Levr Ezekiel - Pennad 45
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 45
Lorsque le pays vous reviendra en héritage, vous prélèverez une part pour le Seigneur ; elle sera sainte, prise sur le pays ; sa longueur sera de vingt-cinq mille coudées, sa largeur de vingt mille. Ce sera un territoire entièrement saint, de toute part. Ez 45, 1 : Pa lodennot ar vro e hêrezhioù, e lakaiot a gostez un dachennad evit an Aotrou, ul lodenn sakr diwar ar vro ; he hirder a vo pemp mil war-n-ugent, a ilinadoù, hag he ledander ugent mil. Un douar sakr e vo en e holl c’horread.
On y réservera, pour le sanctuaire, un carré de cinq cents coudées sur cinq cents, avec, autour, un terrain de cinquante coudées. Ez 45, 2 : Ac’hano e vo kemeret evit ar Santual ur c’harrez a bemp kant ilinad war bemp kant, gant en-dro dezhañ ur gourizad a hanter-kant ilinad.
Sur ce que vous aurez prélevé, tu mesureras en longueur vingt-cinq mille coudées et dix mille en largeur ; là sera donc le sanctuaire, le Saint des Saints. Ez 45, 3 : Diwar an dachennad-se e vuzulii un hed a bemp mil war-n-ugent a ilinadoù, hag ul ledander a zek mil, eno e vo ar Santual, al lec’h santel-meurbet.
Cette partie sainte, prise sur le pays, sera pour les prêtres qui desservent le sanctuaire et s’approchent du Seigneur pour le servir ; ils auront ainsi un emplacement pour des maisons et un lieu saint pour le sanctuaire. Ez 45, 4 : Al lodenn-se a vo ar rannad sakr eus ar vro evit ar veleien oc’h ober gant servij ar santual hag o tostaat ouzh an Aotrou evit e servijiñ. An dachenn-se a vo dezho da sevel o ziez warni ; un dachennad sakr e vo, gouestlet d’ar Santual.
Une autre partie de vingt-cinq mille coudées de long et dix mille de large sera pour les lévites qui desservent la Maison ; ils y posséderont des lieux d’habitation. Ez 45, 5 : Ur gorread a bemp mil ilinad war-n-ugent a-hed war dek mil a led a vo miret evit al Levidi a ra war-dro servij an Ti ; o ferc’henniezh e vo, gant kêrioù warni da chom enno.
Vous donnerez en propriété pour la ville cinq mille coudées de largeur et vingt-cinq mille de longueur, contiguës à la part du sanctuaire ; ce sera pour toute la maison d’Israël. Ez 45, 6 : Evit domani Kêr e vo merket ul ledander a bemp mil ilinad hag un hirder a bemp mil war-n-ugent a genstur gant al lodenn evit ar Santual ; evit holl diegezh Israel e vo.
Pour le prince il y aura un territoire de chaque côté de la part sainte et de la propriété de la ville, longeant la part sainte et la propriété de la ville, du côté occidental vers l’ouest, et du côté oriental vers l’est ; sa longueur correspondra à chacun des lots, depuis la frontière occidentale jusqu’à la frontière orientale Ez 45, 7 : Evit ar priñs e vo merket eus an eil tu hag egile eus an dachennad evit ar Santual hag eus domani Kêr, a-hed al lodenn evit ar Santual hag a-hed al lodenn evit Kêr, e tu ar c’huzh-heol, er c’hornog, hag e tu ar sav-heol, er reter, un hedad kement hag hedad al lodennoù all adalek harz ar mor betek harz reterel ar vro.
du pays ; ce sera sa propriété en Israël. Ainsi mes princes n’exploiteront plus mon peuple ; ils donneront le pays à la maison d’Israël, à ses tribus. Ez 45, 8 : E zomani e Israel e vo se ; evel-se ne vo ken mac’homet va fobl gant va friñsed, hag e lezint ar vro gant tiegezh Israel hervez e veuriadoù.
Ainsi parle le Seigneur Dieu : C’en est trop, princes d’Israël ! Loin de vous la violence et la dévastation ; pratiquez le droit et la justice ; cessez vos exactions contre mon peuple – oracle du Seigneur Dieu ! Ez 45, 9 : Evel-hen e lavar Doue an Aotrou : A-walc’h evel-se, priñsed Israel ! Ehanit gant ar mac’homerezh hag an drouknerzh, sevenit ar gwir hag ar justis, dieubit va fobl eus ho preizherezh, diougan Doue an Aotrou !
Ayez des balances justes, un épha juste, un bath juste. Ez 45, 10 : Ho pet balañsoù just, un efa just hag ur bat just.
Que l’épha, pour le grain, et le bath, pour les liquides, soient de même capacité ; que le bath contienne un dixième de homer et l’épha un dixième de homer ; c’est en homer que sera jaugée leur capacité. Ez 45, 11 : An efa hag ar bat o devo an hevelep endalc’had, en doare ma vo ar bat oc’h enderc’hel an dekvedenn eus ur c’homer, hag an efa an dekvedenn eus ur c’homer. E-keñver ar c’homer e vo divizet eta o endalc’had.
Le sicle vaudra vingt guéras ; vingt sicles, plus vingt-cinq sicles, plus quinze sicles vaudront pour vous une mine. Ez 45, 12 : Ar siklenn a vo ugent gera ; ugent siklenn ha pemp siklenn war-n-ugent ha pemzek siklenn a dalvezo evidoc’h ur vinenn.
Voici la contribution que vous prélèverez : un sixième d’épha par homer de blé et un sixième d’épha par homer d’orge. Ez 45, 13 : Sed amañ ar c’hement a vo kemeret ganeoc’h da brofadenn : ur c’hwec’hved-enn efaad dre gomerad gwinizh, hag ur c’hwec’hvedenn efaad dre gomerad heiz.
Décret concernant l’huile, le bath d’huile : on prélèvera un dixième de bath par kor, dix baths étant un homer, puisque dix baths font un kor. Ez 45, 14 : An dlead evit an eoul : ur batad eoul dre zek batad, da lavarout eo dre bep korad a zek batad, pe dre bep komerad peogwir eo dek batad a zo ur c’homerad.
On prélèvera un mouton par troupeau de deux cents têtes des pâturages d’Israël lors de l’offrande de céréales, lors de l’holocauste et des sacrifices de paix, pour faire le rite d’expiation sur le peuple – oracle du Seigneur Dieu. Ez 45, 15 : Savet e vo un oan diwar un tropellad a zaou c’hant e peurvanoù Israel da servijout d’ar brofadenn, d’an holokost ha d’ar sakrifisoù-peoc’haat, evit ober evito digoll ar pec’hed, diougan Doue an Aotrou.
Tous les gens du pays participeront à cette contribution au profit du prince en Israël. Ez 45, 16 : An holl bobl eus ar vro a vo dalc’het d’an dlead evit ar priñs en Israel.
Au prince incomberont les holocaustes, l’offrande de céréales et la libation, lors des pèlerinages, des nouvelles lunes, des sabbats, lors de toutes les solennités de la maison d’Israël ; c’est lui qui assurera le sacrifice pour la faute, ainsi que l’offrande de céréales, l’holocauste et les sacrifices de paix, pour faire le rite d’expiation en faveur de la maison d’Israël. Ez 45, 17 : Rak ar priñs eo an hini e vo war e gont an holokostoù, ar brofadenn hag ar skuilhadenn-wad da geñver holl gouelioù-meur ti-Israel ; eñ eo an hini a vo war e gont an aberzh evit ar pec’hed, ar brofadenn, an holokost hag ar sakrifisoù-peoc’haat evit digoll ar pec’hed evit tiegezh Israel.
Ainsi parle le Seigneur Dieu : Le premier mois, le premier du mois, tu prendras un jeune taureau sans défaut et tu feras le sacrifice pour la faute en faveur du sanctuaire. Ez 45, 18 : Evel-hen e lavar Doue an Aotrou : D’ar miz kentañ, d’ar c’hentañ eus ar miz e kemeri ur c’hole yaouank disi, hag e ri ur sakrifis a zic’haou evit ar Santual.
Le prêtre prendra du sang du sacrifice et en mettra sur les montants de la Maison, sur les quatre angles du socle de l’autel et sur le montant de la porte de la cour intérieure. Ez 45, 19 : Ar beleg a gemero eus gwad an dibec’hadenn, hag e lakaio dioutañ war bostoù an Ti, war pevar c’hogn sichenn an Aoter ha war postoù dor al leur diabarzh.
Tu feras de même le sept du mois, pour qui a commis une faute par inadvertance ou par ignorance. Vous ferez le rite d’expiation de la Maison. Ez 45, 20 : Ober a ri kement all d’ar seizh eus ar miz evit kement o deus pec’het dre zievezh pe dre ziouiziegezh ; evel-se eo e reot lid an dic’haouiñ evit an Ti.
Le premier mois, le quatorzième jour du mois, ce sera pour vous la Pâque, une fête de sept jours ; on mangera des pains sans levain. Ez 45, 21 : D’ar miz kentañ, d’ar pevarzek eus ar miz, e vo evidoc’h ar Pask, seizh devezh gouel : enno e vo debret bara dic’hoell.
Ce jour-là, le prince offrira, pour lui-même et pour tout le peuple du pays, un taureau en sacrifice pour la faute. Ez 45, 22 : D’an deiz-se e raio ar priñs evitañ hag evit an holl dud eus ar vro a-bezh ur c’hole yaouank evit dic’haouiñ ar pec’hed.
Durant les sept jours de la fête, il offrira en holocauste pour le Seigneur sept taureaux et sept béliers sans défaut, chacun des sept jours, et, en sacrifice pour la faute, un bouc par jour. Ez 45, 23 : E-pad seizh devezh ar gouel e kinnigo e holokost d’an Aotrou seizh kojen ha seizh maout disi bemdez, e-pad ar seizh devezh, hag ur bouc’h bemdez evel aberzh-dic’haouiñ ar pec’hed.
Il fera l’offrande d’un épha de farine par taureau et d’un épha par bélier, avec un hine d’huile par épha. Ez 45, 24 : Profet e vo evel kinnig un efaad dre pep kojen hag un efaad dre bep maout, hag un hinad eoul dre efaad.
Le septième mois, le quinzième jour du mois, lors de la fête des Tentes, il fera de même, durant les sept jours : même sacrifice pour la faute, même holocauste, même offrande, même présentation d’huile. Ez 45, 25 : D’ar seizhvet miz, d’ar pemzek eus ar miz, gant ar Gouel, e vo graet kement all e-pad seizh devezh : hevelep aberzh evit ar pec’hed, hevelep holokost, hevelep profadenn, hevelep kementad a eoul.
