Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An aviel hervez Sant Mazhev » Pennad 4

An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 4

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28

Pennad 4

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

Alors Jésus fut conduit au désert par l’Esprit pour être tenté par le diable. Mt 4, 1 : Neuze e voe kaset Jezuz gant ar Spered d’ar gouelec’h evit bezañ temptet gant an Diaoul.

Après avoir jeûné quarante jours et quarante nuits, il eut faim. Mt 4, 2 : Goude bezañ yunet e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, neuze e teuas naon dezhañ.

Le tentateur s’approcha et lui dit : « Si tu es Fils de Dieu, ordonne que ces pierres deviennent des pains. » Mt 4, 3 : Hag an tempter da dostaat ha da lavarout dezhañ : « Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn ma teui ar vein-mañ treiñ da vara ».

Mais Jésus répondit : « Il est écrit : L’homme ne vit pas seulement de pain, mais de toute parole qui sort de la bouche de Dieu. » Mt 4, 4 : Met Jezuz a respontas : « Skrivet eo : N’eo ket gant bara hepken e vevo an den, met gant kement komz a zeu eus genou Doue ».

Alors le diable l’emmène à la Ville sainte, le place au sommet du Temple Mt 4, 5 : Neuze an Diaoul a dapas anezhañ d’e gas d’ar Gêr santel ; e lakaat a reas war lein an Templ, hag e lavar dezhañ :

et lui dit : « Si tu es Fils de Dieu, jette-toi en bas ; car il est écrit : Il donnera pour toi des ordres à ses anges, et : Ils te porteront sur leurs mains, de peur que ton pied ne heurte une pierre. » Mt 4, 6 : « Mar d-out out Mab Doue, en em daol d’an traoñ, rak skrivet eo : Gourc’hemenn a raio evidout d’e Aelez, ha da zougen a raint en o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen ».

Jésus lui déclara : « Il est encore écrit : Tu ne mettras pas à l’épreuve le Seigneur ton Dieu. » Mt 4, 7 : Jezuz a respontas : « Skrivet eo ivez : Ne dempti ket an Aotrou da Zoue ».

Le diable l’emmène encore sur une très haute montagne et lui montre tous les royaumes du monde et leur gloire. Mt 4, 8 : C’hoazh e tapas an Diaoul anezhañ d’e gas war ur menez uhel-meurbet, hag o tiskouez dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, e lavar dezhañ :

Il lui dit : « Tout cela, je te le donnerai, si, tombant à mes pieds, tu te prosternes devant moi. » Mt 4, 9 : « Kement-se a roin dit mar kouezhez e-harz va zreid da stouiñ dirazon ».

Alors, Jésus lui dit : « Arrière, Satan ! car il est écrit : C’est le Seigneur ton Dieu que tu adoreras, à lui seul tu rendras un culte. » Mt 4, 10 : Jezuz avat a respontas dezhañ : « Kerzh kuit, Satan, rak skrivet eo : An Aotrou da Zoue a azeuli, ha dezhañ hepken da zoujañs a renti ».

Alors le diable le quitte. Et voici que des anges s’approchèrent, et ils le servaient. Mt 4, 11 : E lezel a reas neuze an Diaoul, hag e tostaas Aelez outañ d’e servijañ.

Quand Jésus apprit l’arrestation de Jean le Baptiste, il se retira en Galilée. Mt 4, 12 : O vezañ klevet e oa bet taolet Yann er prizon, Jezuz en em dennas e Galilea.

Il quitta Nazareth et vint habiter à Capharnaüm, ville située au bord de la mer de Galilée, dans les territoires de Zabulon et de Nephtali. Mt 4, 13 : Ha kuitaet gantañ Nazared e teuas da chom e Kafarnaoum, war ribl ar mor, war harzoù Zaboulon ha Neftali,

C’était pour que soit accomplie la parole prononcée par le prophète Isaïe : Mt 4, 14 : evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaias :

Pays de Zabulon et pays de Nephtali, route de la mer et pays au-delà du Jourdain, Galilée des nations ! Mt 4, 15 : « Douar Zaboulon ha douar Neftali, hent ar mor, bro en tu all d’ar Jordan, Galilea ar Broadoù,

Le peuple qui habitait dans les ténèbres a vu une grande lumière. Sur ceux qui habitaient dans le pays et l’ombre de la mort, une lumière s’est levée. Mt 4, 16 : ar bobl o chom en deñvalijenn he deus gwelet ur sklerijenn vras ; ha war ar re azezet e bro skeud ar marv eo paret ar sklerijenn ».

À partir de ce moment, Jésus commença à proclamer : « Convertissez-vous, car le royaume des Cieux est tout proche. » Mt 4, 17 : Diwar neuze en em lakaas Jezuz da brezeg ha da lavarout : « Ho pezet keuz d’ho pec’hedoù, rak tost emañ Rouantelezh an Neñvoù ».

Comme il marchait le long de la mer de Galilée, il vit deux frères, Simon, appelé Pierre, et son frère André, qui jetaient leurs filets dans la mer ; car c’étaient des pêcheurs. Mt 4, 18 : Evel ma kerzhe a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon, an hini anvet Pêr, hag Andrev, e vreur, o teurel ar roued er mor ; rak pesketaerien e oant.

Jésus leur dit : « Venez à ma suite, et je vous ferai pêcheurs d’hommes. » Mt 4, 19 : Hag e lavaras dezho : « Deuit d’am heul hag e rin ac’hanoc’h pesketaerien dud ».

Aussitôt, laissant leurs filets, ils le suivirent. Mt 4, 20 : Hag i raktal da zilezel o rouedoù ha da vont d’e heul.

De là, il avança et il vit deux autres frères, Jacques, fils de Zébédée, et son frère Jean, qui étaient dans la barque avec leur père, en train de réparer leurs filets. Il les appela. Mt 4, 21 : O vezañ aet larkoc’h e welas daou vreur all, Jakez, mab Zebedea, ha Yann, e vreur, en o bag, gant o zad Zebedea, oc’h addresañ o rouedoù ; o gervel a reas,

Aussitôt, laissant la barque et leur père, ils le suivirent. Mt 4, 22 : hag i raktal da zilezel o bag hag o zad ha da vont d’e heul.

Jésus parcourait toute la Galilée ; il enseignait dans leurs synagogues, proclamait l’Évangile du Royaume, guérissait toute maladie et toute infirmité dans le peuple. Mt 4, 23 : Mont a rae Jezuz dre C’halilea a-bezh o kelenn er sinagogennoù, oc’h embann Keloù mat ar Rouantelezh hag o pareañ kement kleñved ha kement langis a oa er bobl.

Sa renommée se répandit dans toute la Syrie. On lui amena tous ceux qui souffraient, atteints de maladies et de tourments de toutes sortes : possédés, épileptiques, paralysés. Et il les guérit. Mt 4, 24 : Ar vrud anezhañ en em skignas dre Siria a-bezh, hag e tegased dezhañ an holl dud klañv taget gant drougoù ha poanioù a bep seurt, tud dalc’het gant drouksperedoù, tud loariek, tud seizet, ha dezho e roe ar pare.

De grandes foules le suivirent, venues de la Galilée, de la Décapole, de Jérusalem, de la Judée, et de l’autre côté du Jourdain. Mt 4, 25 : Hag ouzh e heul e veze ur maread a dud, deuet eus Galilea, eus an Dek-Kêr, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus ar vro en tu all d’ar Jordan.



💡 Titouroù ouzhpenn


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 04/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn