Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 1 a viz Meurzh 2026

Eil sul ar C'horaiz🟣 Mouk

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr ar C'heneliezh  (Ge 12, 1-4a)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Galvidigezh Abraham, tad Pobl Doue.

En deizioù-se e lavaras an Aotrou da Abram :
« Kae kuit, eus da vro c'henidik, eus ti da dad,
etrezek an douar a ziskouezin dit.
Ober a rin ganit ur bobl vras.
Me az pennigo hag e rin bras da anv, a vo ur bennozh.
Bennigañ a rin ar re az pennigo ha milligañ ar re az milligo.
Benniget e vo drezout holl gerentiezhioù an douar ! »
Hag ez eas Abram, evel ma lavare dezhañ an Aotrou, ha mont a reas gantañ Lot.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 33 Salm 33 (32), 4-5. 18-19. 20 ha 22

📖 Levr ar salmoù : Salm 33

D : Ra vezo warnomp ho karantez, Aotrou, evel m'emañ hor goanag ennoc'h.

Gwirion eo lavar an Aotrou,
e fealded en em ziskouez en e holl oberoù.
Karout a ra ar gwir hag ar reizhder ;
leun eo an douar gant madelezh an Aotrou.

Met war e dud feal e par daoulagad an Aotrou,
war an dud a fiz en e garantez,
evit tennañ o eneoù eus ar marv,
hag evit o bevañ en amzer ar gernez.

En Aotrou emañ fiziañs hon ene,
eñ a zo hor skoazell hag hon difenn ;
Ra vezo warnomp ho karantez, Aotrou,
evel m'emañ hor goanag ennoc'h.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus an eil lizher da Dimoteoz  (2Tz 1, 8b-10)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Doue hor galv hag hor sklêrijenn.

Va mab muiañ-karet, asant gouzañv poan ganin evit an Aviel, dre nerzh galloud Doue,
eñ hag en deus hor salvet hag hor galvet a c'halvidigezh santel,
n’eo ket en abeg d’hon oberoù,
met hervez e vennad hag e c'hras dezhañ e-unan.
Ar c'hras-se, bet roet deomp a-raok an holl amzer er C'hrist Jezuz,
eo an hini a zo bet diskleriet en amzer-mañ
gant emziskouezidigezh hon Aotrou, ar C'hrist Jezuz,
eñ hag en deus diskaret ar marv
ha lakaet ar vuhez hag an divarvelezh da splannañ dre an Aviel.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 17, 1-9)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

E zremm a lugernas evel an heol.

Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 17, 5)
Eus kreiz ar goabrenn lugernus e tregern mouezh an Tad :
“ Hemañ eo va Mab muiañ karet : selaouit anezhañ ! ”
Allelouia !

En deizioù-se, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur
evit o c'has en distro war ur menez uhel.
Hag e voe treuzneuziet dirazo : e zremm a lugerne evel an heol,
hag e zilhad a zeuas da vezañ gwenn evel ar sklêrijenn.
Ha setu m’en em ziskouezas dezho Moizez hag Elias o komz gantañ.
Pêr o stagañ da gomz, a lavaras da Jezuz :
« Aotrou, brav eo deomp bezañ amañ ; mar karez e savimp amañ teir deltenn,
unan evidout, un all evit Moizez, hag un all evit Elias. »
Tra ma komze c'hoazh,
setu ur goabrenn lugernus a zeuas d’o goleiñ gant he skeud,
hag ur vouezh a voe klevet eus ar goabrenn o lavarout :
« Hemañ eo va Mab muiañ-karet am eus lakaet ennañ va levenez, selaouit anezhañ ! »
O klevout ar vouezh-se e kouezhas an diskibien war o genou d’an douar,
spontet bras.
Met Jezuz o tostaat a stokas outo en ur lavarout : « Savit, n’ho pet ket aon ! »
Neuze, o sevel o daoulagad,
ne weljont den ebet ken nemet Jezuz e-unan-penn.
Evel ma tiskennent diwar ar menez e roas Jezuz dezho ar gourc'hemenn-mañ :
« Na gomzit da zen eus ar pezh hoc'h eus gwelet,
ken na zihuno Mab an Den eus a-douez ar re varv. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 1 a viz Meurzh 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn