Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Lukaz » Pennad 22

An Aviel hervez Sant Lukaz - Pennad 22

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Pennad 22



La fête des pains sans levain, qu’on appelle la Pâque, approchait. Lc 22, 1 : Tostaat a rae Gouel ar Bara Dic’hoell a reer anezhañ ar Pask.

Les grands prêtres et les scribes cherchaient par quel moyen supprimer Jésus, car ils avaient peur du peuple. Lc 22, 2 : Ha klask a rae ar Veleien Vras hag ar Skribed penaos e lakaat d’ar marv, rak aon o devoa rak ar bobl.

Satan entra en Judas, appelé Iscariote, qui était au nombre des Douze. Lc 22, 3 : Neuze e antreas Satan e Judaz lesanvet Iskariot, hag a oa unan eus an Daouzek.

Judas partit s’entretenir avec les grands prêtres et les chefs des gardes, pour voir comment leur livrer Jésus. Lc 22, 4 : Mont a reas d’en em glevout gant an Arc’hbeleien ha pennoù bras ar Warded diwar-benn an tu d’e lakaat etre o daouarn.

Ils se réjouirent et ils décidèrent de lui donner de l’argent. Lc 22, 5 : Laouen bras e voent hag e tivizjont reiñ arc’hant dezhañ.

Judas fut d’accord, et il cherchait une occasion favorable pour le leur livrer à l’écart de la foule. Lc 22, 6 : Asantiñ a reas ha klask a rae un degouezh mat evit e lakaat etre o daouarn, hep gouzout d’ar bobl.

Arriva le jour des pains sans levain, où il fallait immoler l’agneau pascal. Lc 22, 7 : Dont a reas eta deiz ar Bara Dic’hoell, ma tleer aberzhañ ar Pask.

Jésus envoya Pierre et Jean, en leur disant : « Allez faire les préparatifs pour que nous mangions la Pâque. » Lc 22, 8 : Ha Jezuz a gasas Pêr ha Yann en ur lavarout dezho : « It da aozañ deomp ar Pask, ma tebrimp anezhañ ».

Ils lui dirent : « Où veux-tu que nous fassions les préparatifs ? » Lc 22, 9 : Int a c’houlennas outañ : « Pelec’h e fell dit hen aozfemp ? »

Jésus leur répondit : « Voici : quand vous entrerez en ville, un homme portant une cruche d’eau viendra à votre rencontre ; suivez-le dans la maison où il pénétrera. Lc 22, 10 : Respont a reas : « Setu, pa vezot oc’h antren e kêr, en em gavo ganeoc’h un den o tougen ur podad dour ; heuilhit-eñ betek an ti ma-z ay ennañ.

Vous direz au propriétaire de la maison : “Le maître te fait dire : Où est la salle où je pourrai manger la Pâque avec mes disciples ?” Lc 22, 11 : Ha lavarout a reot da vestr an ti : Ar Mestr a c’houlenn ouzhit : Pelec’h emañ ar sal ma tebrin enni ar Pask gant va diskibien ?

Cet homme vous indiquera, à l’étage, une grande pièce aménagée. Faites-y les préparatifs. » Lc 22, 12 : Hag hennezh a ziskouezo deoc’h ur gambr war-laez, pallennet ; aozit eno pep tra ».

Ils partirent donc, trouvèrent tout comme Jésus leur avait dit, et ils préparèrent la Pâque. Lc 22, 13 : Mont a reas eta an diskibien hag e kavjont an traoù evel m’en devoa lavaret dezho : hag aozañ a rejont ar Pask.

Quand l’heure fut venue, Jésus prit place à table, et les Apôtres avec lui. Lc 22, 14 : Ha pa voe deuet an eur, ez eas ouzh taol, hag e Ebestel gantañ.

Il leur dit : « J’ai désiré d’un grand désir manger cette Pâque avec vous avant de souffrir ! Lc 22, 15 : Lavarout a reas dezho : « C’hoant bras am eus bet da zebriñ ar Pask-mañ ganeoc’h, kent din gouzañv.

Car je vous le déclare : jamais plus je ne la mangerai jusqu’à ce qu’elle soit pleinement accomplie dans le royaume de Dieu. » Lc 22, 16 : Rak me 'lavar deoc’h, n’hen debrin ken, betek ma vo bet sevenet en e leunder e Rouantelezh Doue ».

Alors, ayant reçu une coupe et rendu grâce, il dit : « Prenez ceci et partagez entre vous. Lc 22, 17 : Hag o vezañ kemeret ur c’halir, e trugarekaas, en ur lavarout : « Kemerit kement-mañ, ha lodennit etrezoc’h.

Car je vous le déclare : désormais, jamais plus je ne boirai du fruit de la vigne jusqu’à ce que le royaume de Dieu soit venu. » Lc 22, 18 : me 'lavar deoc’h, adalek bremañ, n’evin ken eus frouezh ar gwini, ken na vo deuet Rouantelezh Doue ».

Puis, ayant pris du pain et rendu grâce, il le rompit et le leur donna, en disant : « Ceci est mon corps, donné pour vous. Faites cela en mémoire de moi. » Lc 22, 19 : Hag o vezañ kemeret bara, e lavaras ur bedenn a drugarez, e rannas anezhañ hag her roas dezho en ur lavarout : « Kement-mañ eo va c’horf, an hini roet evidoc’h ; grit an dra-mañ evit ober an eñvoradur ac’hanon ».

Et pour la coupe, après le repas, il fit de même, en disant : « Cette coupe est la nouvelle Alliance en mon sang répandu pour vous. Lc 22, 20 : Hag evel-se ivez, goude koan, e reas evit ar c’halir, en ur lavarout : « Ar c’haliriad-mañ eo an Emglev nevez em gwad, an hini skuilhet evidoc’h ».

Et cependant, voici que la main de celui qui me livre est à côté de moi sur la table. Lc 22, 21 : « Setu avat m’emañ dorn an hini am gwerzh, ganin ouzh an daol-mañ.

En effet, le Fils de l’homme s’en va selon ce qui a été fixé. Mais malheureux cet homme-là par qui il est livré ! » Lc 22, 22 : Rak Mab an Den a ya evel m’eo bet divizet ; mallozh avat d’an den-se ma-z eo gwerzhet gantañ ».

Les Apôtres commencèrent à se demander les uns aux autres quel pourrait bien être, parmi eux, celui qui allait faire cela. Lc 22, 23 : Hag int en em lakaas da c’houlenn etrezo piv anezho a oa an hini o vont d’ober an dra-se.

Ils en arrivèrent à se quereller : lequel d’entre eux, à leur avis, était le plus grand ? Lc 22, 24 : Tabut a savas ivez etrezo : Piv anezho a oa da vezañ sellet evel ar brasañ.

Mais il leur dit : « Les rois des nations les commandent en maîtres, et ceux qui exercent le pouvoir sur elles se font appeler bienfaiteurs. Lc 22, 25 : Jezuz avat a lavaras dezho : « Rouaned ar broadoù a ra o mistri warno ; hag ar re o deus galloud warno a fell dezho bezañ anvet madoberourien.

Pour vous, rien de tel ! Au contraire, que le plus grand d’entre vous devienne comme le plus jeune, et le chef, comme celui qui sert. Lc 22, 26 : C’hwi avat, arabat ober evel-se : hogen ar brasañ en ho touez ra vezo evel an hini yaouankañ, hag an hini a ren, evel an hini a servij.

Quel est en effet le plus grand : celui qui est à table, ou celui qui sert ? N’est-ce pas celui qui est à table ? Eh bien moi, je suis au milieu de vous comme celui qui sert. Lc 22, 27 : Piv eo ar brasañ ? an hini a zo ouzh taol, pe an hini o servijañ ? Daoust ha n’eo ket an hini a zo ouzh taol ? Me avat, a zo en ho touez evel an hini o servijañ.

Vous, vous avez tenu bon avec moi dans mes épreuves. Lc 22, 28 : Met c’hwi eo ar re a zo bepred chomet feal din em amprouadurioù ;

Et moi, je dispose pour vous du Royaume, comme mon Père en a disposé pour moi. Lc 22, 29 : ha me neuze a fell din reiñ deoc’h galloud-roue evel m’en deus va Zad roet din,

Ainsi vous mangerez et boirez à ma table dans mon Royaume, et vous siégerez sur des trônes pour juger les douze tribus d’Israël. Lc 22, 30 : ma tebrot ha ma-z evot ouzh va zaol em Rouantelezh, ha ma vezot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.

Simon, Simon, voici que Satan vous a réclamés pour vous passer au crible comme le blé. Lc 22, 31 : Simon, Simon, setu m’en deus Satan bet e c’houlenn d’ho kroueriañ evel ar gwinizh ;

Mais j’ai prié pour toi, afin que ta foi ne défaille pas. Toi donc, quand tu seras revenu, affermis tes frères. » Lc 22, 32 : hogen me am eus pedet evidout, evit na semplo ket da feiz ; ha te, pa vi distroet, starta da vreudeur ».

Pierre lui dit : « Seigneur, avec toi, je suis prêt à aller en prison et à la mort. » Lc 22, 33 : Met eñ a respontas dezhañ : « Aotrou, ganit ez on prest da vont ha d’ar prizon ha d’ar marv ».

Jésus reprit : « Je te le déclare, Pierre : le coq ne chantera pas aujourd’hui avant que toi, par trois fois, tu aies nié me connaître. » Lc 22, 34 : Hogen Jezuz a lavaras dezhañ : « me 'lavar dit, Pêr, n’en devo ket kanet ar c’hilhog hiziv m’az po dre deir gwech nac’het va anavezout ».

Puis il leur dit : « Quand je vous ai envoyés sans bourse, ni sac, ni sandales, avez-vous donc manqué de quelque chose ? » Lc 22, 35 : Hag e lavaras c’hoazh dezho : « P’em eus ho kaset hep yalc’h na sac’h, na botoù, daoust ha diouer hoc’h eus bet eus un dra bennak ? » - « Eus netra ! » emezo -

Ils lui répondirent : « Non, de rien. » Jésus leur dit : « Eh bien maintenant, celui qui a une bourse, qu’il la prenne, de même celui qui a un sac ; et celui qui n’a pas d’épée, qu’il vende son manteau pour en acheter une. Lc 22, 36 : « Met bremañ, emezañ, an neb en deus ur yalc’h, ra gemero anezhi, hag ur sac’h kerkoulz all ; hag an neb n’en deus ket a gleze, ra werzho e vantell da brenañ unan.

Car, je vous le déclare : il faut que s’accomplisse en moi ce texte de l’Écriture : Il a été compté avec les impies. De fait, ce qui me concerne va trouver son accomplissement. » Lc 22, 37 : Rak me 'lavar deoc’h, e tle dont da wir ennon al lavar-mañ eus ar Skritur : Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. E gwirionez, kement a sell ouzhin-me a zo tost d’e dermen ». -

Ils lui dirent : « Seigneur, voici deux épées. » Il leur répondit : « Cela suffit. » Lc 22, 38 : « Aotrou, emezo, sed amañ daou gleze ! » Hag e respontas dezho : « Tra-walc’h eo ! ».

Jésus sortit pour se rendre, selon son habitude, au mont des Oliviers, et ses disciples le suivirent. Lc 22, 39 : O vezañ aet er-maez, e kerzhas, evel e gustum, war-zu Menez an Olived, ha war e lerc’h e teue e ziskibien.

Arrivé en ce lieu, il leur dit : « Priez, pour ne pas entrer en tentation. » Lc 22, 40 : Pa voe erru el lec’h-se, e lavaras dezho : « Pedit gant aon da vont e-barzh an temptadur ».

Puis il s’écarta à la distance d’un jet de pierre environ. S’étant mis à genoux, il priait en disant : Lc 22, 41 : Pellaat a reas diouto war-hed un taol-maen, hag o vezañ aet war e zaoulin, e pede,

« Père, si tu le veux, éloigne de moi cette coupe ; cependant, que soit faite non pas ma volonté, mais la tienne. » Lc 22, 42 : en ur lavarout : « Tad, ma fell dit, kas ar c’haliriad-mañ diouzhin ; koulskoude, ra vo graet n’eo ket va youl, met da hini-te ».

Alors, du ciel, lui apparut un ange qui le réconfortait. Lc 22, 43 : Neuze en em ziskouezas dezhañ un Ael eus an Neñv d’e gennerzhañ.

Entré en agonie, Jésus priait avec plus d’insistance, et sa sueur devint comme des gouttes de sang qui tombaient sur la terre. Lc 22, 44 : Ha kouezhet en enkrez brasañ, e pede gredusoc’h ; hag e teuas e c’hwezhenn warnañ da vezañ evel takennoù gwad hag a zevere war an douar.

Puis Jésus se releva de sa prière et rejoignit ses disciples qu’il trouva endormis, accablés de tristesse. Lc 22, 45 : Sevel a reas diouzh e bedenn evit mont davet e ziskibien, met o c’haout a reas kousket gant an dristidigezh.

Il leur dit : « Pourquoi dormez-vous ? Relevez-vous et priez, pour ne pas entrer en tentation. » Lc 22, 46 : Hag e lavaras dezho : « Perak e kouskit-hu ? Savit ha pedit da chom hep mont e-barzh an temptadur ».

Il parlait encore, quand parut une foule de gens. Celui qui s’appelait Judas, l’un des Douze, marchait à leur tête. Il s’approcha de Jésus pour lui donner un baiser. Lc 22, 47 : Edo c’hoazh o komz, pa-z erruas ur bagad tud, hag an hini anvet Judaz, unan eus an Daouzek, er penn anezho. Tostaat a reas ouzh Jezuz da bokat dezhañ.

Jésus lui dit : « Judas, c’est par un baiser que tu livres le Fils de l’homme ? » Lc 22, 48 : Jezuz a lavaras dezhañ : « Judaz, gant ur pok eta e werzhez Mab an Den ? ».

Voyant ce qui allait se passer, ceux qui entouraient Jésus lui dirent : « Seigneur, et si nous frappions avec l’épée ? » Lc 22, 49 : O welout ar pezh a oa da vezañ ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ : « Aotrou, ha ma skofemp gant ar c’hleze ? ».

L’un d’eux frappa le serviteur du grand prêtre et lui trancha l’oreille droite. Lc 22, 50 : Hag unan anezho o skeiñ gant mevel ar Beleg-Meur a droc’has dezhañ e skouarn dehou.

Mais Jésus dit : « Restez-en là ! » Et, touchant l’oreille de l’homme, il le guérit. Lc 22, 51 : Met Jezuz o komz a lavaras : « Lezit da vont ! ». Hag o vezañ stoket ouzh skouarn an den, e pareas anezhañ.

Jésus dit alors à ceux qui étaient venus l’arrêter, grands prêtres, chefs des gardes du Temple et anciens : « Suis-je donc un bandit, pour que vous soyez venus avec des épées et des bâtons ? Lc 22, 52 : Neuze e lavaras Jezuz d’ar re a oa deuet a-enep dezhañ, penn-beleien, pennoù bras gwarded an Templ, hag Henaourien : « Evel pa vefen ul laer, oc’h deuet a-enep din gant klezeier ha bizhier.

Chaque jour, j’étais avec vous dans le Temple, et vous n’avez pas porté la main sur moi. Mais c’est maintenant votre heure et le pouvoir des ténèbres. » Lc 22, 53 : P’edon bemdez en ho touez, en Templ, n’hoc’h eus ket astennet ho taouarn warnon ; met bremañ emañ ho koulz, ha mestroni an deñvalijenn ».

S’étant saisis de Jésus, ils l’emmenèrent et le firent entrer dans la résidence du grand prêtre. Pierre suivait à distance. Lc 22, 54 : Neuze o kregiñ ennañ e kasjont anezhañ da di ar Beleg-Meur. Pêr a heulie eus a bell.

On avait allumé un feu au milieu de la cour, et tous étaient assis là. Pierre vint s’asseoir au milieu d’eux. Lc 22, 55 : Evel m’o devoa graet tan e-kreiz ar porzh hag e oant aet d’azezañ en-dro dezhañ, en em lakaas Pêr en e goazez en o zouez.

Une jeune servante le vit assis près du feu ; elle le dévisagea et dit : « Celui-là aussi était avec lui. » Lc 22, 56 : Met ur vatezh o vezañ e welet azezet ouzh flamm an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras : « Hemañ ivez a oa gantañ ! »

Mais il nia : « Non, je ne le connais pas. » Lc 22, 57 : Nac’hañ a reas avat : « Maouez, n’anavezan ket anezhañ ».

Peu après, un autre dit en le voyant : « Toi aussi, tu es l’un d’entre eux. » Pierre répondit : « Non, je ne le suis pas. » Lc 22, 58 : Nebeut goude, un all a welas anezhañ hag a lavaras : « Te ivez a zo unan anezho ». Met Pêr a lavaras : « Va den mat, n’on ket ».

Environ une heure plus tard, un autre insistait avec force : « C’est tout à fait sûr ! Celui-là était avec lui, et d’ailleurs il est Galiléen. » Lc 22, 59 : War-dro un eur goude, unan all a lavare groñs : « Sur-mat, hemañ ivez a oa gantañ ; sellit ’ta, Galilead eo ! » -

Pierre répondit : « Je ne sais pas ce que tu veux dire. » Et à l’instant même, comme il parlait encore, un coq chanta. Lc 22, 60 : « Va den mat, eme Bêr, ne ouzon ket petra a lavarez ». D’an ampoent, p’edo c’hoazh o komz, e kanas ur c’hilhog.

Le Seigneur, se retournant, posa son regard sur Pierre. Alors Pierre se souvint de la parole que le Seigneur lui avait dite : « Avant que le coq chante aujourd’hui, tu m’auras renié trois fois. » Lc 22, 61 : Hag an Aotrou, o vezañ distroet, a baras e sell war Bêr. Ha neuze e teuas da soñj da Bêr eus ger an Aotrou p’en devoa lavaret dezhañ : « A-raok d’ar c’hilhog kanañ hiziv, az po va nac’het teir gwech ».

Il sortit et, dehors, pleura amèrement. Lc 22, 62 : Hag o vont er-maez e skuilhas daeroù c’hwerv.

Les hommes qui gardaient Jésus se moquaient de lui et le rouaient de coups. Lc 22, 63 : Hogen ar wazed hag a oa o terc’hel Jezuz, a rae goap anezhañ, hag e wallgase.

Ils lui avaient voilé le visage, et ils l’interrogeaient : « Fais le prophète ! Qui est-ce qui t’a frappé ? » Lc 22, 64 : Mouchañ a raent e zremm hag e c’houlennent : « Gra da ziouganer ! Piv en deus skoet ganit ? ».

Et ils proféraient contre lui beaucoup d’autres blasphèmes. Lc 22, 65 : Ha kalz a wall-gomzoù all a zistagent a-enep dezhañ.

Lorsqu’il fit jour, se réunit le collège des anciens du peuple, grands prêtres et scribes, et on emmena Jésus devant leur conseil suprême. Lc 22, 66 : Pa c’houlaouas an deiz, en em vodas kuzul Re Gozh ar bobl, Priñsed ar veleien, ha Skribed. Degas a rejont Jezuz dirak o lez-varn,

Ils lui dirent : « Si tu es le Christ, dis-le nous. » Il leur répondit : « Si je vous le dis, vous ne me croirez pas ; Lc 22, 67 : hag e lavarjont dezhañ : « Ma-z out ar C’hrist, lavar deomp ! ». Hag eñ a respontas dezho : « Ma lavaran deoc’h, n’am c’hredot ket,

et si j’interroge, vous ne répondrez pas. Lc 22, 68 : ha ma ran-me goulennoù ouzhoc’h, ne respontot ket.

Mais désormais le Fils de l’homme sera assis à la droite de la Puissance de Dieu. » Lc 22, 69 : Met diwar vremañ e vo Mab an Den azezet en tu dehou da c’halloud Doue ».

Tous lui dirent alors : « Tu es donc le Fils de Dieu ? » Il leur répondit : « Vous dites vous-mêmes que je le suis. » Lc 22, 70 : Ma lavarjont holl neuze : « Te eo Mab Doue eta ? » Hag e tisklerias dezho : « C’hwi a lavar mat, me eo ! »

Ils dirent alors : « Pourquoi nous faut-il encore un témoignage ? Nous-mêmes, nous l’avons entendu de sa bouche. » Lc 22, 71 : Neuze e lavarjont : « Da betra hon eus c’hoazh ezhomm a destenioù ? Ni hon-unan hon eus e glevet eus e c’henou ».