Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Ezekiel » Pennad 26

Levr Ezekiel - Pennad 26

Levr : Levr Ezekiel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Pennad 26



La onzième année de la première déportation, le premier du mois, la parole du Seigneur me fut adressée : Ez 26, 1 : Neuze, en unnekvet bloavezh, d’ar c’hentañ eus ar miz, e teuas din lavar an Aotrou dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, parce que Tyr a dit de Jérusalem : “Ha ! Ha ! La voilà brisée, la porte des peuples ! À mon tour de me remplir, elle est ruinée !” Ez 26, 2 : Mab-den, peogwir he deus lavaret Tir enep Jeruzalem : Ac’ha ! Torret eo Dor ar pobloù ! Treiñ a ra etrezek ennon ; an hini a oa leun ’zo bremañ rivinet !

C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Tyr, me voici contre toi. Je soulève contre toi des nations nombreuses comme la mer soulève ses vagues. Ez 26, 3 : Ac’hanta ! Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu ma-z an a-enep dit Tir ! Lakaat a rin da sevel a-enep dit pobloù niverus evel ma sav ar mor e wagennoù.

Elles détruiront les remparts de Tyr, elles abattront ses tours ; je balaierai sa poussière, je mettrai à nu son rocher. Ez 26, 4 : Hag e vo distrujet ramparzhioù Tir hag e vo diskaret he zourioù ; skubañ a rin hec’h atredoù hag e rin anezhi ur roc’h noazh.

Elle deviendra au milieu de la mer un séchoir à filets - oui, moi, j’ai parlé, oracle du Seigneur Dieu -, elle sera pillée par les nations, Ez 26, 5 : Hi a vo e-kreiz ar mor ul lec’h da astenn ar rouedoù rak me hel lavar, diougan Doue an Aotrou ! Dont a raio da vezañ ur breizhadenn evit ar pobloù.

et ses filles dans la campagne seront tuées par l’épée. Alors on saura que Je suis le Seigneur. Ez 26, 6 : He merc’hed avat war ar maezioù, lazhet e vint dre ar c’hleze ; hag e vo anat eo me an Aotrou !

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Je ferai venir du nord contre Tyr Nabucodonosor, roi de Babylone, le roi des rois ; il viendra avec des chevaux, des chars, des cavaliers, tout un rassemblement de gens. Ez 26, 7 : Rak evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu ma lakaan da zont eus an norzh a-enep Tir Naboukodonozor, roue Babilon, roue ar rouaned, gant kezeg, kirri, marc’hegerien, un engroez a soudarded eus pobloù niverus.

Par l’épée il tuera tes filles dans la campagne ; il bâtira contre toi des retranchements. il élèvera contre toi un remblai et contre toi dressera un mur de boucliers. Ez 26, 8 : Da verc’hed war ar maezioù, o lazhañ a raio dre ar c’hleze ; aozañ a raio ur c’hleuz-seziz a-enep dit, sevel a raio en-dro dit kaeoù bras dresañ a raio a-enep dit ur skoed.

De son bélier, il donnera des coups contre tes remparts ; avec ses pioches, il démolira tes tours. Ez 26, 9 : Skeiñ a raio enep da vogerioù taolioù-bount e vaoutoù, diskar a raio da dourioù gant houarn e ijinoù.

La foule de ses chevaux te couvrira de poussière ; le bruit des coursiers, des roues et des chars ébranleront tes remparts lorsqu’il entrera dans tes portes comme on entre dans une ville ouverte par une brèche. Ez 26, 10 : Gant an niverus ma vo e gezeg e c’holoio ac’hanout a boultr, gant trouz ar roñseed, e girri-emgann hag e girri-samm e vo stroñset da vogerioù, pa-z antreo dre an dorioù, evel ma-z antreer en ur gêr aloubet.

Du sabot de ses chevaux, il foulera toutes tes rues, il tuera ton peuple par l’épée, et tes stèles colossales tomberont par terre. Ez 26, 11 : Gant karnoù e virc’hi e vac’ho da holl straedoù ; da bobl, e lazhañ a raio dre ar c’hleze ha da beulvanoù ramzel, o diskar a raio d’an douar.

Ils prendront en butin tes richesses, ils pilleront tes marchandises, ils abattront tes remparts et ils démoliront tes luxueuses maisons ; ils jetteront au fond de l’eau tes pierres, tes boiseries et même ta poussière. Ez 26, 12 : Diskrapet e vo da binvidigezhioù, preizhataet da varc’hadourezhioù, diskaret e vo da ramparzhioù, hag eilpennet da diez pompadus. Da vein, da goad, da atredoù, taolet e vint e-kreiz ar mor.

Je ferai cesser le bruit de tes chansons, et la voix de tes cithares ne se fera plus entendre. Ez 26, 13 : Lakaat a rin da devel trouz da ganoù ha son da delennoù ne vo ket klevet mui.

Je mettrai à nu ton rocher, tu deviendras un séchoir à filets, tu ne seras plus rebâtie. Je suis le Seigneur, j’ai parlé - oracle du Seigneur Dieu. Ez 26, 14 : Ober a rin ac’hanout ur roc’h noazh gant ul lec’h da sec’hañ ar rouedoù. Ha ne vi ket adsavet en-dro : rak me, an Aotrou, en deus lavaret, diougan Doue an Aotrou !

Ainsi parle le Seigneur Dieu à la ville de Tyr : Est-ce que le bruit de ta chute, le râle des victimes, le carnage qui s’accomplira au milieu de toi, ne vont pas ébranler les îles ? Ez 26, 15 : Evel-hen e komz ouzh Tir Doue an Aotrou : Gant an trouz a ri o kouezhañ, pa c’harmo ar re c’hloazet, pa flammo e-kreiz al lazhadeg, hag eñ ne greno ket an inizi ?

Tous les princes de la mer descendront de leurs trônes, ils ôteront leurs manteaux, de leurs vêtements chamarrés ils se dépouilleront ; ils se revêtiront d’effroi, et par terre ils s’assiéront, ils trembleront sans cesse et se désoleront sur toi. Ez 26, 16 : Neuze e tiskenno diwar o zron holl briñsed ar mor ; ha dilamet ganto o mantilli, ha tennet o dilhad marellet diwarno, en em wiskint a spouron ; azezet war an douar e talc’hint da grenañ, mantret holl abalamour dit.

Ils entonneront sur toi une complainte. Ils diront : Comment a-t-elle disparu, celle dont les habitants venaient de la mer, la ville fameuse dont la force était sur les mers, et dont les habitants répandaient partout la terreur ? Ez 26, 17 : Leuskel a raint warnout ur c’hlemmgan en ur lavarout : Penaos ez out aet da get steuziet kuit diwar ar morioù, kêr vrudet, galloudus war ar mor, Te ha da annezidi, Te hag a lakae ar spont da ren war an holl dud o chom dre eno.

Maintenant, au jour de ta chute, les îles tremblent, les îles de la mer sont épouvantées au jour de ta fin. Ez 26, 18 : Bremañ e kren an Inizi en deiz-mañ ma-z out kouezhet ; inizi ar mor a zo spouronet gant da fin.

Ainsi parle le Seigneur Dieu : Quand je ferai de toi une ville en ruine, pareille aux villes inhabitées, quand je ferai monter contre toi l’Abîme et que les grandes eaux te recouvriront, Ez 26, 19 : Rak evel-hen e komz Doue an Aotrou : Pa rin ac’hanout ur gêr dismantret, evel ar c’hêrioù diannez, pa lakain da sevel an Islonk a-enep dit ha pa-z koloio an dourioù bras,

je te ferai descendre avec ceux qui sont descendus dans la fosse, vers les gens d’autrefois ; je te ferai habiter le pays des profondeurs, semblable à des ruines éternelles, avec ceux qui sont descendus dans la fosse : tu ne seras plus habitée. Je donnerai de la splendeur à la terre des vivants, Ez 26, 20 : neuze e rin dit diskenn gant ar re a ziskenn er foz, etrezek pobl an amzer gent ; da lakaat a rin da chom e bro an donderioù, e-mesk ar rivinoù a wechall gozh, gant ar re diskennet er poull, evit na zistroi ket da adsevel war zouar ar re vev.

et de toi je ferai un objet d’épouvante ; tu ne seras plus. On te cherchera mais on ne te trouvera plus jamais – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 26, 21 : Ober a rin ac’hanout un danvez a spouron ; ha ne vi ket mui. Da glask a reor ha biken ne vi ket kavet ken - Diougan Doue an Aotrou -.