Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An aviel hervez Sant Mazhev » Pennad 1

An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 1

Levr : An aviel hervez Sant Mazhev
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Titouroù ouzhpenn : 💡 Troer & Mouezh 

Pennad 1

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

GENEALOGIE DE JESUS, CHRIST, fils de David, fils d’Abraham. Mt 1, 1 : Levr geneliezh Jezuz Krist, mab David, mab Abraham.

Abraham engendra Isaac, Isaac engendra Jacob, Jacob engendra Juda et ses frères, Mt 1, 2 : Abraham a voe tad da Izaag. Izaag a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Youda hag e vreudeur.

Juda, de son union avec Thamar, engendra Pharès et Zara, Pharès engendra Esrom, Esrom engendra Aram, Mt 1, 3 : Youda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Esrom. Esrom a voe tad da Aram.

Aram engendra Aminadab, Aminadab engendra Naassone, Naassone engendra Salmone, Mt 1, 4 : Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.

Salmone, de son union avec Rahab, engendra Booz, Booz, de son union avec Ruth, engendra Jobed, Jobed engendra Jessé, Mt 1, 5 : Salmon, eus Rac’hab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Roud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.

Jessé engendra le roi David. David, de son union avec la femme d’Ourias, engendra Salomon, Mt 1, 6 : Jese a voe tad d’ar roue David. David a voe tad da Salomon eus an hini a oa pried Ouri.

Salomon engendra Roboam, Roboam engendra Abia, Abia engendra Asa, Mt 1, 7 : Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.

Asa engendra Josaphat, Josaphat engendra Joram, Joram engendra Ozias, Mt 1, 8 : Asa a voe tad da Jozafad. Jozafad a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozias.

Ozias engendra Joatham, Joatham engendra Acaz, Acaz engendra Ézékias, Mt 1, 9 : Ozias a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Akaz. Akaz a voe tad da Ezekias.

Ézékias engendra Manassé, Manassé engendra Amone, Amone engendra Josias, Mt 1, 10 : Ezekias a voe tad da Manase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozias.

Josias engendra Jékonias et ses frères à l’époque de l’exil à Babylone. Mt 1, 11 : Jozias a voe tad da Jekonias hag e vreudeur da vare an harlu e Babilon.

Après l’exil à Babylone, Jékonias engendra Salathiel, Salathiel engendra Zorobabel, Mt 1, 12 : Ha goude an harlu e Babilon, Jekonias a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.

Zorobabel engendra Abioud, Abioud engendra Éliakim, Éliakim engendra Azor, Mt 1, 13 : Zorobabel a voe tad da Abioud. Abioud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.

Azor engendra Sadok, Sadok engendra Akim, Akim engendra Élioud, Mt 1, 14 : Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Akim. Akim a voe tad da Elioud.

Élioud engendra Éléazar, Éléazar engendra Mattane, Mattane engendra Jacob, Mt 1, 15 : Elioud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Matan a voe tad da Jakob.

Jacob engendra Joseph, l’époux de Marie, de laquelle fut engendré Jésus, que l’on appelle Christ. Mt 1, 16 : Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, an hini m’eo bet ganet anezhi Jezuz a anver Krist.

Le nombre total des générations est donc : depuis Abraham jusqu’à David, quatorze générations ; depuis David jusqu’à l’exil à Babylone, quatorze générations ; depuis l’exil à Babylone jusqu’au Christ, quatorze générations. Mt 1, 17 : En holl eta, adalek Abraham betek David ez eus pevarzek remziad ; adalek David betek an harlu e Babilon, pevarzek remziad ; adalek an harlu e Babilon betek ar C’hrist, pevarzek remziad.

Or, voici comment fut engendré Jésus Christ : Marie, sa mère, avait été accordée en mariage à Joseph ; avant qu’ils aient habité ensemble, elle fut enceinte par l’action de l’Esprit Saint. Mt 1, 18 : Hogen, evel-hen e c’hoarvezas ganedigezh Jezuz Krist. Mari, e vamm, hag a oa prometet da Jozef e dimeziñ, en em gavas dougerez dre c’halloud ar Spered Santel, a-raok dezho mont da vevañ a-gevret.

Joseph, son époux, qui était un homme juste, et ne voulait pas la dénoncer publiquement, décida de la renvoyer en secret. Mt 1, 19 : Jozef, he fried, dre ma oa un den just anezhañ, ha na felle ket dezhañ he gwallvrudañ, a reas e soñj da derriñ didrouz e zimeziñ ganti.

Comme il avait formé ce projet, voici que l’ange du Seigneur lui apparut en songe et lui dit : « Joseph, fils de David, ne crains pas de prendre chez toi Marie, ton épouse, puisque l’enfant qui est engendré en elle vient de l’Esprit Saint ; Mt 1, 20 : Divizet en devoa ober kement-se pa ’n em ziskouezas dezhañ dre e gousk, un Ael eus an Aotrou, a lavaras dezhañ : « Jozef, mab David, arabat dit kaout aon da gemer ganit Mari da bried ; rak ar bugel a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered Santel.

elle enfantera un fils, et tu lui donneras le nom de Jésus (c’est-à-dire : Le-Seigneur-sauve), car c’est lui qui sauvera son peuple de ses péchés. » Mt 1, 21 : Genel a raio ur mab hag e roi dezhañ an anv a Jezuz, rak Eñ eo a salvo e bobl eus he fec’hedoù ».

Tout cela est arrivé pour que soit accomplie la parole du Seigneur prononcée par le prophète : Mt 1, 22 : Ha kement-se holl a c’hoarvezas evit ma teufe da wir ar pezh en devoa lavaret an Aotrou dre vouezh ar profed :

Voici que la Vierge concevra, et elle enfantera un fils ; on lui donnera le nom d’Emmanuel, qui se traduit : « Dieu-avec-nous » Mt 1, 23 : « Setu ma vo ar Werc’hez dougerez ha ma c’hano ur mab a vo anvet Emmanouel, da lavarout eo « Doue ganeomp ».

Quand Joseph se réveilla, il fit ce que l’ange du Seigneur lui avait prescrit : il prit chez lui son épouse, Mt 1, 24 : Jozef, ur wech dihunet eus e gousk, a reas hervez m’en devoa gourc’hemennet Ael an Aotrou : kemer a reas e bried en e di.

mais il ne s’unit pas à elle, jusqu’à ce qu’elle enfante un fils, auquel il donna le nom de Jésus. Mt 1, 25 : Met n’en devoa ket graet priedelezh ganti a-raok dezhi genel he mab, hag e roas dezhañ an anv a Jezuz.



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Selaou an abadenn war RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'ar Sul 21 a viz Kerzu 2025
4e sul an Azvent

📅 D'ar Yaou 18 a viz Kerzu 2025
Graet en deus graet Jozef ar pezh zo bet goulennet digantañ gant ael an Aotroù.
📅 D'ar Merc'her 17 a viz Kerzu 2025
Hiziv, 17 a viz Kerzu e krogomp gant al lennadennoù dibabet an Iliz evit mont betek Nedeleg.
📅 D'al Lun 8 a viz Gwengolo 2025
Ginivelezh ar Werc'hez
Maze 1, 1-16.18-23 - Gant Madalen Manac\'h ha Bastian Davy eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 18 a viz Kerzu 2024
Maze 1, 18-24
📅 D'ar Meurzh 17 a viz Kerzu 2024
Maze 1, 1-17
📅 D'ar Meurzh 19 a viz Meurzh 2024
Sant Jozef
Maze 1, 16-18 hag 21-24 - Gant Mariannick Trebaol eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 19 a viz Meurzh 2024
Sant Jozef
Maze 1, 16-18 hag 21-24 - Gant Mariannick Trebaol eo lennet an Aviel.
📅 D'al Lun 18 a viz Kerzu 2023
Mz 1, 18-24 - Gant Anne Bodénec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 8 a viz Gwengolo 2023
Ginivelezh ar Werc'hez
Maze 1, 18-23 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'al Lun 20 a viz Meurzh 2023
Maze 1, 16-18 hag 21-24 - Gant Mariannick Tr
📅 D'ar Sul 18 a viz Kerzu 2022
Maze 1, 18-24 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Yaou 8 a viz Gwengolo 2022
Ginivelezh ar Werc'hez
Maze 1, 1-16 ha 18-23 - Gant Madalen eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Gwener 17 a viz Kerzu 2021
Maze 1, 1-17 - Gant Anne Bodennec eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Merc'her 8 a viz Gwengolo 2021
Ginivelezh ar Werc'hez
Mz 1, 18-23 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 19 a viz Meurzh 2021
Sant Jozef
Mz 1, 16, 18-21 ha 24a - An Aviel lennet gant Gwen.
📅 D'ar Gwener 18 a viz Kerzu 2020
Mz 1, 18-24 - An Aviel lennet gant Anne Bodénec
📅 D'ar Yaou 17 a viz Kerzu 2020
Mz 1, 1-17 - An Aviel lennet gant Anne Bodénec
📅 D'ar Yaou 19 a viz Meurzh 2020
Sant Jozef
Mz 1, 16, 18-21 ha 24a - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Sul 22 a viz Kerzu 2019
Mz 1, 18-24 - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Merc'her 18 a viz Kerzu 2019
Mz 1, 18-24 - An Aviel lennet gant Mariannick Trebaol.
📅 D'ar Meurzh 17 a viz Kerzu 2019
Mz 1, 1-17 - An Aviel lennet gant Mariannick Trebaol.
📅 D'ar Sul 8 a viz Gwengolo 2019
Ginivelezh ar Werc'hez
Mz 1, 1-16 ha 18-23 - An Aviel lennet gant Anne Bodénec.
📅 D'ar Meurzh 19 a viz Meurzh 2019
Sant Jozef
Mz 1, 16, 18-21 ha 24a - An Aviel lennet gant Simone.
📅 D'ar Meurzh 18 a viz Kerzu 2018
Mz 1, 18-24 - An Aviel lennet gant Anne.
📅 D'al Lun 17 a viz Kerzu 2018
Mz 1, 1-17 - An Aviel lennet gant Anne.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh An aviel hervez Sant Mazhev kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour An Tad Medar, misioner diwezhañ o prezeg e brezhoneg e Breizh-Izel. Adwelet eo bet e labour gant Maodez Glanndour, hag adwelet c'hoazh war-lerc'h gant Job Lec’hvien. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 01/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn