Lennadennoù ar Sul
📅 D'ar Sul 10 a viz Mae 2026
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (eb 8, 5-8. 14-17)
Astenn a rejont warno o daouarn evit ma resevfent ar Spered Santel.
Filip o vezañ diskennet betek ur gêr eus Samaria,
a brezegas ar C‘hrist d’an dud.
En em stagañ a rae an holl, a-unvouezh, ouzh ar pezh a gelenne Filip,
diwar glevout komz eus ar burzhudoù a rae pe o gwelout.
Rak kalz eus ar re dalc‘het gant speredoù hudur
ez ae ar re-mañ er-maez anezho en ur grial a vouezh kreñv.
Kalz tud seizet ha kamm a voe pareet ivez.
Ha levenez vras a voe er gêr-se.
An Ebestel a oa e Jeruzalem o vezañ klevet
he devoa Samaria degemeret komz Doue, a gasas daveto Pêr ha Yann.
Ar re-mañ eta a ziskennas betek enno hag a bedas evito,
evit ma resevfent ar Spered Santel.
Rak ne oa ket deuet c‘hoazh war hini ebet anezho,
ne oant bet nemet badezet e anv an Aotrou Jezuz.
Neuze Pêr ha Yann a astennas o daouarn warno,
hag e resevjont ar Spered Santel.
🎶 Salm
Salm 66 Salm 66 (65), 1-3a, 4-5, 6-7a, 16 ha 20
D : Bezit laouen e Doue, douar a-bezh !
Pe: Allelouia !
Youc‘hit da Zoue, tud an douar a-bezh,
kanit da c‘hloar e anv,
dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.
Lavarit da Zoue : « Pegen estlammus hoc‘h oberoù !
Dirazoc‘h e stou an douar a-bezh, d‘hoc‘h azeuliñ,
ra ganint evidoc‘h, ra ganint hoc‘h anv. »
Deuit ha sellit ouzh taolioù-meur Doue,
graet en deus burzhudoù e-keñver mibien an dud.
Kemmet en deus ar mor e douar kalet,
treizhet hon eus ar stêr hep glebiañ hon treid ;
lakaomp eta hol levenez ennañ.
Ren a ra war bep tra en e c‘halloud peurbad.
Deuit, ha selaouit, hag e kontin, deoc‘h holl hag a zouj Doue,
an holl gement en deus graet evit va ene.
Meuleudi da Zoue, rak n‘en deus ket argaset va fedenn,
n‘en deus ket nac‘het ouzhin e vadelezh.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher kentañ Pêr (1Pe 3, 15-18)
Neb a gastiz e gorf a vev avat dre ar Spered.
Va breudeur, santelait en ho kalonoù an Aotrou Krist,
o vezañ prest bepred da zifenn an esperañs a zo ennoc‘h,
dirak ar re a c‘houlenn kont ouzhoc‘h diwar he fenn ;
met grit se gant douster ha doujañs, en ur gaout koustiañs vat,
evit ma teuio ar re a gav abeg en ho puhez reizh er C‘hrist,
da gaout mezh war ar poent end-eeun ma kavont abeg ennoc‘h.
Gwelloc‘h eo gouzañv poan oc‘h ober ar mad,
mard eo se bolontez Doue, eget oc‘h ober an droug.
Rak ar C‘hrist e-unan a zo marvet ur wech da vat evit ar pec‘hedoù,
eñ dibec‘h evit ar bec‘herien, evit hon degas da Zoue ;
ha bet lakaet d’ar marv en e gorf eo bet bevaet en e spered.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 14, 15-21)
Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all.
Allelouia ! Allelouia ! (Yn 14, 23)
Ma 'z eus unan bennak hag am c'har, eme Jezuz,
e viro va c'homzoù, ha va Zad er c’haro,
hag e teuimp davetañ hag e vimp o chom gantañ.
Allelouia !
En amzer-se, e lavaras Jezuz :
« M’am c‘harit, e virot va gourc‘hemennoù.
Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc‘h ur Frealzer all,
da chom ganeoc‘h da viken,
ar Spered a wirionez n’hall ket ar bed resev anezhañ
dre ma ne wel, na ne anavez ket anezhañ ;
c‘hwi avat a anavez anezhañ, rak ganeoc‘h emañ o chom hag ennoc‘h e vo.
N’ho lezin ket emzivaded ; distreiñ a rin davedoc‘h.
C’hoazh un herradig hag ar bed n’am gwelo ket mui ;
met c‘hwi am gwelo, rak bev ez on-me ha c‘hwi a vezo bev ivez.
En deiz-se ec‘h anavezot emaon em Zad ha C‘hwi ennon, ha me ennoc‘h.
An hini en deus va gourc‘hemennoù hag a vir anezho,
eo hennezh an hini am c‘har ;
hag an hini am c‘har, a vezo karet gant va Zad,
ha me a garo anezhañ hag en em ziskulio dezhañ. »
🎙️ Selaou Aviel an deiz
📅 D'ar Sul 10 a viz Mae 2026Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.
