Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 22 a viz C'hwevrer 2026

Kentañ sul ar C'horaiz🟣 Mouk

D'ar Sul-mañ, gant pedennoù hag aspedennoù merket evit-se, e vez graet lid an dilennadur pe lid enskrivadur an anv evit ar gatekizidi a vo badezet hag a resevo ar Gomunion e-kerzh nozvezh Fask.

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr ar C'heneliezh (Ge 2, 7-9 ; 3, 1-7a)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Krouidigezh an dud kentañ, hag ar pec'hed.

D'ar mare m'edo oc'h ober an Neñv hag an douar, an Aotrou Doue a stummas an den, gant poultr eus an douar,
hag e c'hwezhas en e fri ur c'hwezhadenn a vuhez, hag e voe an den ur boud bev.
Hag e plantas an Aotrou Doue ul liorzh en Eden, er reter,
hag e lakaas enni an den en devoa stummet.
Hag e reas an Aotrou Doue bountañ eus an douar an holl wez,
dudius d’ar gweled ha mat d’ar boued, hag ur wezenn a vuhez e-kreiz al liorzh,
ha gwezenn skiant ar mad hag ar fall.
An naer a oa an diluañ eus an holl loened gouez en devoa graet an Aotrou Doue.
Hag e lavaras d’ar vaouez :
« Gwir eo en deus lavaret Doue : na zebrit eus gwezenn ebet eus al liorzh ? »
Hag e lavaras ar vaouez d’an naer : « Eus frouezh gwez al liorzh e tebromp,
met diouzh frouezh ar wezenn e-kreiz al liorzh en deus lavaret Doue :
«Na zebrit ket diouti, na stokit ket outi, pe e varvot ! »
Hag e lavaras an naer d’ar vaouez : « Nann da ! ne varvot ket !
Met en gouzout a ra Doue, an deiz ma tebrfec'h diouti e tigorfe ho taoulagad
hag e vefec'h evel Doue, oc'h anavezout ar mad hag ar fall. »
Hag e santas ar vaouez e oa mat ar wezenn da zebriñ, c'hoantaus d’an daoulagad :
bravat gwezenn evit kaout skiant ! Hag e tapas eus he frouezh, hag e tebras,
hag e roas ivez d’he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras.
Hag e tigoras o daoulagad dezho o-daou, hag ec'h anavezjont e oant e noazh,
ha gwriat a rejont delioù gwez-fiez da ober berr-wiskoù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 51 Salm 51 (50), 3-4. 5-6a. 12-13. 14 ha 17

📖 Levr ar salmoù : Salm 51

D : Ho pet truez, Aotrou, dre m’hon eus pec’het.

Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue,
hervez braster ho madelezh ;
hag hervez ho trugarez divent
tennit kuit va fallagriezh.

Rak anavezout a ran va fallentez,
dirazon emañ dalc'hmat va fec'hed.
A-enep deoc'h hepken em eus pec'het,
graet em eus ar pezh a zo drouk dirazoc'h.

Krouit ennon ur galon dinamm, o Doue,
hag a-nevez lakait ennon ur spered nerzhus.
N'am argasit ket pell diouzhoc'h,
ha na dennit ket diganin ho Spered Santel.

Roit din en-dro levenez ho silvidigezh,
ha lakait ennon ur galon divrall.
Aotrou, digorit din va muzelloù,
ha va genoù a embanno ho meuleudi.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (ro 5, 12-19)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Lec'h eo bet fonnus ar pec'hed, ez eo bet fonnusoc'h ar c'hras.

Va breudeur, evel ma 'z eo dre un den
ez eo antreet ar pec'hed er bed, ha dre ar pec'hed ar marv,
evel-se ivez ez eo tremenet ar marv d’an holl dud,
en doare m’o deus an holl pec'het diwar-se.
Rak betek al Lezenn ez eus bet pec'hed er bed ;
ha daoust na c'hell ket ur pec'hed bezañ tamallet pa n’eus ket a Lezenn,
koulskoude adal Adam betek Moizez, en deus renet ar Marv,
zoken war ar re n’o deus ket pec'het
gant un disentidigezh hañval ouzh hini Adam,
eñ ar skeudenn eus an hini a zlee dont.
Met ne c'hoarvez ket gant donezon ar c'hras evel gant ar gwall.
Rak mar d-eo dre wall unan hepken ez eo marv an holl, kentoc'h a se ivez,
gras Doue hag an donezon roet a drugarez d’un den hepken, Jezuz Krist,
a zo en em ledet war an holl.
Nann, ne c'hoarvez ket gant an donezon
evel gant ar reuz diwar pec'hed unan hepken ;
rak ar varnedigezh a zo bet ur gondaonidigezh diwar ur gwall hepmuiken ;
met donezon ar c'hras a zo reizhidigezh, goude ma 'z eus pec'hedoù e-leizh.

Mar d-eo deuet ar Marv dre wall unan hepken, da ren en abeg d’an unan-se,
kentoc'h a se ivez, ar re a resev gant puilhentez gras ha donezon ar reizhder,
a reno er vuhez dre an unan-se a zo Jezuz Krist.
Gant se 'ta, evel m’eo bet dre wall unan hepken
eo bet taolet war an holl ur setañs a gondaonidigezh,
evel-se ivez dre reizhder unan hepken eo deuet
evit an holl dud ur reizhidigezh a vuhez.
Evel ma 'z eo gant disentidigezh un den eo bet lakaet an dud da bec'herien,
evel-se ivez eo gant sentidigezh un den e vo lakaet an dud da reizh.

pe al lennadenn verr

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned (ro 5, 12.17-19)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Lec'h eo bet fonnus ar pec'hed, ez eo bet fonnusoc'h ar c'hras.

Va breudeur, evel ma 'z eo dre un den
ez eo antreet ar pec'hed er bed, ha dre ar pec'hed ar marv,
evel-se ivez ez eo tremenet ar marv d’an holl dud,
en doare m’o deus an holl pec'het diwar-se.

Mar d-eo deuet ar Marv dre wall unan hepken, da ren en abeg d’an unan-se,
kentoc'h a se ivez, ar re a resev gant puilhentez gras ha donezon ar reizhder,
a reno er vuhez dre an unan-se a zo Jezuz Krist.
Gant se 'ta, evel m’eo bet dre wall unan hepken
eo bet taolet war an holl ur setañs a gondaonidigezh,
evel-se ivez dre reizhder unan hepken eo deuet
evit an holl dud ur reizhidigezh a vuhez.
Evel ma 'z eo gant disentidigezh un den eo bet lakaet an dud da bec'herien,
evel-se ivez eo gant sentidigezh un den e vo lakaet an dud da reizh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 4, 1-11)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Jezuz a yun daou-ugent devezh hag ez eo temptet.

Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 4, 4b)
N’eo ket diwar vara hepken e vevo an den,
met diwar gement a zeu eus genou Doue.
Allelouia !

Goude ma voe badezet e voe bleinet Jezuz gant ar Spered d’ar gouelec'h
evit bezañ temptet gant an Diaoul.
Goude yunañ e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh
e teuas neuze naon dezhañ.
Hag an tempter da dostaat ha da lavarout dezhañ :
« Mar d-out Mab Doue, lavar eta d’ar vein-se treiñ da vara. »
Jezuz a respontas : « Skrivet eo :
N’eo ket diwar vara hepken e vevo an den,
met diwar gement a zeu eus genou Doue. »
An Diaoul neuze e gas d’ar Gêr santel ;
e lakaat a ra war lein an Templ, hag e lavar dezhañ :
« Mar d-out Mab Doue, en em daol d’an traoñ, rak skrivet eo :
Gourc'hemenn a ray evidout d’e Aeled,
ha da zougen a raint en o daouarn,
gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen. »
Jezuz a respontas : « Skrivet eo ivez : Ne dempti ket an Aotrou da Zoue. »
An Diaoul e gas c'hoazh war ur menez uhel-meurbet,
hag o tiskouez dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, e lavar dezhañ :
« Kement-se a roin dit mar kouezhez e-harz va zreid da stouiñ dirazon. »
Jezuz avat a respontas dezhañ :
« Kerzh kuit, Satan, rak skrivet eo :
An Aotrou da Zoue a azeuli ha dezhañ hepken doujañs a zougi. »
E lezel a reas neuze an Diaoul,
ha setu Aeled da dostaat ha d'e servijañ.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 22 a viz C'hwevrer 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn