An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 6
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Pennad 6
« Ce que vous faites pour devenir des justes, évitez de l’accomplir devant les hommes pour vous faire remarquer. Sinon, il n’y a pas de récompense pour vous auprès de votre Père qui est aux cieux. Mt 6, 1 : « Taolit evezh na rafec’h hoc’h oberoù mat dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto ; rak neuze n’ho po ket a c’hopr digant ho Tad a zo en Neñvoù.
Ainsi, quand tu fais l’aumône, ne fais pas sonner la trompette devant toi, comme les hypocrites qui se donnent en spectacle dans les synagogues et dans les rues, pour obtenir la gloire qui vient des hommes. Amen, je vous le déclare : ceux-là ont reçu leur récompense. Mt 6, 2 : Evel-se ’ta, pa ri aluzon, na son ket an drompilh dirazout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit bezañ meulet gant an dud. E gwirionez, me 'lavar deoc’h, o gopr o deus bet dija.
Mais toi, quand tu fais l’aumône, que ta main gauche ignore ce que fait ta main droite, Mt 6, 3 : Evidout-te, pa ri aluzon, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou, evit ma chomo da aluzon er sekred
afin que ton aumône reste dans le secret ; ton Père qui voit dans le secret te le rendra. Mt 6, 4 : ha da Dad hag a wel er sekred a roio digoll dit en-dro ».
Et quand vous priez, ne soyez pas comme les hypocrites : ils aiment à se tenir debout dans les synagogues et aux carrefours pour bien se montrer aux hommes quand ils prient. Amen, je vous le déclare : ceux-là ont reçu leur récompense. Mt 6, 5 : « Pa bedit, na rit ket evel ar bilpouzed, rak int-i a gar er sinagogennoù hag e korn a plasoù, pediñ en o sav, evit bezañ gwelet gant an dud. E gwirionez, me 'lavar deoc’h, o gopr o deus bet dija.
Mais toi, quand tu pries, retire-toi dans ta pièce la plus retirée, ferme la porte, et prie ton Père qui est présent dans le secret ; ton Père qui voit dans le secret te le rendra. Mt 6, 6 : Evidout-te pa bedi, kae ez kambr, serr an nor warnout, ha ped da Dad, an Hini ’zo er sekred, ha da Dad hag a wel er sekred a roio digoll dit en-dro.
Lorsque vous priez, ne rabâchez pas comme les païens : ils s’imaginent qu’à force de paroles ils seront exaucés. Mt 6, 7 : En ho pedennoù, na ravodit ket evel ar Baganed, a soñj ganto ez eo gant kalz komzoù e vezint selaouet.
Ne les imitez donc pas, car votre Père sait de quoi vous avez besoin, avant même que vous l’ayez demandé. Mt 6, 8 : Na rit ket evelto, rak ho Tad a oar ervat eus petra hoc’h eus ezhomm, zoken a-raok deoc’h her goulenn digantañ.
Vous donc, priez ainsi : Notre Père, qui es aux cieux, que ton nom soit sanctifié, Mt 6, 9 : C’hwi eta pedit evel-hen : Hon Tad, c’hwi hag a zo en Neñv, ra vo santelaet hoc’h anv ;
que ton règne vienne, que ta volonté soit faite sur la terre comme au ciel. Mt 6, 10 : ra zeuio ho Rouantelezh, ra vo graet ho youl war an douar evel en Neñv.
Donne-nous aujourd’hui notre pain de ce jour. Mt 6, 11 : Roit deomp hiziv bara hor bevañs ;
Remets-nous nos dettes, comme nous-mêmes nous remettons leurs dettes à nos débiteurs. Mt 6, 12 : distaolit deomp hon dleoù evel m’hor bo ivez distaolet d’hon dleourien.
Et ne nous laisse pas entrer en tentation, mais délivre-nous du Mal. Mt 6, 13 : Ha n’hon lezit ket da gouezhañ en temptadur, met hon dieubit diouzh an droug.
Car, si vous pardonnez aux hommes leurs fautes, votre Père céleste vous pardonnera aussi. Mt 6, 14 : Rak ma pardonit d’an dud o mankoù, e pardono deoc’h ivez ho Tad eus an Neñvoù.
Mais si vous ne pardonnez pas aux hommes, votre Père non plus ne pardonnera pas vos fautes. Mt 6, 15 : Hogen ma ne bardonit ket d’an dud, ne bardono ket ho Tad kennebeut-all ho pec’hedoù deoc’h-c’hwi.
Et quand vous jeûnez, ne prenez pas un air abattu, comme les hypocrites : ils prennent une mine défaite pour bien montrer aux hommes qu’ils jeûnent. Amen, je vous le déclare : ceux-là ont reçu leur récompense. Mt 6, 16 : Pa yunit avat, na vezit ket evel ar bilpouzed, teñval ho penn, rak kemer a reont ur penn diflaket evit diskouez d’an dud e yunont. E gwirionez me 'lavar deoc’h, o gopr o deus dija.
Mais toi, quand tu jeûnes, parfume-toi la tête et lave-toi le visage ; Mt 6, 17 : Evidout avat, pa yuni, laka c’hwezh-vat war da benn,
ainsi, ton jeûne ne sera pas connu des hommes, mais seulement de ton Père qui est présent au plus secret ; ton Père qui voit au plus secret te le rendra. Mt 6, 18 : gwalc’h da zremm, evit na welo ket an dud e yunez, met hepken da Dad, an Hini a zo er sekred, ha da Dad hag a wel er sekred a roio digoll dit en-dro.
« Ne vous faites pas de trésors sur la terre, là où les mites et les vers les dévorent, où les voleurs percent les murs pour voler. Mt 6, 19 : Na zastumit ket deoc’h teñzorioù war an douar, e-lec’h ma krign ar preñved, hag an tartouzed, e-lec’h ma teu al laeron da doullañ ha da skrapat.
Mais faites-vous des trésors dans le ciel, là où il n’y a pas de mites ni de vers qui dévorent, pas de voleurs qui percent les murs pour voler. Mt 6, 20 : Met dastumit deoc’h teñzorioù en Neñv, e-lec’h ne grign nag ar preñved nag an tartouzed, e-lec’h n’eus ket a laeron da doullañ ha da skrapat.
Car là où est ton trésor, là aussi sera ton cœur. Mt 6, 21 : Rak e-lec’h m’emañ ho teñzor, eno ivez emañ ho kalon.
La lampe du corps, c’est l’œil. Donc, si ton œil est limpide, ton corps tout entier sera dans la lumière ; Mt 6, 22 : Lamp ar c’horf eo al lagad. Ma-z eo naet da lagad, eo da gorf a-bezh a vezo goulaouet ;
mais si ton œil est mauvais, ton corps tout entier sera dans les ténèbres. Si donc la lumière qui est en toi est ténèbres, comme elles seront grandes, les ténèbres ! Mt 6, 23 : met ma-z eo fall da lagad, eo da gorf a-bezh a vezo en deñvalijenn. Neuze ma-z eo teñvalijenn da sklerijenn diabarzh, na brasat teñvalijenn !
Nul ne peut servir deux maîtres : ou bien il haïra l’un et aimera l’autre, ou bien il s’attachera à l’un et méprisera l’autre. Vous ne pouvez pas servir à la fois Dieu et l’Argent. Mt 6, 24 : Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr : pe en devo kasoni ouzh an eil ha karantez ouzh egile ; pe en em stago ouzh an eil hag e tisprizo egile. N’hellit ket servijañ war un dro Doue hag an Arc’hant.
C’est pourquoi je vous dis : Ne vous souciez pas, pour votre vie, de ce que vous mangerez, ni, pour votre corps, de quoi vous le vêtirez. La vie ne vaut-elle pas plus que la nourriture, et le corps plus que les vêtements ? Mt 6, 25 : Setu perak e lavaran deoc’h : n’en em chalit ket evit ho puhez daoust petra 'vo deoc’h da zebriñ, nag evit ho korf gant petra e vo gwisket. Hag-eñ ne dalv ket ar vuhez muioc’h eget ar bevañs, hag ar c’horf muioc’h eget an dilhad ?
Regardez les oiseaux du ciel : ils ne font ni semailles ni moisson, ils n’amassent pas dans des greniers, et votre Père céleste les nourrit. Vous-mêmes, ne valez-vous pas beaucoup plus qu’eux ? Mt 6, 26 : Sellit ouzh laboused an neñv : ne hadont ket na ne vedont ket, ne zastumont netra e solieroù, hag ho Tad a zo en Neñv a ro boued dezho. Daoust ha ne dalvezit ket muioc’h egeto ?
Qui d’entre vous, en se faisant du souci, peut ajouter une coudée à la longueur de sa vie ? Mt 6, 27 : Piv ac’hanoc’h, dre ziaezañ e spered, a c’hellfe astenn e vuhez eus un ilinad ?
Et au sujet des vêtements, pourquoi se faire tant de souci ? Observez comment poussent les lis des champs : ils ne travaillent pas, ils ne filent pas. Mt 6, 28 : Ha gant ho tilhad, perak ivez bezañ nec’het ? Deskit digant lili ar parkeier penaos e kreskont ; ne labouront ket, ne nezont ket,
Or je vous dis que Salomon lui-même, dans toute sa gloire, n’était pas habillé comme l’un d’entre eux. Mt 6, 29 : ha koulskoude, me 'lavar deoc’h, na Salomon e-unan, en e holl splannder, ne oa ket gwisket evel unan anezho.
Si Dieu donne un tel vêtement à l’herbe des champs, qui est là aujourd’hui, et qui demain sera jetée au feu, ne fera-t-il pas bien davantage pour vous, hommes de peu de foi ? Mt 6, 30 : Ma wisk Doue er stumm-se geot ar maezioù, a zo anezho hiziv, hag a vo taolet er forn warc’hoazh, daoust ha ne raio ket muioc’h c’hoazh evidoc’h, tud amgredik ?
Ne vous faites donc pas tant de souci ; ne dites pas : “Qu’allons-nous manger ?” ou bien : “Qu’allons-nous boire ?” ou encore : “Avec quoi nous habiller ?” Mt 6, 31 : N’en em chalit ket eta ha na lavarit ket : petra a zebrimp, petra a evimp, gant petra en em wiskimp ?
Tout cela, les païens le recherchent. Mais votre Père céleste sait que vous en avez besoin. Mt 6, 32 : Ar Baganed eo a vez o fenn gant kement-se. Met ho Tad a zo en Neñv a oar hoc’h eus ezhomm anezho.
Cherchez d’abord le royaume de Dieu et sa justice, et tout cela vous sera donné par surcroît. Mt 6, 33 : Neuze klaskit da gentañ e Rouantelezh hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vezo roet deoc’h en tu-hont.
Ne vous faites pas de souci pour demain : demain aura souci de lui-même ; à chaque jour suffit sa peine. Mt 6, 34 : N’en em chalit ket gant arc’hoazh ; rak arc’hoazh a zamanto dezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc’h e boan.
💡 Titouroù ouzhpenn
🎙️ Diwar-benn an enrolladenn
An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 04/11/2025 war Bibl.bzh.
