Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 20 a viz Gouere 2025
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr ar C'heneliezh (Ge 18, 1-10a)
Aotrou, na dremen ket e-biou da servijer.
En deizioù-se, an Aotrou Doue a zo en em ziskouezet da Abraham,
e dervenneg Mambre.
Edo en e goazez e toull-dor an dinell,
d'ar mare tommañ eus an deiz.
Hag e savas e zaoulagad,
hag e welas tri den en o sav en e gichen.
Ouzh o gwelout e redas war-arbenn dezho, eus toull-dor an dinell,
hag e stouas d’an douar, en ur lavarout :
«Aotrou, mar kavan gras ouzh da zaoulagad,
na dremen ket hebiou da servijer.
Kerc'het e vo ur banne dour, hag e walc'hot ho treid,
hag e tiskuizhot dindan ar wezenn.
Ez an da dapout un tamm bara da souten ho kalonoù ;
goude-se ez eot war-raok ;
evit-se ez oc'h tremenet e-kichen ho servijer !»
Hag e lavarjont : «Gra evel ma lavarez !»
Hag e hastas Abraham d’an dinell da gaout Sara en ur lavarout :
«Hast buan tapout tri muzuliad bleud fin, gra un doazenn ha gra gwestell plat»
Ha d’ar saout e redas Abraham,
hag e tapas ul leue tener ha brav, a roas d’ar mevel,
hag hemañ a hastas en aozañ.
Hag e tapas amann ha laezh hag al leue aozet, a lakaas dirazo.
Hag en em zalc'has en o c'hichen dindan ar wezenn, hag e tebrjont.
Hag int da lavarout dezhañ : «Pelec'h emañ Sara da wreg?»
Hag eñ da lavarout : «Emañ en dinell.»
Hag e lavaras an Aotrou : "Distreiñ a rin amañ hep mank a-benn bloaz, ha neuze da wreg Sara he devezo ur mab".
🎶 Salm
Salm 14 Salm 14 (15), 2-3a, 3bc-4ab, 4d-5
D : Aotrou, piv a vo degemeret en ho teltenn?
Piv en em zalc'ho war ho menez santel?
An hini a gerzh en hent dinamm
hag a zo reizh e oberoù,
a soñj ar wirionez en e galon,
ha na lez ket e deod da zroukkomz.
An hini na ra ket gaou d'e nesañ,
na daol ket dismegañs war e amezeien.
An hini a sell an den fall evel disprizus,
met a enor an dud a zoujañs Doue.
An den na dorr ket e ledoued, zoken ma teu da goll diwarnañ,
na brest ket arc'hant evit kaout gounid,
na zegemer ket profoù a-enep an den digablus.
An hini en em ren evel-se, ne vo distroadet morse.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'ar Golosiz (Gol 1, 24-28)
« Ar mister kuzhet abaoe kantvedoù a zo bremañ diskuliet d'ar sent.
Va breudeur : Evit bremañ e kavan va levenez er poanioù
a c'houzañvan evidoc'h ;
rak peur-leuniañ a ran ar pezh a vank da basion ar C'hrist,
gant ar pezh a c'houzañvan em c'horf,
evit e gorf dezhañ-eñ, hag a zo an Iliz.
Rak deuet on da vezañ ministr an Iliz-se
dre ar garg en deus roet Doue din en ho keñver,
karg a zo peur-embann e Gomz,
kemenn ar mister-se bet chomet kuzh abaoe kantvedoù ha rummadoù,
hag a zo bremañ diskuliet d’e Sent :
Rak dezho eo bet plijet gant Doue reiñ da anavezout
pebezh teñzor a c'hloar eo ar mister-se e-keñver ar Baganed :
Ar C'hrist ennoc'h ez eo !
Goanag e c'hloar !
Sed an hini a brezegomp, ar C'hrist,
en ur reiñ kemenn da bep den,
en ur genteliañ pep den e pep furnezh,
evit lakaat pep unan da vezañ peurvat er C'hrist.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez Sant Lukaz (Lk 10, 38-42)
Marta a ro degemer d’an Aotrou. Mari a zibab ar lodenn wellañ.
En amzer-se, ec'h antreas Jezuz en ur vourc'h,
hag ur vaouez, Marta he anv, henn degemeras en he zi.
Ur c'hoar he devoa, anvet Mari,
hag homañ o vezañ aet da azezañ ouzh treid an Aotrou,
a selaoue e gomzoù.
Marta avat, a oa prederiet gant ar pres-labour.
Hag hi o chom a-sav da lavarout :
«Mestr, ha ne rez forzh m’am lez va c'hoar
d’ober va-unan-penn war-dro al labour?
Lavar dezhi eta dont d’am sikour.»
«Marta ! Marta !, a respontas an Aotrou dezhi,
nec'het out hag e veskez war-dro kalz a draoù ;
nebeut a draoù koulskoude a zo ezhomm, unan hepken ;
Mari he deus dibabet al lodenn wellañ
ha ne vo ket lamet diganti.»
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 20 a viz Gouere 2025Lukas 10, 38-42 - Gant Jean Simier ha Mariannick Trebaol eo displeget an Aviel.
