Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 3 a viz Mae 2026

5vet sul Fask⚪ Gwenn

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (eb 6, 1-7)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Dibab a rejont seizh den leun gant ar Spered Santel.

En devezhioù-se, niver an diskibien o vont war gresk,
e savas grozmol a-berzh ar C’hresianegerien a-enep d’an Hebraegerien,
en abeg ma veze, d’o soñj, dilezet o intañvezed er servij pemdeziek.
Neuze an Daouzek, o vezañ dec’halvet engroez an diskibien, a lavaras :
« N’eo ket mat e tilezfemp Komz Doue evit ober war-dro ar pourvezerez.
Klaskit kentoc’h en ho touez, seizh gwaz a vrud mat,
leun a Spered Santel hag a furnez, a vo lakaet ganeomp war ar servij-se.
Ni avat a chomo aketus d’ar bedenn ha da vinistrerezh ar Gomz ».
Plijout a reas ar c’homzoù-se d’an engroez a-bezh
hag e voe dibabet ganto Stefan,
den leun a feiz hag a Spered Santel,
Filip, Prokor, Nikanor, Timon, Parmenaz ha Nikolaz, hemañ ur proselid eus Antiokia.
O degas a rejont dirak an Ebestel, hag ar re-mañ, goude pediñ, a astennas warno o daouarn.
Komz Doue a yae war gresk, hag e teue da vezañ fonnusoc’h-fonnusañ niver an diskibien e Jeruzalem.
Ar veleien ivez, un niver bras anezho, a sente ouzh ar feiz.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 33 Salm 33 (32), 1-2. 4-5. 18-19

📖 Levr ar salmoù : Salm 33



Youc‘hit d‘an Aotrou, C‘hwi an dud reizh ;
evit ar re reizh eo un dever e veuliñ.
Dougit bennozh d‘an Aotrou war ar gitar,
salmit dezhañ war an delenn dek kordenn.

Gwirion eo lavar an Aotrou,
e fealded en em ziskouez en e holl oberoù.
Karout a ra ar gwir hag ar reizhder ;
leun eo an douar gant madelezh an Aotrou.

Met war e dud feal e par daoulagad an Aotrou,
war an dud a fiz en e garantez,
evit tennañ o eneoù eus ar marv,
hag evit o bevañ en amzer ar gernez.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher kentañ Pêr (1Pe 2, 4-9)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

C'hwi avat eo ar ouenn dibabet, ar velegiezh roueel.

Breudeur, tostait ouzh Jezuz an Aotrou, rak eñ eo ar maen bev, bet distaolet gant an dud, hogen an hini dibabet ha prizius da sell Doue.
Ha c’hwi ivez, evel mein bev, bezit danvez an Templ speredel a zo o sevel ;
deuit da vezañ ur velegiezh santel
evit kinnig sakrifisoù speredel plijus da Zoue dre Jezuz Krist.
Rak kement-mañ a zo er Skritur :
« Setu ma lakaan e Sion ur maen-korn dibabet, prizius ;
hag an hini en em fizio ennañ n’en devo ket a geuz. »
Deoc’h-c’hwi eta, krederien, an enor ! Hogen, evit ar re na gredont ket,
« ar maen bet distaolet gant saverien an ti, ha deuet da vezañ ur maen-korn, a zo ivez ur maen-skoilh, ur roc’h a laka da gouezhañ. »
Hag asoupañ a reont outañ o vezañ na sentont ket ouzh ar Gomz ;
evit gwir, da gement-se e oant bet rakverket.
C’hwi avat a zo « ar ouenn dibabet,
ar velegiezh roueel, ar vroad santel,
ar bobl bet prenet gant Doue evit embann oberoù galloudus
an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklerijenn vurzhudus.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 14, 1-12)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez.

Allelouia ! Allelouia ! (Yn 14, 6)
Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez, eme Jezuz ;
den ebet ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Allelouia !

D‘ar mare m‘edo Jezuz o tremen eus ar bed-mañ davet e Dad, e lavare d‘e ziskibien :
« Arabat d’ho kalon bezañ trubuilhet. Krediñ a rit e Doue, kredit ivez ennon.
E ti va Zad ez eus chomajoù e-leizh,
mar ne vije ket evel-se em bije lavaret deoc’h ;
setu m’emaon o vont da aozañ plas deoc’h.
Ha pa vin aet, ha p’am bo kempennet plas deoc’h,
e tistroin hag e kemerin ac’hanoc’h em c’hichen,
evit ma vezot c’hwi ivez el lec’h m’emaon-me.
Ha da gaout al lec’h ma-z an, e ouzoc’h an hent ».
Lavarout a reas Tomaz dezhañ :
« Aotrou, ne ouzomp ket da belec’h emaout o vont ;
ha penaos e oufemp an hent ? »
Jezuz a lavaras dezhañ : « Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez ;
den ebet ne zeu d’an Tad nemet drezon.
M’am anavezfec’h, e anavezfec’h va Zad ivez...
Met a-vremañ e anavezout a rit hag e welet hoc’h eus ». -
« Aotrou, eme Filip, diskouez deomp an Tad hag e vo trawalc’h deomp ».
Jezuz a lavaras dezhañ : « Keit amzer a zo abaoe m’emaon ganeoc’h,
ha n’am anavezez ket c’hoazh, Filip ?
An hini am gwel, a wel ivez an Tad. Penaos e lavarez : Diskouez deomp an Tad ?
Ha ne gredez ket emaon en Tad hag emañ an Tad ennon ?
Ar c’homzoù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan.
An Tad hag a chom ennon eo a ra e oberoù.
Va c’hredit emaon en Tad hag emañ an Tad ennon.
Pa ne ve ken, kredit en abeg d’an oberoù o-unan ».
« E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h,
an neb a gred ennon a raio, eñ ivez, an oberoù a ran-me ;
ha reoù vrasoc’h c’hoazh a raio, dre m’emaon o vont davet va Zad. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 3 a viz Mae 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn