Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 19 a viz Ebrel 2026

3e sul Fask⚪ Gwenn

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus Oberoù an Ebestel (eb 2, 14.22b-33)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ne c'helle ket bezañ e dalc'h galloud an Droukspered.

Da zeiz ar Pantekost, Pêr, en e sav gant an Unnek, a savas e vouezh hag a zisklerias dezho :
« Gwazed Judea ha C'hwi holl o chom e Jeruzalem,
gouezit kement-mañ ha digorit ho tivskouarn d’am c'homzoù.
Jezuz a Nazared, an den-se en deus Doue roet testeni a-du gantañ, dirazoc’h, gant an oberoù galloudus, ar burzhudoù hag ar sinoù, a zo bet graet drezañ gant Doue en ho touez, evel m’her gouzoc’h, c’hwi hoc’h-unan.
Hennezh, hag a oa bet gwerzhet hervez ar mennad bet divizet gant Doue en e ragouiziegezh, hoc’h eus staget ouzh ar Groaz ha lakaet d’ar marv dre zaouarn tud difeiz.
Ha Doue en deus adsavet ha dieubet anezhañ diouzh ereoù ar marv, dre ma n’helle ket bezañ e chomfe e dalc’h ar marv.
Rak David a lavar diwar e benn : « Gwelout a raen dibaouez an Aotrou dirazon, rak a-zehou din emañ, evit na vezin ket brallet.
En abeg da se he deus en em laouenaet va c’halon, hag en deus tridet va zeod gant ar joa. Ha va c’horf ivez a ziskuizho en esperañs.
Rak ne lezi ket va ene en ifernioù, ha ne ri ket d’az Sant gwelout ar vreinadurezh.
Graet ac’h eus din anavezout hentoù ar vuhez, ha va leuniañ a ri a levenez gant da splannder ».
Breudeur, aotre am eus da lavarout gant hardizhegezh
diwar-benn hon uheldad David,
ez eo marvet, ez eo bet lakaet en ur bez,
hag emañ e volz en he sav bepred en hon touez betek hiziv.
Met o vezañ diouganet hag o c’houzout en devoa Doue prometet dezhañ
dre le e lakfe d’azezañ war e dron ur mab eus e wad,
e rakwelas hag e kemennas dasorc’hidigezh ar C’hrist,
pa n’eo ket bet hemañ dilezet e bro an Anaon,
ha n’en deus ket e gorf gwelet ar vreinadurezh.
Hennezh, Jezuz, eo an hini en deus Doue lakaet da adsevel da vev,
ar pezh ez omp ni-holl an testoù anezhañ.
Ha bremañ uhelsavet gant dorn dehou Doue,
en deus resevet digant an Tad ar Spered Santel bet prometet gantañ,
hag en skuilhet en deus,
evel ma welit
ha ma klevit C'hwi hoc'h-unan.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 16 Salm 16 (15), 1-2a ha 5. 7-8. 9-10. 11

📖 Levr ar salmoù : Salm 16

D : Aotrou, grit din gwelout hentoù ar vuhez.
Pe : Allelouia !


Va mirit, Aotrou Doue, rak ennoc'h e klaskan va goudor.
C'hwi eo va Aotrou, n'eus eurvad ebet evidon nemet ennoc'h.
Aotrou, C'hwi eo va lod, va c'haliriad.
C'hwi an hini a zalc'h va flanedenn en ho taouarn.

Bennigañ a rin an Aotrou a ro din e guzulioù ;
zoken e-pad an noz am c'helenn va c'halon.
An Aotrou am bez dalc'hmat dirak va sell ;
emañ a-zehou din, ne vrañsellin ket.
Gant se eo laouen va c'halon, hag e trid va ene ;
va c'horf zoken a ziskuizho e surentez.

Rak ne zilezot ket va buhez e dalc'h ar marv,
ne lezot ket ho sant da welout ar vreinadurezh.
Diskouez a reot din hent ar vuhez,
leunder al levenez en ho splannder,
plijadurezh a-zehou deoc'h da virviken !

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher kentañ Pêr  (1Pe 1, 17-21)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Dellezek eo an Oan bet lazhet da resev galloud ha pinvidigezh.

Peogwir ez anvit Tad an Hini a varn pep unan hervez e oberoù,
hep derc'hel kont eus diavaezioù an dud,
en em renit gant doujañs e-pad an amzer m’emaoc’h divroet er bed-mañ.
Gouezit n’eo ket gant danvezioù a ya da goll, arc’hant pe aour,
ez oc’h bet dieubet eus ar vuhez diskiant ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,
met dasprenet oc’h bet gant gwad un oan disi ha dinamm, gwad prizius an Aotrou Krist,
eñ hag a zo bet rak-dibabet a-raok krouidigezh ar bed,
hag a zo bet diskleriet en amzerioù diwezhañ-mañ abalamour deoc’h-c’hwi.
Drezañ eo e kredit e Doue,
en deus e lakaet da adsevel a-douez ar re varv, hag en deus roet ar c’hloar dezhañ,
en doare ma-z eo war an Aotrou Doue e-unan ez eo diazezet ho feiz hag hoc’h esperañs an hini a gredit hag a esperit ennañ.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 24, 13-35)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Dont a ra Jezuz ha kemer a ra ar bara hag ar pesk hag o ro dezho.

Allelouia ! Allelouia ! (Lk. 24, 32)
Aotrou Jezuz, grit deomp intent ar Skriturioù !
Ra vervo hor c'halon e-pad ma vezot o komz ouzhomp !
Allelouia !

En deiz-se, setu ma oa daou anezho o vont d’ur vourc’h
teir lev bennak diouzh Jeruzalem, hec’h anv Emmaus,
hag e komzent etrezo diwar-benn kement tra a oa c’hoarvezet.
Ha setu e-pad m’edont o komz hag o vreutaat,
Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas d’ober hent ganto ;
met dalc’het e oa o daoulagad en doare ma ne oant ket evit e anavezout.
Hag e lavaras dezho :
« Petra eo an divizoù-se a zo ganeoc’h, en ur vale gant an hent ? ».
Chom a rejont a-sav, leun a dristidigezh.
Unan anezho, anvet Kleopas, a respontas outañ :
« Te eo an estren nemetañ, e Jeruzalem,
a zo hep gouzout petra a zo c’hoarvezet enni, en deizioù-mañ. »
« Petra ’ta ? » emezañ dezho. Ar re-mañ a respontas :
« Ar pezh a zo en em gavet gant Jezuz a Nazared,
a oa en em ziskouezet evel ur profed galloudus en e oberoù hag en e gomzoù,
dirak Doue ha dirak ar bobl a-bezh ;
ha penaos o deus hor beleien vras hag hor pennadurezhioù e zroukroet evit ma vefe barnet d’ar marv,
hag e voe staget ganto ouzh ar groaz.
Ni avat a espere e oa hennezh Dasprener Israel ;
hogen, gant kement-se holl,
hemañ eo an trede deiz abaoe m’eo degouezhet an traoù-se.
Gwir eo ez eo bet strafuilhet hor spered
gant un nebeud gwragez eus hon touez :
aet int d’ar bez da c’houloù-deiz,
ha pa n’o deus ket kavet e gorf, ez int distroet en ur lavarout o devoa gwelet Aeled zoken,
hag a lavar ez eo bev.
Ha darn eus hor c’hompagnuned a zo aet d’ar bez,
hag o deus kavet an traoù evel m’o devoa lavaret ar gwragez ;
eñ avat, n’o deus ket e welet ».
Neuze e lavaras Jezuz dezho :
« O tud dispered ha gorrek ho kalonoù da grediñ kement o deus lavaret ar Brofeded !
Daoust ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv ar poanioù-se
hag antren evel-se en e c’hloar ? »
Hag o kregiñ gant Moizez hag an holl Brofeded, e tisplegas dezho,
en holl Skriturioù, ar pezh a oa diwar e benn.
Evel-se ez errujont tost d’ar vourc’h m’edont o vont,
met eñ a reas van da vont hiroc’h.
Met derc’hel a rejont warnañ en ur lavarout :
« Chom ganeomp, rak setu ar serr-noz o tont, hag emañ an deiz o tiskenn ».
Hag ez antreas, evit chom ganto.
Ha setu, p’edo ouzh taol ganto,
e kemeras ar bara, hag e rentas bennozh, henn rannas hag henn roas dezho.
Neuze o daoulagad a zigoras hag henn anavezout a rejont ;
eñ avat a oa aet kuit a-zirazo.
Hag e lavarjont an eil d’egile :
« Daoust ha ne verve ket hor c’halon en hor c’hreiz,
pa gomze ouzhomp war an hent, ha pa zizoloe deomp ar Skriturioù ? »
Hag o sevel raktal e tistrojont da Jeruzalem.
Eno e kavjont bodet an Unnek abostol hag ar re a oa ganto,
a lavaras dezho :
« Evit gwir, ez eo dasorc’het an Aotrou, hag en em ziskouezet eo da Simon ».
Hag i o-unan a gontas ar pezh a oa c’hoarvezet war an hent,
ha penaos o devoa e anavezet gant rannidigezh ar bara.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 19 a viz Ebrel 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn