Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 8 a viz C'hwevrer 2026

5vet sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Izaias (Iz 58, 7-10)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Tarzhañ a ray da sklêrijenn evel ar beure.

Setu ar pezh a lavar an Aotrou  :

Rannañ ar bara gant an hini naoniek,
Degemer en ti ar beorien dic'houdor !
Gwiskañ an neb a welez en noazh,
Chom hep treiñ kein d'ur breur !

Neuze e paro da sklêrijenn evel ur gouloù-deiz,
Ha da c'houli en em serro dizale.
Dirazout e kerzho da reizhder
Ha splannder an Aotrou az kwarezo en a-dreñv.

Neuze m’er galvez, an Aotrou a responto,
Ma hopez davetañ e lavaro  : Setu-me !
Ma tistaolez diouzhit ar c'hoant-moustrañ,
Ar jestr a c'hourdrouz hag al lavaroù drouk,

Ma rannez da vara gant an den marnaoniek
Ha ma roez he gwalc'h da gorzailhenn ar reuzeudig,
Neuze da sklêrijenn a savo e-kreiz an teñvalderioù,
Ha da deñvalijenn a lugerno 'vel ur c'hreisteiz.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 112 Salm 112 (111), 4-5. 6-7. 8a ha 9

📖 Levr ar salmoù : Salm 112

D : Splannañ a ra en deñvalijenn, sklêrijenn an dud eeun.

Evel ur gouloù e par en deñvalijenn evit ar re reizh,
gant e vadelezh, e drugarez hag e reizhder.
Eürus an den a vez digor e galon hag e yalc'h,
an hini a renk e aferioù gant onestiz.
Morse ne vezo distroadet.
Ar soñj anezhañ a bado da viken.
n'en deus ket aon gant keloù a walleur :
Divrall eo e galon o fiziout en Aotrou.
Dinec'h ha dispont eo e galon.
A-fonn e ro aluzon d'ar beorien,
e reizhded a bado da virviken,
e dal a splanno leun a c'hloar !

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go 2, 1-5)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Kemennet em eus deoc'h mister ar C'hrist kroazstaget.

Evidon-me, breudeur, paz on deuet da brezeg en ho touez,
n’on ket deuet gant komzoù uhel pe furnez vras,
da zegemenn deoc'h testeni Doue.
N’em eus ket soñjet em boa un dra bennak
all da anavezout en ho touez nemet Jezuz-Krist,
hag eñ bet staget ouzh ar Groaz.
Ha me, dister, aonik, krenidik, paz on degouezhet du-se.
Va c'homzoù, va frezegennoù ne oant, tamm ebet,
komzoù strobinellus ar furnez,
met enno en em ziskoueze Spered ha nerzh Doue,
evit na vefe ket diazezet ho feiz war furnez an dud, met war c'halloud Doue.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 5, 13-16)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

C'hwi eo sklêrijenn ar bed.

Allelouia ! Allelouia ! (Yn 8, 12)
Me eo sklêrijenn ar bed, eme an Aotrou ;
an hini am heuilh en devo sklêrijenn ar vuhez.
Allelouia !

En amzer-se e lavaras Jezuz d'e ziskibien :
« C’hwi eo holen an douar.
Hogen ma teu an holen da zivlazañ, gant petra e vo e sallet ?
Ne dalv mann ebet ken,
nemet da vezañ taolet er-maez ha flastret gant treid an dud.
C’hwi eo sklêrijenn ar bed.
N’hell ket bezañ kuzhet ur gêr savet war lein ur menez ;
ha ne vez ket enaouet ul lamp evit he lakaat dindan ar boezell,
met war ar c'hantolor, evit ma sklêrijenno holl dud an ti.
Evel-se ra lugerno ho sklêrijenn-c'hwi dirak an dud, evit ma teuint,
dre welout hoc'h oberoù mat,
da zougen gloar d’ho Tad a zo en Neñvoù. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 8 a viz C'hwevrer 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn