Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Merc'her 18 a viz C'hwevrer 2026

Merc'her al ludu🟣 Mouk

En Oferenn an deiz-mañ e vez benniget al ludu, diwar skoultroù olived pe gwez all, bet benniget er bloaz a-raok, ha graet sin ar groaz war dal ar fideled.

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr an diouganer Joel (Joe 2, 12-18)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Dre vouezh ar profed, omp galvet da ober gwir binijenn en ur zistreiñ davet Doue.

Setu petra a lavar an Aotrou Doue :
Distroit davedon a greiz ho kalon,
Gant yun, gant daeroù ha gouelvan !
Rogit ho kalonoù ha n'eo ket ho tilhad,
Distroit da gaout an Aotrou, ho Toue,
Rak trugarezus ha truezus ez eo,
Gorrek da gounnariñ ha pinvidik e madelezh,
Ha keuz en devez d'an droug.
Piv 'oar hag-eñ ne gemmo ket e soñj,
Hag-eñ n'en devo ket a geuz,
Hag-eñ ne lezo ket ar bennozh war e lerc'h ?
Danvez a brofadenn hag a skuilhadur sakr evit an Aotrou, ho Toue.
Sonit ar c'horn e Sion !
Kemennit ur yun, embannit ul lid,
strollit ar bobl, engalvit ar gumuniezh,
Bodit ar re gozh, tolpit ar vugaligoù,
Ar re a zo c'hoazh ouzh ar vronn !
An den yaouank ra guitaio e gambr
Hag ar wreg nevez he gwele !
Etre ar porched hag an aoter
Ra leñvo ar veleien, servijerien Doue, ha ra lavarint :
« Espernit, Aotrou, espernit ho pobl,
Ha na lezit ket hoc'h hêrezh d'an dismegañs,
Da c'hoapaerezh ar broadoù !
Perak e lavarfed e-touez ar pobloù :
''Pelec'h eta 'mañ o Doue ?'' »
Neuze e voe fromet an Aotrou a warizi evit e vro hag e truezas ouzh e bobl.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 51 Salm 51 (50), 3-4. 5-6a, 12-13, 14 ha 17

📖 Levr ar salmoù : Salm 51

D : Truez ouzhomp, o Doue, rak pec'het hon eus.

Ho pet truez ouzhin, Aotrou Doue, hervez braster ho madelezh ;
hag hervez ho trugarez divent tennit kuit va fallagriezh.
Va gwalc'hit da vat eus va zorfed,
va glanait eus va fec'hed.
Rak anavezout a ran va fallentez,
dirazon emañ dalc'hmat va fec'hed.
A-enep deoc'h hepken em eus pec'het,
graet em eus ar pezh a zo drouk dirazoc'h.
Krouit ennon ur galon dinamm, o Doue,
hag a-nevez lakait ennon ur spered nerzhus.
N'am argasit ket pell diouzhoc'h,
ha na dennit ket diganin ho Spered Santel.
Roit din en-dro levenez ho silvidigezh,
ha lakait ennon ur galon divrall.
Aotrou, digorit din va muzelloù,
ha va genoù a embanno ho meuleudi.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus eil lizher an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz  (2Go 5, 20 – 6, 2)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Dre vouezh an abostol ivez e teu Doue d'hor gervel :
Greomp ar peoc'h gantañ, dre hon Aotrou.


Va breudeur, kannaded en anv ar C'hrist ez omp eta,
evel pa vefe Doue o c'hervel an dud drezomp-ni.
Hoc'h aspediñ a reomp en anv ar C'hrist : en em adunvanit gant Doue.
An hini n’anaveze ket ar pec'hed a zo bet lakaet gantañ da vezañ pec'hed evidomp, evit ma teufemp ni da gaout ennañ reizhder Doue.
Ha peogwir ez omp e genlabourerien,
ho pedomp start na vo ket en aner e resevot gras Doue.
Rak lavarout a ra : «En amzer an drugarez em eus da selaouet,
hag e deiz ar silvidigezh em eus da sikouret.»
Setu bremañ da vat amzer an drugarez, setu bremañ deiz ar silvidigezh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 6,1-6.16-18)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ha da Dad hag a wel er sekred a roio digoll dit en-dro.

Allelouia ! Allelouia ! (Salm 95 (94), 8a 7d)
Hiziv na galedit ket ho kalonoù,
ra vefec'h evit selaou mouezh an Aotrou.
Allelouia !

Jezuz a lavare d'e ziskibien, bodet en dro dezhañ, war ar menez :
«Taolit evezh na rafec'h hoc'h oberoù mat dirak an dud, evit bezañ gwelet ganto ;
rak neuze n’ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en Neñvoù.
Evel-se 'ta, pa ri aluzon, na son ket an drompilh dirazout,
evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù,
evit bezañ meulet gant an dud.
E gwirionez, me lavar deoc'h, o gopr o deus bet dija.
Evidout-te, pa ri aluzon,
gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou,
evit ma chomo da aluzon er sekred
ha da Dad hag a wel er sekred a roio digoll dit en-dro.»
«Pa bedit, na rit ket evel ar bilpouzed,
rak int-i a gar er sinagogennoù hag e korn a plasoù,
pediñ en o sav, evit bezañ gwelet gant an dud.
E gwirionez, me lavar deoc'h, o gopr o deus bet dija.
Evidout-te pa bedi, kae ez kambr, serr an nor warnout,
ha ped da Dad, an Hini 'zo er sekred,
ha da Dad hag a wel er sekred a roio digoll dit en-dro.
Pa yunit avat, na vezit ket evel ar bilpouzed, teñval ho penn,
rak kemer a reont ur penn diflaket evit diskouez d’an dud e yunont.
E gwirionez me lavar deoc'h, o gopr o deus dija.
Evidout avat, pa yuni, laka c'hwez-vat war da benn,
gwalc'h da zremm, evit na welo ket an dud e yunez,
met hepken da Dad, an Hini a zo er sekred,
ha da Dad hag a wel er sekred a roio digoll dit en-dro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Merc'her 18 a viz C'hwevrer 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn