Levr Ezekiel - Pennad 21
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48
Pennad 21
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 21, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Fils d’homme, dirige ton regard vers le midi ; invective le sud, prophétise contre la forêt du Néguev. Ez 21, 2 : Mab-den, sell a-bann war-zu ar c’hreisteiz, distilh da gomzoù etrezek ar Su, ha diougan a-enep da forest maezioù an Negeb.
Tu diras à la forêt du Néguev : Écoute la parole du Seigneur. Ainsi parle le Seigneur Dieu : Voici que je vais allumer en toi un feu : il dévorera tout arbre vert et tout arbre sec ; la flamme ardente ne s’éteindra pas, et tous les visages en seront brûlés, depuis le Néguev jusqu’au nord. Ez 21, 3 : Lavarout a ri da forest an Negeb : Selaou lavar an Aotrou, evel-hen e komz Doue an Aotrou : Setu ma-z an da vountañ ennout un tan a lonko ennout pep gwezenn c’hlas ha pep gwezenn sec’h ; ne vougo ket ar flamm, hag e flammo, hag e vo losket an holl [dremmoù] eus ar c’hreisteiz d’an hanternoz.
Alors tout être de chair verra que moi, le Seigneur, j’ai allumé cette flamme, et elle ne s’éteindra pas. » Ez 21, 4 : Hag e welo pep korf bev ez eo me, an Aotrou, am eus enaouet anezhañ, ne vougo ket !
Et je dis : « Ah ! Seigneur mon Dieu, ils disent de moi : “Ne voilà-t-il pas qu’il débite des paraboles !” » Ez 21, 5 : Hag e lavaris : "Ac’ha ! Doue an Aotrou, lavarout a reont diwar va fenn : Hag eñ n’eo ket hemañ ur saver parabolennoù ?
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 21, 6 : Ha Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Fils d’homme, dirige ton regard vers Jérusalem, invective les sanctuaires, prophétise contre la terre d’Israël. Ez 21, 7 : Mab-den, sell a-benn war-zu Jeruzalem, distilh da gomzoù enep o santual, ha diougan enep douar Israel.
Tu diras à la terre d’Israël : Ainsi parle le Seigneur : Me voici contre toi ; je vais tirer mon épée du fourreau et retrancher de chez toi le juste et le méchant. Ez 21, 8 : Lavarout a ri da zouar Israel : Evel-hen e komz an Aotrou : Setu-me o vont deoc’h, tennañ a ran va c’hleze eus e c’houin, hag e troc’hin den just ha den pec’her.
C’est pour retrancher le juste et le méchant que mon épée va sortir de son fourreau, contre tout être de chair, du Néguev jusqu’au nord. Ez 21, 9 : Dre ma fell din troc’hañ kuit diouzhit den just ha den pec’her, eo evit-se ma teuio va c’hleze er-maez eus e c’houin a-enep pep korf bev, eus ar c’hreisteiz d’an hanternoz,
Et tout être de chair saura que Je suis le Seigneur : j’ai tiré mon épée du fourreau, elle n’y rentrera plus. Ez 21, 10 : ma ouezo pep korf bev eo me an Aotrou am eus tennet va c’hleze eus e c’houin : n’aio ket e-barzh en-dro.
Fils d’homme, pousse des gémissements ; rempli d’amertume, les reins brisés, gémis sous leurs yeux. Ez 21, 11 : Ha te, mab-den, hirvoud ; brevet da galon ha leun a c’hwervoni, hirvoud dindan o daoulagad.
Et s’ils te disent : “Pourquoi ces gémissements ?”, tu leur diras : “À cause d’une nouvelle qui arrive, tous les cœurs vont défaillir, toute main faiblir ; tous les esprits seront abattus, tous les genoux fondront en eau. Voici, cela vient, c’est fait – oracle du Seigneur Dieu”. » Ez 21, 12 : Ha ma lavaront dit : En abeg da betra e hirvoudez ? E responti : En abeg d’ar c’heloù o tont ma teuzo an holl galonoù, ma flako an holl daouarnioù, ma vo brell an holl speredoù ha ma troio e dour an holl daoulinoù. Dont a ra se ; aze 'mañ, diougan Doue an Aotrou !
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 21, 13 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Fils d’homme, prophétise. Tu diras : Ainsi parle le Seigneur : L’épée, oui, l’épée est affûtée, bien fourbie, Ez 21, 14 : Mab-den, diougan : hag e lavari : Evel-hen e komz Doue. Lavar : Ur c’hleze, lemmet ez eus bet ur c’hleze, ha lufret kenkoulz all.
affûtée pour accomplir le massacre, fourbie pour jeter des éclairs... Ez 21, 15 : Evit al lazhadeg eo bet lemmet, evit teurel luc’hed eo bet lufret, hag e vefemp laouen ? Ar walenn a sko war va mab, a zispriz pep gwezenn.
On l’a donnée à fourbir, à saisir à pleine main : elle est affûtée, l’épée, et fourbie pour être mise dans la main du tueur. Ez 21, 16 : Roet eo bet da lufrañ evit ma vo kemeret en dorn : lemmet eo bet ar c’hleze, ha lufret evit bezañ lakaet e dorn ul lazher.
Crie, hurle, fils d’homme, car elle est tirée contre mon peuple, contre tous les princes d’Israël, ils sont précipités sur l’épée avec mon peuple. Aussi, frappe-toi la cuisse, Ez 21, 17 : Skrij ha yud, Mab-den, rak tennet eo bet a-enep d’am fobl, tennet a-enep da holl briñsed Israel, stlapet ma-z int d’ar c’hleze a-unan gant va zud. Ya, stlak war da vorzhed !
car c’est une épreuve, – oracle du Seigneur Dieu. Ez 21, 18 : Pebezh amprouadur ! Met petra ? Ar vazh-roue, hag eñ ne vo ket disprizet ? Diougan Doue an Aotrou !
Et toi, fils d’homme, prophétise et bats des mains. L’épée par deux fois, par trois fois, l’épée transperce, la grande épée transperce des victimes, tout alentour ! Ez 21, 19 : Ha te, Mab-den, diougan eta, ha stlak dorn ouzh dorn ! Ra skoio ar c’hleze an doubl a daolioù, ra skoio e dri c’hement all kleze bras al lazhadegoù, kleze bras al lazhadegoù o vont war-raok tro-zro.
Afin de faire trembler les cœurs, de multiplier les embûches, à toutes les portes j’ai placé le massacre par l’épée. Ah ! Elle est faite pour jeter des éclairs, fourbie pour le massacre. Ez 21, 20 : Evit lakaat ar c’halonoù da deuziñ evit ma vo tud lazhet e-leizh am eus lakaet ouzh pep dor ur c’hleze, graet evit teurel luc’hed, ha lufret evit al lazhadeg.
Tranche à droite, prends position à gauche, là où tu dois faire face. Ez 21, 21 : Da hemañ, troc’h a-zehou ! Aze 'mañ-se, a-gleiz ! E pep lec’h, sko a-benn !
Moi aussi, je bats des mains, et j’assouvirai ma fureur. Je suis le Seigneur, j’ai parlé. » Ez 21, 22 : D’am zro e stlabezin dorn-ouzh-dorn hag e roin he gwalc’h d’am fulor. Me eo, an Aotrou, am eus komzet.
La parole du Seigneur me fut adressée : Ez 21, 23 : Lavar an Aotrou a zeuas din dindan ar c’homzoù-mañ :
« Et toi, fils d’homme, trace deux chemins pour que vienne l’épée du roi de Babylone. Que ces deux chemins partent du même pays. À leur entrée, tu mettras un signe indiquant la direction d’une ville. Ez 21, 24 : Mab-den, merk daou hent ma teuio drezo kleze roue Babilon ; eus an hevelep bro o deus da zont o-daou. E penn pep hent o vont etrezek ur gêr,
Tu traceras un chemin pour que l’épée vienne vers Rabba des fils d’Ammone, et vers Juda, à Jérusalem, la ville forte. Ez 21, 25 : e lakai ur post-arouez ma c’hello ar c’hleze dont, war unan : "Rabbat-mibien-Ammon", ha war egile "Youda-Jeruzalem e gêr-greñv".
Le roi de Babylone, en effet, s’est arrêté au carrefour, à l’entrée des deux chemins, pour scruter les présages. Il secoue les flèches, consulte les idoles, examine le foie. Ez 21, 26 : Rak emañ Roue Babilon o’n em zerc’hel e penn-orin an daou hent, evit ober divinerezh : hejañ ar biroù, goulennata an Terafim, eveshaat ouzh an avu.
Dans sa main droite, le présage désigne Jérusalem : qu’on mette en place les béliers, qu’on donne l’ordre de la tuerie, qu’on pousse le cri de guerre, qu’on place les béliers contre les portes, qu’on élève un remblai, qu’on bâtisse des retranchements. Ez 21, 27 : En e zorn dehou emañ sord 'Jeruzalem' evit embann al lazhadeg, teurel ar garm-brezel, degas maouted ouzh an dorioù, sevel fardelloù, embreger kleuzioù difenn.
Aux yeux des habitants de Jérusalem, ce ne sera que vain présage ; ils ont pour eux les serments prononcés, mais le roi leur rappellera leur faute, et ils seront faits captifs. Ez 21, 28 : Evito (tud Jeruzalem) ez eo kement-se d’o daoulagad evit divinerezh kleuz : a-du ganto emañ al leoù-douet ; eñ avat a zegaso soñj dezho eus o mank, en doare ma vint paket.
C’est pourquoi, ainsi parle le Seigneur Dieu : Vous avez provoqué le rappel de votre faute, quand vos crimes ont été découverts, de sorte que vos péchés sont apparus dans toutes vos actions ; vous avez attiré l’attention sur vous : c’est pourquoi vous serez capturés par la force. Ez 21, 29 : Setu perak e komz evel-hen Doue an Aotrou : Peogwir hoc’h eus degaset soñj eus ho mankoù en ur zizoleiñ ho torfedoù, en ur anataat ho pec’hedoù e kement a rit, ez eus bet koun ac’hanoc’h hag e viot paket dre nerzh.
Quant à toi, vil malfaiteur, prince d’Israël dont le jour approche avec la dernière de tes fautes, Ez 21, 30 : Evidout avat, torfedour vil, priñs Israel a zeuio da zeiz e koulz ar paeamant diwezhañ,
ainsi parle le Seigneur Dieu : On ôtera le turban, on enlèvera la couronne ; tout sera bouleversé : ce qui est bas sera élevé, ce qui est élevé sera abaissé. Ez 21, 31 : e komz evel-hen Doue an Aotrou : tennet e vo da dalgen, dilamet e vo da gurunenn, kemmañ a raio an traoù ; ar pezh a zo izel a vo uhelaet, ar pezh a zo uhel a vo izelaet.
Ruine ! ruine ! j’en ferai une ruine comme il n’y en a jamais eu, jusqu’à ce que vienne celui à qui appartient le jugement et à qui je le remettrai. Ez 21, 32 : Rivinoù, rivinoù, rivinoù, setu petra a rin ganti... betek ma teuio an hini a zo dezhañ ar gwir, hennezh e roin dezhañ.
Et toi, fils d’homme, prophétise. Tu diras : Ainsi parle le Seigneur Dieu au sujet des fils d’Ammone et de leurs railleries. Tu diras : Épée ! Épée ! Tu es dégainée pour le massacre, fourbie pour dévorer, pour jeter des éclairs, Ez 21, 33 : Ha te, mab-den, diougan. Lavarout a ri : Evel-hen e komz Doue an Aotrou diwar-benn Mibien Amon ha diwar-benn o dismegañs. Lavarout a ri : Kleze, kleze ! Dic’houinet eo evit al lazhadeg, lufret evit an distrujadeg, ken a foeltro,
trancher le cou aux vils malfaiteurs dont le jour approche avec la dernière de leurs fautes ! Illusoires, les visions à ton sujet, et trompeurs, les présages ! Ez 21, 34 : tra ma weler evidout gweledigezhioù touellus ha ma tiouganer gaouierezh ; setu ma vo lakaet ar c’hleze war gouzoug ar re lazhet evit o fallagriezh, pa-z eo deuet an deiz, pa-z eo deuet ar c’houlz m’en devo an torfed e dermen.
Remets l’épée au fourreau. Dans le lieu où tu as été créé, au pays de tes origines, je te jugerai. Ez 21, 35 : Lak anezhañ en-dro en e c’houin ! El lec’h ma-z out bet krouet, e bro da orin e varnin ac’hanout ivez.
Je déverserai sur toi mon indignation, je soufflerai contre toi le feu de mon emportement, et je te livrerai entre les mains de gens stupides, artisans d’extermination. Ez 21, 36 : Skuilhañ a rin warnout va c’hounnar, c’hwezhañ a rin enep dit gant tan va fulor, ha da reiñ a rin etre daouarn tud gouez, micherourien a zistruj.
Tu seras la proie du feu, ton sang coulera au milieu du pays ; on ne se souviendra plus de toi : Je suis le Seigneur, j’ai parlé. » Ez 21, 37 : Boued d’an tan e ri ; da wad a vo e-kreiz ar vro ; ha kollet e vo ar stuz ac’hanout. Rak me, an Aotrou, am eus komzet !
