An aviel hervez Sant Mazhev - Pennad 5
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28
Pennad 5
Voyant les foules, Jésus gravit la montagne. Il s’assit, et ses disciples s’approchèrent de lui. Mt 5, 1 : O welout an engroezioù-tud-se e savas Jezuz war ur menez, hag aet en e goazez, e tostaas outañ e ziskibien.
Alors, ouvrant la bouche, il les enseignait. Il disait : Mt 5, 2 : Neuze e stagas da gomz ha d’o c’helenn dre lavarout :
« Heureux les pauvres de cœur, car le royaume des Cieux est à eux. Mt 5, 3 : « Evurus ar re a gar ar baourentez, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù.
Heureux ceux qui pleurent, car ils seront consolés. Mt 5, 4 : Evurus ar re a ouel, rak int a vo frealzet.
Heureux les doux, car ils recevront la terre en héritage. Mt 5, 5 : Evurus ar re ’zo dous, rak int o devo an Douar da lod.
Heureux ceux qui ont faim et soif de la justice, car ils seront rassasiés. Mt 5, 6 : Evurus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar Justis, rak int a vo roet o gwalc’h dezho.
Heureux les miséricordieux, car ils obtiendront miséricorde. Mt 5, 7 : Evurus ar re a zo trugarezus, rak int ivez a vo graet trugarez outo.
Heureux les cœurs purs, car ils verront Dieu. Mt 5, 8 : Evurus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue.
Heureux les artisans de paix, car ils seront appelés fils de Dieu. Mt 5, 9 : Evurus ar re a laka ar peoc’h da ren, rak int a vo anvet bugale Doue.
Heureux ceux qui sont persécutés pour la justice, car le royaume des Cieux est à eux. Mt 5, 10 : Evurus ar re a zo gwallgaset en abeg d’ar Reizhder, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù.
Heureux êtes-vous si l’on vous insulte, si l’on vous persécute et si l’on dit faussement toute sorte de mal contre vous, à cause de moi. Mt 5, 11 : Bezit evurus pa vezot dismegañset, heskinet, pa vezo lavaret dre c’haou, a bep seurt droug diwar ho penn, abalamour din-me.
Réjouissez-vous, soyez dans l’allégresse, car votre récompense est grande dans les cieux ! C’est ainsi qu’on a persécuté les prophètes qui vous ont précédés. Mt 5, 12 : Bezit laouen ha tridit gant levenez, rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù. Rak evel-se ivez eo bet gwallgaset ar Brofeded a zo bet araozoc’h ».
« Vous êtes le sel de la terre. Mais si le sel devient fade, comment lui rendre de la saveur ? Il ne vaut plus rien : on le jette dehors et il est piétiné par les gens. Mt 5, 13 : « C’hwi eo holen an douar. Hogen ma teu an holen da zivlazañ, gant petra e vo e sallet ? Ne dalv mann ebet ken, nemet da vezañ taolet er-maez ha flastret gant treid an dud.
Vous êtes la lumière du monde. Une ville située sur une montagne ne peut être cachée. Mt 5, 14 : C’hwi eo sklerijenn ar bed. N’hell ket bezañ kuzhet ur gêr savet war lein ur menez ;
Et l’on n’allume pas une lampe pour la mettre sous le boisseau ; on la met sur le lampadaire, et elle brille pour tous ceux qui sont dans la maison. Mt 5, 15 : ha ne vez ket enaouet ul lamp evit he lakaat dindan ar boezell, met war ar c’hantolor, evit ma sklerijenno holl dud an ti.
De même, que votre lumière brille devant les hommes : alors, voyant ce que vous faites de bien, ils rendront gloire à votre Père qui est aux cieux. Mt 5, 16 : Evel-se ra lugerno ho sklerijenn-c’hwi dirak an dud, evit ma teuint, dre welout hoc’h oberoù mat, da rentañ gloar d’ho Tad a zo en Neñvoù ».
« Ne pensez pas que je sois venu abolir la Loi ou les Prophètes : je ne suis pas venu abolir, mais accomplir. Mt 5, 17 : « Na gredit ket e vefen deuet da lemel kuit al Lezenn pe ar Brofeded ; n’on ket deuet da raskañ, met da gas da benn.
Amen, je vous le dis : Avant que le ciel et la terre disparaissent, pas un seul iota, pas un seul trait ne disparaîtra de la Loi jusqu’à ce que tout se réalise. Mt 5, 18 : E gwirionez, me 'lavar deoc’h, a-raok ma tremeno an Neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al Lezenn, nag un i, nag un tired, a-raok ma c’hoarvezo pep tra.
Donc, celui qui rejettera un seul de ces plus petits commandements, et qui enseignera aux hommes à faire ainsi, sera déclaré le plus petit dans le royaume des Cieux. Mais celui qui les observera et les enseignera, celui-là sera déclaré grand dans le royaume des Cieux. Mt 5, 19 : An neb eta en devo torret an disterañ eus ar gourc’hemennoù-se, ha desket d’an dud ober kement-all, hennezh a vo graet anezhañ ar bihanañ e Rouantelezh an Neñvoù. An neb avat en devo o miret ha desket se d’ar re all, hennezh a vo graet anezhañ bras e Rouantelezh an Neñvoù.
Je vous le dis en effet : Si votre justice ne surpasse pas celle des scribes et des pharisiens, vous n’entrerez pas dans le royaume des Cieux. Mt 5, 20 : Rak, hen lavarout a ran deoc’h : Mar n’eo ket ho reizhded-c’hwi brasoc’h eget hini ar Skribed hag ar Farizianed, n’antreot ket e-barzh Rouantelezh an Neñvoù ».
« Vous avez appris qu’il a été dit aux anciens : Tu ne commettras pas de meurtre, et si quelqu’un commet un meurtre, il devra passer en jugement. Mt 5, 21 : « Gouzout a rit ervat eo bet lavaret d’hon tud kozh : Na lazhi ket, met an neb a lazho a vo dleet dezhañ al lez-varn.
Eh bien ! moi, je vous dis : Tout homme qui se met en colère contre son frère devra passer en jugement. Si quelqu’un insulte son frère, il devra passer devant le tribunal. Si quelqu’un le traite de fou, il sera passible de la géhenne de feu. Mt 5, 22 : Me avat a lavar deoc’h : Kement hini a gounnaro ouzh e vreur a vo dleet al lez-varn dezhañ. Hogen an neb a lavaro d’e vreur : Penn skañv ! a vo da vezañ barnet gant ar C’huzul meur. Hag an neb a lavaro dezhañ : Penn foll ! a vo dleet dezhañ gehenn an tan.
Donc, lorsque tu vas présenter ton offrande à l’autel, si, là, tu te souviens que ton frère a quelque chose contre toi, Mt 5, 23 : Evel-se ’ta ma teuez da zegas da brof d’an aoter, hag eno, ma teu da soñj dit en deus da vreur un dra bennak a-enep dit,
laisse ton offrande, là, devant l’autel, va d’abord te réconcilier avec ton frère, et ensuite viens présenter ton offrande. Mt 5, 24 : lez eno da brof dirak an aoter, ha kerzh da gentañ d’ober ar peoc’h gant da vreur, ha neuze, deus da ginnig da brof.
Mets-toi vite d’accord avec ton adversaire pendant que tu es en chemin avec lui, pour éviter que ton adversaire ne te livre au juge, le juge au garde, et qu’on ne te jette en prison. Mt 5, 25 : Gra, kentañ ma c’helli, ar peoc’h gant da enebour, tra ma rez hent gantañ, gant aon na vefes lakaet gant da enebour etre daouarn ar barner, ha na rafe ar barner d’az lakaat etre daouarn ar gward, ha na vefes taolet en toull-bac’h.
Amen, je te le dis : tu n’en sortiras pas avant d’avoir payé jusqu’au dernier sou. Mt 5, 26 : E gwirionez, me 'lavar dit, ne zeui ket er-maez ac’hano, ken n’az po rentet betek al liardig diwezhañ ».
Vous avez appris qu’il a été dit : Tu ne commettras pas d’adultère. Mt 5, 27 : « Klevet hoc’h eus eo bet lavaret : Na ri ket avoultriezh.
Eh bien ! moi, je vous dis : Tout homme qui regarde une femme avec convoitise a déjà commis l’adultère avec elle dans son cœur. Mt 5, 28 : Me avat a lavar deoc’h : Nep piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant gwallc’hoantegezh, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.
Si ton œil droit entraîne ta chute, arrache-le et jette-le loin de toi, car mieux vaut pour toi perdre un de tes membres que d’avoir ton corps tout entier jeté dans la géhenne. Mt 5, 29 : Ma-z eo da lagad dehou pennabeg dit da gouezhañ, diframm da lagad, ha taol-eñ diouzhit ; rak gwelloc’h eo dit koll unan eus da izili eget bezañ stlapet penn-kil-ha-troad er gehenn.
Et si ta main droite entraîne ta chute, coupe-la et jette-la loin de toi, car mieux vaut pour toi perdre un de tes membres que d’avoir ton corps tout entier qui s’en aille dans la géhenne. Mt 5, 30 : Ha ma-z eo da zorn dehou pennabeg dit da gouezhañ, troc’h da zorn, ha taol-eñ diouzhit ; rak gwelloc’h eo dit koll unan eus da izili eget mont penn-kil-ha-troad er gehenn.
Il a été dit également : Si quelqu’un renvoie sa femme, qu’il lui donne un acte de répudiation. Mt 5, 31 : Lavaret ez eus bet ivez : An neb a gaso kuit e wreg, da roio dezhi ur skrid-disparti.
Eh bien ! moi, je vous dis : Tout homme qui renvoie sa femme, sauf en cas d’union illégitime, la pousse à l’adultère ; et si quelqu’un épouse une femme renvoyée, il est adultère. Mt 5, 32 : Ha me a lavar deoc’h : An neb a gaso kuit e wreg, nemet eo riboderezh e vefe kenetrezo, a ra dezhi bezañ avoultrerez ; hag an neb a zimez gant ur vaouez kaset kuit, a ra avoultriezh ».
Vous avez encore appris qu’il a été dit aux anciens : Tu ne manqueras pas à tes serments, mais tu t’acquitteras de tes serments envers le Seigneur. Mt 5, 33 : « Klevet hoc’h eus c’hoazh eo bet lavaret d’hon tud kozh : Na dorri ket da le, met seveniñ a ri e-keñver an Aotrou, al leoù az po graet.
Eh bien ! moi, je vous dis de ne pas jurer du tout, ni par le ciel, car c’est le trône de Dieu, Mt 5, 34 : Ha me a lavar deoc’h : Chomit hep touiñ tamm ebet : na dre an Neñv, o vezañ ma-z eo uhel-gador Doue ;
ni par la terre, car elle est son marchepied, ni par Jérusalem, car elle est la Ville du grand Roi. Mt 5, 35 : na dre an douar, o vezañ ma-z eo skabell e dreid ; na dre Jeruzalem, o vezañ ma-z eo kêr ar Roue meur ;
Et ne jure pas non plus sur ta tête, parce que tu ne peux pas rendre un seul de tes cheveux blanc ou noir. Mt 5, 36 : na dre da benn, na dou ket kennebeut all, rak n’hellez ket ober na du na gwenn ur vlevenn hepken anezhañ.
Que votre parole soit “oui”, si c’est “oui”, “non”, si c’est “non”. Ce qui est en plus vient du Mauvais. Mt 5, 37 : Met ra vezo ho komz : ya, ma-z eo ya ; nann, ma-z eo nann ; ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an hini Drouk ».
Vous avez appris qu’il a été dit : Œil pour œil, et dent pour dent. Mt 5, 38 : « Klevet hoc’h eus eo bet lavaret : Lagad evit lagad, dant evit dant.
Eh bien ! moi, je vous dis de ne pas riposter au méchant ; mais si quelqu’un te gifle sur la joue droite, tends-lui encore l’autre. Mt 5, 39 : Me avat a lavar deoc’h chom hep derc’hel penn ouzh an den fall, ma sko unan bennak ganit war da jod dehou, kinnig dezhañ da jod kleiz ivez.
Et si quelqu’un veut te poursuivre en justice et prendre ta tunique, laisse-lui encore ton manteau. Mt 5, 40 : Ha gant an neb a c’hoanta da gas dirak ar barner evit kaout da sae, lez da vantell ivez.
Et si quelqu’un te réquisitionne pour faire mille pas, fais-en deux mille avec lui. Mt 5, 41 : An neb a c’houlenn diganit kerzhout ur mil, gra daou vil gantañ.
À qui te demande, donne ; à qui veut t’emprunter, ne tourne pas le dos ! Mt 5, 42 : Ro d’an neb a c’houlenn diganit, ha na dro ket da gein d’an neb a c’hoanta amprestañ diganit.
Vous avez appris qu’il a été dit : Tu aimeras ton prochain et tu haïras ton ennemi. Mt 5, 43 : Klevet hoc’h eus eo bet lavaret : Karout a ri da nesañ ha kasaat a ri da enebour.
Eh bien ! moi, je vous dis : Aimez vos ennemis, et priez pour ceux qui vous persécutent, Mt 5, 44 : Ha me a lavar deoc’h : karit hoc’h enebourien ha pedit evit ar re ho kwallgas,
afin d’être vraiment les fils de votre Père qui est aux cieux ; car il fait lever son soleil sur les méchants et sur les bons, il fait tomber la pluie sur les justes et sur les injustes. Mt 5, 45 : ma teuiot da vezañ bugale ho Tad a zo en Neñvoù, rak lakaat a ra e heol da barañ war an dud fall evel war an dud vat, hag e c’hlav da gouezhañ war an dud reizh evel war an dud direizh.
En effet, si vous aimez ceux qui vous aiment, quelle récompense méritez-vous ? Les publicains eux-mêmes n’en font-ils pas autant ? Mt 5, 46 : Ma karit ar re ho kar, peseurt gopr a vo dleet deoc’h ? Daoust hag ar Bublikaned o-unan ne reont ket kement-all ?
Et si vous ne saluez que vos frères, que faites-vous d’extraordinaire ? Les païens eux-mêmes n’en font-ils pas autant ? Mt 5, 47 : Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra 'rit aze en tu-hont d’ar re all ? Daoust hag ar Baganed o-unan ne reont ket kement-all ?
Vous donc, vous serez parfaits comme votre Père céleste est parfait. Mt 5, 48 : C’hwi eta, bezit peurvat evel ma-z eo peurvat ho Tad a zo en Neñvoù ».
💡 Titouroù ouzhpenn
🎙️ Diwar-benn an enrolladenn
An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Kentin hag embannet d'an/ar 04/11/2025 war Bibl.bzh.
