Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 8 a viz Meurzh 2026

Trede sul ar C'horaiz🟣 Mouk

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr an Ermaeziadeg  (Er 17, 3-7)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ro dour dimp, ma evimp.

En deizioù-se he devoa sec'hed ar Bobl, a zour,
hag e c'hrozmole ar Bobl enep Moizez en ur lavarout :
« Perak ec'h eus graet deomp pignat eus an Egipt evit hon lakaat da vervel,
ni hag hor mibien hag hor chatal, gant ar sec'hed ? »
Hag e huchas Moizez war an Aotrou en ur lavarout :
« Petra a rin evit ar Bobl-mañ ? A-barzh nebeut e vin meinataet ganto ! »
Hag e lavaras an Aotrou da v/Moizez :
« Tremen dirak ar Bobl, ha kemer ganit kozhidi eus Israel,
ha da vazh az poa skoet ganti war an Nil, kemer-hi ez torn ha kae !
Me a vo em sav dirazout war ar roc'h, war an Horeb, hag e skoi war ar roc'h,
hag e teuio diouti dour, hag ec'h evo ar Bobl. »
Hag e reas evel-se Moizez, ouzh daoulagad kozhidi Israel.
Hag e voe galvet anv al lec'h-se Masa ha Meriba,
dre m’o devoa tabutet mibien Israel hag amprouet an Aotrou en ur lavarout :
« Daoust hag-eñ emañ an Aotrou en hon touez, pe n'emañ ket ? »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 95 Salm 95 (94), 1-2. 6-7. 8-9

📖 Levr ar salmoù : Salm 95

D : Ra vefec'h hiziv evit selaou mouezh an Aotrou.
"Na galedit ket ho kalonoù".


Deuit ha kanomp gant levenez d'an Aotrou ;
youc'homp en enor da Zoue, hor Salver.
En em ziskouezomp dirazañ gant meuleudioù,
ha dougomp klod dezhañ gant hor salmoù.
Deuit eta, stouomp hag azeulomp,
ha daoulinomp dirak an Aotrou, hor c'hrouer,
rak, Eñ a zo hon Doue, ha ni ar Bobl maget gantañ
hag an deñved renet gant e zorn.
Ra vefec'h hiziv evit selaou e vouezh :
«Na galedit ket ho kalonoù, evel e Meriba, evel er gouelec'h da zeiz Masa,
e lec'h m'on bet temptet hag amprouet gant ho tadoù :
evito da vezañ gwelet va oberoù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned  (ro 5, 1-2.5-8)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ar garantez a zo skuilhet warnomp dre ar Spered bet roet deomp.

Va breudeur, o vezañ bet eta lakaet reizh gant ar feiz,
hon eus ar peoc'h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz Krist,
hon eus drezañ dor-digor d’ar c'hras-se a chomomp start enni
hag a dennomp gloar diouti gant esper gloar Doue.
Hag ar esper n’eus ket kerse ganti,
rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c'halonoù
gant ar Spered Santel a zo bet roet deomp.
Ya, goude ma oamp dinerzh c'hoazh,
ez eo marvet ar C'hrist d’ar c'houlz divizet, evit tud fallakr ;
a-vec'h ma varvfe unan bennak evit un den reizh ;
ya, evit un den mat, marteze, e kredfe unan bennak reiñ e vuhez ;
met Doue en deus prouet anat e garantez en hor c'heñver,
o vezañ m’eo deuet ar C'hrist,
goude ma oamp pec'herien c'hoazh, da vervel evidomp.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann  (Yn 4, 5-42)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Un eienenn zour o strinkañ evit ar vuhez peurbadel.

Allelouia ! Allelouia ! (Yn 4, 42. 15)
Aotrou, C’hwi eo evit gwir Salver ar bed ; roit deomp eus an dour bev, ha n'hor bo mui sec'hed.
Allelouia !

En em gavout a reas Jezuz gant ur gêr eus Samaria, anvet Sikar,
damdost d’an douaroù bet roet gant Jakob d’e vab Jozef.
Eno edo puñs Jakob.
Ha Jezuz, skuizh gant an hent, a oa en e goazez evel-se war vord ar puñs.
War-dro kreisteiz e oa anezhi.
Hag sed ur vaouez eus Samaria, o tont da dennañ dour.
Lavarout a eure Jezuz dezhi : « Ro din da evañ. »
Rak e ziskibien a oa aet e kêr da brenañ boued.
Met ar vaouez samariat-se a respontas dezhañ :
« Penaos, te hag a zo Juzev,
a c'houlenn da evañ diganin-me, ur Samariadez ? »
Rak ar Juzevien n’o devez darempred ebet gant ar Samariiz.
Jezuz a respontas en ur lavarout dezhi :
« Ma anavezfes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit : ''Ro din da evañ'',
eo te az pije goulennet digantañ
ha roet en dije dour bev dit-te. »
« Aotrou, emezi, n’ec'h eus netra da dennañ dour ha don eo ar puñs.
A belec'h eta az pije an dour bev-se ?
Ha te 'zo brasoc'h eget hon tad Jakob en deus roet deomp ar puñs-mañ
hag evet dioutañ e-unan, koulz hag e vugale hag e loened ? »
Respont a reas Jezuz dezhi ha lavarout :
« Kement hini a ev eus an dour-mañ en devo sec'hed c'hoazh ;
met an neb a evo eus an dour a roin-me dezhañ n’en devo sec'hed biken ken
hag an dour a roin dezhañ a zeuio da vezañ ennañ ur vammenn-dour
o strinkañ evit ar vuhez peurbadel. »
Ar vaouez a lavaras dezhañ :
« Aotrou, ro din eus an dour-se,
evit na 'm bo ket sec'hed ken,
ha na vo ket ret din derc’hel da zont amañ da dennañ dour ».
Jezuz a lavaras dezhi :
« Kae da c'hervel da bried ha deus amañ en-dro. »
Ar vaouez a respontas : « Ne 'm eus pried ebet. »
Ha Jezuz a lavaras dezhi : « Lavaret mat ac'h eus,
n’em eus pried ebet, rak pemp pried ac'h eus bet
hag an hini a zo ganit bremañ n’eo ket da bried eo ;
gant se eo ar wirionez ac'h eus lavaret. »
« Aotrou, a lavaras ar vaouez dezhañ,
gwelout a ran ez out ur profed.
Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ,
C'hwi avat a lavar eo e Jeruzalem emañ al lec'h ma 'z eus da azeuliñ ? »
« Kred ac’hanon, maouez, eme Jezuz,
dont a ra an eur na vo ken na war ar menez-mañ,
nag e Jeruzalem ho po da azeuliñ an Tad.
C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket ;
ni avat a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silvidigezh a zeu eus ar Juzevien.
Met dont a ra an eur, ha bremañ eo dija,
ma vo ar gwir azeulerien oc'h azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez ;
rak an Tad ez eo ar seurt azeulerien-se emañ o klask.
Doue a zo spered, hag ar re a azeul anezhañ o deus
d’e azeuliñ e spered hag e gwirionez. »
Ar vaouez a respontas :
« Gouzout a ran emañ ar Mesiaz o tont, an hini a vez graet Krist anezhañ ; pa vo deuet hennezh e roio deomp pep tra da anaout ».
Lavarout a reas Jezuz dezhi :
« Me eo, me hag a gomz ouzhit. »
War ar c'homzoù-se e tegouezhas e ziskibien,
ha souezhet e oant dre m’edo o komz gant ur vaouez.
Hini anezho koulskoude ne lavaras dezhañ :
« Petra glaskez pe perak e komzez ganti ? »
Ar vaouez neuze a lezas eno he fod-dour,
da vont e kêr ha da lavarout d’an dud :
« Deuit da welout un den hag en deus lavaret din kement am eus graet.
Daoust hag hennezh n’eo ket ar C'hrist ? »
Dont a rejont er-maez eus kêr da zont d’e gaout.
E-pad ar c’heit-se e talc’he e ziskibien warnañ en ur lavarout : « Rabbi, debr ».
Met eñ a respontas dezho : « Me am eus ur boued da zebriñ ha na anavezit ket ».
Hag an diskibien a lavare kenetrezo : « Daoust hag unan bennak en deus degaset dezhañ da zebriñ ? »
Lavarout a reas Jezuz dezho : « Va bevañs eo ober bolontez an Hini en deus va degaset, ha kas da benn e oberenn.
Hag-eñ ne lavarit ket : Pevar miz c’hoazh hag emañ an eost ? Setu ma lavaran deoc’h : Savit ho taoulagad ha gwelit ar maezioù : emaint o wennaat ha darev int evit an eost.
Dija en deus ar meder e c’hopr hag emañ o tastum frouezh evit ar vuhez peurbadel, en doare m’en em laouenaio an hader kenkoulz hag ar meder.
Rak amañ eo gwir ar c’hrennlavar : Unan a had, un all a ved.
Ho kaset em eus da eostiñ ar pezh n’ho poa ket bet poan gantañ. Reoù all o deus poaniet ha c’hwi a zo aet da vediñ frouezh o foan ».
Kalz a Samariiz eus ar gêr-se a gredas ennañ diwar gomz ar vaouez-se o reiñ an testeni-mañ : « Diskleriet en deus din kement am eus graet ».
O vezañ deuet eta d’e gaout, ar Samariiz a bedas anezhañ da chom ganto. Ha chom a reas eno daou zevezh.
Neuze kalz muioc’h c’hoazh a gredas ennañ en abeg d’e gomzoù e-unan,
hag e lavarent d’ar vaouez : « N’eo ket mui diwar da lavaroù-te e kredomp ; rak ni hon-unan hon eus e glevet ha gouzout a reomp ez eo hemañ e gwirionez a zo Salver ar bed ! ».

pe al lennadenn verr

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann  (Yn 4, 5-15.19b-26.39a.40-42)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Un eienenn zour o strinkañ evit ar vuhez peurbadel.

Allelouia ! Allelouia ! (Yn 4, 42. 15)
Aotrou, C’hwi eo evit gwir Salver ar bed ; roit deomp eus an dour bev, ha n'hor bo mui sec'hed.
Allelouia !

En em gavout a reas Jezuz gant ur gêr eus Samaria, anvet Sikar,
damdost d’an douaroù bet roet gant Jakob d’e vab Jozef.
Eno edo puñs Jakob.
Ha Jezuz, skuizh gant an hent, a oa en e goazez evel-se war vord ar puñs.
War-dro kreisteiz e oa anezhi.
Hag sed ur vaouez eus Samaria, o tont da dennañ dour.
Lavarout a eure Jezuz dezhi : « Ro din da evañ. »
Rak e ziskibien a oa aet e kêr da brenañ boued.
Met ar vaouez samariat-se a respontas dezhañ :
« Penaos, te hag a zo Juzev,
a c'houlenn da evañ diganin-me, ur Samariadez ? »
Rak ar Juzevien n’o devez darempred ebet gant ar Samariiz.
Jezuz a respontas en ur lavarout dezhi :
« Ma anavezfes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit : ''Ro din da evañ'',
eo te az pije goulennet digantañ
ha roet en dije dour bev dit-te. »
« Aotrou, emezi, n’ec'h eus netra da dennañ dour ha don eo ar puñs.
A belec'h eta az pije an dour bev-se ?
Ha te 'zo brasoc'h eget hon tad Jakob en deus roet deomp ar puñs-mañ
hag evet dioutañ e-unan, koulz hag e vugale hag e loened ? »
Respont a reas Jezuz dezhi ha lavarout :
« Kement hini a ev eus an dour-mañ en devo sec'hed c'hoazh ;
met an neb a evo eus an dour a roin-me dezhañ n’en devo sec'hed biken ken
hag an dour a roin dezhañ a zeuio da vezañ ennañ ur vammenn-dour
o strinkañ evit ar vuhez peurbadel.
Gwelout a ran ez out ur profed.
Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ,
C'hwi avat a lavar eo e Jeruzalem emañ al lec'h ma 'z eus da azeuliñ ? »
« Kred ac’hanon, maouez, eme Jezuz,
dont a ra an eur na vo ken na war ar menez-mañ,
nag e Jeruzalem ho po da azeuliñ an Tad.
C’hwi a azeul ar pezh n’anavezit ket ;
ni avat a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silvidigezh a zeu eus ar Juzevien.
Met dont a ra an eur, ha bremañ eo dija,
ma vo ar gwir azeulerien oc'h azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez ;
rak an Tad ez eo ar seurt azeulerien-se emañ o klask.
Doue a zo spered, hag ar re a azeul anezhañ o deus
d’e azeuliñ e spered hag e gwirionez. »
Ar vaouez a respontas :
« Gouzout a ran emañ ar Mesiaz o tont, an hini a vez graet Krist anezhañ ; pa vo deuet hennezh e roio deomp pep tra da anaout ».
Lavarout a reas Jezuz dezhi :
« Me eo, me hag a gomz ouzhit. »
Kalz a Samariiz eus ar gêr-se a gredas ennañ diwar gomz ar vaouez-se o reiñ an testeni-mañ : « Diskleriet en deus din kement am eus graet ».
O vezañ deuet eta d’e gaout, ar Samariiz a bedas anezhañ da chom ganto. Ha chom a reas eno daou zevezh.
Neuze kalz muioc’h c’hoazh a gredas ennañ en abeg d’e gomzoù e-unan,
hag e lavarent d’ar vaouez : « N’eo ket mui diwar da lavaroù-te e kredomp ; rak ni hon-unan hon eus e glevet ha gouzout a reomp ez eo hemañ e gwirionez a zo Salver ar bed ! ».

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 8 a viz Meurzh 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn