Levr Ezekiel - Pennad 2
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 2
Elle me dit : « Fils d’homme, tiens-toi debout, je vais te parler. » Ez 2, 1 : Lavarout a reas din : "Mab-den, sav war da dreid ha komz a rin ouzhit".
À cette parole, l’esprit vint en moi et me fit tenir debout. J’écoutai celui qui me parlait. Ez 2, 2 : Ur spered a yeas ennon hervez ar pezh en devoa lavaret din, hag am lakaas em sav war va zreid, hag e klevis an hini a gomze ouzhin.
Il me dit : « Fils d’homme, je t’envoie vers les fils d’Israël, vers une nation rebelle qui s’est révoltée contre moi. Jusqu’à ce jour, eux et leurs pères se sont soulevés contre moi. Ez 2, 3 : Lavarout a reas din : Mab-den, da gas a ran etrezek mibien Israel, etrezek ur boblad a dud en em savet a zo en em savet a-enep din. Int-i hag o zadoù a zo bet treitour em c’heñver betek an deiz-mañ.
Les fils ont le visage dur, et le cœur obstiné ; c’est à eux que je t’envoie. Tu leur diras : “Ainsi parle le Seigneur Dieu...” Ez 2, 4 : Ar mibien-se, kalet o fenn hag aheurtet o c’halon, eo daveto e kasan ac’hanout evit ma lavari dezho : "Evel-hen e komz Doue an Aotrou !"
Alors, qu’ils écoutent ou qu’ils n’écoutent pas – c’est une engeance de rebelles ! – ils sauront qu’il y a un prophète au milieu d’eux. Ez 2, 5 : Hag int-i, pe e selaouint pe ne raint ket, rak un tiegezh a ziarbennerezh ez int, a ouio ez eus ur profed en o zouez.
Et toi, fils d’homme, ne les crains pas, ne crains pas leurs paroles. Ils sont pour toi épines et ronces, tu es assis sur des scorpions. Ne crains pas leurs paroles ; devant eux ne t’effraie pas – c’est une engeance de rebelles ! Ez 2, 6 : Te avat, mab-den, n’az pez ket aon razo, n’az pez ket aon rak o c’homzoù. Rak evel drez ha drein e vint ez keñver, hag azezet e vi war kruged ; n’az pez ket aon rak o c’homzoù, na spontez ket razo, rak un tiegezh a ziarbennezh ez int.
Tu leur diras mes paroles, qu’ils écoutent ou qu’ils n’écoutent pas – c’est une engeance de rebelles ! Ez 2, 7 : Va c’homzoù a lavari dezho, pe e selaouint pe ne raint ket ; rak un tiegezh a ziarbennerezh ez int.
Et toi, fils d’homme, écoute ce que je te dis. Ne sois pas rebelle comme cette engeance de rebelles. Ouvre la bouche, et mange ce que je te donne. » Ez 2, 8 : Te eta, mab-den, selaou ar pezh ez an da lavarout dit ; na vezez ket eneberezh evel an tiegezh a eneberezh. Digor da c’henou ha debr ar pezh a roan dit.
Alors j’ai vu : une main tendue vers moi, tenant un livre en forme de rouleau. Ez 2, 9 : Sellout a raen, ha setu un dorn a oa astennet war-zu ennon, ha setu ma talc’he rolled ul levr ;
Elle le déroula devant moi ; ce rouleau était écrit au-dedans et au-dehors, rempli de lamentations, plaintes et clameurs. Ez 2, 10 : hen dirollañ a reas dirazon ; skrivet e oa war an tu mat hag an tu gin ; warnañ e oa skrivet keinvanoù, huanadoù hag hirvoudoù.
