Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 13 a viz Gouere 2025
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr an Adlezenn (Ad 30, 10-14)
Ez kichen emañ ar gomz evit m’he seveni.
Moizez a lavare da bobl Israel :
« Selaou a ri mouezh an Aotrou, da Zoue,
en ur virout e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù
skrivet e levr al Lezenn-mañ,
hag e tistroi davet an Aotrou, da Zoue, a holl galon, a holl ene.
Rak ar gourc'hemennoù-mañ a gemennan dit hiziv
ned int ket re ziaes evidout, na re bell ;
n’emaint ket en neñvoù, ma lavarfed :
'Piv a bigno evidomp d’an neñv d’o c'herc'hat deomp?
d’ober deomp o c'hlevout, ma raimp diouto?'
Ha n’emaint ket tra-mor, ma lavarfed :
'Piv a dremeno evidomp tra-mor d’o c'herc'hat dimp,
d’o reiñ dimp da glevout, ma raimp diouto?'
Met tost dit emañ ar Gomz, meurbet : ez kenou, ez kalon, evit e ober. »
🎶 Salm
Salm 68 Salm 68, 14, 17, 30-31, 33-34, 36ab.37
D : Tud uvel, klaskit Doue, e vevo ho kalon !
Va fedenn avat a sav davedoc'h, Aotrou,
en amzer an drugarez, Aotrou Doue.
En ho madelezh divent, va selaouit,
e gwirionez ho silvidigezh.
Ha me reuzeudik ha doaniet evel ma 'z on,
ho skoazell, Aotrou Doue, d'am diwallo.
Ha meuliñ a rin anv Doue gant ur ganenn,
e lidañ a rin ouzh e drugarekaat.
Gwelit, tud vihan, hag ho pet levenez :
C'hwi, klaskerien Doue, ra vevo a-nevez ho kalonoù !
Rak an Aotrou a selaou ar beorien,
ne zilez ket e brizonidi.
Rak Doue a salvo Sion, adsevel a raio kêrioù Youda,
ma vezint evidomp ur chomadur, ur berc'henniezh.
Gouenn e servijerien he devo anezho da zomani,
ar re a gar e anv o devo anezho da chomadur.
Pe
Salm 18 Ps 18b (19), 8, 9, 10, 11
D : Reizh eo gourc'hemennoù an Aotrou, levenez d'ar galon !
Peurvat eo Lezenn an Aotrou,
buhez evit an ene,
gwirion eo testeni an Aotrou,
furnezh evit an dud eeun.
Reizh eo gourc'hemennoù an Aotrou,
levenez d'ar galon,
glan eo urzhioù an Aotrou,
sklêrijenn evit an daoulagad.
Glan eo doujañs an Aotrou,
divrall da holl viken,
gwirion eo divizoù an Aotrou,
ken reizh an eil hag egile.
Da c'hoantaat muioc'h eget an aour,
eget aour glan e-leizh,
c'hwekoc'h eget mel ar ruskenn,
eget chug an terennoù.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar Golosiz (Gol 1, 15-20)
Pep tra a zo bet krouet drezañ, hag ennañ.
Va breudeur : Ar C'hrist Jezuz eo skeudenn an Doue diwelus,
ar c'hentañ ganet a-raok pep krouadelezh ;
rak ennañ eo bet krouet kement tra 'zo
en Neñvoù ha war an douar.
Kement a weler ha kement na weler ket,
Tronioù, Aotrouniezhoù, Priñselezhioù, Galloudegezhioù,
pep tra 'zo bet krouet drezañ hag evitañ.
Eñ a zo anezhañ a-raok pep tra, ha drezañ e talc'h pep tra da vezañ.
Hag eñ ivez eo ar penn eus ar C’horf, da lavarout eo eus an Iliz.
Eñ eo ar pennabeg anezhi,
ar c'hentañ-ganet eus a-douez ar re varv,
evit ma vefe dezhañ-eñ ar renk kentañ e pep doare.
Rak ennañ eo bet plijet gant Doue lakaat pep leunder da chom,
ha drezañ adunvaniñ ar bed a-bezh evitañ e-unan,
en ur ober ar peoc'h dre wad e Groaz,
adunvaniñ drezañ kement a zo war an douar
kenkoulz ha kement a zo en Neñvoù.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez Sant Lukaz (Lk 10, 25-37)
Piv eo va nesañ ?
En amzer-se, setu ma savas un doktor war al Lezenn
hag a lavaras dezhañ evit en amprouiñ :
« Mestr, petra am eus d’ober a-benn kaout ar vuhez peurbadel da lod? »
Respont a reas Jezuz dezhañ :
« El Lezenn, petra a zo skrivet? Penaos e lennez? »
Hag hemañ da respont :
« Karout a ri an Aotrou, da Zoue, gant da holl galon
ha gant da holl ene ha da holl nerzh ha da holl spered,
ha da nesañ eveldout da-unan. »
« Mat-kaer ac'h eus respontet, eme Jezuz dezhañ,
gra kement-se hag e vevi. »
Hemañ avat, o klask en em zidamall,
a lavaras da Jezuz : « Ha piv eo va nesañ? »
Ha Jezuz a stagas da lavarout :
« Un den a oa o tiskenn eus Jeruzalem da Yeriko,
hag e kouezhas etre daouarn laeron : ar re-mañ e ziwiskas,
her brevas a-daolioù hag a yeas kuit ouzh e lezel hanter-varv.
Dre zegouezh, setu ur beleg o tiskenn dre an hent-se :
ouzh e welout e tremenas dre an tu all eus an hent.
En hevelep stumm, ul Leviad erruet war an dachenn,
ouzh e welout ivez a dremenas dre ar c'hostez all.
Hogen ur Samariad hag a oa o veajiñ,
a zegouezhas en e gichen hag ouzh e welout e voe karget e galon a druez.
Tostaat a reas, lienañ e c'houlioù en ur skuilh warno eoul ha gwin ;
da c'houde en savas war gein e loen e-unan
hag e gas a reas d’un ostaleri, hag e kemeras preder gantañ.
Antronoz, e tennas daou ziner eus e yalc'h
evit o reiñ d’an ostiz en ur lavarout :
« Kemer preder anezhañ, ha kement a zispigni en tu-hont,
a zaskorin-me dit, pa zeuin en-dro. »
Pehini eus an tri-se, a gav dit, a zo bet nesañ
an den kouezhet etre daouarn al laeron?»
Respont a reas : «An hini a zo bet trugarezus en e geñver.»
Ha Jezuz neuze da lavarout dezhañ : « Kae, ha te ivez, gra heñvel ! »
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 13 a viz Gouere 2025Lukas 10, 25-37 - Gant Guillemette In eo displeget an Aviel.
