Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 31 a viz Mae 2026

Gouel-Meur an Dreinded Santel⚪ Gwenn
Anvioù all : Gouel an Dreinded

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr an Ermaeziadeg (Er 34, 4b-6. 8-9)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Aotrou, Aotrou Doue, trugarezus ha madelezhus.

En deizioù-se e savas abred Moizez diouzh ar beure,
hag e pignas war venez Sinai, evel m’en devoa kemennet an Aotrou dezhañ.
Hag e kemeras en e zorn an div daolenn vaen.
Hag e tiskennas an Aotrou en ur goumoulenn, hag en em zalc'has gantañ eno.
Hag ec'h embannas Moizez anv an Aotrou.
Neuze e tremenas an Aotrou dirazañ hag ec’h embannas Moizez : « An Aotrou ! An Aotrou ! An Doue tener ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, leun a garantez hag a fealded ».
Kerkent, Moizez a zaoulinas war an douar hag a stouas :
« M’em eus kavet gras dirak ho taoulagad, o va Mestr, emezañ, plijet eta gant va Mestr kerzhout en hon touez ; rak ur bobl reut he chouk ez eo houmañ, met te a bardono hor fallagriezh hag hor pec’hed, hag a raio ganeomp da hêrezh ».

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Lidkan

Lidkan

D : Deoc'h-c'hwi, Aotrou Doue, klod uhel ha meuleudi peurbadel !

Ra vezo benniget hoc’h anv klodus ha santel, deoc’h klod uhel, meuleudi peurbadel.

Benniget oc’h en ho Templ santel ha glorius, deoc’h klod uhel, meuleudi peurbadel.

Benniget oc’h war ho kador a roue, deoc’h klod uhel, meuleudi peurbadel.

Benniget oc’h, C’hwi hag a wel an islonkoù, deoc’h klod uhel, meuleudi peurbadel.

C’hwi hag a dron war ar Geroubined, deoc’h klod uhel, meuleudi peurbadel.

Benniget oc’h e oabl an neñvoù, deoc’h klod uhel, meuleudi peurbadel.

C’hwi holl oberoù an Aotrou, bennigit an Aotrou, dezhañ klod uhel, meuleudi peurbadel.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus eil lizher an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (2Go 13, 11-13)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Gras Jezuz-Krist ha karantez Doue hag unvanidigezh ar Spered Santel.

Breudeur, bezit laouen, labourit d’ho santelidigezh,
en em frealzit an eil egile, bezit unan a spered,
bevit er peoc'h, ha Doue ar garantez hag ar peoc'h a vezo ganeoc'h.
En em saludit an eil egile dre ar pok santel.
An holl Sent ho salud.
Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue,
hag unvanidigezh ar Spered Santel da vezo ganeoc'h holl !

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 3, 16-18)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Doue en deus kaset e Vab evit ma vo salvet ar bed drezañ.

Allelouia ! Allelouia ! (Kv. Dsk 1, 8)
Gloar d'an Tad, ha d'ar Mab, ha d'ar Spered Santel,
An Doue a zo, a oa hag a zeu !
Allelouia !

Kement en deus Doue karet ar bed ken en deus roet e Vab unganet
evit nad aio ket da goll an neb a gred ennañ,
hogen m’en devo buhez peurbadus.
Evit gwir, Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed,
met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
An neb a gred ennañ n’eo ket barnet ;
an hini na gred ket avat a zo barnet a-vremañ
o vezañ n’en deus ket kredet en anv Mab unganet Doue.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 31 a viz Mae 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn