Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Merc'her 25 a viz Meurzh 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Izaias (Iz 7, 10-14)
Setu m'eo dougerez ar Werc'hez hag e c'hano ur mab.
An Aotrou a gomzas c'hoazh ouzh Ac'haz en ur lavarout :
« Goulenn un arouez digant an Aotrou da Zoue,
pe en donder an douar pe en uhelder an Neñv. »
Met Ac'haz a respontas :
« Ne c'houlennin ket ha ne demptin ket an Aotrou ! »
Neuze e lavaras Izaias :
« Selaouit eta, tud tiegezh David !
Hag-eñ eo re nebeut deoc'h skuizhañ an dud
Ma skuizhit ivez va Doue ?
Neuze eo an Aotrou anezhañ e-unan a roio deoc'h un arouez :
Setu m'eo dougerez ar Werc'hez hag e c'hano ur mab
A vo roet dezhañ Emmanouel da anv. »
🎶 Salm
Salm 40 Salm 40 (39), 7-8a, 8b-9, 10,11
D : Setu ma teuan, va Doue, evit ober ho polontez.
Na sakrifis na profadenn n'o deus plijet deoc'h-c'hwi,
met digoret hoc'h eus din va divskouarn.
Ne c'houlennit na loskaberzh na dibec'hadenn,
neuze em eus lavaret : « Setu me amañ.
Evel m'eo bet skrivet e rolled al levr diwar va fenn evit ober ho polontez.
O va Doue, va holl dudi eo ho lezenn,
e-kreiz donañ va c'halon. »
Embannet em eus ho reizhder hag ho silvidigezh
e-kreiz ar vodadeg vras ;
nann, n'em eus ket serret va muzelloù,
ha c'hwi en goar ervat, Aotrou.
N'em eus ket kuzhet ho reizhder em c'halon,
diskleriet em eus ho fealded.
N'em eus ket tavet war ho madelezh na war ho kwirionez
dirak ar vodadeg vras.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher an Abostol Paol d'an Hebreed (Heb 10, 4-10)
E rolled al levr eo skrivet diwar va fenn, evit ober da bolontez, o Doue !
Va breudeur, dic'hallus eo da wad tirvi ha bouc'hed lemel ar pec'hedoù kuit.
Setu perak, ar C'hrist o tont er bed, a gomz evel-henn :
« Nag aberzh na profadenn n’o deus plijet dit,
met ur c'horf ac'h eus kempennet din ;
n’ec'h eus ket kavet mat na loskaberzhoù
nag aberzhoù evit ar pec'hed ;
neuze em eus lavaret : Setu ma teuan,
rak e rolled al levr eo skrivet diwar va fenn, evit ober da volontez, o Doue ! »
Kregiñ a ra o lavarout : Nag aberzhoù, na profadennoù,
nag loskaberzhoù, nag aberzhoù evit ar pec'hed
n’o deus plijet dit, n’ec'h eus ket o c'havet mat.
Ha koulskoude eo hervez al Lezenn e vezont kinniget.
Ha goude-se e tiskler : Setu ma teuan evit ober da volontez !
Kement-se a zo lemel kuit an urzhiadur kentañ evit diazezañ an eil.
Hag ar volontez-se eus Doue eo an hini a ro deomp santelezh
dre ar prof en deus graet Jezuz Krist eus e gorf ur wech evit mat.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez Lukaz (Lk 1, 26-38)
Setu ma vi dougerez, ha ma c'hani ur mab.
Meuleudi hag enor deoc'h, Aotrou Jezuz !
Ar Gomz a zo deuet da vezañ korf ha savet en deus e deltenn en hon touez,
ha gwelet hon eus e c'hloar.
Meuleudi hag enor deoc'h, Aotrou Jezuz ! E diavaez ar C’horaiz : Alleluia ! Alleluia !
En amzer-se, er c'hwec'hvet miz, e voe kaset an Ael Gabriel gant Doue
d’ur gêr a C'halilea anvet Nazared,
da gaout ur werc'hez gouestlet e dimezi d’un den anvet Jozef,
eus tiegezh David,
hag anv ar werc'hez a oa Mari.
Ha deuet en he betek e lavaras :
« Bez laouen, leun a c'hras, an Aotrou a zo ganit ! »
Hi avat a voe strafuilhet gant ar gerioù-se,
oc'h en em c'houlenn petra 'oa ar salud-se.
Hag an Ael a lavaras dezhi :
« Na spont ket, Mari, gras ac'h eus kavet dirak Doue.
Setu ma vi dougerez, ha ma c'hani ur mab,
hag e roi dezhañ Jezuz da anv.
Hennezh a vo bras ha Mab an Uhelañ a vo graet anezhañ,
hag an Aotrou Doue a roy dezhañ tron David, e dad.
Ren a ray war diegezh Yakob da virviken,
hag e rouantelezh ne vo dibenn ebet dezhi. »
Neuze e lavaras Mari d’an Ael :
« Penaos e c'hoarvezo kement-se pa n’anavezan ket ar gwaz ? »
Hag an Ael a respontas dezhi :
« Ar Spered Santel a zeuio warnout,
ha galloud an Uhelañ az koloio gant e skeud ;
rak-se eta, da grouadur santel a vo anvet Mab Doue.
Ha gwel, Elizabed da garez, setu m’he deus koñsevet ur mab en he c'hozhni,
hag ar miz-mañ eo ar c'hwec'hvet evit an hini a veze anvet gaonac'h ;
rak n’eus netra a vefe trec'h da c'halloud Doue. »
Ha Mari da lavarout :
« Setu servijerez an Aotrou : ra vo graet din hervez da lavar. »
Hag ez eas an Ael kuit diouti.
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Merc'her 25 a viz Meurzh 2026Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
