Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 26 a viz Ebrel 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (eb 2, 14a. 36-41)
Doue en deus graet Jezuz Aotrou ha Krist.
Da zeiz ar Pantekost, Pêr, en e sav gant an Unnek,
a savas e vouezh hag a zisklerias dezho :
Ra ouezo eta, sur hag asur, holl diegezh Israel en deus Doue graet Aotrou ha Krist,
ar Jezuz-se hoc’h eus c’hwi staget ouzh ar Groaz.
O klevout ar c’homzoù-se e voe treuzet o c’halon,
hag e lavarjont da Bêr ha d’an Ebestel all :
« Breudeur ! Petra hon eus-ni da ober ?
Ha Pêr a respontas dezho :
« Ho pet keuz, ha ra ’n em lakaio pep hini da vezañ badezet en anv Jezuz Krist
evit kaout ar pardon eus ho pec’hedoù, hag e resevot donezon ar Spered Santel.
Rak evidoc’h eo ar bromesa, hag evit ho pugale, hag evit ar re a zo pell, hag an niver anezho a vo ken bras ha ma plijo gant an Aotrou hon Doue o gervel ».
Gant kalz a gomzoù all c’hoazh e pede start anezho, hag o atize, en ur lavarout :
« Tec’hit diouzh ar rummad fallakr-mañ »
Ar re a zegemeras a galon vat e gomzoù a voe badezet ; hag en deiz-se, war-dro tri mil den a yeas da greskiñ niver an Diskibien ».
🎶 Salm
Salm 23 Salm 23 (22), 1-3a. 3b-4. 5. 6
D : An Aotrou eo va fastor, ne ra netra diouer din-me.
Pe : Allelouia !
Va fastor eo an Aotrou, ne ra netra diouer din-me :
war bradeier leton glas em laka da c'hourvez.
Va ren a ra d'an dourioù diskuizhus,
da advevaat va ene.
Va bleinañ a ra dre hentoù ar reizhder evit enor e anv.
Ha pa gerzhin dre stankenn ar marv,
n'em bo aon rak droug ebet, C'hwi em c'hichen,
Ho pazh hag ho kammell, a laka dinec'h va ene.
Evidon ec'h aozit ur pred
a-dal d'am enebourien ;
war va fenn e skuilhit ho c'hwez-vat,
va c'halir 'zo leun-barr.
Madelezh ha gras a gerzho ganin
a-hed deizioù va buhez,
va chomadur a vo ti an Aotrou
a-hed an holl amzer.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ Pêr (1Pe 2, 20b-25)
Distroet oc'h bet davet pastor hoc'h eneoù.
Gouzañv poanioù gant pasianted goude bezañ graet ar mad,
sed ar pezh a zo gras dirak Doue.
Da gement-se oc'h bet galvet e gwirionez,
rak ar C'hrist en deus gouzañvet evidoc'h
ha lezet deoc'h ur skouer evit ma kerzhot war e roudoù ;
eñ n’en deus graet pec'hed ebet, n’eus bet gaou ebet en e c'henou ;
pa veze kunujennet, ne zaskore kunujenn da zen ;
pa c'houzañve poan, ne c’hourdrouze ket ;
met en em lakaat a rae etre daouarn an Hini a varn gant reizhder ;
eñ en deus douget hor pec'hedoù en e gorf war ar c'hoad
evit hon lakaat da vervel d’hor pec'hedoù ha da vevañ er reizhder ;
gant e c'houlioù ez oc’h bet yac'haet.
Rak evel deñved dianket e oac'h,
met bremañ ez oc'h distroet d’an hini a zo pastor ha diwaller hoc'h eneoù.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 10, 1-10)
Me eo dor an deñved.
Allelouia ! Allelouia ! (Yn 10, 14-15)
Me eo ar mêsaer mat, eme an Aotrou ; anavezout a ran va deñved-me, ha va re-me am anavez.
Allelouia !
En deiz-se a lavaras Jezuz : « E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h,
an hini na zeu ket dre an nor e kraou an deñved,
met a bign dre ul lec’h all, hennezh a zo ul laer hag ur forbann.
Met an hini a zeu e-barzh dre an nor eo pastor an deñved.
Dezhañ e tigor ar porzhier hag an deñved a glev e vouezh ;
e zeñved-eñ, o gervel a ra dre o anv, hag o c’has a ra er-maez.
Ha p’en devez lakaet er-maez e holl re,
e kerzh en o raok hag an deñved a ya war e lerc’h dre ma-z anavezont e vouezh.
An diavaezour avat, n’eont ket war e lerc’h ; hogen tec’hout a reont dioutañ, dre n’anavezont ket mouezh an diavaezourien ».
Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se,
int avat ne gomprenjont ket petra 'oa e gomzoù.
Jezuz a lavaras eta adarre :
« E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc’h :
An holl gement a zo deuet a-raok din,
a zo laeron ha forbanned anezho ;
met an deñved n’o deus ket o selaouet.
Me eo an nor. An neb a yelo e-barzh drezon a vo salvet.
Mont a raio e-barzh hag ez aio er-maez hag e kavo peurvan.
Al laer avat ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ ;
me a zo deuet evit m’o devezo ar vuhez ha m’o devezo anezhi en-fonnus.
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 26 a viz Ebrel 2026Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
