c’hourc’hemennoù a-enep deomp ; ar skrid-se, e dennet en deus kuit, dre e stagañ ouzh e Groaz.
Ainsi, Dieu a dépouillé les Puissances de l’univers ; il les a publiquement données en spectacle et les a traînées dans le cortège triomphal du Christ. Col 2, 15 : Ha goude diberc’hennañ ar Priñselezhioù hag ar Galloudegezhioù, en deus o roet da welout da c’hoapaerezh an dud, e ambrougadeg e drec’h.
Alors, que personne ne vous juge pour des questions de nourriture et de boisson, ou à propos de fête, de nouvelle lune ou de sabbat : Col 2, 16 : Ac’hano, arabat da zen ebet kaout abeg ennoc’h war zigarez an debriñ hag an evañ, pe war zigarez gouelioù-bloaz, loarioù nevez, Sabadoù ;
tout cela n’est que l’ombre de ce qui devait venir, mais la réalité, c’est le Christ. Col 2, 17 : an holl draoù-se n’int nemet skeudenn an traoù da zont ; met ar wirionez eo korf ar C’hrist.
Ne vous laissez pas frustrer de votre récompense par ceux qui veulent vous humilier par un culte des anges et qui s’évadent dans des visions et se laissent vainement gonfler d’orgueil par des idées purement humaines. Col 2, 18 : Arabat da zen ebet ho lakaat er-maez anezhi dre ginnig deoc’h un doare izelegezh, pe un doare doujañs d’an Aelez, dre en em harpañ war gweledigezhioù en dije bet, c’hwezhet gant lorc’hentez kleuz e soñjoù danvezel,
Ces gens-là ne sont pas en union avec la tête, avec Celui par qui tout le corps poursuit sa croissance en Dieu, grâce aux articulations et aux ligaments qui maintiennent sa cohésion. Col 2, 19 : tra ma chom neuze hep en em stagañ ouzh ar penn, ar C’hrist, a ro d’ar c’horf a-bezh dre ar joentroù hag ar stagelloù, bevañs ha frammadur, evit kreskiñ muioc’h-mui hervez Doue.
Si, avec le Christ, vous êtes morts aux forces qui régissent le monde, pourquoi subir des prescriptions légales comme si votre vie dépendait encore du monde : Col 2, 20 : Ma-z oc’h marvet war un dro gant ar C’hrist da benn-elfennoù ar bed, perak plegañ c’hoazh da seurt reolennoù evel pa vijec’h bepred o vevañ er bed ?
« Ne prends pas ceci, ne goûte pas cela, ne touche pas cela », Col 2, 21 : « Na gemer ket kement-mañ, na dañva ket, na douch ket ».
alors que toutes ces choses sont faites pour disparaître quand on s’en sert ! Ce ne sont là que des préceptes et des enseignements humains, Col 2, 22 : ha kement-se e-keñver traoù a ya da netra dre an implij anezho. N’eus aze nemet gourc’hemennoù ha kelennadurezhioù a-berzh tud !
qui ont des airs de sagesse, de religion personnelle, d’humilité et de rigueur pour le corps, mais ne sont d’aucune valeur pour maîtriser la chair. Col 2, 23 : Seurt reolennoù a c’hell kaout ur seblant a furnez, gant o diavaezioù a zeoliezh, a izelegezh, a zispriz ouzh ar c’horf ; met n’o deus, evit gwir, talvoudegezh ebet evit trec’hiñ war lorc’hentez ar c’hig.
