An Aviel hervez Sant Lukaz - Pennad 14
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24
Pennad 14
Un jour de sabbat, Jésus était entré dans la maison d’un chef des pharisiens pour y prendre son repas, et ces derniers l’observaient. Lc 14, 1 : Un deiz ma oa antreet e ti unan eus pennoù ar Farizianed da zebriñ e bred, un deiz Sabad, edo ar re-mañ o sellout pizh outañ.
Or voici qu’il y avait devant lui un homme atteint d’hydropisie. Lc 14, 2 : Setu m’en em gave dirazañ un den klañv gant an dourgoeñv.
Prenant la parole, Jésus s’adressa aux docteurs de la Loi et aux pharisiens pour leur demander : « Est-il permis, oui ou non, de faire une guérison le jour du sabbat ? » Lc 14, 3 : Hag o ’n em lakaat da gomz, Jezuz a lavaras d’an dud-a-lezenn ha d’ar Farizianed : « Daoust hag aotre a zo da bareañ da zeiz ar Sabad, pe n’eus ket ? »
Ils gardèrent le silence. Tenant alors le malade, Jésus le guérit et le laissa aller. Lc 14, 4 : Int avat a chomas mut. Hag eñ o tapout krog en den-se, e bareas hag e gasas kuit.
Puis il leur dit : « Si l’un de vous a un fils ou un bœuf qui tombe dans un puits, ne va-t-il pas aussitôt l’en retirer, même le jour du sabbat ? » Lc 14, 5 : Hag e lavaras dezho : « Piv ac’hanoc’h, ma teu d’e vab pe d’e ejen kouezhañ en ur puñs ; n’e denno ket alese raktal, ha goude ma ve deiz ar Sabad ? »
Et ils furent incapables de trouver une réponse. Lc 14, 6 : Ha ne oant ket evit kaout respont da gement-se.
Jésus dit une parabole aux invités lorsqu’il remarqua comment ils choisissaient les premières places, et il leur dit : Lc 14, 7 : D’an dud pedet e lavaras ur barabolenn, rak taolet en devoa evezh penaos e kemerent al lec’hioù kentañ ouzh taol :
« Quand quelqu’un t’invite à des noces, ne va pas t’installer à la première place, de peur qu’il ait invité un autre plus considéré que toi. Lc 14, 8 : « Pa vezez pedet gant unan bennak d’un eured, n’a ket d’en em lakaat er plas kentañ, gant aon na vefe bet kouviet ivez unan enorusoc’h egedout,
Alors, celui qui vous a invités, toi et lui, viendra te dire : “Cède-lui ta place” ; et, à ce moment, tu iras, plein de honte, prendre la dernière place. Lc 14, 9 : ha na zeufe an hini en deus ho pedet ho-taou da lavarout dit : Ro da blas da hemañ ! ha neuze e rankfes gant mezh en em lakaat er plas diwezhañ.
Au contraire, quand tu es invité, va te mettre à la dernière place. Alors, quand viendra celui qui t’a invité, il te dira : “Mon ami, avance plus haut”, et ce sera pour toi un honneur aux yeux de tous ceux qui seront à la table avec toi. Lc 14, 10 : Hogen pa vezez pedet, kae d’en em lakaat er plas diwezhañ ; evel-se, p’en em gavo an hini en deus da bedet, e lavaro dit : Va mignon, kae uheloc’h ! ha neuze e vo un enor evidout dirak an holl gouvidi.
En effet, quiconque s’élève sera abaissé ; et qui s’abaisse sera élevé. » Lc 14, 11 : Rak an neb en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet ».
Jésus disait aussi à celui qui l’avait invité : « Quand tu donnes un déjeuner ou un dîner, n’invite pas tes amis, ni tes frères, ni tes parents, ni de riches voisins ; sinon, eux aussi te rendraient l’invitation et ce serait pour toi un don en retour. Lc 14, 12 : Lavarout a reas ivez d’an hini en devoa e gouviet : « Bep gwech ma ri merenn pe goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent pe da amezeien binvidik, gant aon n’az pedfent d’o zro ha na vefes paeet evel-se.
Au contraire, quand tu donnes une réception, invite des pauvres, des estropiés, des boiteux, des aveugles ; Lc 14, 13 : Hogen pa ri ur fest bennak, ped kentoc’h peorien, tud vac’hagnet, tud kamm, tud dall.
heureux seras-tu, parce qu’ils n’ont rien à te donner en retour : cela te sera rendu à la résurrection des justes. » Lc 14, 14 : Hag evurus e vi peogwir n’o devo ket peadra da rentañ dit ; rak neuze e vo rentet dit e adsavidigezh an dud reizh ».
En entendant parler Jésus, un des convives lui dit : « Heureux celui qui participera au repas dans le royaume de Dieu ! » Lc 14, 15 : O klevout kement-se, unan eus ar gouvidi a lavaras dezhañ : « Evurus an neb a zebro bara e Rouantelezh Doue ! »
Jésus lui dit : « Un homme donnait un grand dîner, et il avait invité beaucoup de monde. Lc 14, 16 : Hag eñ a respontas dezhañ : « Un den a oa a reas ur goan vras hag a bedas kalz a dud.
À l’heure du dîner, il envoya son serviteur dire aux invités : “Venez, tout est prêt.” Lc 14, 17 : Hag e kasas e vevel da goulz ar pred da lavarout d’ar re a oa bet pedet : Deuit, rak prest eo dija pep tra.
Mais ils se mirent tous, unanimement, à s’excuser. Le premier lui dit : “J’ai acheté un champ, et je suis obligé d’aller le voir ; je t’en prie, excuse-moi.” Lc 14, 18 : Int avat en em lakaas holl a-unvan da reiñ digarezioù. An hini kentañ a lavaras dezhañ : Ur vereuri am eus prenet, ha ret eo din mont d’he gwelout. Me az ped d’am digareziñ.
Un autre dit : “J’ai acheté cinq paires de bœufs, et je pars les essayer ; je t’en prie, excuse-moi.” Lc 14, 19 : Un all a lavaras : Pemp koublad ejened am eus prenet, hag ez an d’o amprouiñ. Me az ped d’am digareziñ.
Un troisième dit : “Je viens de me marier, et c’est pourquoi je ne peux pas venir.” Lc 14, 20 : Hag un all a lavaras : Emaon o paouez dimeziñ, rak-se n’hellan ket mont.
De retour, le serviteur rapporta ces paroles à son maître. Alors, pris de colère, le maître de maison dit à son serviteur : “Dépêche-toi d’aller sur les places et dans les rues de la ville ; les pauvres, les estropiés, les aveugles et les boiteux, amène-les ici.” Lc 14, 21 : Ar mevel, o tont en-dro, a gontas kement-se d’e vestr. Neuze ar penn-tiegezh, aet droug ennañ, a lavaras d’e vevel : Kae buan dre blasennoù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar re baour, ar re vac’hagnet, ar re zall, ar re gamm.
Le serviteur revint lui dire : “Maître, ce que tu as ordonné est exécuté, et il reste encore de la place.” Lc 14, 22 : Ar mevel a lavaras : Aotrou, graet eo ar pezh az poa gourc’hemennet, ha plas a zo c’hoazh.
Le maître dit alors au serviteur : “Va sur les routes et dans les sentiers, et fais entrer les gens de force, afin que ma maison soit remplie. Lc 14, 23 : Neuze e lavaras an aotrou d’e vevel : Kae dre an hentoù, a-hed ar girzhier, ha dalc’h war an dud da zont e-barzh, evit ma vo leun va zi.
Car, je vous le dis, aucun de ces hommes qui avaient été invités ne goûtera de mon dîner.” » Lc 14, 24 : me 'lavar deoc’h, hini ebet eus ar re a oa bet pedet n’en devo un tañva eus va fest ».
De grandes foules faisaient route avec Jésus ; il se retourna et leur dit : Lc 14, 25 : Engroezioù bras a oa oc’h ober hent gantañ, hag eñ o treiñ etrezek an dud a lavaras dezho :
« Si quelqu’un vient à moi sans me préférer à son père, sa mère, sa femme, ses enfants, ses frères et sœurs, et même à sa propre vie, il ne peut pas être mon disciple. Lc 14, 26 : « Ma teu unan bennak davedon, ha mar n’en deus ket kasoni ouzh e dad hag ouzh e vamm, ouzh e wreg hag ouzh e vugale, ouzh e vreudeur, ouzh e c’hoarezed, hag ouzh e vuhez zoken, n’hell ket bezañ diskibl din-me.
Celui qui ne porte pas sa croix pour marcher à ma suite ne peut pas être mon disciple. Lc 14, 27 : An neb na zoug ket e groaz ha na zeu ket war va lerc’h, n’hell ket bezañ diskibl din-me.
Quel est celui d’entre vous qui, voulant bâtir une tour, ne commence par s’asseoir pour calculer la dépense et voir s’il a de quoi aller jusqu’au bout ? Lc 14, 28 : « Rak piv ac’hanoc’h, ma fell dezhañ sevel un tour, n’azez ket da gentañ d’ober ar gont eus an dispign, da welout ha peadra a-walc’h en deus d’e beurober,
Car, si jamais il pose les fondations et n’est pas capable d’achever, tous ceux qui le verront vont se moquer de lui : Lc 14, 29 : gant aon na c’hellfe ket, goude bezañ graet an diazez, kas al labour da benn, ha na zeufe ar re a welje se d’ober goap anezhañ
“Voilà un homme qui a commencé à bâtir et n’a pas été capable d’achever !” Lc 14, 30 : dre lavarout : Sed aze unan en deus klasket sevel un tour ha n’en deus ket gallet e gas da benn!
Et quel est le roi qui, partant en guerre contre un autre roi, ne commence par s’asseoir pour voir s’il peut, avec dix mille hommes, affronter l’autre qui marche contre lui avec vingt mille ? Lc 14, 31 : Pe c’hoazh, pe roue o vont d’ober brezel ouzh ur roue all, n’azez ket da gentañ d’en em soñjal ha gallout a raio gant dek mil den derc’hel penn ouzh an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil ?
S’il ne le peut pas, il envoie, pendant que l’autre est encore loin, une délégation pour demander les conditions de paix. Lc 14, 32 : Anez-se, e-keit ha m’emañ pell c’hoazh egile, e kas kannaded da c’houlenn ar peoc’h.
Ainsi donc, celui d’entre vous qui ne renonce pas à tout ce qui lui appartient ne peut pas être mon disciple. Lc 14, 33 : Evel-se kement hini ac’hanoc’h na zilez ket kement en deus, n’hell ket bezañ diskibl din-me.
C’est une bonne chose que le sel ; mais si le sel lui-même se dénature, avec quoi lui rendra-t-on sa saveur ? Lc 14, 34 : "Un dra vat eo an holen ; met ma teu un holen da zivlazañ, gant petra e vo advlazet ?
Il ne peut servir ni pour la terre, ni pour le fumier : on le jette dehors ! Celui qui a des oreilles pour entendre, qu’il entende ! » Lc 14, 35 : N’eo mat nag evit an douar nag evit an teil ; er-maez e vo taolet. Neb en deus divskouarn da glevout, ra glevo !"
