An Aviel hervez Sant Lukaz - Pennad 6
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24
Pennad 6
Un jour de sabbat, Jésus traversait des champs ; ses disciples arrachaient des épis et les mangeaient, après les avoir froissés dans leurs mains. Lc 6, 1 : Un deiz-Sabad ma kerzhe Jezuz a-dreuz trevadoù-ed, e ziskibien a ziframme pennoù-ed hag o debre goude o freuzañ etre o daouarn.
Quelques pharisiens dirent alors : « Pourquoi faites-vous ce qui n’est pas permis le jour du sabbat ? » Lc 6, 2 : Hiniennoù eus ar Farizianed a lavare : « Perak e rit ar pezh n’eo ket aotreet ober d’ar Sabad ? »
Jésus leur répondit : « N’avez-vous pas lu ce que fit David un jour qu’il eut faim, lui-même et ceux qui l’accompagnaient ? Lc 6, 3 : Respont a reas Jezuz dezho : « Nag an dra-se n’hoc’h eus ket lennet, petra a reas David pa c’hoarvezas dezhañ kaout naon, eñ hag e gumpagnuned ?
Il entra dans la maison de Dieu, prit les pains de l’offrande, en mangea et en donna à ceux qui l’accompagnaient, alors que les prêtres seulement ont le droit d’en manger. » Lc 6, 4 : Penaos ez eas e ti Doue, hag o kemer baraennoù ar C’hinnig, e tebras hag e roas diouto d’ar re a oa gantañ, ar baraennoù-se ha n’eo aotreet da zen o debriñ, nemet d’ar veleien hepmuiken ».
Il leur disait encore : « Le Fils de l’homme est maître du sabbat. » Lc 6, 5 : Hag e lavaras dezho : « Mestr eo Mab an Den war ar Sabad ».
Un autre jour de sabbat, Jésus était entré dans la synagogue et enseignait. Il y avait là un homme dont la main droite était desséchée. Lc 6, 6 : Un deiz Sabad all, ez eas e-barzh ar sinagogenn, hag en em lakaas da gelenn. Bez’ e oa eno un den disec’het e zorn dehou.
Les scribes et les pharisiens observaient Jésus pour voir s’il ferait une guérison le jour du sabbat ; ils auraient ainsi un motif pour l’accuser. Lc 6, 7 : Sellout a rae gant evezh outañ ar Skribed hag ar Farizianed da welout ha da zeiz ar Sabad e rafe ur bareidigezh, dezho da gaout abeg d’e damall.
Mais lui connaissait leurs raisonnements, et il dit à l’homme qui avait la main desséchée : « Lève-toi, et tiens-toi debout, là au milieu. » L’homme se dressa et se tint debout. Lc 6, 8 : Eñ avat a anaveze o soñjoù ; ha neuze e lavaras d’an den disec’het e zorn : « Sav ha deus amañ er c’hreiz ». Sevel a reas ha chom aze en e sav.
Jésus leur dit : « Je vous le demande : Est-il permis, le jour du sabbat, de faire le bien ou de faire le mal ? de sauver une vie ou de la perdre ? » Lc 6, 9 : Ha Jezuz da lavarout dezho : « Her goulenn a ran ouzhoc’h : daoust hag aotre a zo, da zeiz ar Sabad, da ober vad pe da ober droug, da saveteiñ buhez un den pe d’e lezel da vervel ? »
Alors, promenant son regard sur eux tous, il dit à l’homme : « Étends la main. » Il le fit, et sa main redevint normale. Lc 6, 10 : Tremen a reas neuze e selloù warno holl, hag e lavaras d’an den : « Astenn da zorn ». Hen ober a reas, ha setu yac’h e zorn en-dro.
Quant à eux, ils furent remplis de fureur et ils discutaient entre eux sur ce qu’ils feraient à Jésus. Lc 6, 11 : Int avat a yeas ur c’horfad-droug enno ; hag e klaskent kenetrezo petra c’hellent ober da Jezuz.
En ces jours-là, Jésus s’en alla dans la montagne pour prier, et il passa toute la nuit à prier Dieu. Lc 6, 12 : En deizioù-se en em dennas Jezuz war ar menez da bediñ, hag e tremenas an noz penn-da-benn o pediñ Doue.
Le jour venu, il appela ses disciples et en choisit douze auxquels il donna le nom d’Apôtres : Lc 6, 13 : Ha pa c’houlaouas an deiz, e c’halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a anvas Ebestel :
Simon, auquel il donna le nom de Pierre, André son frère, Jacques, Jean, Philippe, Barthélemy, Lc 6, 14 : Simon, a reas ivez Pêr anezhañ, Andrev e vreur, Jakez, Yann, Filip, Bartolome,
Matthieu, Thomas, Jacques fils d’Alphée, Simon appelé le Zélote, Lc 6, 15 : Mazhev, Tomaz, Jakez, mab Alfe, Simon lesanvet ar Zelot,
Jude fils de Jacques, et Judas Iscariote, qui devint un traître. Lc 6, 16 : Yud, breur Jakez, ha Judaz Iskariot, an hini a zeuas da vezañ trubard.
Jésus descendit de la montagne avec eux et s’arrêta sur un terrain plat. Il y avait là un grand nombre de ses disciples et une grande multitude de gens venus de toute la Judée, de Jérusalem, et du littoral de Tyr et de Sidon. Lc 6, 17 : Ha diskennet ganto, e chomas a-sav en ul lec’h kompez. Ha sed eno un niver bras eus e ziskibien, hag un engroez stank a dud eus Judea a-bezh hag eus Jeruzalem, hag eus arvor Tir ha Sidon,
Ils étaient venus l’entendre et se faire guérir de leurs maladies ; ceux qui étaient tourmentés par des esprits impurs retrouvaient la santé. Lc 6, 18 : a oa deuet d’e glevout ha da vezañ pareet eus o c’hleñvedoù. Ar re gwasket gant speredoù hudur a veze yac’haet ivez.
Et toute la foule cherchait à le toucher, parce qu’une force sortait de lui et les guérissait tous. Lc 6, 19 : Hag an holl bobl a glaske stekiñ outañ, rak un nerzh a zeue dioutañ hag o faree holl.
Et Jésus, levant les yeux sur ses disciples, déclara : « Heureux, vous les pauvres, car le royaume de Dieu est à vous. Lc 6, 20 : Eñ neuze, o sevel e zaoulagad war e ziskibien, a lavaras : « Evurus oc’h, c’hwi ar beorien, rak deoc’h ez eo Rouantelezh Doue.
Heureux, vous qui avez faim maintenant, car vous serez rassasiés. Heureux, vous qui pleurez maintenant, car vous rirez. Lc 6, 21 : Evurus oc’h, c’hwi ar re o deus naon bremañ, rak ho kwalc’h ho po. Evurus oc’h, c’hwi ar re a ouel bremañ, rak c’hoarzhin a reot.
Heureux êtes-vous quand les hommes vous haïssent et vous excluent, quand ils insultent et rejettent votre nom comme méprisable, à cause du Fils de l’homme. Lc 6, 22 : Evurus e vezot pa vezot kasaet gant an dud, ha pa vezot forbannet, dismegañset, pa vo distaolet hoc’h anv, evel ur vezh, abalamour da Vab an Den.
Ce jour-là, réjouissez-vous, tressaillez de joie, car alors votre récompense est grande dans le ciel ; c’est ainsi, en effet, que leurs pères traitaient les prophètes. Lc 6, 23 : Bezit laouen, en deiz-se, ha tridit gant al levenez, rak setu ma vo bras ho kopr en Neñv ; e giz-se ivez e rae o zadoù d’an diouganerien.
Mais quel malheur pour vous, les riches, car vous avez votre consolation ! Lc 6, 24 : Gwa c’hwi avat, ar binvidien, dre m’hoc’h eus ho frealzidigezh.
Quel malheur pour vous qui êtes repus maintenant, car vous aurez faim ! Quel malheur pour vous qui riez maintenant, car vous serez dans le deuil et vous pleurerez ! Lc 6, 25 : Gwa c’hwi ar re o deus o gwalc’h bremañ, rak e kañv hag e gouelvan e vezot !
Quel malheur pour vous lorsque tous les hommes disent du bien de vous ! C’est ainsi, en effet, que leurs pères traitaient les faux prophètes. Lc 6, 26 : Gwa c’hwi, pa vo komzet brav diwar ho penn gant an holl dud, rak e giz-se ivez e rae o zadoù d’ar falsprofeded ».
Mais je vous le dis, à vous qui m’écoutez : Aimez vos ennemis, faites du bien à ceux qui vous haïssent. Lc 6, 27 : « Met deoc’h-c’hwi hag am selaou, e lavaran : Karit hoc’h enebourien, grit vad d’ar re ho kasa.
Souhaitez du bien à ceux qui vous maudissent, priez pour ceux qui vous calomnient. Lc 6, 28 : Bennigit ar re ho millig ; pedit evit ar re a zroukkomz diwar ho penn.
À celui qui te frappe sur une joue, présente l’autre joue. À celui qui te prend ton manteau, ne refuse pas ta tunique. Lc 6, 29 : D’an hini a sko ganit war ur jod, kinnig c’hoazh eben ; hag ouzh an hini a lam da vantell diganit, na nac’h ket da doneg kennebeut-all.
Donne à quiconque te demande, et à qui prend ton bien, ne le réclame pas. Lc 6, 30 : Ro da neb a c’houlenn diganit, ha digant an hini a laero da draoù na c’houlenn ket en-dro.
Ce que vous voulez que les autres fassent pour vous, faites-le aussi pour eux. Lc 6, 31 : Evel ma karit e rafe deoc’h an dud, evel-se ivez grit dezho.
Si vous aimez ceux qui vous aiment, quelle reconnaissance méritez-vous ? Même les pécheurs aiment ceux qui les aiment. Lc 6, 32 : Ma karit ar re ho kar, peseurt trugarez a zo dleet deoc’h ? rak ar bec’herien ivez a gar ar re o c’har.
Si vous faites du bien à ceux qui vous en font, quelle reconnaissance méritez-vous ? Même les pécheurs en font autant. Lc 6, 33 : Ha ma rit vad d’ar re a ra vad deoc’h-c’hwi, peseurt trugarez a zo dleet deoc’h ? Ar bec’herien ivez a ra kement-all.
Si vous prêtez à ceux dont vous espérez recevoir en retour, quelle reconnaissance méritez-vous ? Même les pécheurs prêtent aux pécheurs pour qu’on leur rende l’équivalent. Lc 6, 34 : Ha ma prestit arc’hant d’ar re hoc’h eus esper da resev diganto, peseurt trugarez a zo dleet deoc’h ? Ar bec’herien ivez a brest d’ar bec’herien, evit resev en-dro kement-all.
Au contraire, aimez vos ennemis, faites du bien et prêtez sans rien espérer en retour. Alors votre récompense sera grande, et vous serez les fils du Très-Haut, car lui, il est bon pour les ingrats et les méchants. Lc 6, 35 : C’hwi avat, karit hoc’h enebourien ; grit vad ha prestit arc’hant hep esperin mann en-dro. Neuze e vo bras ho kopr hag e vezot mibien d’an Uhelañ, rak eñ a zo madelezhus zoken e-keñver ar re dianaoudek hag ar re fall.
Soyez miséricordieux comme votre Père est miséricordieux. Lc 6, 36 : Bezit trugarezus evel m’eo ho Tad trugarezus.
Ne jugez pas, et vous ne serez pas jugés ; ne condamnez pas, et vous ne serez pas condamnés. Pardonnez, et vous serez pardonnés. Lc 6, 37 : Na varnit ket ha ne vezot ket barnet ; na gondaonit ket ha ne vezot ket kondaonet ; pardonit hag e vezot pardonet.
Donnez, et l’on vous donnera : c’est une mesure bien pleine, tassée, secouée, débordante, qui sera versée dans le pan de votre vêtement ; car la mesure dont vous vous servez pour les autres servira de mesure aussi pour vous. » Lc 6, 38 : Roit hag e vo roet deoc’h ; ur muzuliad kaer, stardet, hejet-dihejet, ha leun dreist ar barr, a vo diskennet deoc’h en ho parlenn. Diouzh ar muzul a uzit gantañ e vo muzuliet deoc’h d’ho tro ».
Il leur dit encore en parabole : « Un aveugle peut-il guider un autre aveugle ? Ne vont-ils pas tomber tous les deux dans un trou ? Lc 6, 39 : Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn : « Daoust hag e c’hell un den dall heñchañ un den dall ? Daoust ha ne gouezhint ket o-daou en ur poull bennak ?
Le disciple n’est pas au-dessus du maître ; mais une fois bien formé, chacun sera comme son maître. Lc 6, 40 : N’emañ ket an diskibl a-us d’e vestr, hogen pep diskibl peurstummet a vo evel e vestr.
Qu’as-tu à regarder la paille dans l’œil de ton frère, alors que la poutre qui est dans ton œil à toi, tu ne la remarques pas ? Lc 6, 41 : Perak e taolez evezh ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, hag an treust a zo ez lagad-te, ne welez ket anezhañ ?
Comment peux-tu dire à ton frère : “Frère, laisse-moi enlever la paille qui est dans ton œil”, alors que toi-même ne vois pas la poutre qui est dans le tien ? Hypocrite ! Enlève d’abord la poutre de ton œil ; alors tu verras clair pour enlever la paille qui est dans l’œil de ton frère. Lc 6, 42 : Penaos e c’hellez lavarout d’az preur : Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo ez lagad, ha te o chom hep gwelout an treust a zo ez hini ? Pilpouz, dilam da gentañ an treust a zo ez lagad, ha neuze e weli sklaer da zilemel ar blouzenn a zo e lagad da vreur.
Un bon arbre ne donne pas de fruit pourri ; jamais non plus un arbre qui pourrit ne donne de bon fruit. Lc 6, 43 : « N’eus ket a wezenn vat oc’h ober frouezh fall, na kennebeut a wezenn fall oc’h ober frouezh mat.
Chaque arbre, en effet, se reconnaît à son fruit : on ne cueille pas des figues sur des épines ; on ne vendange pas non plus du raisin sur des ronces. Lc 6, 44 : Rak diouzh he frouezh e vez anavezet pep gwezenn ; n’eo ket diwar ar spern e vez dastumet fiez, na diwar an drez e vez mendemet rezin.
L’homme bon tire le bien du trésor de son cœur qui est bon ; et l’homme mauvais tire le mal de son cœur qui est mauvais : car ce que dit la bouche, c’est ce qui déborde du cœur. Lc 6, 45 : An den mat a denn ar mad eus teñzor mat e galon, hag an den drouk a denno an droug eus e zrougiezh. Rak diouzh ar pezh a leugn ar galon e komz ar genou.
Et pourquoi m’appelez-vous en disant : “Seigneur ! Seigneur !” et ne faites-vous pas ce que je dis ? Lc 6, 46 : « Perak am galvit-hu : Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran ?
Quiconque vient à moi, écoute mes paroles et les met en pratique, je vais vous montrer à qui il ressemble. Lc 6, 47 : An neb a zeu davedon hag a selaou va c’homzoù hag a ra diouto, ez an da ziskouez deoc’h ouzh piv ez eo heñvel.
Il ressemble à celui qui construit une maison. Il a creusé très profond et il a posé les fondations sur le roc. Quand est venue l’inondation, le torrent s’est précipité sur cette maison, mais il n’a pas pu l’ébranler parce qu’elle était bien construite. Lc 6, 48 : Heñvel eo ouzh un den o sevel un ti, hag en deus kleuzet ha toullet-don ha lakaet an diazez war ar roc’h. Deuet eo an doureier bras ; en em daolet ar froud-dour ouzh an ti-se, met n’en deus ket gallet e fiñval, gant ar mat ma oa bet savet.
Mais celui qui a écouté et n’a pas mis en pratique ressemble à celui qui a construit sa maison à même le sol, sans fondations. Le torrent s’est précipité sur elle, et aussitôt elle s’est effondrée ; la destruction de cette maison a été complète. » Lc 6, 49 : An hini avat a selaou ha na ra ket diouzh se, a zo heñvel ouzh un den hag en deus savet un ti war an douar, hep diazez ebet. Outañ eo en em daolet ar froud-dour, ha kerkent ez eo kouezhet en e boull, ha bras eo bet dismantr an ti-se.
