Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 22 a viz Meurzh 2026

Pempvet sul ar C'horaiz🟣 Mouk

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus diougan Ezekiel (Ek 37, 12-14)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Va spered a lakain ennoc'h hag e vevot.


Evel-henn e komz an Aotrou Doue :
Setu ma tigoran ho pezioù ;
ho lakaat a rin da sevel er-maez eus ho pezioù, o va fobl,
hag ho tegas a rin war zouar Israel.
Ha gouzout a reot ez eo me eo an Aotrou,
pa zigorin ho pezioù ha p'ho lakain
da sevel er-maez eus ho pezioù, o va fobl !
Lakaat a rin va spered ennoc'h hag advevañ a reot,
hag ho tiazezañ a rin war ho touar,
ha gouzout a reot ez eo me eo an Aotrou.
Komzet em eus hag henn ober a rin -diougan an Aotrou Doue !-.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 130 Salm 130 (129), 1-2. 3-4ab. 4c-6. 7-8

📖 Levr ar salmoù : Salm 130

D : An Aotrou a zo leun a drugarez ha largentezus d'hon dasprenañ.

Eus donder an islonk e krian davedoc'h, Aotrou ;
Aotrou, selaouit va galvadenn.
Digorit ho tivskouarn da deurel evezh
ouzh va mouezh o pediñ.

Mar dalc'hit kont eus hor pec'hedoù, Aotrou,
piv 'ta a c'hello padout ?
Met c'hwi eo an hini a bardon,
evit bezañ doujet ganeomp.
Esperout a ran en Aotrou, esperout a ran,
fiziañs am eus en e gomzoù.
Va ene a gont suroc'h war an Aotrou
eget ar gedour-noz war heol ar beure.

Muioc'h eget ar gedour-noz war heol ar beure
e kont Israel war an Aotrou,
rak an Aotrou 'zo leun a drugarez,
largentezus d'hon dasprenañ.
Eñ eo a zaspreno Israel
eus e holl bec'hedoù.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Romaned  (ro 8, 8-11)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ar Spered a zo o chom ennoc'h en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv.

Va breudeur, ar re a vev hervez plegoù fall an natur ne c’hellont ket plijout da Zoue.
C’hwi avat, arabat deoc’h ren ho puhez en ur heuliañ plegoù fall an natur, met bevit hervez ar Spered, peogwir emañ Spered Doue o chom ennoc’h. Hag an hini n’emañ ket gantañ Spered Jezuz Krist, hennezh n’eo ket diskibl dezhañ.
Met, mar-d emañ ar C’hrist ennoc’h, neuze, daoust ma-z eo ho korf un dra galvet da vervel en abeg d’ar pec’hed, ez eo leun ho spered dre ma-z oc’h bet rentet just.
Ha mar-d emañ o chom ennoc’h Spered an Hini en deus savet Jezuz a-douez ar re varv, neuze, an hevelep hini hag en deus savet ar C’hrist Jezuz a-douez ar re varv, a roio ivez ur vuhez nevez d’ho korfoù marvel, dre e Spered a zo ennoc’h o chom.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann  (Yn 11, 1-45)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Me eo an dasorc'h hag ar vuhez.

Allelouia ! Allelouia ! (Yn 11, 25-26)
Me eo an dasorc'h hag ar vuhez, eme an Aotrou ; an neb a gred ennon,
ne varvo biken.
Allelouia !

En amzer-se e oa ur c'hlañvour, Lazar, eus Betania,
kêriadenn Mari hag he c'hoar Marta.
Mari eo an hini he devoa olevet an Aotrou gant eoul c'hwez-vat,
ha sec'het dezhañ e dreid gant he blev ; he breur Lazar eo an hini a oa klañv.
E c'hoarezed eta a gasas keloù da lavarout da Jezuz :
« Aotrou, setu, klañv an hini a garez. »
O klevout ar c'heloù-se, e lavaras Jezuz :
« Ar c'hleñved-mañ ne denn ket d’ar marv,
met da c'hloar Doue, evit ma vo drezañ roet gloar da Vab Doue. »
Jezuz avat a gare Marta hag he c'hoar, ha Lazar.
Goude bezañ klevet keloù ar c'hleñved-se,
e chomas evelato daou zevezh el lec'h m’edo.
Ha goude-se e lavaras d’e ziskibien : « Deomp adarre da Vro-Judea. »
Lavarout a reas e ziskibien dezhañ : « Rabbi, n’eus ket pell,
e klaske c'hoazh ar Juzevien da veinata, hag e tistroez di adarre ? »
Jezuz a respontas : « Hag-eñ n’eus ket daouzek eurvezh deiz ?
An neb a gerzh e-pad an deiz, ne vez ket o strebotiñ,
rak gwelout a ra sklêrijenn ar bed-mañ ;
met ma vale unan bennak en noz,
e strebot dre n’emañ ket ar sklêrijenn ennañ. »
Goude ar c'homzoù-se e lavaras dezho c'hoazh :
« Lazar, hor mignon, a zo kousket ; met mont a ran d’e zihuniñ. »
Neuze e lavaras e ziskibien dezhañ :
« Aotrou, mar d-emañ o kousket e vo saveteet. »
Met Jezuz en devoa komzet eus e varv,
hag int a grede e komze eus ar c'housked.
Neuze Jezuz a lavaras dezho en-fraezh :
« Marv eo Lazar, hag abalamour deoc'h ez eus levenez ganin
o vezañ n’edon ket eno, evit ma kredot ; met deomp d’e gaout ! »
Tomaz, an hini a anver Didimoz, a lavaras d’e gendiskibien :
« dimp-ni ivez evit mervel gantañ. »
Dont a reas Jezuz eta hag e kavas Lazar lakaet er bez pevar devezh a oa.
Tost da Jeruzalem edo Betania, un tri c’hard lev bennak diouti.
Ha kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gaout Marta ha Mari
evit o frealziñ diwar-benn o breur.
Marta eta, kerkent ha ma klevas edo Jezuz o tont, a yeas d’e ziambroug ;
Mari a oa chomet azezet er gêr avat.
Ha Marta a lavaras da Jezuz :
« Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur.
Met bremañ c'hoazh ec'h ouzon e roio Doue
dit holl gement a c'houlenni digantañ. »
Lavarout a reas Jezuz dezhi : « Adsevel a raio da vreur a varv da vev ».
Lavarout a reas Marta dezhañ :
« Gouzout a ran ec'h adsavo a varv da vev, en Dasorc'hidigezh, d’an deiz diwezhañ. »
Jezuz a lavaras dezhi : « Me eo an Dasorc'h hag ar Vuhez ;
an neb a gred ennon, ha goude ma ve marv a vevo ;
hag an neb a vev o krediñ ennon, ne varvo ket da virviken.
Ha krediñ a rez an dra-se ? »
« Ya, Aotrou, emezi, krediñ a ran ez eo te ar C'hrist, Mab Doue,
an Hini a zo o tont er bed-mañ. »
Goude lavarout an dra-se ez eas kuit
hag e c'halvas Mari he c'hoar en ur lavarout dezhi sioulik :
« Erru eo ar Mestr ha da c'hervel a ra. »
Hag hi, kerkent ha klevet, a savas buan hag a zeuas betek ennañ.
Rak ne oa ket deuet c'hoazh Jezuz e-barzh ar gêriadenn ;
edo bepred el lec'h m’he devoa Marta en em gavet gantañ.
Neuze ar Juzevien hag a oa ganti en ti ouzh he frealziñ,
pa weljont Mari o sevel prim hag o vont er-maez, a yeas d’he heul,
en ur soñjal edo o vont d’ar bez, da ouelañ eno.
Mari eta, adal ma tegouezhas el lec'h m’edo Jezuz, pa welas anezhañ,
a gouezhas e-harz e dreid hag a lavaras dezhañ :
« Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur. »
Jezuz ouzh he gwelout o leñvañ
hag ivez, o leñvañ, ar Juzevien a oa deuet ganti,
a skrijas en e spered, hag a voe strafuilhet e-unan.
« Pelec'h, emezañ, hoc'h eus e lakaet ? »
« Aotrou, a respontjont, deus ha gwel. »
Ha Jezuz da ouelañ.
War-se ar Juzevien da lavarout : « Sellit na pegement e kare anezhañ. »
Met darn anezho a lavaras :
« N’helle ket hemañ, hag en deus digoret daoulagad an dall,
ober na vije ket marvet hemañ ? »
Jezuz, o skrijañ a-nevez ennañ e-unan a zeuas d’ar bez.
Ur c'hev e oa anezhañ gant ur maen o stouvañ warnañ.
Ha Jezuz da lavarout : « Lamit ar maen kuit. »
Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ :
« Aotrou, c'hwez fall a zo dija gantañ, rak ar pevare devezh eo bremañ. »
Jezuz a lavaras dezhi :
« Ha n’em eus ket lavaret dit e weli, ma kredez, gloar Doue ?. »
Tennañ a rejont eta ar maen kuit.
Ha Jezuz o sevel e zaoulagad war-zu an Neñv, a lavaras :
« Tad, bennozh a lavaran dit o vezañ m’ac'h eus va selaouet.
Me avat a oar am selaouez atav,
met komzet em eus en abeg d’an dud a zo en-dro din,
evit ma kredint ez eo Te ac'h eus va c'haset. »
Ha goude bezañ lavaret an dra-se,
e huchas a vouezh kreñv : « Lazar, deus er-maez ! »
Ha diouzhtu e teuas er-maez an hini marv,
liammet e dreid hag e zaouarn gant lietennoù hag e benn paket gant ul lienenn.
Jezuz a lavaras dezho : « Diliammit-eñ ha lezit-eñ da vont. »
Neuze kalz eus ar Juzevien a oa deuet da gaout Mari,
o welout ar pezh en devoa graet Jezuz, a gredas ennañ.

pe al lennadenn verr

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann  (Yn 11, 3-7.17.20-27.33b-45)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Me eo an dasorc'h hag ar vuhez.

Allelouia ! Allelouia ! (Yn 11, 25-26)
Me eo an dasorc'h hag ar vuhez, eme an Aotrou ; an neb a gred ennon,
ne varvo biken.
Allelouia !

En amzer-se, Marta ha Mari, c'hoarezed Lazar,
a gasas keloù da lavarout da Jezuz
« Aotrou, setu, klañv an hini a garez. »
O klevout ar c'heloù-se, e lavaras Jezuz :
« Ar c'hleñved-mañ ne denn ket d’ar marv,
met da c'hloar Doue, evit ma vo drezañ roet gloar da Vab Doue. »
Jezuz avat a gare Marta hag he c'hoar, ha Lazar.
Goude bezañ klevet keloù ar c'hleñved-se,
e chomas evelato daou zevezh el lec'h m’edo.
Ha goude-se e lavaras d’e ziskibien : « Deomp adarre da Vro-Judea. »
Dont a reas Jezuz eta hag e kavas Lazar lakaet er bez pevar devezh a oa.
Marta eta, kerkent ha ma klevas edo Jezuz o tont, a yeas d’e ziambroug ;
Mari a oa chomet azezet er gêr avat.
Ha Marta a lavaras da Jezuz :
« Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur.
Met bremañ c'hoazh ec'h ouzon e roio Doue
dit holl gement a c'houlenni digantañ. »
Lavarout a reas Jezuz dezhi : « Adsevel a raio da vreur a varv da vev ».
Lavarout a reas Marta dezhañ :
« Gouzout a ran ec'h adsavo a varv da vev, en Dasorc'hidigezh, d’an deiz diwezhañ. »
Jezuz a lavaras dezhi : « Me eo an Dasorc'h hag ar Vuhez ;
an neb a gred ennon, ha goude ma ve marv a vevo ;
hag an neb a vev o krediñ ennon, ne varvo ket da virviken.
Ha krediñ a rez an dra-se ? »
« Ya, Aotrou, emezi, krediñ a ran ez eo te ar C'hrist, Mab Doue,
an Hini a zo o tont er bed-mañ. »
Jezuz ouzh he gwelout o leñvañ
hag ivez, o leñvañ, ar Juzevien a oa deuet ganti,
a skrijas en e spered, hag a voe strafuilhet e-unan.
« Pelec'h, emezañ, hoc'h eus e lakaet ? »
« Aotrou, a respontjont, deus ha gwel. »
Ha Jezuz da ouelañ.
War-se ar Juzevien da lavarout : « Sellit na pegement e kare anezhañ. »
Met darn anezho a lavaras :
« N’helle ket hemañ, hag en deus digoret daoulagad an dall,
ober na vije ket marvet hemañ ? »
Jezuz, o skrijañ a-nevez ennañ e-unan a zeuas d’ar bez.
Ur c'hev e oa anezhañ gant ur maen o stouvañ warnañ.
Ha Jezuz da lavarout : « Lamit ar maen kuit. »
Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ :
« Aotrou, c'hwez fall a zo dija gantañ, rak ar pevare devezh eo bremañ. »
Jezuz a lavaras dezhi :
« Ha n’em eus ket lavaret dit e weli, ma kredez, gloar Doue ?. »
Tennañ a rejont eta ar maen kuit.
Ha Jezuz o sevel e zaoulagad war-zu an Neñv, a lavaras :
« Tad, bennozh a lavaran dit o vezañ m’ac'h eus va selaouet.
Me avat a oar am selaouez atav,
met komzet em eus en abeg d’an dud a zo en-dro din,
evit ma kredint ez eo Te ac'h eus va c'haset. »
Ha goude bezañ lavaret an dra-se,
e huchas a vouezh kreñv : « Lazar, deus er-maez ! »
Ha diouzhtu e teuas er-maez an hini marv,
liammet e dreid hag e zaouarn gant lietennoù hag e benn paket gant ul lienenn.
Jezuz a lavaras dezho : « Diliammit-eñ ha lezit-eñ da vont. »
Neuze kalz eus ar Juzevien a oa deuet da gaout Mari,
o welout ar pezh en devoa graet Jezuz, a gredas ennañ.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 22 a viz Meurzh 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn