Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 24 a viz Mae 2026

Gouel ar Pantekost🔴 Ruz

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (eb 2, 1-11)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Leuniet e voent holl gant ar Spered Santel hag e stagjont da gomz.

Peurdremenet an amzer a-benn deiz ar Pantekost, edont holl bodet a-gevret en hevelep lec’h.
A-daol trumm e c’hoarvezas o tont eus an Neñv, un trouz evel hini ur barr-avel a leunias en e bezh an ti ma oant azezet ennañ.
Hag e weljont, oc’h en em rannañ dirazo, teodoù evel teodoù-tan, a zeuas da bozañ, unan war bep hini anezho.
Ha leuniet e voe an holl gant ar Spered Santel, hag en em lakaat a rejont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da lavarout.
Bez e oa o chom e Jeruzalem, Juzevien, gwazed deol deuet eus kement broad a zo dindan an Neñv.
Goude d’an trouz-se c’hoarvezout, en em zastumas an engroez, ha strafuilhet e voent, dre ma kleve pep hini anezho an Ebestel o komz en e yezh e-unan.
En o estlamm hag en o souezh e lavarent : « An holl re-mañ a zo o komz, daoust ha n’int ket Galileiz ? Penaos eta pep hini ac’hanomp a glev anezho en hor yezh c’henidik ?
Parted, Meded hag Elamiz, tud o chom e Mezopotamia, Judea ha Kapadokia, Pontos hag Azia, Frigia ha Pamfilia, Egipt hag al lodenn-se eus Libia tost da Girene, Romaned o tremen dre amañ, Juzevien ha prozelited, Kretiz hag Arabed, klevout a reomp anezho o tiskleriañ en hor yezhoù, oberoù meur Doue ».

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 104 Salm 104 (103), 1ab ha 24ac. 29bc-30. 31 ha 34

📖 Levr ar salmoù : Salm 104

D : Aotrou Doue, kasit ho Spered
ma vo nevesaet dremm an douar ! Pe : Allelouia !


O va ene, bennig an Aotrou.
Na bras oc‘h-C‘hwi, Aotrou Doue !
Na pegen niverus hoc'h oberoù, Aotrou !
Leun eo an douar gant kement hoc'h eus krouet.

Pa dennit o alan diouto e varvont
hag e tistroont en o foultr.
Met addegasit ho spered hag e vo adkrouet ar bed,
ha nevesaet dremm an douar.

Gloar an Aotrou da bado da viken ;
levenez d'an Aotrou gant e holl oberoù.
Ra vo plijus dezhañ komzoù va c'hanaouenn,
rak va levenez din-me eo an Aotrou.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go 12, 3b-7. 12-13)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Badezet omp bet holl en un hevelep Spered hepken evit dont d'ober ur c'horf hepken.

Va breudeur, n’eus den ebet a c'hellfe lavarout : « Jezuz eo an Aotrou »
nemet dre nerzh ar Spered Santel.
Donezonoù disheñvel a zo, met an hevelep Spered eo bepred ; ha kargoù disheñvel a zo er ministrerezh, met an hevelep Aotrou eo bepred ;
hag obererezhioù disheñvel a zo,
met an hevelep Doue eo bepred a ra pep tra e pep unan.
Mar bez roet da bep unan ar Spered Santel d’en em ziskouez ennañ ez eo evit mad an holl.
Evel ma 'z eo unan hor c'horf, evitañ da gaout kalz a izili,
hag evel ma teu holl izili hor c'horf,
evito da vezañ kalz, d’ober ur c'horf hepken, evel-se ivez evit ar C'hrist.
Rak ni holl ivez a zo bet badezet en hevelep Spered unan,
evit dont d’ober ur c'horf hepken,
Juzevien ha Gresianed, sklaved ha tud en o frankiz ; ni holl hon eus evet hor gwalc'h eus an hevelep Spered.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🔥 Gwerz ar Pantekost

Veni Sancte Spiritus (Gwerz ar Spered Santel)

War don ar « Veni Sancte Spiritus »

Deuit ennomp, Spered Glan,
Lakait ennomp nerzh ho tan,
Splannder nevez ho kouloù.
Deut gant ho seizh donezon,
Tad ha sikour ar beorion,
Parakled hor c’halonoù.

O, frealzer ar gwellañ,
O, freskadur an dousañ
D’an ene ho tegemer.
C’hwi ’zo diskuizh el labour,
C’hwi ’zo distan er sec’hor,
Hag en doan, hon diboanier.

O, sklêrijenn evurus,
Gant ho kras kargit fonnus
Kalonoù ho fideled.
Anez da nerzh ho skoazell,
N’eus ennomp netra santel,
N’eus ennomp nemet pec’hed.

Gwalc’hit pezh a zo louzet,
Dourit pezh ’zo disec’het,
Pareit ar pezh a zo klañv.
Plegit pezh a zo reudet,
Tommit pezh a zo skornet,
Eeunit ar pezh a zo kamm.

Roit ho seizh donezon
D’ar re ho ped a galon,
Ho servijerion fidel.
Roit deomp ar santelezh
Ha gras ar Silvidigezh,
Gant levenez peurbadel.
Amen. Allelouia.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann (Yn 20, 19-23)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Evel m'en deus an Tad va c'haset, evel-se me ivez ho kas.

Allelouia ! Allelouia !
Deuit, Spered Santel : A sklêrijenn kargit hor speredoù !
A garantez tommit hor c'halonoù !
Allelouia !

Evel ma oa an noz, d’an deiz-se, ar c'hentañ eus ar sizhun,
serret ma oa an dorioù war al lec'h
ma oa bodet an diskibien gant aon rak ar Juzevien,
e teuas Jezuz, hag o chom en e sav en o c'hreiz, e lavaras dezho :
« Ar peoc'h ra vo ganeoc'h ! »
Ha goude bezañ lavaret an dra-se,
e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez.
Karget e voe an ebestel a levenez, o welout an Aotrou.
Un eil gwech e lavaras dezho :
« Ar peoc'h ra vo ganeoc'h !
Evel m’en deus an Tad va c'haset,
evel-se me ivez ho kas. »
Ha goude lavarout se, e c'hwezhas warno hag e lavaras dezho :
« Resevit ar Spered Glan.
Da biv bennak e pardonot e bec’hedoù, dezhañ e vezint pardonet, ha da biv bennak e talc’hot anezho, e vezint dalc’het dezhañ »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 24 a viz Mae 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn