Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 15 a viz Meurzh 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr kentañ Samouel (1Sa 16, 1b.6-7.10-13a)
David a voe olevet da vezañ roue war Israel.
En deizioù-se e lavaras an Aotrou da Samouel :
« Leugn da gorn gant eoul ha kae !
Da gas a ran davet Jese, eus Betlehem :
pourvezet em eus din ur roue a-douez e vibien. »
Pa oant oc'h erruout, e welas Eliab hag e lavaras :
« Sur ! Emañ dirak an Aotrou e olevad ! »
Hag e lavaras an Aotrou da Samouel :
« Na sell ket ouzh e stumm nag ouzh uhelder e vent :
e zisteurel a ran ; ne varnan ket evel ma wel an den,
rak an den a sell gant an daoulagad,
hag an Aotrou a sell ouzh ar galon. »
Hag e tremenas Jese e seizh mab dirak Samouel,
hag e lavaras Samouel da Jese :
« N’en deus ket an Aotrou dibabet ar re-mañ. »
Hag e lavaras Samouel da Jese : « N’eus ken a baotred ? »
Hag e lavaras : « C’hoazh e van an hini yaouankañ : emañ o vesa an deñved. »
Hag e lavaras Samouel da Jese :
« Kas unan bennak d’e gerc'hat ; ne goazezimp ket ken na vo deuet amañ. »
Hag e voe kerc'het ha degaset :
rous e oa, kaer e zaoulagad ha brav da welout.
Hag e lavaras an Aotrou : « Sav ! Olev-eñ, rak eñ eo ! »
Hag e kemeras Samouel ur c'hornad eoul
hag e olevas a-douez e vreudeur.
Hag e strinkas Spered an Aotrou war David adalek an deiz se ha da c'houde.
🎶 Salm
Salm 23 Salm 23, (22), 1-3a. 3b-4. 5. 6
D : Va fastor eo an Aotrou, n'eus tra ebet o vankout din.
Va fastor eo an Aotrou, n'eus tra ebet o vankout din :
war bradeier leton glas em laka da c'hourvez.
Va ren a ra d'an dourioù diskuizhus,
da advevaat va ene.
Va bleinañ a ra dre hentoù ar reizhder evit enor e anv.
Ha pa gerzhin dre stankenn ar marv,
n'em bo aon rak droug ebet, c'hwi em c'hichen.
Ho pazh hag ho kammell,
a laka dinec'h va ene.
Evidon ec'h aozit ur pred
a-dal d'am enebourien ;
war va fenn e skuilhit ho c'hwez-vat,
va c'halir 'zo leun-barr.
Madelezh ha gras a gerzho ganin
a-hed devezhioù va buhez,
va chomadur a vo ti an Aotrou
a-hed an holl amzer.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'an Efeziz (Ef 5, 8-14)
Sav a-douez ar re varv, hag ar C'hrist az sklêrijenno.
Va breudeur, gwechall e oac'h teñvalijenn,
bremañ avat pa-z oc’h stag ouzh an Aotrou Krist ; en em renit evel bugale ar sklêrijenn ;
frouezh ar sklêrijenn eo kement a zo mat, just ha gwirion ;
lakait ho poan da anaout ar pezh a blij da Zoue,
ha na gemerit perzh ebet e oberoù didalvoud an deñvalijenn ; kentoc’h c’hoazh diskouezit ar fallagriezh anezho ;
rak ar pezh a ra an dud-se e kuzh, eo ur vezh zoken komz diwar e benn.
Met an holl draoù-se pa vez dispaket ar fallagriezh anezho a zeu da vezañ diskouezet er sklerijenn ;
ha kement a vez diskouezet er sklerijenn a zeu da vezañ sklerijenn. Setu perak e vez lavaret : Dihun eta, te hag a zo o kousket, sav eus a-douez ar re varv, ha warnout ar C'hrist a baro.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 9, 1-41)
Mont a reas eta, en em walc'hiñ, hag e tistroas o welout.
Allelouia ! Allelouia ! (Yn 8, 12)
Me eo sklêrijenn ar bed, eme an Aotrou,
an hini a ya d'am heul en devo sklêrijenn ar vuhez.
Allelouia !
En amzer-se, en ur dremen, e welas Jezuz un den dall abaoe e c'hanedigezh.
Hag e ziskibien a c'houlennas outañ :
« Rabbi, piv en deus pec'het, hemañ pe e dud, ma 'z eo bet ganet dall ? »
Respont a reas Jezuz : « Nag eñ nag e dud n’o deus pec'het,
met c'hoarvezet eo evit ma vezo diskouezet ennañ oberoù Doue.
Ret eo din, keit ha ma 'z eo deiz anezhi,
seveniñ oberoù an Hini en deus va c'haset ;
emañ an noz o tont, ma n’hell den labourat enni.
Tra m’emaon er bed, ez on sklêrijenn ar bed. »
O vezañ lavaret se, e tufas ouzh an douar, e reas pri gant e halo
hag e ledas ar pri-se war daoulagad an dall, en ur lavarout dezhañ :
« Kae d’en em walc'hiñ e lenn Siloe. » - ar pezh a dalv da lavarout Kannad -.
Mont a reas eta, en em walc'hiñ, hag e tistroas o welout.
Hogen an amezeien hag ar re o devoa e welet diagent o c'houlenn an aluzon
a lavare :
« Ha n’eo ket hemañ an hini a veze azezet hag a c'houlenne an aluzon ?. »
« Darn a lavare : « Hemañ eo », ha darn all :
« N’eo ket, met unan heñvel outañ. »
Eñ avat a lavare : « Me eo. »
Neuze e c'houlennjont outañ : « Penaos eo bet digoret dit da zaoulagad ? »
Respont a reas : « An den-se, a vez graet Jezuz anezhañ,
en deus graet pri hag en ledet war va daoulagad, en ur lavarout din :
Kae da lenn Siloe hag en em walc'h enni. Aet on, en em walc'het, hag e welan. »
Hag e lavarjont : dezhañ : « Pelec'h emañ an den-se ? »
« N’ouzon ket », emezañ.
Degas a reont dirak ar Farizianed an hini a oa bet dall.
Hogen ur sabad e oa an deiz-se m’en devoa Jezuz graet pri
ha digoret dezhañ e zaoulagad.
D’o zro ivez,
e c'houlennas ar Farizianed outañ penaos en devoa adkavet ar gweled.
Ma lavaras : « Lakaet en deus din pri war va daoulagad ;
en em walc'het on, hag e welan. »
Ac'hano, hiniennoù eus ar Farizianed a lavare :
« An den-se ne zeu ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. »
Met reoù all a lavare : « Penaos e c'hellfe ur pec'her ober hevelep burzhudoù ? »
Ha dizemglev a oa kenetrezo. Lavarout a rejont eta adarre d’an dall :
« Ha te, petra 'lavarez diwar e benn p’en deus digoret dit da zaoulagad ? »
« Ez eo ur profed », emezañ.
Ar Juzevien ne gredjont ket e oa bet dall an den-se
hag en devoa adkavet ar gweled ken n’o devoa galvet e dud.
Goulenn a rejont outo :
« Hag-eñ eo hemañ ho mab, a lavarit ez eo bet ganet dall ?
Penaos eta e wel bremañ ?
Respont a reas e dud :
« Ni 'oar ez eo hemañ hor mab hag ez eo bet ganet dall.
Penaos e wel bremañ ? N’ouzomp ket.
Pe daoust piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad ? N’ouzomp ket.
Goulennit outañ : oad a-walc'h en deus evit komz e-unan diwar e benn. »
Evel-se e respontas e dud dre m’o devoa aon rak ar Juzevien ;
rak dija ar Juzevien o devoa divizet teurel er-maez eus ar Sinagogenn
an neb a anzavfe Jezuz evel ar C'hrist.
Setu perak o devoa lavaret e dud : « Oad a-walc'h en deus, goulennit outañ. »
Gervel a rejont evit an eil gwech an den a oa bet dall hag e lavarjont dezhañ :
« Ro gloar da Zoue. Ni a oar ez eo an den-se ur pec'her. »
Hemañ avat a respontas dezho : « Ez eo ur pec'her, se n’ouzon ket ;
un dra hepken a ouzon : dall e oan, ha bremañ e welan ».
Lavarout a rejont : « Petra en deus graet dit ?
Penaos en deus digoret dit da zaoulagad ? »
Eñ a respontas : « Lavaret em eus deoc'h dija, ha n’hoc'h eus ket selaouet.
Perak e fell deoc'h en klevout adarre ?
Ha C'hwi ivez a fell deoc'h dont da vezañ e ziskibien ?. »
Neuze e tibunjont dezhañ mallozhioù hag e lavarjont :
« Te eo a zo diskibl dezhañ ; ni avat, da Voizez ez omp diskibien ;
ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez ;
met hemañ ne ouzomp ket eus pelec'h ez eo. »
Respont a reas an den en ur lavarout dezho :
« An dra-se eo a zo souezhus
n’oufec'h ket eus pelec'h ez eo
goude m’en deus digoret din va daoulagad.
Gouzout a reomp ne selaou ket Doue ouzh ar bec'herien ;
met an hini a enor Doue hag a ra e volontez a vez selaouet gantañ.
Biskoazh n’eus bet klevet
en divije unan bennak digoret e zaoulagad d’un den ganet dall.
Ma ne vije ket an den-se eus Doue, n’hellje ober netra. »
Respont a rejont dezhañ en ur lavarout :
« Er pec'hed out bet ganet penn-kil-ha-troad ha te a rafe skol dimp-ni ? »
Hag e deurel a rejont er-maez.
Klevout a reas Jezuz e oa bet taolet er-maez ganto,
hag o vezañ en em gavet gantañ,
e lavaras dezhañ : « Ha krediñ a rez e Mab Doue ? »
Hemañ a respontas : « Ha piv eo, Aotrou, evit ma kredin ennañ ? »
Jezuz a lavaras dezhañ :
« E welout a rez, an hini a gomz ouzhit, hennezh eo. »
Neuze e lavaras egile :
« Krediñ a ran, Aotrou. » Hag e stouas dirazañ.
Ha lavarout a reas Jezuz :
« Evit ur varnedigezh ez on deuet er bed-mañ :
evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall. »
Hiniennoù eus ar Farizianed hag a oa gantañ, a glevas kement-se hag a lavaras dezhañ : « Daoust ha ni ivez a zo tud dall ? »
« Ma vijec’h dall, eme Jezuz dezho, n’ho pije ket a bec’hed, met bremañ, peogwir e lavarit : 'Gwelout a reomp', e chom ho pec’hed ganeoc’h ».
pe al lennadenn verr
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 9, 1.6-9.13-17.34-38)
Mont a reas eta, en em walc'hiñ, hag e tistroas o welout.
Allelouia ! Allelouia ! (Yn 8, 12)
Me eo sklêrijenn ar bed, eme an Aotrou,
an hini a ya d'am heul en devo sklêrijenn ar vuhez.
Allelouia !
En amzer-se, en ur dremen, e welas Jezuz un den dall abaoe e c'hanedigezh.
Hag e ziskibien a c'houlennas outañ :
« Rabbi, piv en deus pec'het, hemañ pe e dud, ma 'z eo bet ganet dall ? »
Respont a reas Jezuz : « Nag eñ nag e dud n’o deus pec'het,
met c'hoarvezet eo evit ma vezo diskouezet ennañ oberoù Doue.
Ret eo din, keit ha ma 'z eo deiz anezhi,
seveniñ oberoù an Hini en deus va c'haset ;
emañ an noz o tont, ma n’hell den labourat enni.
Tra m’emaon er bed, ez on sklêrijenn ar bed. »
O vezañ lavaret se, e tufas ouzh an douar, e reas pri gant e halo
hag e ledas ar pri-se war daoulagad an dall, en ur lavarout dezhañ :
« Kae d’en em walc'hiñ e lenn Siloe. » - ar pezh a dalv da lavarout Kannad -.
Mont a reas eta, en em walc'hiñ, hag e tistroas o welout.
Hogen an amezeien hag ar re o devoa e welet diagent o c'houlenn an aluzon
a lavare :
« Ha n’eo ket hemañ an hini a veze azezet hag a c'houlenne an aluzon ?. »
« Darn a lavare : « Hemañ eo », ha darn all :
« N’eo ket, met unan heñvel outañ. »
Eñ avat a lavare : « Me eo. »
Degas a reont dirak ar Farizianed an hini a oa bet dall.
Hogen ur sabad e oa an deiz-se m’en devoa Jezuz graet pri
ha digoret dezhañ e zaoulagad.
D’o zro ivez,
e c'houlennas ar Farizianed outañ penaos en devoa adkavet ar gweled.
Ma lavaras : « Lakaet en deus din pri war va daoulagad ;
en em walc'het on, hag e welan. »
Ac'hano, hiniennoù eus ar Farizianed a lavare :
« An den-se ne zeu ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad. »
Met reoù all a lavare : « Penaos e c'hellfe ur pec'her ober hevelep burzhudoù ? »
Ha dizemglev a oa kenetrezo. Lavarout a rejont eta adarre d’an dall :
« Ha te, petra 'lavarez diwar e benn p’en deus digoret dit da zaoulagad ? »
« Ez eo ur profed », emezañ.
Respont a rejont dezhañ en ur lavarout :
« Er pec'hed out bet ganet penn-kil-ha-troad ha te a rafe skol dimp-ni ? »
Hag e deurel a rejont er-maez.
Klevout a reas Jezuz e oa bet taolet er-maez ganto,
hag o vezañ en em gavet gantañ,
e lavaras dezhañ : « Ha krediñ a rez e Mab Doue ? »
Hemañ a respontas : « Ha piv eo, Aotrou, evit ma kredin ennañ ? »
Jezuz a lavaras dezhañ :
« E welout a rez, an hini a gomz ouzhit, hennezh eo. »
Neuze e lavaras egile :
« Krediñ a ran, Aotrou. » Hag e stouas dirazañ.
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 15 a viz Meurzh 2026Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
