Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Lukaz » Pennad 10

An Aviel hervez Sant Lukaz - Pennad 10

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Pennad 10



Après cela, parmi les disciples le Seigneur en désigna encore soixante-douze, et il les envoya deux par deux, en avant de lui, en toute ville et localité où lui-même allait se rendre. Lc 10, 1 : Da c’houde, e tibabas an Aotrou daouzek ha tri-ugent all hag o c’hasas daou ha daou en e raok, da gement kêr ha lec’h ma tlee mont e-unan.

Il leur dit : « La moisson est abondante, mais les ouvriers sont peu nombreux. Priez donc le maître de la moisson d’envoyer des ouvriers pour sa moisson. Lc 10, 2 : Hag e lavaras dezho : « Stank eo an eost, distank avat al labourerien. Pedit eta mestr an eost ma kaso labourerien war e eost.

Allez ! Voici que je vous envoie comme des agneaux au milieu des loups. Lc 10, 3 : It! Setu m’ho kasan evel deñved e-touez bleizi.

Ne portez ni bourse, ni sac, ni sandales, et ne saluez personne en chemin. Lc 10, 4 : Na zougit na yalc’h, na sac’h, na botoù ; na saludit den ebet war an hent.

Mais dans toute maison où vous entrerez, dites d’abord : “Paix à cette maison.” Lc 10, 5 : E kement ti ma-z eot, lavarit da gentañ : 'Peoc’h d’an ti-mañ'.

S’il y a là un ami de la paix, votre paix ira reposer sur lui ; sinon, elle reviendra sur vous. Lc 10, 6 : Ha ma vez eno un den a beoc’h, e tiskenno ho peoc’h warnañ ; ma ne vez ket, e teuy en-dro warnoc’h.

Restez dans cette maison, mangeant et buvant ce que l’on vous sert ; car l’ouvrier mérite son salaire. Ne passez pas de maison en maison. Lc 10, 7 : Chomit en hevelep ti, o tebriñ hag oc’h evañ eus ar pezh a vo ganto ; rak d’al labourer eo dleet e c’hopr. Na dremenit ket a di da di.

Dans toute ville où vous entrerez et où vous serez accueillis, mangez ce qui vous est présenté. Lc 10, 8 : E kement kêr ma-z eot, m’ho tegemerer, debrit ar pezh a vo servijet deoc’h ;

Guérissez les malades qui s’y trouvent et dites-leur : “Le règne de Dieu s’est approché de vous.” Lc 10, 9 : pareit ar glañvourien a vo eno, ha lavarit d’an dud : Tost deoc’h emañ Rouantelezh Doue.

Mais dans toute ville où vous entrerez et où vous ne serez pas accueillis, allez sur les places et dites : Lc 10, 10 : E kement kêr ma-z eot, mar n’ho tegemerer ket, it war leurioù-kêr ha lavarit :

“Même la poussière de votre ville, collée à nos pieds, nous l’enlevons pour vous la laisser. Toutefois, sachez-le : le règne de Dieu s’est approché.” Lc 10, 11 : Betek poultr ho kêr hag a zo stag ouzh hon treid a dennomp diwarno d’e lezel ganeoc’h ; koulskoude gouezit kement-se : tost emañ Rouantelezh Doue.

Je vous le déclare : au dernier jour, Sodome sera mieux traitée que cette ville. Lc 10, 12 : me 'lavar deoc’h, evit Sodom, en deiz-se, ne vo ket ken gwazh hag evit ar gêr-se.

Malheureuse es-tu, Corazine ! Malheureuse es-tu, Bethsaïde ! Car, si les miracles qui ont eu lieu chez vous avaient eu lieu à Tyr et à Sidon, il y a longtemps que leurs habitants auraient fait pénitence, avec le sac et la cendre. Lc 10, 13 : Gwa te, Korazein! Gwa te, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar burzhudoù a zo bet graet ennoc’h, e vijent a bell ’zo aet d’azezañ el ludu gwisket gant lien-sac’h evit ober pinijenn.

D’ailleurs, Tyr et Sidon seront mieux traitées que vous lors du Jugement. Lc 10, 14 : Hogen evit Tir ha Sidon, da zeiz ar Varn, ne vo ket ken gwazh hag evidoc’h.

Et toi, Capharnaüm, seras-tu élevée jusqu’au ciel ? Non ! Jusqu’au séjour des morts tu descendras ! Lc 10, 15 : Ha te, Kafarnaoum, na betek an Neñv ne vi ket savet ? Betek bro ar marv e vi diskennet.

Celui qui vous écoute m’écoute ; celui qui vous rejette me rejette ; et celui qui me rejette rejette celui qui m’a envoyé. » Lc 10, 16 : An hini ho selaou am selaou, hag an hini ho tistaol am distaol. Hag an hini am distaol a zistaol an hini en deus va c’haset ».

Les soixante-douze disciples revinrent tout joyeux, en disant : « Seigneur, même les démons nous sont soumis en ton nom. » Lc 10, 17 : Distreiñ a reas an daouzek ha tri-ugent, leun a levenez, o lavarout : « Aotrou, an drouksperedoù o-unan a bleg deomp ez anv ».

Jésus leur dit : « Je regardais Satan tomber du ciel comme l’éclair. Lc 10, 18 : Hag e respontas dezho : « Gwelout a raen Satan o kouezhañ eus an Neñv evel ul luc’hedenn.

Voici que je vous ai donné le pouvoir d’écraser serpents et scorpions, et sur toute la puissance de l’Ennemi : absolument rien ne pourra vous nuire. Lc 10, 19 : Setu m’em eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered, hag ar c’hruged, ha beli war holl nerzh an enebour, ha mann ebet ne c’hello noazout ouzhoc’h.

Toutefois, ne vous réjouissez pas parce que les esprits vous sont soumis ; mais réjouissez-vous parce que vos noms se trouvent inscrits dans les cieux. » Lc 10, 20 : Koulskoude n’eo ket gant se hoc’h eus da vezañ laouen, e plegfe deoc’h ar speredoù, hogen bezit laouen dre m’emañ skrivet hoc’h anvioù en Neñvoù ».

À l’heure même, Jésus exulta de joie sous l’action de l’Esprit Saint, et il dit : « Père, Seigneur du ciel et de la terre, je proclame ta louange : ce que tu as caché aux sages et aux savants, tu l’as révélé aux tout-petits. Oui, Père, tu l’as voulu ainsi dans ta bienveillance. Lc 10, 21 : D’an eur-se e tridas gant al levenez er Spered Santel hag e lavaras : « Bennozh a lavaran dit-te, Tad, Aotrou an Neñv hag an douar, dre m’ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur ha desket, hag o diskuliet d’ar vugaligoù. Ya, Tad, rak evel-se eo bet plijet dit.

Tout m’a été remis par mon Père. Personne ne connaît qui est le Fils, sinon le Père ; et personne ne connaît qui est le Père, sinon le Fils et celui à qui le Fils veut le révéler. » Lc 10, 22 : Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ebet ne anavez an Tad, nemet ar Mab hag an neb a blij d’ar Mab hen diskuliañ dezhañ ».

Puis il se tourna vers ses disciples et leur dit en particulier : « Heureux les yeux qui voient ce que vous voyez ! Lc 10, 23 : Hag o treiñ ouzh e ziskibien, e lavaras dezho en o fart o-unan : « Evurus an daoulagad a wel ar pezh a welit.

Car, je vous le déclare : beaucoup de prophètes et de rois ont voulu voir ce que vous-mêmes voyez, et ne l’ont pas vu, entendre ce que vous entendez, et ne l’ont pas entendu. » Lc 10, 24 : me 'lavar deoc’h : kalz profeded ha rouaned o deus bet c’hoant da welout ar pezh a welit, ha n’o deus ket gwelet, ha da glevout ar pezh a glevit, ha n’o deus ket klevet ».

Et voici qu’un docteur de la Loi se leva et mit Jésus à l’épreuve en disant : « Maître, que dois-je faire pour avoir en héritage la vie éternelle ? » Lc 10, 25 : Ha setu ma savas un doktor war al Lezenn hag a lavaras dezhañ evit e amprouiñ : « Mestr, petra am eus d’ober a-benn kaout ar vuhez peurbadus da lod-herezh ? »

Jésus lui demanda : « Dans la Loi, qu’y a-t-il d’écrit ? Et comment lis-tu ? » Lc 10, 26 : Respont a reas Jezuz dezhañ : « el lezenn, petra a zo skrivet ? Petra a lennez-te enni ? XXX»

L’autre répondit : « Tu aimeras le Seigneur ton Dieu de tout ton cœur, de toute ton âme, de toute ta force et de toute ton intelligence, et ton prochain comme toi-même. » Lc 10, 27 : Hag hemañ da respont : « Karout a ri an Aotrou, da Zoue, gant da holl galon ha gant da holl ene ha da holl nerzh ha da holl spered, ha da nesañ eveldout da-unan ». -

Jésus lui dit : « Tu as répondu correctement. Fais ainsi et tu vivras. » Lc 10, 28 : « Mat-kaer ac’h eus respontet, eme Jezuz dezhañ, gra kement-se hag e vevi ».

Mais lui, voulant se justifier, dit à Jésus : « Et qui est mon prochain ? » Lc 10, 29 : Hemañ avat, o klask en em zidamall, a lavaras da Jezuz : « Ha piv eo va nesañ ? »

Jésus reprit la parole : « Un homme descendait de Jérusalem à Jéricho, et il tomba sur des bandits ; ceux-ci, après l’avoir dépouillé et roué de coups, s’en allèrent, le laissant à moitié mort. Lc 10, 30 : Ha Jezuz a stagas da lavarout : « Un den a oa o tiskenn eus Jeruzalem da Yeriko, hag e kouezhas etre daouarn al laeron : ar re-mañ a ziwiskas anezhañ, her brevas a-daolioù hag a yeas kuit ouzh e lezel hanter-varv.

Par hasard, un prêtre descendait par ce chemin ; il le vit et passa de l’autre côté. Lc 10, 31 : Dre zegouezh, setu ur beleg o tiskenn dre an hent-se : ouzh e welout e tremenas dre an tu all eus an hent.

De même un lévite arriva à cet endroit ; il le vit et passa de l’autre côté. Lc 10, 32 : En hevelep stumm, ul Leviad erruet war an dachenn, ouzh e welout ivez a dremenas dre ar c’hostez all.

Mais un Samaritain, qui était en route, arriva près de lui ; il le vit et fut saisi de compassion. Lc 10, 33 : Hogen ur Samariad hag a oa o veajiñ, a zegouezhas en e gichen hag ouzh e welout e voe karget e galon a druez.

Il s’approcha, et pansa ses blessures en y versant de l’huile et du vin ; puis il le chargea sur sa propre monture, le conduisit dans une auberge et prit soin de lui. Lc 10, 34 : Tostaat a reas, lienañ e c’houlioù en ur skuilh warno eoul ha gwin ; da c’houde e savas anezhañ war gein e loen e-unan hag e gas a reas d’un ostaleri, hag e kemeras soursi gantañ.

Le lendemain, il sortit deux pièces d’argent, et les donna à l’aubergiste, en lui disant : “Prends soin de lui ; tout ce que tu auras dépensé en plus, je te le rendrai quand je repasserai.” Lc 10, 35 : Antronoz, e tennas daou ziner eus e yalc’h evit o reiñ d’an ostiz en ur lavarout : Kemer soursi anezhañ, ha kement a zispigni en tu-hont, a zaskorin-me dit, pa zeuin en-dro.

Lequel des trois, à ton avis, a été le prochain de l’homme tombé aux mains des bandits ? » Lc 10, 36 : Pehini eus an tri-se, a gav dit, a zo bet nesañ an den kouezhet etre daouarn al laeron ? »

Le docteur de la Loi répondit : « Celui qui a fait preuve de pitié envers lui. » Jésus lui dit : « Va, et toi aussi, fais de même. » Lc 10, 37 : Respont a reas : « An hini a zo bet trugarezus en e geñver ». Ha Jezuz neuze da lavarout dezhañ : « Kae ha te ivez, gra heñvel ! »

Chemin faisant, Jésus entra dans un village. Une femme nommée Marthe le reçut. Lc 10, 38 : E-kerz o beaj, e antreas en ur vourc’h, hag ur vaouez, Marta hec’h anv, hen degemeras en he zi.

Elle avait une sœur appelée Marie qui, s’étant assise aux pieds du Seigneur, écoutait sa parole. Lc 10, 39 : Ur c’hoar he devoa, anvet Maria, hag homañ o vezañ aet da azezañ ouzh treid an Aotrou, a selaoue e gomzoù.

Quant à Marthe, elle était accaparée par les multiples occupations du service. Elle intervint et dit : « Seigneur, cela ne te fait rien que ma sœur m’ait laissé faire seule le service ? Dis-lui donc de m’aider. » Lc 10, 40 : Marta avat, a oa prederiet gant ar pres-labour. Hag hi o chom a-sav da lavarout : « Mestr, ha ne rez forzh m’am lez va c’hoar d’ober va-unan-penn war-dro al labour ? Lavar dezhi eta dont d’am sikour ». -

Le Seigneur lui répondit : « Marthe, Marthe, tu te donnes du souci et tu t’agites pour bien des choses. Lc 10, 41 : « Marta ! Marta !, a respontas an Aotrou dezhi, nec’het out hag e veskez war-dro kalz a draoù ; nebeut a draoù koulskoude a zo ezhomm, unan hepken ;

Une seule est nécessaire. Marie a choisi la meilleure part, elle ne lui sera pas enlevée. » Lc 10, 42 : Maria he deus dibabet al lodenn wellañ ha ne vo ket lamet diganti ».