Lennadennoù ar Sul
📅 D'al Lun 2 a viz C'hwevrer 2026
Kinniget eo an Aotrou d’an Templ, en em gavout a ra ar C’hrist asambles gant e bobl dre an den kozh Simeon, glanidigezh lidel Mari hervez al Lezenn, ha lidet e vez gouel ar sklêrijenn pe ar Chandelour : kement-se eo danvez al liderezh a reer daou-ugent devezh goude Nedeleg, da glozañ gouelioù emziskouezadur Doue d’an dud dre e Vab en em c’hraet den.
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus diougan Malac'hia (Ma 3, 1-4)
A-daol-trumm ec'h antreo en e Dempl an Aotrou a glaskit.
Evel-henn e komz an Aotrou Doue : “ Setu ma kasan va c'hannad evit kempenn an hent dirazon.
Hag a-daol-trumm ec'h antreo en e Dempl an Aotrou a glaskit
Ha kannad an Emglev a c'hoantait,
Setu-eñ o tont, -eme Aotrou hollc'halloudek.
Ha piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh,
Ha derc'hel en e sav pa 'n em ziskouezo ?
Rak eñ a zo evel tan an teuzer
Hag evel soavon ar wennerien.
Ha derc'hel kador a raio evit teuziñ ha glanaat
Ha glanaat a raio mibien Levi
Hag o furaat a raio evel aour hag arc'hant
Hag e vint evit an Aotrou kinnigerien profoù evel ma 'z eo dleet.
Hag e plijo d'an Aotrou profadennoù Youda ha Jeruzalem
Evel en deizioù a wechall en amzerioù kentañ.
🎶 Salm
Salm 24 Salm 24 (23), 7. 8. 9. 10
D : Aotrou ar galloudoù, hennezh eo ar roue glorius !
O Porzhioù kozh, digorit bras ho torojoù,
en em zigorit, o Porzhioù kozh,
ma 'z antreo Roue ar C'hloar !
Ha piv eo Roue ar C'hloar ?
An Aotrou kadarn ha galloudek,
an Aotrou galloudek en emgannoù.
O Porzhioù kozh, digorit bras ho torojoù,
en em zigorit, o Porzhioù kozh,
ma 'z antreo Roue ar C'hloar !
Ha piv eo Roue ar C'hloar ?
Aotrou ar galloudoù
an hini eo Roue ar C'hloar.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'an Hebreed (Heb 2, 14-18)
Dre-se e ranke dont da vezañ e pep tra hañval ouzh e vreudeur.
Peogwir o deus ar vugale holl gwad ha kig,
eñ ivez en hevelep doare en deus bet anezho,
evit diskar gant e varv an hini en deus galloud ar marv,
da lavaret eo an Diaoul,
hag evit dieubiñ ar re a veze dalc'het e sklavelezh,
o buhez-pad, gant an aon rak ar marv.
Evit gwir, n’eo ket kaoz an Aeled en deus kemeret war e gont,
met kaoz diskennadur Abraham.
Ha dre-se e ranke dont da vezañ e pep tra heñvel ouzh e vreudeur,
evit dont da vezañ un Arc'hveleg trugarezus ha gwirion,
gouest en e zarempredoù gant Doue, da zic’haouiñ pec'hed ar bobl.
Rak o vezañ m’en deus e-unan gouzañvet an amprou
e c'hell skoazellañ ar re a vez amprouet.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 2, 22-40)
Gwelet a rejont al lec'h e veze hag e chomjont gantañ.
Allelouia ! Allelouia ! (Lk, 2, 32)
Gouloù da sklêrijennañ ar broadoù ’zo gloar evit ho pobl Israel.
Allelouia !
A-benn an deizioù merket evit ar c’hlanidigezh, hervez Lezenn Voizez,
e kasas Mari ha Jozef ar bugel da Jeruzalem, da vezañ kinniget d’an Aotrou,
evel ma 'z eo skrivet e Lezenn an Aotrou :
« Pep mab kentañ-ganet a vo gouestlet d’an Aotrou »,
ha da reiñ ur prof, hervez ma 'z eo lavaret e Lezenn an Aotrou :
« Ur re durzhunelled, pe ziv goulm yaouank. »
Ha bez’ e oa e Jeruzalem un den, e anv Simeon ;
hag an den-se a oa reizh hag a zoujañs Doue,
hag a c'hortoze frealzidigezh Israel ; hag ar Spered Santel a oa gantañ.
Diskleriet e oa bet dezhañ gant ar Spered Santel ne welje ket ar marv,
a‑raok dezhañ gwelet Krist an Aotrou.
Lusket gant ar Spered, e teuas d’an Templ,
ha pa voe degaset ar bugel Jezuz gant e gerent
evit ober diouzh kustumoù al Lezenn en e geñver,
er c’hemeras etre e zivrec'h hag e vennigas Doue en ur lavaret :
« Bremañ, o Mestr, lezit ho servijer,
hervez ho komz, da dremen e peoc'h ;
Rak gwelet o deus va daoulagad ho silvidigezh,
An hini hoc'h eus aozet dirak an holl bobloù,
Gouloù da sklêrijennañ ar broadoù
’zo gloar evit ho pobl Israel. »
E dad hag e vamm a estlamme ouzh ar pezh a lavared diwar e benn.
Ha Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari, e vamm :
« Gwel ! Hemañ a zo lakaet da vezañ diskar hag adsav evit kalz en Israel,
ha da vezañ un arouez a enebiezh
- ha te a vo treuzet da ene gant ar c'hleze, - ken na vo diskuliet mennozhioù kalz a galonoù. »
Hag e oa ivez ur brofedez, Anna, merc'h Fanouel, eus meuriad Aser.
Erru e oa kozh-bras. Goude he eured he devoa bevet seizh vloaz gant he gwaz.
Ha neuze, chomet intañvez hag erru en oad a bevar ha pevar-ugent vloaz,
ne guitae ket an Templ, o servijañ Doue noz-deiz, er yun hag er bedenn.
Degouezhet d'an eur-se, e stagas da veuliñ Doue
ha da gomz eus ar bugel ouzh kement hini a c'hortoze dieubidigezh Jeruzalem.
Ha goude bezañ graet pep tra, hervez Lezenn an Aotrou,
e tistrojont da C'halilea, da Nazared, o c'hêr.
Ar bugel a greske hag a greñvae, leun a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.
pe al lennadenn verr :
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 2, 22-32)
Gwelet a rejont al lec'h e veze hag e chomjont gantañ.
Allelouia ! Allelouia ! (Lk, 2, 32)
Gouloù da sklêrijennañ ar broadoù ’zo gloar evit ho pobl Israel.
Allelouia !
A-benn an deizioù merket evit ar c’hlanidigezh, hervez Lezenn Voizez,
e kasas Mari ha Jozef ar bugel da Jeruzalem, da vezañ kinniget d’an Aotrou,
evel ma 'z eo skrivet e Lezenn an Aotrou :
« Pep mab kentañ-ganet a vo gouestlet d’an Aotrou »,
ha da reiñ ur prof, hervez ma 'z eo lavaret e Lezenn an Aotrou :
« Ur re durzhunelled, pe ziv goulm yaouank. »
Ha bez’ e oa e Jeruzalem un den, e anv Simeon ;
hag an den-se a oa reizh hag a zoujañs Doue,
hag a c'hortoze frealzidigezh Israel ; hag ar Spered Santel a oa gantañ.
Diskleriet e oa bet dezhañ gant ar Spered Santel ne welje ket ar marv,
a‑raok dezhañ gwelet Krist an Aotrou.
Lusket gant ar Spered, e teuas d’an Templ,
ha pa voe degaset ar bugel Jezuz gant e gerent
evit ober diouzh kustumoù al Lezenn en e geñver,
er c’hemeras etre e zivrec'h hag e vennigas Doue en ur lavaret :
« Bremañ, o Mestr, lezit ho servijer,
hervez ho komz, da dremen e peoc'h ;
Rak gwelet o deus va daoulagad ho silvidigezh,
An hini hoc'h eus aozet dirak an holl bobloù,
Gouloù da sklêrijennañ ar broadoù
’zo gloar evit ho pobl Israel. »
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'al Lun 2 a viz C'hwevrer 2026Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
