Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 29 a viz Meurzh 2026
An Iliz, hiziv, a eñvor donedigezh ar C'hrist an Aotrou e Jeruzalem evit kas da benn mister e Bask. Setu perak e vez graet eñvor eus antre an Aotrou e kêr, dre ul Lidkerzh pe un antre lidus a-raok an Oferenn bennañ, met un antre Eeun a-raok an Oferennoù all.
✝️ Aviel Donedigezh Jezuz da Jeruzalem
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 21, 1-11)
Benniget an hini a zeu e anv an Aotrou Doue.
Pa voent erru tost da Jeruzalem
ha degouezhet e Betfage war-dro menez an Olived,
neuze e kasas Jezuz daou eus e ziskibien en ur lavarout dezho :
« It d’ar gêriadenn a zo dirazoc'h ;
ha diouzhtu e kavot un azenez stag hag un azenig ganti ;
he distagit hag o degasit din.
Ma vez lavaret deoc’h un dra bennak, respontit : An Aotrou en deus ezhomm anezho, ha diouzhtu goude e rento anezho deoc’h ».
Kement-mañ a zegouezhas evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed :
« Lavarit da verc’h Sion : Setu da Roue o tont davedout, dilorc’h azezet war un azenez, ha war un azenig, mab an hini a zoug ar yev ».
Mont a reas eta an diskibien hag e rejont evel m’en devoa Jezuz kemennet dezho,
e tegasjont ganto an azenez hag an azen bihan. Lakaat a rejont o mantilli warno hag e rejont da Jezuz azezañ war-c’horre.
Ur maread a dud a ledas o mantilli war an hent ; darn all a droc’he skourroù diouzh ar gwez hag o strewe war an hent.
Hag an holl bobl-se, en e raok ha war e lerc’h, a youc’he : « Hozanna da Vab David ! Ra vo benniget an hini a zeu e anv an Aotrou ! Hozanna e barr an Neñvoù ! ».
Hag evel ma-z antree e Jeruzalem e voe strafuilhet an holl e kêr,
hag e lavare kêriz : « Piv eo hennezh ? » hag an engroez a responte : « Ar profed ez eo, Jezuz, eus Nazared e Galilea ».
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Izaias (Iz 50, 4-7)
N'em eus ket distroet va dremm diouzh an dismegañsoù, met gouzout a ran ne vezin ket mezhekaet.
An Aotrou Doue en deus roet din un teod a ziskibl
Ma c'hellin kennerzhañ d'am zro an den divi.
Bep mintin, e gomz am dihun, a zihun va skouarn
Ma selaouin evel ma ra un diskibl.
An Aotrou Doue en deus digoret din va skouarn,
Ha me n'em eus ket enebet,
N'en em eus ket en em dennet war dreñv.
Roet em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin,
Ha va divjod d'ar re a ziskrape din va barv ;
N'em eus ket kuzhet va dremm
Diouzh an dismegañsoù hag ar skopoù.
Met an Aotrou Doue a zeu d'am skoazellañ,
Ha gant se ne ruzian ket dirak an dismegañs :
Setu perak em eus lakaet va dremm kalet evel ar roc'h,
Ha gouzout a ran ne vezin ket mezhekaet.
🎶 Salm
Salm 22 Salm 22 (21), 8-9, 17-18a, 19-20, 23-24
D : Doue, va Doue, perak hoc'h eus va dilezet ?
Kement hini am gwel a ra goap ouzhin,
risignal a reont hag hejañ o fenn :
«Lakaet en deus e fiziañs en Aotrou : dezhañ d'e zieubiñ,
dezhañ d'e salviñ, pa gar anezhañ».
Ya, ur vandenn chas en em gelc'h en-dro din,
ur bagad hailhoned am arsailh a bep tu.
Toullet o deus va daouarn ha va zreid,
emaint o kontañ va holl eskern.
Lodennañ a reont va dilhad kenetrezo
ha war va zoneg e tennont ar sord.
C'hwi avat, Aotrou, na chomit ket pell diouzhin,
C'hwi, va sikour, hastit va skoazellañ.
Embann a rin neuze hoc'h anv d'am breudeur,
ho meuliñ a rin e-kreiz ar vodadeg.
C'hwi hag a zouj an Aotrou, kanmeulit-Eñ,
C'hwi holl diskennidi Jakob, dougit klod dezhañ.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Filipiz. (Fip 2, 6-11)
En em izelaet en deus e-unan : setu perak en deus Doue e uhelsavet.
Hon Aotrou Jezuz, Eñ hag a oa Doue a stumm
ne sellas ket evel e dra chom en e renk, par da Zoue ;
Met da netra eo 'n em lakaet dre gemer stumm ar servijer
ha dont da vezañ 'giz an dud.
Goude 'n em ziskouez 'vel un den
en deus c'hoazh en em izelaet dre sentiñ betek ar marv,
betek ur marv war ur groaz.
Setu perak en deus Doue uhelsavet anezhañ,
ha roet dezhañ an anv a zo a-us da bep anv,
ma vo pep glin en anv Jezuz o plegañ e lein an Neñvoù,
war an douar hag e bed an Ankoù,
evit ma tisklerio pep teod eo Jezuz Krist eo an Aotrou,
evit gloar Doue an Tad.
✝️ Aviel
Pasion hon Aotrou Jezuz Krist hervez sant Mazhev (Mz 26, 14 – 27, 66)
Neuze unan eus an Daouzek, Judaz Iskariot e anv, a yeas da gaout an Arc’hbeleien, hag a lavaras dezho :
« Pegement a fell deoc’h reiñ din, evit m’e lakain etre ho taouarn ? » Ar re-mañ a zivizas reiñ dezhañ tregont pezh-arc’hant.
Ha diwar neuze e klaske un degouezh mat evit e lakaat etre o daouarn.
Da zeiz kentañ ar Bara Dic’hoell e teuas an diskibien da gaout Jezuz, en ur lavarout dezhañ : « E pelec’h e fell dit ec’h aozfemp evidout pred ar Pask ? »
Respont a reas Jezuz : « It e Kêr, da di hemañ-hen, ha lavarit dezhañ : Ar Mestr a lavar : Tost emañ va amzer, du-se e ran ar Pask gant va diskibien ».
Hag e reas an diskibien evel m’en devoa Jezuz gourc’hemennet dezho, hag ec’h aozjont ar Pask.
Deuet an abardaez, edo ouzh taol gant an Daouzek.
Hag e-pad m’edont o tebriñ e lavaras dezho : « E gwirionez me 'lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h a ya d’am gwerzhañ ».
Glac’haret bras e voent, ha pep hini en em lakaas da lavarout dezhañ : « Ha me an hini eo, Aotrou ? »
Eñ avat a respontas : « An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh am gwerzho.
Mab an Den a ya kuit hervez ar pezh a zo bet skrivet diwar e benn, met gwa d’an den-se m’eo gwerzhet Mab an Den gantañ ! Gwelloc’h e vije bet d’an den-se ma ne vije ket bet ganet ».
Judaz neuze, an hini a dlee e werzhañ, en em lakaas da lavarout : « Daoust ha me eo, Mestr ? »
Jezuz a respontas : « Ya, lavarout mat a rez ! ».
Hag e-pad m’edont gant o fred e kemeras Jezuz bara ; hag o vezañ lavaret ar vennigadenn, e torras anezhañ hag hen roas d’e ziskibien en ur lavarout : « Kemerit ha debrit : va c’horf eo kement-mañ ».
Goude-se o vezañ kemeret ur c’haliriad, e reas ur bedenn a drugarez hag hen roas dezho en ur lavarout : « Evit holl dioutañ, rak va gwad eo kement-mañ, gwad an Emglev, an hini skuilhet evit e-leizh a dud, evit ar pardon eus ar pec’hedoù. . »
Henn lavarout a ran, ne evin mui diwar vremañ eus ar frouezh mañ eus ar winienn, betek an deiz se ma-z evin hini nevez, a gevret ganeoc'h, e Rouantelezh va Zad. »
En hent war zu Getsemani
Goude bezañ kanet ar salmoù ez ejont er maez etrezek Menez an Olived. Neuze Jezuz a lavaras dezho : « Holl e tichañso deoc’h kouezhañ abalamour din-me en noz-mañ, rak skrivet eo : Skeiñ a rin gant ar mesaer ha stlabezet e vo a bep tu deñved ar bagad.
Met goude ma vin adsavet da vev, ez in en ho raok da C’halilea. »
Met Pêr, o sevel e vouezh, a lavaras dezhañ : « Ha pa zeufe an holl da gouezhañ abalamour dit, evidon-me avat, biken ne gouezhin ! »
Neuze e tisklerias Jezuz dezhañ : « E gwirionez me 'lavar dit, en noz-mañ, a-raok m’en do kanet ar c’hilhog, az po va nac’het dre deir gwech ».
Pêr a respontas : « Ha pa rankfen mervel a-unan ganit-te, nann, n’az tianzavin ket ! » Ha kement-all a lavaras an holl ziskibien.
Neuze ez eas Jezuz ganto d’an domani anvet Getsemani, hag e lavaras d’e ziskibien : « Azezit amañ tra ma-z in-me du-hont da bediñ ».
Hag o vezañ kemeret gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, e krogas da vezañ trist hag ankeniet.
Neuze e lavaras dezho : « Trist-meurbed eo va ene da vervel ; chomit amañ ha beilhit ganin.
Hag o vezañ aet un tammig pelloc’h, e kouezhas war e zremm o pediñ hag en ur lavarout : « Va Zad, mar-d eo posubl, ra bellaio ar c’haliriad-mañ diouzhin ! Koulskoude, ra vo graet n’eo ket ar pezh a fell din-me, met ar pezh a fell dit-te ».
Goude-se e tistroas da gaout e ziskibien, hag e kavas anezho kousket. Lavarout a reas da Bêr : « Evel-se n’hoc’h eus ket gellet beilhañ un eurvezh ganin ?
Beilhit ha pedit da chom hep kouezhañ en temptadur ; prim eo ar spered, met dinerzh eo ar c’horf ».
Evit an eil gwech e pellaas, hag e pedas evel-henn : « Va Zad, mar ne c’hell ket ar c’haliriad-mañ tremen hebiou din, hep bezañ evet ganin, ra vo graet da volontez ! ».
Ha deuet a-nevez betek enno, e kavas anezho kousket, rak pounner e oa aet o daoulagad.
Ouzh o lezel adarre, ez eas da bediñ evit an trede gwech, o lavarout c’hoazh an hevelep komzoù.
Neuze e tistroas da gaout e ziskibien hag e lavaras dezho : « Kouskit bremañ, ha diskuizhit ’ta ! Deuet an eur ma vo lakaet Mab an Den etre daouarn ar bec’herien !
Savit, deomp ! Setu m’emañ tost an hini am gwerzh ».
Edo c’hoazh o komz pa zegouezhas Judaz, unan eus an Daouzek, ha gantañ ur bagad niverus a dud, gant klezeier ha bizhier, degaset a-berzh an Arc’hbeleien hag Henaourien ar Bobl.
An treitour en devoa roet dezho ar sin-mañ :
« An hini a bokin dezhañ, emezañ, hennezh eo, tapit krog ennañ ».
Ha kerkent, o tostaat da Jezuz, e lavaras : « Salud, Mestr ! » Hag e roas ur c’haer a bok dezhañ.
Jezuz avat, a lavaras : « Va mignon, gra ar pezh ez out deuet da ober. » Hag int a dostaas hag a daolas o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ.
Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz, a astennas e zorn, hag a dennas e gleze, hag o skeiñ un taol gant servijer ar Beleg-meur e troc’has dezhañ e skouarn.
Jezuz neuze a lavaras dezhañ : « Laka en-dro da gleze en e lec’h ; rak ar re a gemero ar c’hleze, a varvo dre ar c’hleze.
Kavout a ra dit ne c’hellan ket pediñ va Zad, hag e kasfe din raktal, ouzhpenn daouzek armead Aeled ?
Met penaos e teufe neuze da wir ar Skriturioù a lavar ez eo evel-se e tle an traoù erruout ? »
D’an eur-se eo e lavaras Jezuz d’an dud : « Evel etrezek ul laer ez oc’h deuet gant klezeier ha bizhier d’am fakañ. Koulskoude, bemdez e vezen en Templ o kelenn, azezet, ha n’hoc’h eus ket tapet krog ennon.
Kement-se holl a zo en em gavet evit ma vo kaset da benn Skriturioù ar Brofeded ».
Neuze e holl ziskibien e zilezas hag a dec’has kuit.
Ar re o devoa tapet krog e Jezuz a zegasas anezhañ da di Kaifas, ar Beleg-meur, e-lec’h ma oa bodet ar Skribed hag Henaourien ar Bobl.
Pêr a heulias anezhañ eus a-bell, betek porzh ar Beleg-meur hag o vezañ aet e-barzh ez eas da azezañ gant ar servijerien evit gwelout penaos ez echufe an traoù.
An Arc’hbeleien hag ar C’huzul a-bezh a oa o klask ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, da gaout abeg d’e gas d’ar marv ;
ha ne gavent hini ebet, daoust ma oa deuet meur a hini da zougen falstesteni dirazo. En diwezh e teuas daou, hag a lavaras : « Hemañ en deus diskleriet : Gellout a ran diskar Templ Doue, hag en ur ober tri devezh e adsevel ».
Neuze, sevel a reas ar Beleg-meur en e sav hag e lavaras da Jezuz : « Ne respontez netra d’an tamall emañ an testoù-mañ o tiskleriañ a-enep dit ? »
Jezuz avat a chome digomz. Hag ar Beleg-meur a lavaras dezhañ : « Da c’hourfediñ a ran e anv an Doue bev da lavarout deomp ha te eo ar Mesiaz, Mab Doue ».
Jezuz a respontas dezhañ : « Ya, te lavar mat ! Ouzhpenn-se me 'lavar deoc’h : A-vremañ e welot Mab an Den azezet en tu dehou d’an Hollc’halloudeg hag o tont war goabrennoù an Neñvoù ».
Neuze ar Beleg-meur a rogas e zilhad en ur lavarout : « Blasfemet en deus ! Da betra hon eus ezhomm a destoù c’hoazh ? Emaoc’h o paouez klevout e vlasfem !
Petra 'soñjit ? »
Hag int da respont : « Ar marv a zo dleet dezhañ ! »
Neuze en em lakjont da skopañ outañ war e zremm, ha da reiñ taolioù dezhañ ; lod all skouarnadoù, en ur lavarout : « Gra deomp da brofed, Mesiaz, piv en deus skoet ganit ? »
Pêr avat, a oa azezet er-maez, er porzh, pa dostaas outañ ur vatezh hag a lavaras dezhañ : « Te ivez a oa gant Jezuz ar Galilead ».
Met eñ a nac’has dirak an holl en ur lavarout : « N’ouzon ket petra 'fell dit lavarout ».
Hag evel ma-z ae da gaout an nor-dal, e voe gwelet gant ur vatezh all a lavaras d’ar re a oa eno : « Hemañ a oa gant Jezuz an Nazaredad.
Adarre e nac’has en ur douiñ : « N’anavezan ket an den-se ».
Ha prestik goude e tostaas ar re a oa eno a dostaas, hag e lavarjont da Bêr : « Sur-mat, te ivez, a zo unan eus an dud-se ; da zoare da gomz a ziskuilh ac’hanout ».
Neuze e krogas da vallozhiñ ha da douiñ : « N’anavezan ket an den-se ». Kerkent avat, e kanas ur c’hilhog.
Hag e teuas da soñj da Bêr eus ar pezh en devoa lavaret Jezuz : « A-raok ma kano ar c’hilhog, eo dre deir gwech az po va dinac’het ». Hag aet er-maez, e skuilhas daeroù c’hwerv.
Jezuz dirak Pilat. Dic’hoanag hag emlazh Judaz.
Pa voe deuet ar mintin en em vodas e kuzul an holl Arc’hbeleien hag Henaourien ar bobl a-enep Jezuz, evit gwelout penaos e lakaat d’ar marv.
Ha goude bezañ e chadennet e kasjont anezhañ ganto da Bilat, ar gouarnour, evit e lakaat etre e zaouarn.
Judaz neuze, an hini en devoa e werzhet, o welout e oa kondaonet, a savas keuz dezhañ, hag a zegasas en-dro an tregont pezh-arc’hant d’an Arc’hbeleien ha d’an Henaourien,
en ur lavarout : « Pec’het em eus o werzhañ gwad didamall ». Met respont a rejont dezhañ : « Petra 'ra kement-se deomp-ni ? An dra-se a sell ouzhit ! »
Neuze e stlapas ar pezhioù-arc’hant etrezek ar Santual, e tec’has kuit hag ez eas d’en em grougañ.
Hogen an Arc’hbeleien a zastumas ar pezhioù-arc’hant-se hag a lavaras : « N’eo ket permetet o lakaat en kef an Templ, rak priz ar gwad ez int ».
Neuze goude bezañ graet kuzul e prenjont ganto Park ar Poder, evit beziañ an estrañjourien.
Setu perak e voe graet eus ar park-se "Park ar Gwad", evel ma vez graet eus ar park-se c’hoazh, en deiz a hiziv.
Neuze e voe teuas da wir ar gomz lavaret gant ar profed Jeremias : « Kemeret o deus an tregont pezh-arc’hant, priz an hini gwerzhet, hervez ar marc’had graet gant darn eus bugale Israel, ha roet o deus anezho evit Park-ar-Poder, evel m’en devoa gourc’hemennet din an Aotrou ».
Degaset e voe Jezuz dirak ar Gouarnour, hag e c’houlennas ar Gouarnour digantañ : « Ha te eo Roue ar Juzevien ? »
Jezuz a respontas : « Ya, te lavar mat ».
Met d’an tamalloù a rae outañ an Arc’hbeleien hag an Henaourien, ne respontas netra.
Neuze e lavaras Pilat dezhañ : « Ha ne glevez ket pegement a draoù emaint o testeniañ a-enep dit ? »
Met neuze ne respontas ger ebet dezhañ, ken e oa souezhet bras ar Gouarnour.
Da geñver pep Gouel Pask e oa kustum ar Gouarnour da leuskel gant ar bobl ur prizoniad bennak, an hini a c’houlennent.
Bez’e oa neuze ur prizoniad brudet a-walc’h, anvet Barabba.
Pa voe bodet ar bobl, e lavaras Pilat dezho : « Pehini e fell deoc’h e laoskfen ganeoc’h en e frankiz, Jezuz-Barabba, pe Jezuz an hini a vez anvet ar Mesiaz ? »
Rak gouzout a rae e oa dre warizi o devoa e zroukroet.
Endra m’edo azezet war e gador-a-varner, e kasas e wreg unan da lavarout dezhañ : « Arabat dit soursial ouzh an den didamall-se ; rak gwall dregaset on bet hiziv en un huñvre en abeg dezhañ ».
Met an Arc’hbeleien hag an Henaourien a boulzas ar bobl da c’houlenn Barabbaz ha da gas Jezuz d’ar marv.
O stagañ da gomz, e lavaras dezho ar Gouarnour : « Pehini e fell deoc’h e lezfen deoc’h da vont eus an daou-mañ ? » Respont a rejont : « Barabbaz ! »
Ha Pilat dezho : « Ha petra 'rin eta eus Jezuz, a vez anvet Mesiaz ? ». An holl a respontas : « Ra vo staget ouzh ar groaz ! »
« Met peseurt droug en deus graet ? » emezañ.
Ha kreñvoc’h c’hoazh e krient : « Ra vo staget ouzh ar groaz ! »
Pa welas Pilad ne c’houneze netra, met e kreske kentoc’h an tousmac'h, e kemeras dour, hag e walc’has e zaouarn dirak ar bobl, en ur lavarout : « Digablus on eus gwad an den just-se ; deoc’h-c’hwi da welout ! »
Hag ar bobl a-bezh da lavarout : « Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale ! »
Neuze e lezas ganto Barabbaz. Evit Jezuz avat, goude bezañ graet e skourjezañ, e roas anezhañ dezho da vezañ staget ouzh ar groaz.
Neuze, soudarded ar Gouarnour a gasas Jezuz ganto e-barzh palez ar Gouarnour ha bodañ a rejont en-dro dezhañ ar gohortenn-soudarded a-bezh.
Diwiskañ a rejont e zilhad dezhañ, hag e taoljont warnañ ur vantell ruz-skarlek.
Plezhañ a rejont ur gurunenn-spern, a lakajont war e benn, hag ur vazh korz en e zorn dehou. Neuze, en ur blegañ o glin dirazañ e raent goap anezhañ en ur lavarout : « Salud ! Roue ar Juzevien ! »
Hag en ur dufañ outañ e krogent er vazh korz da skeiñ ganti war e benn.
P’o devoa echu d’ober goap anezhañ evel-se, e tennjont diwarnañ ar vantell, ha goude gwiskañ dezhañ e zilhad en-dro, e kasjont anezhañ ganto da vezañ staget ouzh ar Groaz.
P’edont o vont er-maez, en em gavjont gant un den eus Kêr-Siren, Simon e anv. E rediañ a rejont da zougen kroaz Jezuz.
Hag o vezañ degouezhet el lec’h anvet Golgota, da lavarout eo Lec’h ar C’hlopenn, e rojont dezhañ da evañ gwin mesket gant bestl ; met p’en devoe e dañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ.
Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad kenetrezo, dre dennañ anezho d’ar sord.
Hag ez ejont en o c’hoazez da ziwall anezhañ.
A-us d’e benn e oa bet lakaet ur skritell, merket warni abeg e gastiz : « Hemañ eo Jezuz Roue ar Yuzevien ».
War un dro gantañ e voe kroazstaget daou laer, unan en tu dehou dezhañ, hag egile en tu kleiz.
An dremenidi avat a gunujenne anezhañ en ur hejañ o fenn
hag en ur lavarout : « Te hag a ziskar an Templ, hag e adsav en ur ober tri devezh, en em salv da-unan, ma-z out Mab Doue, ha diskenn eus ar groaz ! »
En hevelep doare, an Arc’hbeleien a c’hoarzhe goap outañ gant ar Skribed hag an Henaourien, en ur lavarout :
« Salvet en deus re all, met eñ e-unan n’hell ket en em salviñ ! Roue Israel ez eo, ra ziskenno bremañ eus ar groaz hag e kredimp ennañ.
En em fiziet eo e Doue : dezhañ d’e zieubiñ bremañ m’en deus karantez evitañ, rak lavaret en deus : Me a zo Mab Doue !
En hevelep doare al laeron o-unan, bet kroazstaget war-un-dro gantañ, a daole outañ komzoù dismegañsus.
Adalek kreisteiz, teñvalijenn a c’holoas ar vro a-bezh, betek teir eur.
Ha war-dro teir eur e c’harmas Jezuz en ur griadenn vras : « Eli, Eli, lema sabaktani ? », da lavarout eo : « Va Doue, va Doue, perak ac’h eus va dilezet ? »
Ouzh e glevout, darn eus ar re a oa eno a lavaras : « O c’hervel Elias emañ ».
Ha kerkent unan anezho a redas da gerc’hat ur spoueenn ; he c’hargañ a reas a winegr, hag ouzh he lakaat e beg ur gorzenn e roas dezhañ da evañ.
Met ar re all a lavare : « Paouez ’ta, gwelomp ha dont a raio Elias d’e salviñ ».
Hogen Jezuz, o vezañ garmet adarre en ur griadenn vras, a rentas e spered.
Ha setu ma fregas gouel an Templ e daou-hanter, eus al lein d’an traoñ ; an douar a grenas hag ar reier a faoutas ;
ar bezioù a zigoras ha kalz eus korfoù ar sent kousket er marv, a savas da vev ; hag o vont er-maez eus o bezioù goude adsav Jezuz da vev, e teujont d’ar Gêr santel d’en em ziskouez da galz a dud.
Ar c’hantener hag ar re a oa gantañ o tiwall Jezuz, pa weljont an douar o krenañ hag an traoù a c’hoarveze, a voe strafuilhet-holl gant ar spont, ma lavarjont : « E gwirionez, Mab Doue e oa an den-mañ ! »
Bez’ e oa eno ivez meur a vaouez a selle eus a-bell, hag a oa deuet da heul Jezuz adalek Galilea ouzh e servijañ.
En o zouez e oa Mari-Madalen, Mari, mamm Jakez ha Jozef, ha mamm mibien Zebedea.
Pa voe deuet an abardaez e tegouezhas un den pinvidik eus Arimatea, Jozef e anv, a oa ivez diskibl da Jezuz.
Hemañ a yeas da gaout Pilat hag a c’houlennas korf Jezuz. Neuze e roas Pilat urzh d’e reiñ dezhañ.
Kemer a reas Jozef ar c’horf hag henn pakas en ur liñsel naet,
hag hen lakaas en ur bez nevez en devoa graet toullañ er roc’h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh toull ar bez, ez eas kuit.
Bez’ edo eno Mari-Madalen hag ar Vari all, azezet e-tal ar bez.
An deiz war-lerc’h, da lavarout eo an deiz goude Aozadur ar Sabad, en em vodas an Arc’hbeleien hag ar Farizianed da vont da gaout Pilat,
hag hi da lavarout dezhañ : « Aotrou, soñj hon eus en deus lavaret an toueller-se pa oa bev c’hoazh : Goude tri devezh ec’h adsavin a varv da vev !
Ro urzh eta ma vo diwallet ar bez gant surentez betek an trede deiz, betegout na zeufe e ziskibien da laerezh e gorf ha na lavarfent d’ar bobl : Adsavet eo a-douez ar re varv. Gwashoc’h eget an douelladenn diwezhañ-mañ eget an hini gentañ ».
Lavarout a reas Pilat dezho : « Gwarded hoc’h eus, it ha diwallit asur evel ma ouzoc’h ».
Int eta, o vont dioutañ, a lakaas war ar bez un difenn asur dre siellañ ar maen ha lakaat gwarded.
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 29 a viz Meurzh 2026Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
