Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 12 a viz Ebrel 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (eb 2, 42-47)
An holl re a grede a veve a-gevret hag o devoa pep tra boutin etrezo.
Aketus e vezent da selaou kelennerezh an Ebestel,
da virout ar genunaniezh etrezo , da gemer perzh e Rannadur ar Bara hag er pedennoù.
E pep ene e veze doujañs Doue,
ha kalz burzhudoù hag arouezioù a veze graet gant an Ebestel.
An holl grederien a veve a-gevret hag o devoa pep tra boutin etrezo.
Gwerzhañ a raent o domanioù hag o madoù,
hag ar priz anezho a rannent etre an holl, hervez ezhommoù pep hini.
Bemdez holl a-unvouezh e vezent aketus da zaremprediñ an Templ,
hag ivez er gêr da rannañ ar Bara ;
kemer a raent o boued a galon eeun ha laouen en ur veuliñ Doue ;
ha grad-vat ar bobl a-bezh o devoa.
An Aotrou a greske bemdez o strollad gant an dud salvet.
🎶 Salm
Salm 118 Salm 118 (117), 2-4. 13-15. 22-24
D : Embannomp madelezh an Aotrou ! Da virviken e pad e drugarez !
Pe : Allelouia, Allelouia, Allelouia !
Ra lavaro tiegezh Israel : Da virviken e pad e drugarez !
Ra lavaro tiegezh Aaron : Da virviken e pad e drugarez !
Ra lavaro ar re a zouj an Aotrou : Da virviken e pad e drugarez !
Bountet-divountet on bet ganto da gouezhañ,
met an Aotrou en deus va skoazellet.
Va nerzh ha va galloud eo an Aotrou, ur salver eo bet evidon.
Youc'hadegoù a levenez hag a drec'h e teltennoù an dud reizh.
Ar maen bet distaolet gant ar saverien,
a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c'horn ;
gant an Aotrou eo bet graet se, tra estlammus d'hon daoulagad.
Hemañ eo an deiz en deus graet an Aotrou :
Tridomp ennañ gant levenez !
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ Pêr (1Pe 1, 3-9)
Hon adc’hanet en deus en e drugarez, paz omp bugale dezhañ
dre m'en deus dasorc'het Jezuz-Krist a-douez ar re varv.
Va breudeur, ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist,
en deus hon lakaet en e garantez vras,
da vezañ ganet a-nevez dre adsavidigezh Jezuz Krist eus a-douez ar re varv,
evit un esperañs a vuhez ;
rak gortoz a reomp un hêrezh n’hello ket na breinañ,
na gweñviñ, na bezañ saotret, an hini miret en Neñvoù,
evidoc'h-C'hwi hoc’h eus lakaet ho feiz e Doue a zo diwallet gant e c’halloud, ken na zeuio ar silvidigezh, a zo prest a-benn bremañ, hag a vo dizoloet e fin an amzerioù.
Setu aze peadra evidoc’h da vezañ el levenez, goude ma rankit gouzañv, e-pad un herradig c’hoazh, amprouadurioù a bep seurt.
An aour e-unan, anezhañ un danvez hag a ya da goll, a vez amprouet dre an tan. Evel-se ho feiz, hag a zo tra priziusoc’h eget aour, a rank bezañ amprouet evit m’en em ziskouezfe evel un abeg a veuleudi, a c’hloar hag a enor, en deiz m’en em ziskulio Jezuz Krist.
Eñ hag a garit hep bezañ e welet, Eñ hag a gredit ennañ hep e welout c’hoazh, hag e tridit gant ul levenez dreist-lavar ha glorius,
peursur ma-z oc’h da gaout frouezh ho feiz, a zo silvidigezh hoc’h eneoù.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 20, 19-31)
Eizh deiz goude e teuas Jezuz.
Allelouia ! Allelouia ! (Yn 20, 29)
Lavarout a reas Jezuz : « Dre m’ac'h eus va gwelet, Tomaz, e kredez.
Eürus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet. »
Allelouia !
Evel ma oa an noz, d’an deiz-se, ar c'hentañ eus ar sizhun,
serret ma oa an dorioù war al lec'h ma oa bodet an diskibien
gant aon rak ar Juzevien,
e teuas Jezuz, hag o chom en e sav en o c'hreiz,
e lavaras dezho : « Ar peoc'h ra vo ganeoc'h ! »
Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez.
Karget e voe an ebestel a levenez, o welout an Aotrou.
Un eil gwech e lavaras dezho : « Ar peoc’h ra vo ganeoc’h ! Evel m’en deus an Tad kaset ac’hanon, evel-se me ivez a gas ac’hanoc’h ».
Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e c’hwezhas warno hag e lavaras dezho : « Resevit ar Spered Glan. Da biv bennak e pardonot e bec’hedoù, dezhañ e vezint pardonet, ha da biv bennak e talc’hot anezho, e vezint dalc’het dezhañ ».
Hogen Tomaz, unan eus an Daouzek, an hini anvet Didimos (ar Gevell), ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz.
An diskibien all a lavaras dezhañ : « Gwelet hon eus an Aotrou ». Eñ avat a respontas : « Mar ne welan ket en e zaouarn merk an tachoù, ha mar ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket ».
Eizh deiz goude edo adarre an diskibien e-barzh, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas-tre, an dorioù kloz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras : « Ar peoc’h ra vo ganeoc’h ! »
Ha da c’houde e lavaras da Domaz : « Laka da viz amañ, ha sell ouzh va daouarn ; astenn da zorn, hag e laka em c’hostez, ha na vez ket diskredik, met kreder ».
Ha Tomaz da respont ha da lavarout dezhañ : « Va Aotrou ha va Doue ».
Lavarout a reas Jezuz dezhañ : « Dre m’ac’h eus va gwelet, Tomaz, e kredez. Evurus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet ».
Kalz a vurzhudoù all a reas c’hoazh Jezuz dirak e ziskibien, ha n’int ket bet skrivet el levr-mañ.
Met ar re-mañ a zo bet skrivet evit ma kredot ez eo Jezuz ar C’hrist Mab Doue, hag evit m’ho po dre ho feiz, ar vuhez en e anv.
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 12 a viz Ebrel 2026Selaouerezed ha selaouerien gaer, lidañ a reomp hiziv eil Sul Fask, Sul an Drugare.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
📅 D'ar Sul 12 a viz Ebrel 2026
Selaouerezed ha selaouirien gaer, lidañ a reomp hiziv eil Sul Fask, Sul an Drugare.Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
