Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Yaou 14 a viz Mae 2026

Ar Yaou Bask⚪ Gwenn

📜 Lennadenn gentañ

Penn-kentañ levr Oberoù an Ebestel (eb 1, 1-11)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Dirak o daoulagad e voe uhelsavet.

Va danevell gentañ am eus savet, o Teofilos,
diwar-benn kement a reas hag a gelennas Jezuz,
adalek ar penn kentañ, betek an deiz ma voe savet d’an Neñv,
goude bezañ roet e gemennadurioù, dre ar Spered Santel,
d’an ebestel en devoa dibabet.
D’ar re-mañ ivez en devoa en em ziskouezet,
leun a vuhez goude bezañ gouzañvet,
dre galz a brouennoù,
oc’h en em reiñ dezho da welout e-pad daou-ugent devezh
hag o tisplegañ ar pezh a sell ouzh Rouantelezh Doue.
Hag un deiz o vezañ ganto, e kemennas dezho chom hep pellaat diouzh Jeruzalem,
met gortoz eno promesa an Tad, hoc’h eus klevet diganin, emezañ, ar c’hemenn anezhi ;
rak Yann en deus badezet gant dour ;
c’hwi avat eo er Spered Santel e vezot badezet a-benn nebeut devezhioù ac’hann.
Int-i eta, un deiz ma oant bodet en-dro dezhañ, a c’houlennas outañ :
« Aotrou, hag-eñ eo bremañ emaout o vont da adsevel ar Rouantelezh evit Israel ? »
Respont a reas dezho : « N’eo ket roet deoc’h-c’hwi anavezout an amzer hag ar c’houlz
en deus an Tad merket en e c’halloud e-unan.
Met resev a reot nerzh ar Spered Santel o tiskenn warnoc’h,
hag e vezot testoù din e Jeruzalem,
e Judea en he fezh, hag e Samaria, ha betek penn pellañ an douar ».
Hag o vezañ lavaret an traoù-se, tra ma oant o sellout, e voe savet d’an nec’h,
hag ur goabrenn a zegemeras anezhañ d’e guzhat d’o daoulagad.
Hag evel ma oant eno, troet o sell etrezek an Neñv d’e welout o vont kuit,
setu m’en em gavas dirazo daou zen gwisket e gwenn,
a lavaras : « Gwazed Galilea, perak e chomit aze da sellout ouzh an Neñv ?
Hennezh, Jezuz, hag a zo bet savet diouzhoc’h d’an Neñv, a zeuy en-dro evel-se,
e-giz m’hoc’h eus e welet o vont kuit d’an Neñv ».

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 47 Salm 47 (46), 2-3, 6-7, 8-9

📖 Levr ar salmoù : Salm 47

D : Doue a sav en oabl, hag an Aotrou ouzh son ar c'horn.
Pe : Allelouia !


C‘hwi, pobloù holl, stlakit ho taouarn,
meulit Doue gant youc‘hadegoù a levenez,
rak an Aotrou eo an Uhel-meurbet, ar spouronus,
ar Roue-meur war an douar a-bezh.

Sevel a ra Doue e-kreiz ar youc‘hadegoù,
hag an Aotrou e sonadeg an trompilhoù.
Kanit da Zoue ha kanit,
sonit d‘hor Roue ha sonit.

Rak Doue eo roue an douar a-bezh,
sonit dezhañ d‘e azeuliñ.
Doue a ren war an holl vroadoù,
Doue a zo azezet war e gador santel.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'an Efeziz (Ef 1, 17-23)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Hag eñ lakaet d’azezañ en tu dehou dezhañ en Neñvoù.

Va breudeur, plijet gant Doue hon Aotrou Jezuz Krist, Tad ar c‘hloar,
reiñ deoc‘h gras ar furnez,
ma ‘n em ziskulio deoc‘h ha ma teuiot d’e anavezout da vat.
Plijet gantañ sklêrijennañ daoulagad ho spered,
ma ouiot pebezh esper hoc‘h eus en e c‘halv,
pegen kaer eo pinvidigezh ar c‘hloar ho po da hêrezh e-touez ar Sent,
pegen bras-divent ar galloud e ra gantañ en hor c‘heñver-ni, ar grederien.
An nerzh-se peurgalloudus eo an hini
en deus diskouezet Doue e-keñver ar C‘hrist,
p‘en deus e adsavet a-douez ar re varv,
hag henn lakaet d’azezañ en tu dehou dezhañ en Neñvoù,
kalz uheloc‘h eget pep Priñselezh, Mestroniezh,
Galloudegezh, Aotrouniezh, ha kement a c‘hell bezañ anvet,
n’eo ket hepken er bed-mañ, met ivez er bed da zont.
Lakaet en deus pep tra dindan e dreid,
hag e ziazezet en deus a-us da bep tra, evel penn an Iliz ;
rak houmañ a zo e gorf,
ha leunder an Hini a resev leunder e pep doare digant pep tra.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 28, 16-20)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Pep galloud a zo bet roet din en Neñv ha war an douar.

Allelouia ! Allelouia ! (Mz 28, 19-20)
It eta da gelenn an holl vroadoù ;
ha setu m’emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed.
Allelouia !

An unnek diskibl a yeas neuze da C’halilea
war ar menez en devoa Jezuz merket dezho.
Hag ouzh e welout e stoujont dirazañ,
int hag a oa bet amgredik.
Jezuz o tostaat a lavaras dezho :
« Pep galloud a zo bet roet din en Neñv ha war an douar.
It eta da gelenn an holl vroadoù ;
o badezit en anv an Tad
hag ar Mab hag ar Spered Santel ;
deskit dezho mirout an holl gement am eus gourc’hemennet deoc’h.
Ha setu m’emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed ».

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Yaou 14 a viz Mae 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn