Levr Ezekiel - Pennad 37
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 37
La main du Seigneur se posa sur moi, par son esprit il m’emporta et me déposa au milieu d’une vallée ; elle était pleine d’ossements. Ez 37, 1 : Dorn an Aotrou a voe warnon, ha dre e spered an Aotrou am degasas e-kreiz un draonienn ; leun a eskern e oa.
Il me fit circuler parmi eux ; le sol de la vallée en était couvert, et ils étaient tout à fait desséchés. Ez 37, 2 : Ober a reas din tremen ha distremen en o c’hreiz, hag e oant stank-meurbet war-c’horre an draonienn, ha disec’het-naet e oant.
Alors le Seigneur me dit : « Fils d’homme, ces ossements peuvent-ils revivre ? » Je lui répondis : « Seigneur Dieu, c’est toi qui le sais ! » Ez 37, 3 : Hag e lavaras din : Mab-den, an eskern-se hag eñ e c’hellfent advevañ ? Respont a ris : O Aotrou ha Doue, te a oar !
Il me dit alors : « Prophétise sur ces ossements. Tu leur diras : Ossements desséchés, écoutez la parole du Seigneur : Ez 37, 4 : Lavarout a reas din : Diougan war an eskern-se. Lavarout a ri dezho : Eskern disec’het, selaouit lavar an Aotrou !
Ainsi parle le Seigneur Dieu à ces ossements : Je vais faire entrer en vous l’esprit, et vous vivrez. Ez 37, 5 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou d’an eskern-mañ : Setu ma-z an da gas ennoc’h ur spered ha bevañ a reot.
Je vais mettre sur vous des nerfs, vous couvrir de chair, et vous revêtir de peau ; je vous donnerai l’esprit, et vous vivrez. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur. » Ez 37, 6 : Lakaat a rin nervennoù warnoc’h, lakaat a rin kig warnoc’h, astenn a rin kroc’hen warnoc’h, lakaat a rin ennoc’h ur spered ha c’hwi a vevo ; ha gouzout a reot ez on-me an Aotrou !
Je prophétisai, comme j’en avais reçu l’ordre. Pendant que je prophétisais, il y eut un bruit, puis une violente secousse, et les ossements se rapprochèrent les uns des autres. Ez 37, 7 : Diouganañ a ris evel ma oa bet gourc’hemennet din, hag un trouz a voe tra ma tiouganen, ha goude-se un tourni, an eskern o tostaat an eil ouzh egile.
Je vis qu’ils se couvraient de nerfs, la chair repoussait, la peau les recouvrait, mais il n’y avait pas d’esprit en eux. Ez 37, 8 : Sellout a raen, ha setu ma oa nervennoù warno, kig o kreskiñ, ha kroc’hen a oa en em astennet warno d’o goleiñ ; met ne oa ket a spered enno.
Le Seigneur me dit alors : « Adresse une prophétie à l’esprit, prophétise, fils d’homme. Dis à l’esprit : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Viens des quatre vents, esprit ! Souffle sur ces morts, et qu’ils vivent ! » Ez 37, 9 : Ha lavarout a reas din : Diougan d’ar Spered, diougan Mab-den, lavarout a ri d’ar Spered : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Eus ar pevar avel, deus, Spered, c’hwezh war an dud varv-mañ ma-z advevint !
Je prophétisai, comme il m’en avait donné l’ordre, et l’esprit entra en eux ; ils revinrent à la vie, et ils se dressèrent sur leurs pieds : c’était une armée immense ! Ez 37, 10 : Ha me da ziouganañ evel m’en devoa gourc’hemennet din, hag ec’h antreas enno ar Spered ; adkavout buhez a rejont, ha sevel a rejont en o sav war o zreid : un armead bras, divent !
Puis le Seigneur me dit : « Fils d’homme, ces ossements, c’est toute la maison d’Israël. Car ils disent : “Nos ossements sont desséchés, notre espérance est détruite, nous sommes perdus !” Ez 37, 11 : Lavarout a reas din : Mab-den, an eskern-se eo tiegezh Israel. Setu-int o lavarout : Disec’het eo hon eskern hag aet da get eo hon esper ; rasket omp kuit !
C’est pourquoi, prophétise. Tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Je vais ouvrir vos tombeaux et je vous en ferai remonter, ô mon peuple, et je vous ramènerai sur la terre d’Israël. Ez 37, 12 : Setu perak diougan ha lavar dezho : Evel-hen e komz Doue an Aotrou ! Setu ma tigoran ho pezioù ; ho lakaat a rin da sevel er-maez eus ho pezioù, o va fobl, hag ho tegas a rin war zouar Israel.
Vous saurez que Je suis le Seigneur, quand j’ouvrirai vos tombeaux et vous en ferai remonter, ô mon peuple ! Ez 37, 13 : Ha gouzout a reot ez on-me an Aotrou, pa zigorin ho pezioù ha pa lakain ac’hanoc’h da sevel eus ho pezioù, o va Fobl !
Je mettrai en vous mon esprit, et vous vivrez ; je vous donnerai le repos sur votre terre. Alors vous saurez que Je suis le Seigneur : j’ai parlé et je le ferai – oracle du Seigneur. » Ez 37, 14 : Va spered a lakain ennoc’h, hag e vevot, hag ho tiazezañ a rin war ho touar, ha gouzout a reot ez on-me an Aotrou. Komzet em eus ha graet em eus, lavar an Aotrou Doue hollc’halloudek.
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 37, 15 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Fils d’homme, prends un morceau de bois, écris dessus : “Juda et les fils d’Israël qui lui sont rattachés.” Prends un autre morceau de bois, écris dessus : “Joseph, bois d’Éphraïm, et toute la maison d’Israël qui lui est rattachée.” Ez 37, 16 : Ha te, Mab-den, pourchas dit un tamm koad ha skriv warnañ : Youda ha mibien Israel kevredet gantañ. Ha goude-se kemer un tamm koad all, ha skriv warnañ Jozef hag holl diegezh Israel kevredet gantañ.
Rapproche ces morceaux pour faire un seul morceau de bois ; ils ne feront plus qu’un dans ta main. Ez 37, 17 : Tosta goude-se an eil ouzh egile evit ober un hevelep tamm, na vint ken nemet un tamm ez torn.
Lorsque les fils de ton peuple te demanderont : “Explique-nous donc ce que tu fais”, Ez 37, 18 : Ha pa lavaro dit mibien da bobl : Hag eñ ne ziskouezi ket deomp petra 'dalv evidout da lavarout ?
tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Je vais prendre le morceau de bois qui représente Joseph, et les tribus d’Israël qui lui sont rattachées ; je vais le joindre au bois qui représente Juda. Je les réunirai ; ils n’en feront plus qu’un seul dans ma main. Ez 37, 19 : Lavar dezho : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu ma-z an da gemer koad Jozef hag a zo e dorn Efraim a-unan gant meuriadoù Israel kevredet gantañ, evit o lec’hiañ ouzh koad Youda ; ober a rin anezho un hevelep tamm koad, hag e vint unan em dorn.
Et les morceaux de bois sur lesquels tu auras écrit seront dans ta main, sous leurs yeux. Ez 37, 20 : Ra vo ez torn dindan o daoulagad an tammoù koad az po skrivet warno,
Tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Je vais prendre les fils d’Israël parmi les nations où ils sont allés. Je les rassemblerai de partout et les ramènerai sur leur terre. Ez 37, 21 : ha lavar dezho : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu ma-z an da gemer mibien Israel eus a-douez ar Broadoù ma oant aet en o zouez ; o dastum a rin a bep tu hag o addegas war o douar.
J’en ferai une seule nation dans le pays, sur les montagnes d’Israël. Ils n’auront tous qu’un seul roi ; ils ne formeront plus deux nations ; ils ne seront plus divisés en deux royaumes. Ez 37, 22 : Ober a rin anezho ur bobl nemetken er vro, war venezioù Israel, hag un hevelep roue a vo roue an holl ; ne vezint ket ken div vroad, ne vezint ket ken disrannet e div rouantelezh.
Ils ne se rendront plus impurs avec leurs idoles immondes et leurs horreurs, avec toutes leurs révoltes. Je les sauverai en les retirant de tous les lieux où ils habitent et où ils ont péché, je les purifierai. Alors ils seront mon peuple, et moi je serai leur Dieu. Ez 37, 23 : N’en em saotrint ket ken gant o idoloù lous, o lastez hag o zorfedoù. O dieubiñ a rin eus an holl disfealderioù o deus pec’het ganto, o glanaat a rin ; int a vezo va fobl, ha me a vo o Doue.
Mon serviteur David régnera sur eux ; ils n’auront tous qu’un seul berger ; ils marcheront selon mes ordonnances, ils garderont mes décrets et les mettront en pratique. Ez 37, 24 : Ha va servijer David a vo roue warno ; ne vo evito holl nemet ur mesaer hepken. Kerzhout a raint em reoliadurioù, mirout a raint va urzhiadurioù, hag o seveniñ.
Ils habiteront le pays que j’ai donné à mon serviteur Jacob, le pays que leurs pères ont habité. Ils l’habiteront, eux-mêmes et leurs fils, et les fils de leurs fils pour toujours. David, mon serviteur, sera leur prince pour toujours. Ez 37, 25 : Chom a raint war an douar am eus roet d’am servijer Jakob, int hag o mibien, ha mibien o mibien da virviken. Ha David, va servijer, a reno warno da virviken.
Je conclurai avec eux une alliance de paix, une alliance éternelle. Je les rétablirai, je les multiplierai, je mettrai mon sanctuaire au milieu d’eux pour toujours. Ez 37, 26 : Skoulmañ a rin ganto ur gevredelezh a beoc’h ; ur gevredelezh peurbadel ganto. O lakaat a rin da liesaat, hag e lakain va santual en o zouez, da viken.
Ma demeure sera chez eux, je serai leur Dieu et ils seront mon peuple. Ez 37, 27 : A-us dezho e vo va chomadur ; o Doue e vin-me hag int a vo va fobl.
Alors les nations sauront que Je suis le Seigneur, celui qui sanctifie Israël, lorsque mon sanctuaire sera au milieu d’eux pour toujours. » Ez 37, 28 : Hag e ouio ar Broadoù eo me eo an Aotrou a santela Israel, pa vo santel en o c’hreiz, da viken.
