Levr Ezekiel - Pennad 5
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 5
Et toi, fils d’homme, prends une lame tranchante ; tu t’en serviras comme d’un rasoir de barbier ; tu te raseras la tête et la barbe. Puis tu prendras une balance et tu partageras ce que tu auras coupé. Ez 5, 1 : Ha te Mab-den, kemer ul laonenn lemm ; kemer anezhi evel un aotenn a varver, ha lakaat a ri anezhi da dremen war da benn ha war da varv. Ha kemer a ri ur valañs hag e lodenni da vlev.
Tu en brûleras un tiers par la flamme au milieu de la ville, quand seront accomplis les jours du siège. Tu prendras le deuxième tiers que tu frapperas par l’épée tout autour de la ville. Le dernier tiers, tu le disperseras au vent ; je vais tirer l’épée contre eux. Ez 5, 2 : Deviñ a ri an drederenn anezho en tan e-kreiz kêr, pa vo bet kaset da benn deizioù ar seziz ; kemer a ri un drederenn all a skoi outo gant ar c’hleze tro-war-dro kêr ; hag an drederenn all a stlabezi en avel, ha me a denno va c’hleze noazh war o lerc’h.
Mais tu en prendras une petite quantité que tu serreras dans le pan de ton manteau. Ez 5, 3 : Hogen eus ar re-se e kemeri un nebeud anezho a serri e pleg da vantell ;
Tu en prendras encore, que tu jetteras dans le feu et que tu brûleras. De là, un feu sortira vers toute la maison d’Israël. Ez 5, 4 : hag eus ar re-se e kemeri adarre hag a daoli e-kreiz an tan hag a zevi dre an tan ; hag ac’hano e savo un tan war holl diegezh Israel. Lavarout a ri da holl diegezh Israel :
Ainsi parle le Seigneur Dieu : Voilà bien Jérusalem ! Au milieu des nations, je l’avais placée, environnée de pays étrangers. Ez 5, 5 : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Hounnezh eo Jeruzalem. Lakaet em boa anezhi e-kreiz ar Broadoù, ha broioù a oa war he zro.
Elle s’est rebellée contre mes ordonnances avec plus de perversité que les nations, et contre mes décrets, plus que les pays qui l’entourent. Ils rejettent mes ordonnances, ils ne marchent pas selon mes décrets. Ez 5, 6 : Met he fallagriezh he deus enebet ouzh va reoliadurioù muioc’h eget ar Broadoù, hag ouzh va urzhiadurioù muioc’h eget ar broioù war he zro ; rak disprizet o deus va reoliadurioù, ha n’o deus ket heuliet va urzhiadurioù.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Vos débordements sont pires que ceux des peuples qui vous entourent, car vous n’avez pas marché selon mes décrets, vous n’avez pas exécuté mes ordonnances, vous n’avez même pas exécuté les ordonnances des nations qui vous entourent. Ez 5, 7 : Setu perak eo kement-mañ a lavar Doue an Aotrou : En abeg d’hoc’h emsaverezh gwashoc’h eget hini ar Broadoù war ho tro, rak n’hoc’h eus heuliet va urzhiadurioù, n’hoc’h eus ket sevenet va reoliadurioù met en em renet hervez reoliadurioù ar Broadoù ’zo war ho tro,
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Me voici, à mon tour, contre toi ; chez toi, je rendrai la justice sous les yeux des nations. Ez 5, 8 : rak-se, evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu-me a-enep dit, me ivez ! Kas a rin da benn va barnedigezhioù ez kreiz, dindan sell ar Broadoù,
À cause de toutes tes abominations, j’agirai contre toi comme je n’ai jamais agi, et comme je ne le ferai jamais plus. Ez 5, 9 : hag e vin ennout ar pezh n’em eus graet biskoazh ha ma rin biken mui en hevelep doare, en abeg d’az holl euzhadurioù.
C’est pourquoi des pères dévoreront leurs fils, au milieu de toi, et des fils dévoreront leurs pères. J’exécuterai le jugement contre toi, et tout ce qui restera de toi, je le disperserai à tout vent. Ez 5, 10 : Gant-se, an tadoù a zebro o bugale ez kreiz, hag ar vugale a zebro o zadoù ; kas a rin da benn ennout va barnedigezhioù, hag e stlabezin e pep avel kement a chomo ac’hanout.
C’est pourquoi, par ma vie – oracle du Seigneur Dieu – puisque tu as rendu mon sanctuaire impur par toutes tes horreurs et toutes tes abominations, moi aussi, je vais tout raser ; je n’aurai pas un regard de pitié ; moi non plus, je n’épargnerai personne. Ez 5, 11 : Setu perak, dre va buhez - diougan Doue an Aotrou - dre m’ac’h eus saotret va santual gant da holl loustonioù ha da holl euzhadurioù, me, ivez d’am zro a droc’ho hep d’am lagad trueziñ, me ivez d’am zro a vo didruez.
Au milieu de toi, un tiers de tes habitants mourra par la peste ou sera anéanti par la famine ; autour de toi, un tiers tombera par l’épée ; le dernier tiers, je le disperserai à tous les vents, et je tirerai l’épée derrière eux. Ez 5, 12 : Un drederenn eus da dud a varvo gant ar vosenn pe a yelo da netra gant an naonegezh ez kreiz ; un drederenn a gouezho dindan ar c’hleze en-dro dit ; hag evit an drederenn all e stlabezin anezho d’an holl avelioù hag e tennin va c’hleze noazh war o lerc’h.
Ma colère ira jusqu’au bout, sur eux ma fureur sera assouvie et j’aurai ma revanche. Alors ils sauront que Je suis le Seigneur : j’ai parlé dans mon ardeur jalouse, allant jusqu’au bout de ma fureur contre eux. Ez 5, 13 : Va c’hounnar a vo kaset da benn, va fulor e roin dezhi he gwalc’h enep dezho ; dial a dennin diouto, ha gouzout a raint eo me, Aotrou, am eus komzet em gwarizi, pa 'm bo sevenet va droukrañs en o enep.
Je ferai de toi une ruine, un objet de raillerie parmi les nations qui t’entourent, et aux yeux de tous les passants. Ez 5, 14 : Ober a rin ac’hanout ur rivin hag ur vezh e-touez ar Broadoù en-dro dit, dindan daoulagad kement hini a dremeno.
Tu seras, pour les nations qui t’entourent, un objet de raillerie et de sarcasmes, une leçon, un objet de stupéfaction, quand je ferai justice de toi avec colère et fureur, et dans ma fureur je te châtierai. Je suis le Seigneur, j’ai parlé. Ez 5, 15 : Ur vezh hag un dismegañs, ur gentel hag un euzhadenn e vi evit ar pobloù ’zo en-dro dit, pa sevenin a-enep dit va c’hastiz em fulor, em droukrañs, ha rebechoù kounnarus. Me, an Aotrou, am eus komzet.
Je lancerai contre vous les flèches redoutables de la famine qui vous détruiront ; je les enverrai vous détruire. Je rendrai plus lourde sur vous la famine et je supprimerai vos réserves de pain. Ez 5, 16 : Pa gasin a-enep deoc’h biroù drouk an naonegezh distrujus - rak o c’has a rin evit ho tistrujañ - e lakain an naonegezh da vezañ grevus warnoc’h, tennañ a rin diouzhoc’h kement a vo bet miret a vara.
J’enverrai contre vous la famine et les bêtes féroces qui te priveront de tes enfants ; la peste et le sang passeront chez toi, et je ferai venir l’épée contre toi. Je suis le Seigneur, j’ai parlé. » Ez 5, 17 : Kas a rin a-enep deoc’h an naonegezh hag al loened ferv, da skrapañ diouzhoc’h ho pugale ; ar vosenn hag ar gwad a dremeno du-se, hag e rin d’ar c’hleze dont a-enep dit. Me, an Aotrou, am eus komzet !"
