Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 15 a viz C'hwevrer 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Sirac'h (Sir 15, 15-20)
Den ebet n'en deus kemennet ober an droug.
Mar fell dit e viri ar gourc'hemennoù,
Ha chom feal a zo e galloud da youl-vat
Lakaet en deus dirazout an tan hag an dour,
Astenn a ri da zorn en tu a gari.
Dirak an dud emañ ar vuhez hag ar marv,
Ar pezh a blij da bep unan a vo roet dezhañ.
Rak bras eo furnez an Aotrou,
Nerzhus ha galloudus e wel pep tra.
E zaoulagad a bar war e zoujerien,
Hag anavezout a ra holl oberoù an dud.
N'en deus gourc'hemennet ouzh den bezañ fallakr
N'en deus roet da zen ar gwir da bec'hiñ.
🎶 Salm
Salm 119 Salm 119 (118), 1-2. 4-5. 17-18. 33-34
D : Eürus ar re a gerzh e lezenn an Aotrou.
Eürus ar re a zo dinamm o hent,
a gerzh gant lezenn an Aotrou.
Eürus ar re a vir e urzhioù,
hag er c’hlask a greiz o c'halon.
Roet hoc'h eus deomp hoc'h urzhioù
ma vezint miret ganeomp gant aked.
Ra vo neuze divrall va c'hammedoù
o terc'hel d'ho kemennadurioù !
Grit al levenez-mañ d'ho servijer,
va lakait da vevañ ma virin ho komzoù.
Digorit va daoulagad,
ma 'z arvestin pegen burzhudus eo ho lezenn.
Deskit din, Aotrou, hent ho kemennadurioù,
hag e talc’hin dezho betek ar penn.
Roit din furnez ma talc'hin d'ho lezenn,
ma chomin stag outi a greiz va c'halon.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go Co 2, 6-10)
Doue en deus rakdivizet ar furnez a-raok ar c'hantvedoù evit hor c’hlod.
Koulskoude, breudeur, eo furnez ivez a brezegomp e-touez ar re beurvat,
ur furnez avat ha n’eo ket hini ar bed-mañ,
nag hini priñsed ar bed-mañ, int hag a zle bezañ diskaret.
Met prezeg a reomp furnez misterius Doue, an hini oa chomet kuzh,
a oa bet ragaozet a holl viskoazh gant Doue evit hor gloar,
met miret dianav da holl briñsed ar bed-mañ ;
rak mar o divije he anavezet,
n’o divije ket staget ouzh ar Groaz Aotrou ar c'hloar.
Hogen, evel ma 'z eo skrivet :
« Ar pezh n’o deus ket gwelet daoulagad an den
ha n’o deus ket klevet e zivskouarn,
ar pezh n’he deus ket ijinet e galon,
eo kement-se en deus ragaozet Doue evit ar re er c’har. »
Ya, deomp-ni en deus Doue diskleriet se dre ar Spered ;
rak ar Spered a drebarzh pep tra, zoken donderioù Doue.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 5, 17-37)
Evel-se eo bet lavaret d'ar re gozh, me avat a lavar deoc'h.
Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 11, 25)
Bennozh, o Tad, Aotrou an Neñv hag an douar,
dre m’ ec’h eus diskuliet misterioù ar rouantelezh d’ar vugaligoù.
Allelouia !
En amzer-se e lavaras Jezuz d'e ziskibien :
Na gredit ket e vefen deuet da lemel kuit al Lezenn pe ar Brofeded ;
n’on ket deuet da raskañ, met da gas da benn.
E gwirionez, me lavar deoc'h, a-raok ma tremeno an neñv hag an douar,
ne dremeno ket eus al Lezenn, nag un i, nag un tired,
a-raok ma c'hoarvezo pep tra.
An neb eta en devo torret an disterañ eus ar gourc'hemennoù-se,
ha desket d’an dud ober kemend-all,
hennezh a vo graet anezhañ ar bihanañ e Rouantelezh an Neñvoù.
An neb avat en devo o miret ha desket se d’ar re all,
hennezh a vo graet anezhañ bras e Rouantelezh an Neñvoù.
Rak, en lavarout a ran deoc'h :
Mar n’eo ket ho reizhded-c'hwi brasoc'h eget hini ar Skribed hag ar Farizianed,
n’antreot ket e-barzh Rouantelezh an Neñvoù.
« Gouzout a rit ervat eo bet lavaret d’hon tud kozh :
Na lazhi ket, met an neb a lazho a vo dleet dezhañ al lez-varn.
Me avat a lavar deoc'h :
Kement hini a gounnaro ouzh e vreur a vo dleet al lez-varn dezhañ.
Hogen an neb a lavaro d'e vreur :
Penn skañv ! a vo da vezañ barnet gant ar C’huzul meur.
Hag an neb a lavaro dezhañ : Penn foll ! a vo dleet dezhañ gehenna an tan.
Evel-se 'ta mar deuez da zegas da brof d’an aoter, hag eno,
mar deu da soñj dit en deus da vreur un dra bennak a-enep dit,
lez eno da brof dirak an aoter,
ha kerzh da gentañ d’ober ar peoc'h gant da vreur,
ha neuze, deus da ginnig da brof.
Gra, kentañ ma c'helli, ar peoc'h gant da enebour, tra ma rez hent gantañ,
gant aon na vefes lakaet gant da enebour etre daouarn ar barner,
ha na rafe ar barner d’az lakaat etre daouarn ar gward,
ha na vefes taolet en toull-bac'h.
E gwirionez, me lavar dit, ne zeui ket er-maez ac'hano,
ken n’az po douget betek ar liardig diwezhañ. »
Klevet hoc'h eus eo bet lavaret : Na ri ket avoultriezh.
Me avat a lavar deoc'h :
Nep piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant gwallc'hoantegezh,
en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.
Mard eo da lagad dehou pennabeg dit da gouezhañ, diframm da lagad,
ha taol-eñ diouzhit ; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili eget
bezañ stlapet penn-kil-ha-troad er gehenna.
Ha mard eo da zorn dehou pennabeg dit da gouezhañ,
troc'h da zorn, ha taol-eñ diouzhit ; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus
da izili eget mont penn-kil-ha-troad er gehenna.
Lavaret ez eus bet ivez :
An neb a gaso kuit e wreg, da roio dezhi ur skrid-disparti.
Ha me a lavar deoc'h : An neb a gaso kuit e wreg,
nemet eo riboderezh e vefe kenetrezo, a ra dezhi bezañ avoultrerez ;
hag an neb a zimez gant ur vaouez kaset kuit, a ra avoultriezh.
Klevet hoc'h eus c'hoazh eo bet lavaret d’hon tud kozh :
Na dorri ket da le, met seveniñ a ri e-keñver an Aotrou, al leoù az po graet.
Ha me a lavar deoc'h : Chomit hep touiñ tamm ebet :
na dre an neñv, o vezañ ma 'z eo uhel-gador Doue ;
na dre an douar, o vezañ ma 'z eo skabell e dreid ;
na dre Jeruzalem, o vezañ ma 'z eo kêr ar Roue meur ;
na dre da benn, na dou ket kennebeut all,
rak n’hellez ket ober na du na gwenn ur vlevenn hepken anezhañ.
Met ra vezo ho komz : ya, mard eo ya ; nann, mard eo nann ;
ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an hini Drouk.
pe al lennadenn verr :
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 5, 20-22a.27-28.33-34a.37)
Evel-se eo bet lavaret d'ar re gozh, me avat a lavar deoc'h.
Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 11, 25)
Bennozh, o Tad, Aotrou an Neñv hag an douar,
dre m’ ec’h eus diskuliet misterioù ar rouantelezh d’ar vugaligoù.
Allelouia !
En amzer-se e lavaras Jezuz d'e ziskibien :
Rak, en lavarout a ran deoc'h :
Mar n’eo ket ho reizhded-c'hwi brasoc'h eget hini ar Skribed hag ar Farizianed,
n’antreot ket e-barzh Rouantelezh an Neñvoù.
«Gouzout a rit ervat eo bet lavaret d’hon tud kozh :
Na lazhi ket, met an neb a lazho a vo dleet dezhañ al lez-varn.
Me avat a lavar deoc'h :
Kement hini a gounnaro ouzh e vreur a vo dleet al lez-varn dezhañ.
Klevet hoc'h eus eo bet lavaret : Na ri ket avoultriezh.
Me avat a lavar deoc'h :
Nep piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant gwallc'hoantegezh,
en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.
Klevet hoc'h eus c'hoazh eo bet lavaret d’hon tud kozh :
Na dorri ket da le, met seveniñ a ri e-keñver an Aotrou, al leoù az po graet.
Ha me a lavar deoc'h : Chomit hep touiñ tamm ebet.
Met ra vezo ho komz : ya, mard eo ya ; nann, mard eo nann ;
ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an hini Drouk.
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 15 a viz C'hwevrer 2026Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
