Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 8 a viz Mezheven 2025

Gouel ar Pantekost🔴 Ruz

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (eb 2, 1-11)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

« Leuniet e voent holl gant ar Spered Santel hag e stagjont da gomz. »

Peurdremenet an amzer a-benn deiz ar Pantekost,
edont holl bodet a-gevret en hevelep lec'h.
A-daol trumm e c'hoarvezas o tont eus an neñv,
un trouz evel hini ur barr-avel a leunias en e bezh an ti ma oant azezet ennañ.
Hag e weljont, oc'h en em rannañ dirazo, teodoù evel teodoù-tan,
a zeuas da bozañ, unan war bep hini anezho.
Ha leuniet e voe an holl gant ar Spered Santel,
hag en em lakaat a rejont da gomz e yezhoù all,
hervez ma roe ar Spered dezho da lavarout.
Bez e oa o chom e Jeruzalem, Yuzevien,
gwazed deol deuet eus kement broad a zo dindan an neñv.
Goude d’an trouz-se c'hoarvezout,
en em zastumas an engroez, ha strafuilhet e voent,
dre ma kleve pep hini anezho an Ebestel o komz en e yezh e-unan.
En o estlamm hag en o souezh e lavarent :
« An holl re-mañ a zo o komz, daoust ha n’int ket Galileiz?
Penaos eta pep hini ac'hanomp o c’hlev en hor yezh c'henidik?
Parted, Meded hag Elamiz, tud o chom e Mezopotamia,
Youdea ha Kapadokia, Pontoz hag Azia, Frigia ha Pamfilia,
Egipt hag al lodenn-se eus Libia tost da Girene,
Romaned o tremen dre amañ,
Yuzevien ha prozelited, Kretiz hag Arabed,
o c’hlevout a reomp o tiskleriañ en hor yezhoù, oberoù meur Doue. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 104 Salm 104 (103), 1ab ha 24ac. 29bc-30. 31 ha 34

📖 Levr ar salmoù : Salm 104

D : Aotrou Doue, kasit ho Spered
ma vo nevesaet dremm an douar ! Pe : Allelouia!


O va ene, bennig an Aotrou.
Na bras oc'h-C'hwi, Aotrou Doue !
Na pegen niverus hoc'h oberoù, Aotrou !
Leun eo an douar gant kement hoc'h eus krouet.

Pa dennit o alan diouto e varvont
hag e tistroont en o foultr.
Met addegasit ho spered hag e vo adkrouet ar bed,
ha nevesaet dremm an douar.

Gloar an Aotrou da bado da viken ;
levenez d'an Aotrou gant e holl oberoù.
Ra vo plijus dezhañ komzoù va c'hanaouenn,
rak va levenez din-me eo an Aotrou.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar Romaned (ro 8, 8-17)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ar re a labour e Spered Doue, ar re-se a zo mibion da Zoue.

Va breudeur,
Ar re a vev er c'horf n'hellont ket plijout da Zoue.
C’hwi avat ne vevit ket er c'horf, met er spered,
peogwir emañ Spered Doue o chom ennoc'h.
An neb n’en deus ket Spered ar C'hrist, hennezh n’eo ket dezhañ.
Hogen mar d-emañ ar C'hrist ennoc'h,
ha goude ma vefe ho korf tra a varv en abeg d’ar pec'hed,
ho spered en deus buhez abalamour ma ’z oc’h bet lakaet da dud just.
Mar d-emañ o chom ennoc'h Spered an Hini
en deus dihunet Jezuz a-douez ar re varv,
neuze, an hevelep hini hag en deus dihunet ar C'hrist Jezuz a-douez ar re varv,
a advevo ivez ho korfoù marvel dre e Spered o chom ennoc'h.
Evel-se 'ta, breudeur, ez omp dleourien,
met n’eo ket e-keñver ar c'horf evit bevañ hervez ar c'horf.
Rak mar bevit hervez ar c'horf, ho po ar marv ;
met mar lakait gant ar Spered oberoù ar c'horf da vervel ennoc'h, ho po ar vuhez.
Rak kement hini a zo lusket gant spered Doue a zo bugel da Zoue.
Nann, n’eo ket ur spered a sklavourien hoc'h eus resevet evit adkouezhañ en aon ; resevet hoc'h eus ur spered a advibien hon laka da grial : Abba !, Tad !
Ar Spered e-unan a ro testeni d’hor spered-ni ez omp bugale da Zoue.
Ha mard omp bugale ez omp ivez hêred ; hêred Doue,
ken-hêred gant ar C'hrist,
peogwir e c'houzañvomp poan gantañ da gaout gloar ivez a-unan gantañ.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🔥 Gwerz ar Pantekost

Veni Sancte Spiritus (Gwerz ar Spered Santel)

War don ar « Veni Sancte Spiritus »

Deuit ennomp, Spered Glan,
Lakait ennomp nerzh ho tan,
Splannder nevez ho kouloù.
Deut gant ho seizh donezon,
Tad ha sikour ar beorion,
Parakled hor c’halonoù.

O, frealzer ar gwellañ,
O, freskadur an dousañ
D’an ene ho tegemer.
C’hwi ’zo diskuizh el labour,
C’hwi ’zo distan er sec’hor,
Hag en doan, hon diboanier.

O, sklêrijenn evurus,
Gant ho kras kargit fonnus
Kalonoù ho fideled.
Anez da nerzh ho skoazell,
N’eus ennomp netra santel,
N’eus ennomp nemet pec’hed.

Gwalc’hit pezh a zo louzet,
Dourit pezh ’zo disec’het,
Pareit ar pezh a zo klañv.
Plegit pezh a zo reudet,
Tommit pezh a zo skornet,
Eeunit ar pezh a zo kamm.

Roit ho seizh donezon
D’ar re ho ped a galon,
Ho servijerion fidel.
Roit deomp ar santelezh
Ha gras ar Silvidigezh,
Gant levenez peurbadel.
Amen. Allelouia.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Aviel Jezuz Krist hervez sant Yann (Yn 14, 15-16.23b-26)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ar Spered Santel a zesko deoc'h pep tra.

En amzer-se, e lavare Jezuz d'e ziskibien :
Mar am c'harit, e virot va gourc'hemennoù.
Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all,
ma chomo ganeoc'h da viken.
Ma 'z eus unan bennak hag am c'har, e viro va c'homzoù, ha va Zad er c'haro
hag e teuimp davetañ *hag e vimp o chom gantañ.
An neb n’am c'har ket ne vir ket va c'homzoù ;
hag ar gomz a glevit n’eo ket va hini met hini an Tad en deus va c'haset.
An traoù-se am eus lavaret deoc'h tra ma oan o chom ganeoc'h.
Met ar Frealzer, ar Spered Glan, a vo kaset gant an Tad em anv,
hennezh a zesko deoc'h pep tra
hag a zegaso soñj deoc'h eus kement am eus lavaret deoc'h.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 8 a viz Mezheven 2025
Yann 14, 15-16.23b-26 - Gant Fulup Guillou hag Helene Cariou eo displeget an Aviel.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn