Levr Ezekiel - Pennad 29
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 29
La dixième année de la première déportation, le dixième mois, le douze du mois, la parole du Seigneur me fut adressée : Ez 29, 1 : En dekvet bloavezh, en dekvet miz, d’an daouzek eus ar miz, e teuas din lavar an Aotrou dindan ar c’homzoù-mañ :
« Fils d’homme, dirige ton regard vers Pharaon, roi d’Égypte, et prophétise contre lui et contre l’Égypte tout entière. Ez 29, 2 : Mab-den, sell a-bann etrezek Faraon, roue an Egipt, ha diougan enep dezhañ hag enep an holl Egipt.
Parle. Tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Me voici contre toi, Pharaon, roi d’Égypte, grand dragon tapi parmi les bras du Nil ; tu as dit : il est à moi, le Nil, c’est moi qui l’ai fait. Ez 29, 3 : Komz ! Lavarout a ri : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu-me o vont dit, Faraon, roue an Egipt, te, krokodil bras gourvezet e-kreiz e Niled, te hag ac’h eus lavaret : Va Niled a zo din-me, Me an hini en deus graet anezho !
Je mettrai des crochets à tes mâchoires, je collerai à tes écailles les poissons de tes Nils ; je te tirerai hors de tes Nils, et tous les poissons de tes Nils colleront à tes écailles. Ez 29, 4 : Mont a ran da lakaat krigi ouzh da javedoù, da lakaat pesked ha Niled da begañ ouzh da skant ; da lakaat a rin da sevel a-greiz da Niled gant holl besked da Niled a zo peg ouzh da skant.
Je te rejetterai dans le désert, toi et tous les poissons de tes Nils. Tu retomberas en plein champ, tu ne seras ni ramassé ni recueilli. Je te donnerai en pâture aux bêtes de la terre et aux oiseaux du ciel. Ez 29, 5 : Da zisteurel a rin er gouelec’h, te hag an holl besked eus da Niled ; war-c’horre ar maezioù e kouezhi, ha ne vi na dastumet na douaret ; da loened an douar ha da evned an neñv e roin ac’hanout da zebriñ
Alors tous les habitants de l’Égypte sauront que Je suis le Seigneur. Ils furent un appui de roseau pour la maison d’Israël : Ez 29, 6 : hag e ouio holl annezerien an Egipt ez eo me eo an Aotrou ! Dre ma-z out bet ur skoazell a gorzenn gleuz evit harpañ tiegezh Israel,
lorsqu’on te saisissait, Pharaon, tu te brisais dans la main, tu transperçais toute la main ; pour ceux qui s’appuyaient sur toi, tu te cassais, tu faisais défaillir leurs reins. Ez 29, 7 : pa grogent ennout ha pa dorres en o daouarn en ur regiñ dezho o skoaz a-bezh, pa ’n em skoent warnout ha pa zrailhes dindano en ur lakaat an holl lounezhi da drabidellañ.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Je fais venir sur toi l’épée ; je retrancherai de toi hommes et bêtes. Ez 29, 8 : Ac’hanta, eo evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu ma kasan ar c’hleze a-enep dit evit falc’hat diouzhit tud ha loened.
Le pays d’Égypte deviendra désolation et ruines. Alors on saura que Je suis le Seigneur. Parce que Pharaon a dit : “Le Nil est à moi, c’est moi qui l’ai fait”, Ez 29, 9 : Bro Egipt a zeuio da vezañ un dismantr, ur rivin hag e ouior ez eo me eo an Aotrou ! Dre ma lavarez : Din-me eo an Nil, me eo am eus hen graet !
eh bien, me voici contre toi et contre tes Nils : je ferai du pays d’Égypte des ruines et une désolation, de Migdol à Assouan et jusqu’à la frontière de l’Éthiopie. Ez 29, 10 : Ac’hanta, setu-me o vont a-enep dit ha d’az sterioù. Ober a rin eus bro Egipt ur rivin hag ur vantridigezh, eus Migdol da Siena, ha betek harzoù Koush.
Le pied des hommes n’y passera pas ; le pied des bêtes n’y passera pas. Le pays restera inhabité durant quarante ans. Ez 29, 11 : Troad an den ne dremeno mui enni, na treid al loened ne dremenint ket mui ; chom a raio didud e-pad daou-ugent vloaz.
Je ferai du pays d’Égypte une désolation au milieu de pays dévastés ; au milieu de villes en ruine, ses villes seront une désolation, durant quarante ans. Et je vais disperser les Égyptiens parmi les nations, les disséminer parmi les pays. Ez 29, 12 : Ober a rin eus bro Egipt ur mantr e-kreiz broioù dismantret, hag he c’hêrioù a vo e-pad daou-ugent vloaz rivinoù e-kreiz kêrioù aet da rivinoù ; hag e strewin Egiptiz e-touez ar Broadoù, o stlabezañ a rin e-mesk ar pobloù.
Mais – ainsi parle le Seigneur Dieu – au bout de quarante ans, je rassemblerai les Égyptiens d’entre les peuples où ils auront été dispersés. Ez 29, 13 : Rak evel-hen e komz Doue an Aotrou : A-benn daou-ugent bloavezh e tastumin en-dro an Egiptiz a-douez ar pobloù ma oant bet strewet en o mesk,
Je changerai la destinée des Égyptiens ; je les ferai revenir au pays de Patros, leur pays d’origine. Ils formeront un royaume modeste. Ez 29, 14 : kemmañ a rin planedenn an Egiptiz hag o addegas a rin da vro Patros, o bro c’henidik ; ur rouantelezh dister a raint enno :
Il sera plus modeste que les autres royaumes ; il ne s’élèvera plus au-dessus des nations. Je l’amoindrirai pour qu’il ne domine plus les nations. Ez 29, 15 : an hini disterañ e vo e-touez ar rouantelezhioù, ha ne savo ket ken a-us d’ar Broadoù, o nebeutaat a rin evit na vint ket ken o vestroniañ war ar pobloù.
Il n’offrira plus à la maison d’Israël une sécurité qui la poussait à pécher en se tournant vers l’Égypte. Alors on saura que Je suis le Seigneur Dieu. » Ez 29, 16 : Ne vint ket ken evit tiegezh Israel un danvez a fiziañs, un abeg a bec’hed pa ’n em droe etrezek enni ; ha gouezet e vo ez on-me Doue an Aotrou.
La vingt-septième année de la première déportation, le premier mois, le premier du mois, la parole du Seigneur me fut adressée : Ez 29, 17 : Neuze, er seizhvet bloavezh warn-ugent, er c’hentañ miz, d’ar c’hentañ eus ar miz, e teuas din lavar an Aotrou dindan ar c’homzoù-mañ :
« Fils d’homme, Nabucodonosor, roi de Babylone, a engagé son armée dans un grand effort contre Tyr : tous les crânes sont pelés, toutes les épaules écorchées, mais ni lui ni son armée n’ont retiré aucun salaire de Tyr pour l’effort qu’ils ont engagé contre la ville. Ez 29, 18 : Mab-den, Naboukodonozor, roue Babilon, en deus lakaet war chouk e arme ur gwall-labour a-enep Tir ; divlevet eo an holl bennoù, ha kignet eo pep skoaz ; nemet gounid ebet n’en deus tennet eus Tir, nag eñ, nag e arme, evit al labour en deus sevenet en hec’h enep.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Je vais donner le pays d’Égypte à Nabucodonosor, roi de Babylone ; il enlèvera ses richesses, prendra son butin, la pillera complètement. L’Égypte servira de salaire à son armée. Ez 29, 19 : Setu perak e komz evel-hen Doue an Aotrou : Setu ma roan da Nabou-kodonozor, roue Babilon, bro an Egipt. Kas a raio gantañ he finvidigezhioù, e skrapo kuit he dibourc’hioù, e tastumo e breizhadenn, hag e vo paeamant e arme.
En compensation de l’effort qu’il a fourni, je lui donne le pays d’Égypte, parce que lui et son armée ont travaillé pour moi – oracle du Seigneur Dieu. Ez 29, 20 : Evel gopr evit e labour a-enep Tir, em eus roet dezhañ bro Egipt, dre m’en deus labouret evidon, diougan Doue an Aotrou !
En ce jour, je ferai grandir la puissance de la maison d’Israël ; quant à toi, fils d’homme, je te donnerai d’ouvrir la bouche au milieu d’eux. Alors ils sauront que Je suis le Seigneur. » Ez 29, 21 : En deiz-se e lakain da greskiñ nerzh tiegezh Israel hag ober a rin dit-te digeriñ da c’henou en o c’hreiz, hag e ouio an dud ez eo me eo an Aotrou !
