Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 17 a viz Mae 2026

7vet sul Fask⚪ Gwenn

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (eb 1, 12-14)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Kenderc'hel a raent da bediñ, unan a galon.

En deizioù-se e tistrojont da Jeruzalem diwar ar menez a vez anvet Menez an Olived ;
tost da Jeruzalem emañ, war-hed ur pennad-hent Sabad.
Deuet en-dro e kêr, e pignjont d’ar gambr uhel, e-lec’h ma vezent o lojañ :
Pêr, Yann, Jakez, Andrev, Filip, Tomaz, Bartolome, Mazhev,
Jakez mab Alfe, Simon ar Zelot, ha Judaz mab Jakez.
Ar re-mañ holl a gendalc’he da bediñ, unan a galon,
gant un nebeut gwragez ha Mari mamm Jezuz, ha gant e vreudeur.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 27 Salm 27 (26), 1. 4. 7-8a

📖 Levr ar salmoù : Salm 27

D : Krediñ a ran e welin madoù an Aotrou e douar ar re vev.
Pe : Allelouia !


Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou,
piv am lakafe da spontañ ?
Difenn va buhez eo an Aotrou,
piv am lakafe da grenañ ?

Un dra a c'houlennan digant an Aotrou, sed ar pezh a glaskan :
ma vin o chom e ti an Aotrou a-hed deizioù va buhez,
ma tañvain kuñvder an Aotrou,
en ur servijañ en e Dempl.

Selaouit, Aotrou, va mouezh pa 'z ho kalvan,
ho pet truez, va selaouit.
Deoc'h-C'hwi e lavar va c'halon :
« Va daoulagad ho klask ! »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher kentañ Pêr (1Pe 4, 13-16)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Mar bezit dismegañset en abeg da anv Jezuz, eürus oc'h.

Va breudeur. E kement ha m’hoc’h eus perzh e poanioù ar C’hrist, bezit laouen,
rak en deiz m’en em ziskulio e c’hloar, e viot karget a levenez hag a joa.
Ma vezit dismegañset en abeg da anv Jezuz, eürus oc’h,
rak warnoc’h emañ o repoziñ ar Spered a c’hloar, Spered Doue.
Arabat e vefe unan bennak o c’houzañv poan evel muntrer,
pe laer, pe dorfedour, pe evel flatrer.
Met ma-z eo evel kristen, ra chomo hep kaout mezh,
ra rento gloar da Zoue evit bezañ o tougen an anv-se.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 17, 1-11a)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Te bremañ, ro klod din, Tad.

Allelouia ! Allelouia ! (Yn 14, 18)
N’ho lezin ket emzivaded ; distreiñ a rin davedoc'h, eme an Aotrou ;
mont a rin hag e tistroin, hag ho kalon a vo laouen.
Allelouia !

En amzer-se e komzas Jezuz evel-se,
o vezañ savet e zaoulagad :
« Tad, deuet eo an eur ; ro gloar d’az Mab evit ma roio da Vab gloar dit-Te,
hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep korf,
ma roio ar vuhez peurbadus da gement hini ac’h eus roet dezhañ.
Hogen, homañ eo ar vuhez peurbadus : m’az anavezint-Te,
ar gwir Doue n’eus nemetañ, hag an hini ac’h eus kaset, Jezuz Krist.
Me ’m eus roet gloar dit war an douar ;
peurc’hraet em eus al labour az poa roet din d’ober.
Ha Te bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen,
gant ar c’hloar-se am boa ez kichen a-raok d’ar bed dont da vezañ.
Diskouezet em eus splann da anv d’an dud
ac’h eus roet din eus a-douez ar bed ;
dit e oant, ha din-me ac’h eus o roet, ha da lavar-Te o deus miret.
Bremañ ec’h ouzont e teu diganit kement ac’h eus roet din.
Hag ar c’homzoù ac’h eus roet din, am eus roet dezho ;
hag o degemeret o deus hag anavezet o deus evit gwir ez on deuet ac’hanout,
ha kredet o deus ez on bet kaset ganit.
Pediñ a ran evito ; ne bedan ket evit ar bed,
met evit ar re ac’h eus roet din, dre ma-z int dit-Te ;
holl gement a zo din, a zo dit-Te ;
ha kement a zo dit, a zo din-me hag enno e kavan gloar.
N’emaon mui er bed,
int-i avat a zo er bed e-pad ma-z an etrezek ennout. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 17 a viz Mae 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn