Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr Ezekiel » Pennad 24

Levr Ezekiel - Pennad 24

Levr : Levr Ezekiel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48

Pennad 24



La neuvième année de la première déportation, le dixième mois, le dix du mois, la parole du Seigneur me fut adressée : Ez 24, 1 : En navet bloavezh, en dekvet miz, d’an dek eus ar miz, e teuas din lavar an Aotrou dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, note par écrit la date d’aujourd’hui, d’aujourd’hui même, car aujourd’hui le roi de Babylone s’est porté contre Jérusalem. Ez 24, 2 : Mab-den, laka dre skrid niver an deiziad-mañ ; Roue Babilon a zo en em daolet hiziv war Jeruzalem.

Raconte une parabole à cette engeance de rebelles. Tu leur diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Prépare la marmite, prépare-la ; verses-y de l’eau. Ez 24, 3 : Sav ur barabolenn evit tiegezh an disujidigezh hag e lavari dezho : Evel-hen e komz Doue an Aotrou : Plas ar gaoter, plas anezhi, ha diskenn dour enni.

Rassemble dedans les morceaux, tous les bons morceaux : cuisse et épaule ; remplis-la des meilleurs os. Ez 24, 4 : Dastum e-barzh an tammoù, an holl dammoù mat, morzhed ha skoaz ; gant an eskern gwellañ, karg anezhi.

Prends le meilleur mouton, entasse du bois dessous ; fais tout bouillir à gros bouillons, que même les os soient cuits. Ez 24, 5 : Kemer ar pep gwellañ eus an tropell, ha bergn koad dindan ; lak an tammoù da virviñ, ha lak ivez da boazhat an eskern ’zo enni.

C’est pourquoi ainsi parle le Seigneur Dieu : Malheur à la ville sanguinaire, marmite rouillée, dont la rouille ne s’enlève pas ! On enlèvera morceau après morceau, sans tirer au sort. Ez 24, 6 : Setu perak e komz evel-hen Doue an Aotrou : Gwa, kêr gwadek, kaoter ez eus mergl enni ha n’a ket ar mergl diouti ; tamm-ha-tamm e vo goullonderet, hep na ve tennet ar sord warni.

Car le sang qui est au milieu d’elle, sur la roche nue elle l’a versé, elle ne l’a pas répandu sur la terre ni recouvert de poussière. Ez 24, 7 : Rak en he c’hreiz ez eus gwad, e lakaet he deus war ar roc’h noazh, n’he deus ket e skuilhet war an douar evit e c’holeiñ gant poultr.

Pour faire monter la fureur, pour prendre ma revanche, j’ai mis son sang sur la roche nue, sans le recouvrir. Ez 24, 8 : Ha me, evit lakaat ar fulor da sevel ennon, evit seveniñ an dial, em eus lakaet ar gwad war ar roc’h noazh evit ma chomo dic’holo.

C’est pourquoi ainsi parle le Seigneur Dieu : Malheur à la ville sanguinaire ! Moi aussi, je vais dresser un grand bûcher. Ez 24, 9 : Setu perak e komz evel-hen Doue an Aotrou : Gwa, kêr gwadek ! Mont a ran d’am zro d’ober un tantad bras,

Amoncelle du bois, allume le feu, cuis, recuis la viande, ajoute les épices, que les os soient brûlés ! Ez 24, 10 : berniañ ar c’hoad, c’hwezhañ an tan, peurboazhañ ar c’hig ha tennañ kuit ar chug.

Puis, mets la marmite vide sur les braises pour qu’elle chauffe ; que le bronze rougisse, que les impuretés fondent à l’intérieur et que la rouille soit consumée ! Ez 24, 11 : Ha goude-se e plasin ar gaoter c’houllo war ar glaou bev da dommañ ma tommo ruz an arem, ma teuzo he loustoni en he diabarzh ha ma vo distrujet he mergl.

Que d’efforts ! Et pourtant, la masse de rouille de cette marmite ne s’en ira pas au feu. Ez 24, 12 : Met ar mergl fonnus n’a ket kuit ouzh an tan.

Ton impureté, c’est la débauche, car j’ai voulu te purifier, mais tu ne t’es pas laissé purifier de ton impureté. On ne te purifiera plus, jusqu’à ce que j’aie assouvi ma fureur contre toi. Ez 24, 13 : Eus saotr da vezhegezh eo bet fellet din da c’hlanaat, met n’ac’h eus ket en em lezet da vezañ glanaet eus da saotradur. Setu perak ne vi ket glanaet ken am bo roet he gwalc’h d’am fulor a-enep dit.

Je suis le Seigneur, j’ai parlé. Elle vient, ma fureur, et j’agis. Je ne fléchirai pas, je serai sans pitié, je ne me repentirai pas. On te jugera selon ta conduite et selon tes actes – oracle du Seigneur Dieu. » Ez 24, 14 : Me eo, an Aotrou, am eus komzet, dont a ra se hag hen ober a rin ; ne blegin ket ; chom a rin didruez, hep keuz ebet. Hervez da vezhegezh ha da oberoù e vi barnet, diougan Doue an Aotrou.

La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 24, 15 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :

« Fils d’homme, je vais te prendre subitement la joie de tes yeux. Tu ne feras pas de lamentation, tu ne pleureras pas, tu ne laisseras pas couler tes larmes. Ez 24, 16 : Mab-den, setu ma-z an da lemel diganit a-daol-trumm plijadurezh da zaoulagad. Met ne ri ket kañv, na ne oueli ket, ha ne skuilhi ket daeroù.

Soupire en silence, ne prends pas le deuil ; enroule ton turban sur ta tête, chausse tes sandales, ne voile pas tes lèvres, ne prends pas le repas funéraire. » Ez 24, 17 : Huanad hep lavarout netra ; ne reni ket kañv ar re varv, da dulban a skoulmi war da benn, da sandalennoù a lakai ez treid, ne guzhi ket da vourrennoù, na ne zebri ket ar bara degaset gant da dud.

Le matin, je parlais encore au peuple, et le soir ma femme mourut. Le lendemain matin, je fis ce qui m’avait été ordonné. Ez 24, 18 : Komz a raen ouzh an dud diouzh ar beure ha va gwreg a varvas da noz. Antronoz, diouzh ar beure, e ris evel ma oa bet gourc’hemennet din.

Les gens me dirent : « Vas-tu nous expliquer ce que tu fais là ? Qu’est-ce que cela veut dire pour nous ? » Ez 24, 19 : Ma lavaras din an dud : "Hag eñ ne ziskleri ket deomp petra 'dalv da lavarout deomp ar pezh a rez ?"

Je leur répondis : « La parole du Seigneur m’a été adressée : Ez 24, 20 : Ha respont a ris dezho : "Lavar an Aotrou a zo deut din dindan ar c’homzoù-mañ :

Dis à la maison d’Israël : Ainsi parle le Seigneur Dieu : Je vais profaner mon sanctuaire, votre orgueil et votre force, la joie de vos yeux, la passion de votre cœur. Vos fils et vos filles, que vous avez laissés à Jérusalem, tomberont par l’épée. Ez 24, 21 : Lavar da diegezh Israel : Evel-hen e komz Doue an Aotrou ! Setu ma-z an da zisakrañ va santual, lorc’hentez ho nerzh, plijadurezh ho taoulagad hag esmae hoc’h ene. Ho mibien hag ho merc’hed hoc’h eus lezet du-hont, a gouezho dre ar c’hleze.

Vous ferez alors comme je viens de faire : vous ne voilerez pas vos lèvres, vous ne prendrez pas le repas funéraire, Ez 24, 22 : Ober a reot evel ma ’m eus graet : ne vouchot ket ho mourrennoù, ne zebrot ket ar bara degaset gant an dud ;

vous mettrez vos turbans, et vous chausserez vos sandales. Vous ne ferez pas de lamentation, vous ne pleurerez pas. Mais vous pourrirez dans vos péchés, et vous gémirez tous ensemble. Ez 24, 23 : ho tulbanoù war ho penn, ho potoù en ho treid, ne reot ket a glemmvan, ne skuilhot ket daeroù. Met en em c’hlac’hariñ a reot en abeg d’ho pec’hedoù, hag huanadiñ an eil ouzh egile.

Ézékiel sera pour vous un signe : tout ce qu’il a fait, vous le ferez. Et quand cela arrivera, vous saurez que Je suis le Seigneur Dieu. Ez 24, 24 : Ur rak-sin e vo Ezekiel evidoc’h : hervez m’en deus graet e reot e pep tra ; ha pa c’hoarvezo kement-se e ouiot eo me Doue an Aotrou".

Et toi, fils d’homme, le jour où je leur prendrai leur force, leur allégresse et leur parure, la joie de leurs yeux, le délice de leur vie, leurs fils et leurs filles, Ez 24, 25 : Ha te, Mab-den, en deiz ma kemerin dezho kreñvlec’h o repu, levenez o gloar, plijadurezh o daoulagad, c’hoantadenn o ene, o mibien hag o merc’hed,

ce jour-là, arrivera vers toi un rescapé pour faire entendre la nouvelle. Ez 24, 26 : hag eñ ne zeuio ket en deiz-se betek ennout an tec’had evit degas ar c’helo-se d’az tiskouarn.

Ce jour-là, ta bouche s’ouvrira pour parler au rescapé : tu parleras et tu ne seras plus muet ; tu seras pour eux un signe. Alors ils sauront que Je suis le Seigneur. » Ez 24, 27 : En deiz-se en em zigoro da c’henou en-dro evit an tec’had ; komz a ri, ha ne vi ket dilavar ken ; ur rak-sin e vi evito, ha gouzout a reot ez eo me eo an Aotrou !